Alamagn - Wikipedia
Mont d’an endalc’had
Eus Wikipedia
Unaniezh Europa
Bundesrepublik Deutschland
Republik Kevreadel Alamagn
Banniel
Skoed-ardamez
Kan broadel:
Lied der Deutschen
(poz trede)
Lec'hiadur Alamagn
Kêr-benn
Berlin
Yezh(où) ofisiel
Alamaneg
, (
Sorabeg
Daneg
Izelalamaneg
Gouarnamant
Republik Kevreadel
- Prezidant kevreadel
Frank-Walter Steinmeier
Frank-Walter Steinmeier
Kañseller kevredel
Friedrich Merz
Gorread
- Hollad
357.588 km²
Poblañs
- istimadur 2021
83.129.285
()
- Stankter
232/km²
Moneiz
Euro (
EUR
Gwerzhid-eur
UTC
+1)
Kod kenrouedad
.de
Alamagn
Alamagn
Republik Kevreadel Alamagn
ent-ofisiel, zo ur vro eus
Kreiz Europa
. Bevennet eo en norzh gant
Mor an Hanternoz
Danmark
hag ar
Mor Baltel
, er reter gant
Polonia
hag ar
Republik Tchek
, er su gant
Aostria
ha
Suis
, hag er c’hornôg gant
Frañs
Luksembourg
Belgia
hag an
Izelvroioù
Ur republik parlamantel kevreadel eo Alamagn, enni 16
stad
. Gwechall e oa rannet ar vro e meur a riez, dezho pep a istor, a sevenadur hag a relijion. Unvanet e oa bet Alamagn evit ar wech kentañ e-kreiz ar
Brezel 1870-1871
e 1871.
Ezel eo Republik Kevreadel Alamagn eus ar
Broadoù Unanet
, eus
AFNA
, eus bodadoù ar
G8
hag ar
G4
. Ezel-diazezer eo eus
Unaniezh Europa
. Ganti emañ ar boblañs vrasañ hag an armerzh kreñvañ eus an holl stadoù izili eus Unaniezh Europa.
[1]
Alamagn eo trede kreñvañ armerzh er bed hag ar brasañ ezporzhier madoù war un dro.
[2]
Istor
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Pennad dre ar munud: s.o.
Istor Alamagn
Henamzer
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Krediñ a reer e oa deuet war wel kenel ar
meuriadoù german
e-pad
oadvezh an arem
, pe e-pad
oadvezh an houarn
d’an diwezhatañ. Er c’hantved kentañ kent JK e krogas ar meuriadoù d’en em astenn war-du ar su, ar reter hag ar c’hornôg adalek su
Skandinavia
ha norzh Alamagn.
[3]
Dindan ren
Augustus
e voe aloubet Alamagn gant ar jeneral roman
Publius Quinctilius Varus
. E-pad ar mare-se e teskas ar meuriadoù german troioù-brezel ar Romaned. War-lerc’h ma oa bet trec’het meur a wech legionoù Roma gant an armeoù german e chomas Germania er-maez eus an Impalaeriezh Roman betek ar stêrioù
Roen
ha
Danav
. War-dro 100 goude JK e tiazezas ar meuriadoù german a-hed ar stêrioù-se (al
Limes Germanicus
), o terc’hel evel-se an darn vrasañ eus tachennad Alamagn bremañ. E-pad an IIIe kantved e voe meur a veuriad bras, anezho Germaned eus ar c’hornôg, o tont war wel :
Alemanned
Franked
Chatti
Saksoned
Frizianed
Sicambri
, ha
Thuringii
. War-dro 260 e treuzas ar pobloù german al
Limes
ha harzoù an Danav.
[4]
An Impalaeriezh Santel Roman
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Seizh
priñs-dilenner
an
Impalaeriezh Santel Roman
. Diwar ur parch eus 1341
Dont a ra
Impalaeriezh Santel Roman
ar Grennamzer eus rannadur an
Impalaeriezh Karolingat
en 843. Fontet e oa bet gant
Karl Veur
en
800
. Betek 1806 e voe eus an Impalaeriezh Santel Roman, e meur a stumm. En em astenn a rae he zachennad adalek ar stêr
Eider
en norzh betek ar
Mor Kreizdouar
er su. Dindan ren an impalaerien
Ottonian
(919–1024) e voe kreñvaet dugelezhioù
Loren
Saks
Franken
Swabia
Thüringen
, ha
Bavaria
. Ar roue german a voe tronet
Impalaer Santel Roman
e 962. Dindan ren an impalaerien
Salian
ha
Hohenstaufen
ez euvras an impalaeriezh norzh
Italia
ha
Burgondia
hag ez astennas he levezon war-du ar su hag ar reter betek tachennadoù annezet gant ar
Slaved
. E-pad ar mare-se e vleunias ar c’hêrioù e norzh Alamagn o vezañ ma oant ezel eus ar
C’hevre Hanseat
. Gant ar
Builh Aour
eus 1356 e voe pourchaset ul lezenn diazez d’an impalaeriezh hag a dalvezas betek ar fin anezhi. Reoliañ a rae dilennadeg an impalaer gant seizh
priñs-dilenner
a oa e penn ar priñselezhioù hag an arc’heskoptioù galloudusañ. Adalek ar XVvet kantved e voe dilennet an impalaerien e-touez ar re
Habsburg
eus
Aostria
hepken.
E 1517 e skrivas
Martin Luther
95 Tezenn
ma aterse an
Iliz Katolik Roman
, hag e roas lañs evel-se d’an
Disivoud-Meur
. Difoupañ a reas an iliz luterat, ha diazezañ e lies stad eus Alamagn. Hogen gwanaet kalz e voe an impalaeriezh abalamour ma oa rannet e nouspet priñselezh dizalc’h. Adalek 1740 e voe kemeret plas ar
c’hevezerezh Frañs-Habsburg
gant un daouelezh etre ar roueed Habsburg eus Aostria hag ur galloud nevez,
Rouantelezh Prusia
. Da-heul
brezelioù Napoleon
e voe aloubet an Impalaeriezh Santel Roman, ha kaset da get e 1806.
[5]
An Dispac’h hag an Eil Impalaeriezh Alaman
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Da-heul faezhidigezh
Napoleon Bonaparte
en em vodas
Kendalc'h Vienna
e 1814 hag e tiazezas ar
C’hengevread alaman
, anezhañ ur c’hevre laosk ennañ 39 riez. Lañs al luskadoù frankizour ha broadelour a oa, evit darn, un heuliad eus an eneberezh ouzh ar politikerezh adsevel. Diarbennoù kastizañ nevez a voe goude-se a-berzh an den a stad aostrian
Metternich
. En ur blegenn ma oa dispac’hioù e pep lec’h en Europa e voe roet lañs da zispac’hioù 1848 er stadoù german gant kefredourien ha bilened. Da gentañ e plegas ar roueed dirak goulennoù frankiz an dispac’herien. Kinniget e oa bet d’ar roue
Frederig Gwilherm IV Prusia
an titl a impalaer, daoust ma oa gant ur c’holl en e c’halloud. Disteurel a reas ar gurunenn hag ar vonreizh a oa bet kinniget dezhañ, pezh a voe ur c’hwitadenn dibad evit an dispac’herien. E-pad
Eil Brezel Schleswig
enep Danmark e 1864, kentañ ministr nevez Prus,
Bismarck
, a reas e renkoù e Schleswig ha Holstein. Diwar neuze e voe meret an dachennad a-gevret gant
Impalaeriezh Aostria
, met dizemglevioù etre an div vro a gasas buan d’ar
brezel Aostria-Prus
e 1866. Gant trec’h prim ar Brusianed e c’hallas Bismarck krouiñ
Kengevread Norzh Alamagn
ha lakaat
Aostria
er-maez eus aferioù ar peurrest eus stadoù german ar su, a oa bet o skoazellañ Aostria.
Diazezadur Alamagn a-vremañ e Versailhez e 1871. Emañ
Bismarck
er c’hreiz, gwisket e gwenn. Livadur gant
Anton Alexander von Werner
, 1877
E 1870 e tisklêrias an Impalaer gall ar brezel da Brus. Trec’het e voe gant an armeoù prusian hag armeoù german ar su. Embannet e voe an
Impalaeriezh Alaman
Deutsches Kaiserreich
) e
Palez Versailhez
d’an 18 a viz Genver
1871
. Gant ar rummad-roueed
Hohenzollern
a Brus e oa renet an impalaeriezh nevez, a oa
Berlin
he c’hêr-benn. Strollañ a rae an holl barzhioù eus Alamagn a oa distag a-raok nemet Aostria, ur meizad anavezet evel
Kleindeutschland
, pe "Alamagn Vihan". Er
Gründerzeit
(Mare Diazezañ) a voe da-heul
unvaniezh Alamagn
e voe suraet saviad Alamagn evel ur galloud bras gant politikerezh estren Bismarck, dre skoulmañ emglevioù, lakaat Frañs en distro ent diplomatel hag en em virout diouzh ar brezel. Koulskoude e krogas Alamagn ivez gant ur programm impalaerouriezh evel ar broioù all eus Europa, hag e 1884 e stagas da ziazezañ trevadennoù er-maez eus
Europa
. Jeu a savas diwar an oberoù-se gant ar broioù amezek, ken ne voe ket adnevezet an darn vrasañ eus an emglevioù he doa kemeret Alamagn perzh enno a-raok, hag e voe lezet ar vro a-gostez en emglevioù nevez. Er c’hontrol e tiazezas Frañs darempredoù nevez dre sinañ an
Entente Cordiale
gant ar
Rouantelezh Unanet
hag e skoulmas liammoù startoc’h gant an
Impalaeriezh rusian
. Estreget he darempredoù gant
Aostria-Hungaria
e teuas Alamagn da vezañ digenvesoc’h-digenvez.
Gant drouklazh an arc’hdug
Franz Ferdinand a Aostria
d’an 28 a viz Gouere
1914
e voe distaget un heuliad darvoudoù hag a gasas d’ar
Brezel-bed kentañ
. Alamagn, ha hi e-touez ar
Galloudoù kreiz
, a voe trec’het gant ar Gevredidi en unan eus ar stourmoù gwadekañ a voe biskoazh. Tarzhañ a reas an
Dispac'h alaman
e miz Du 1918, hag an impalaer Wilhelm II hag an holl briñsed alaman a roas o dilez. Sinet e voe un arsav-brezel d’an 11 a viz Du ha rediet e voa Alamagn da sinañ
Feur-emglev Versailhez
e miz Mezheven 1919. Er c’hontrol d’an hengoun diplomatel war-lerc’h ar brezelioù e voe lezet ar Galloudoù Kreiz a-gostez e-pad an emzivizoù anezhañ. Gwazh e voe an Alamaned eus ar pezh a raent
diktat
Versailhez anezhañ, ha soñjal a reer alies e voe aesaet donedigezh an
Naziegezh
gant ar garv ma oa.
[6]
Goude berzh an
Dispac'h alaman
e miz Du 1918 e voe embannet
Republik Weimar
. Lakaet e voe
Bonreizh Weimar
da dalvezout pa voe sinet gant ar Prezidant
Friedrich Ebert
d’an 11 a viz Eost
1919
. Diazezet e oa bet ar
Strollad Komunour Alaman
gant
Rosa Luxemburg
ha
Karl Liebknecht
e 1918, ha Strollad al Labourerien Alaman, anavezet diwezhatoc’h evel Strollad Broadel Sokialour al Labourerien Alaman, pe
Strollad Nazi
, a voe diazezet e miz Genver 1919.
Republik Weimar (1918–1933)
kemmañ
kemmañ ar vammenn
s.o.
Republik Weimar
Trede Reich
kemmañ
kemmañ ar vammenn
An dud en Alamagn o doa diwasket an
Enkadenn Veur
, an divizoù garv a oa bet lakaet d’ar peoc’h gant
Feur-emglev Versailhez
, hag un heuliad hir a ouarnamantoù stabil pe stabiloc’h. Muioc’h-mui a boan o deveze o tegemer reizhiad parlamantel ar vro. Kreñvaet e oa ar santimant-se gant an unpennelourien eus an tu dehou, al luskad
Völkisch
, hag ar
Strollad Nazi
gant o
Dolchstoßlegende
(mojenn an taol kontell er c’hein), ur vojenn bolitikel a lavar n’eo ket bet kollet ar brezel-bed kentañ gant Alamagn abalamour da zrouziwezh an arme met abalamour d’un taol treitouriezh diabarzh. Diouzh an tu all e klaske komunourien, evel re
Kevre Spartakus
, terriñ ar pezh a welent evel ar reolenn gapitalour ha staliañ ur
Räterepublik
diazezet war guzulioù labourerien. Bodet e veze bagadoù peuz-soudard gant meur a gostezenn, ha bez’ e oa miliadoù a vuntroù evit abegoù politikel. Aon o deveze an dilennerien rak ar bagadoù-se a skigne feulster ha fulor e-touez an dud, ouzhpenn ma oa uhel an dilabour ha bras ar baourentez. Goude meur a gabined oc’h ober kazeg lerc’h-ouzh-lerc’h e voe anvet
Adolf Hitler
da
Gañseller Alamagn
d’an 29 a viz Genver
1933
gant ar prezidant
Paul von Hindenburg
, broudet gant alierien eus an tu dehou.
Adolf Hitler
gant
Benito Mussolini
Yougoslavia
aloubet gant an Ahel
Torret e voe buan ar gwirioù demokratel diazez gant an dekred embannet goude
tan-gwall ar Reichstag
d’ar 27 a viz C’hwevrer
1933
. An eneberezh, darnaouet ha handeet, ne voe ket evit herzel ouzh an
Akta Engwiriañ
e 1939 er
Reichstag
, a roe ar galloud lezenniñ klok da ouarnamant Hitler.
[7]
[8]
Diazezet e voe ur stad hollveliek, renet gant ur gostezenn hepken. Reoliet-strizh e voe ar greanterezh e-sell da brientiñ an armerzh d’ar brezel. Torret e voe Feur-emglev Versailhez pa’z eas an armeoù alaman tre er Rheinland a oa sañset chom disoudard, hep na reas den van ebet e 1936. Hitler, lakaet hardizh gant politikerezh habaskaat kentañ ministr Breizh-Veur,
Neville Chamberlain
, a glaskas astenn Alamagn evit diazezañ Alamagn-Veur. Destagañ a reas Aostria, bro ar Sudeted ha
tiriad Memel
. A-benn tremen hep brezeliñ war daou dalbenn war un dro e skoulmas
emglev Molotov-Ribbentrop
gant an Unaniezh Soviedel e miz Eost 1939. Gant ar pezh a voe anavezet war-lerc’h evel al Loskaberzh ez embannas ar renad nazi lezennoù a suje war-eeun meur a c’hennad eus ar gevredigezh : ar Yuzevien, ar Slaved, an Tsiganed, an heñvelrevidi, ar frañmasoned, an disrannidi bolitikel hag an nammidi, e-touez re all. War-dro 11 milion a dud a voe muntret el Loskaberzh, en o zouez tremen 6 milion a Yuzevien.
[9]
Tennderioù a oa muioc’h-mui, abalamour d’ar vroadelouriezh, d’ar vilouregezh ha da gudennoù tiriadel. Kement-se a vroudas Alamagn da zistagañ ur
blitzkrieg
enep Polonia d’ar 1añ a viz Gwengolo
1939
. Daou zevezh war-lerc’h e tisklêrie ar Rouantelezh Unanet ha Frañs ar brezel da Alamagn, o reiñ lañs d’an eil brezel-bed. Buan a-walc’h e voe kontrollet an darn vrasañ eus Europa gant Alamagn, en un doare eeun pe dieeun. D’an 22 a viz Mezheven
1941
e torras Hitler an emglev gant an Unaniezh Soviedel dre zigeriñ un talbenn er reter hag aloubiñ an Unaniezh Soviedel. Alamagn a zisklêrias ar brezel d’ar Stadoù-Unanet pevar devezh war-lerc’h ma voe taget Pearl Harbour gant
Japan
. Daoust d’an arme alaman mont buan dre soupren e-barzh an Unaniezh Soviedel e voe
Emgann Stalingrad
ur prantad tonkus eus ar brezel. Neuze e krogas an arme alaman da gilañ war talbenn ar reter betek ma voe trec’het a-benn ar fin. Da c’houde e voe aloubet
Berlin
gant an
Arme Ruz
. Kodianañ a reas Alamagn d’an 8 a viz Mae
1945
Rannidigezh hag adunvanidigezh (1945–90)
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Kastell Schwerin
, parlamant
Mecklenburg-Vorpommern
(Landtag)
Disoc’hañ a reas ar brezel gant marv tost dek milion a Alamaned, soudarded hag all, distruj kêrioù pennañ Alamagn, ha koll tiriadoù bras e-kerz broioù reter Europa. Argaset e voe war-dro 15 milion a Alamaned eus an tiriadoù-se, ha da-heul muioc’h a reuz hag a dud lazhet c’hoazh. Rannet e voe Alamagn ha
Berlin
gant ar gevredidi e pevar zakad aloubet gant an armeoù. Kendeuzet e voe an takadoù kontrollet gant
Frañs
, ar
Rouantelezh Unanet
hag ar
Stadoù-Unanet
da stummañ
Republik Kevreadel Alamagn
d’an 23 a viz Mae
1949
. Diazezet e voe
Republik Demokratel Alamagn
gant an Unaniezh Soviedel d’ar 7 a viz Here
1949
. Anavezet e veze an div stad-se dindan an anvioù "
Alamagn ar C’hornôg
" hag "
Alamagn ar Reter
" a-getep. Gant Alamagn ar c’hornôg,
Bonn
he c’hêr-benn, e oa bet diazezet ur republik parlamantel frankizour gant un armerzh marc’had sokial. Kevredet e oa gant ar S.-U., ar Rouantelezh Unanet ha Frañs. Adalek deroù ar bloavezhioù 1950 e voe er vro ur prantad kresk armerzhel hir, anavezet evel
Wirtschaftswunder
. C’hoarvezet eo an azlañs dreist-holl abalamour d’an adreizh moneizel eus miz Mezheven 1948, hag adalek 1949, da skoazell ar S.-U. dre brestoù ar
Steuñv Marshall
[10]
[11]
Alamagn ar c’hornôg, renet gant ar c’hañseller
Konrad Adenauer
, a emezelas ouzh
AFNA
e 1955 hag e 1958 e voe un ezel diazezer eus
Kumuniezh Armerzhel Europa
. Da gentañ e voe aloubet Alamagn ar reter gant an Unaniezh Soviedel, ha diwezhatoc’h (miz Mae 1955) e kevredas ganti. Alamagn ar reter a ziazezas ur renad aotrouniezhus gant un armerzh steuñvet e giz ar Soviedoù. Buan e teuas da vezañ pinvidikañ bro
Emglev Varsovia
, hag an hini ar muiañ er penn a-raok. Padal e selle un nebeud brav a geodedourien war-du ar c’hornôg, o c’hoantaat ar frankizoù politikel ha berzh an armerzh.
[12]
E 1961 e krogas gouarnamant Alamagn ar reter da sevel
Moger Berlin
evit mirout ouzh Alamaned ar reter da dec’hel diouzh ar gêr-benn da Alamagn ar c’hornôg. Hep dale e teuas ar Voger da vezañ un arouez eus ar
Brezel Yen
. Distegnet e voe an darempredoù etre Alamagn ar reter hag ar c’hornôg e penn kentañ ar bloavezhioù 1970 gant
Ostpolitik
ar C’hañseller
Willy Brandt
a zegemere ar c’holloù tiriadel a oa bet evit Alamagn da-heul an eil brezel-bed.
Dirak ar manifestadegoù a-zruilh ha kresk an ezvroañ gant Alamaned ar reter da Alamagn ar c’hornôg dre
Hungaria
, e tivizas pennadurezhioù Alamagn ar reter, en un doare dic’hortoz, laoskaat ar strishadurioù en harzoù ha lezel keodedourien ar reter da veajiñ d’ar c’hornôg. Gant se e voe buanaet an argerzh adreizhañ en Alamagn ar reter. C’hoarvezout a reas
adunvanidigezh Alamagn
d’an 3 a viz Here
1990
pa oa ar C’hañseller
Helmut Kohl
e penn an aferioù en Alamagn ar c’hornôg. Berlin a zeuas da vezañ ar gêr-benn en-dro. Ur roll ambilh zo bet c’hoariet gant Alamagn adunvanet en Unaniezh Europa hag en
AFNA
. Sikouret he deus an armeoù da zerc’hel an urzh er Balkanioù ha kenstrivet he deus gant
AFNA
da suraat
Afghanistan
goude ma oa bet bannet an
Dalibaned
er-maez. Alamagn zo bet unan eus ar re o deus skoret ar muiañ Bonreizh nevez Europa, ha zoken goude m’eo bet distaolet gant dilennerien Frañs hag an Izelvroioù.
[13]
E 2006 e voe trec’h ur genunaniezh CDU, CSU hag SPD e dilennadegoù ar parlamant. Dilennet e voe
Angela Merkel
da Gañsellerez Alamagn, ar wech kentañ d’ur vaouez bezañ dilennet d’ar garg-se en istor ar vro.
[14]
Gouarnamant
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Ar
Bundestag
e Berlin. Emañ
Prezidant ar Stadoù-Unanet
George W. Bush
, o prezeg
Reizhiad politikel Alamagn a ya en-dro e-barzh ur framm lakaet gant lezenn 1949, anavezet evel ar
Grundgesetz
(ger-ha-ger, "Lezenn ziazez"). Evit kemmañ ar
Grundgesetz
e ranker kaout ur muiañ-niver eus an div drederenn e div gambr ar parlamant. Chom a reas ar
Grundgesetz
e talvoud goude adunvanidigezh Alamagn e 1990, gant daskemmoù dister. Ur republik kevreadel parlamantel eo Alamagn. Emañ ar C’hañseller e penn ar gouarnamant hag a embreg ar galloud erounit. Emañ ar galloud lezenniñ kevreadel e dalc’h ar gouarnamant ha div gambr ar parlamant war un dro, ar
Bundestag
hag ar
Bundesrat
. Dilennet e vez ar Bundestag hervez ar mouezhiañ eeun tra ma tileur ar Bundesrat gouarnamantoù an 16 stad alaman. Abaoe 1949 eo bet ar reizhiad dreist-holl e dalc’h an Unaniezh Demokratel Kristen (CDU), ur gostezenn virour anezhi, hag ar Strollad Sokial Demokratel (SPD).
[15]
Padal ez eus bet c’hoariet ur roll pouezus ivez gant kostezennoù bihanoc’h, evel ar Strollad Demokratel Dieub zo bet er Bundestag abaoe 1949, hag ar Re C’hlas o deus sezoù er parlamant abaoe 1983. E penn ar stad alaman emañ
Prezidant Alamagn
, dilennet gant ar
Bundesversammlung
, un aozadur ennañ izili eus ar Bundenstag hag un niver par a zileuridi gant ar stadoù. An eil pennadurezh uhelañ eo Prezidant ar Bundenstag, a vez dilennet gant ar Bundenstag e-unan. E karg emañ da evezhiañ labour pemdez an aozadur. An trede pennadurezh uhelañ, ha penn ar gouarnamant, eo ar
c’hañseller
. Anvet eo gant Prezidant Alamagn ha dilennet gant ar Bundestag. Mar bez ret e c’hall bezañ eztitlet war-bouez ur mennad disfiz savus gant ar Bundenstag.
Savus
a dalvez e rank ar Bundestag dilenn ur warlerc’hiad en degouezh-mañ.
Ar galloud lezvarnel
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Lez-varn Vonreizhel Kevreadel Alamagn e
Karlsruhe
Dizalc’h eo galloud lezvarnel Alamagn diouzh ar galloud erounit ha lezennel. Alamagn he deus ur sistem lezennoù diazezet war ar gwir roman, gant un nebeud daveoù d’al
Lezenn C’herman
. Rannet eo ar galloud lezennel etre ar C’hevread hag ar stadoù kevreet. Reoliet eo al lezennoù-kastiz ha lezennoù ar gwir prevez el live broadel gant ar
Strafgesetzbuch
hag ar
Bürgerliches Gesetzbuch
a-getep. Forzhig tachennoù diazez eus ar gwir melestradurel a chom e dalc’h ar stadoù kevreet, daoust ma heuilh an darn vrasañ eus ar stadoù
Verwaltungsverfahrensgesetz
1976 (lezennoù an argerzhad melestradurel) war grafoù pouezus eus al lezennoù melestradurel. Arbennikaet eo Lez-Uhel Alamagn. Evit an aferioù keodedel ha kastizel, uhelañ lez-varn galv eo ar
Bundesgerichtshof
(Lez-varn Kevreadel ar Justis). E
Karlsruhe
emañ. Graet e vez hervez un argerzhad enklask. Ar
Bundesverfassungsgericht
(Lez-varn Vonreizhel Kevreadel), e Karlsruhe ivez, eo lez-varn veur Alamagn evit a sell ouzh ar c’hrafoù bonreizhel. Gwiriañ a ra hag-eñ e klot al lezennoù gant ar vonreizh. Labourat a ra ent dizalc’h diouzh korfoù all ar stad, met ne c’hall ket ober diwar he danvez hec’h-unan.
Darempredoù estren
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Ur roll blein zo bet c’hoariet gant Alamagn en
Unaniezh Europa
abaoe an deroù anezhi, ha skoulmet he deus ur c’hevredadur kreñv gant Frañs abaoe fin an eil brezel-bed. Tost e oa an darempredoù etre an div vro dreist-holl e fin ar bloavezhioù 1980 hag e deroù ar bloavezhioù 1990 pa oa
Helmut Kohl
ha
François Mitterrand
e penn an aferioù. Emañ Alamagn e renk kentañ ar stadoù europat a glask krouiñ ur politikerezh europat unvanoc’h ha barrekoc’h.
[16]
Abaoe ma oa bet diazezet d’an 23 a viz Mae
1949
e oa chomet uvel a-walc’h Republik Kevreadel Alamagn en darempredoù etrebroadel abalamour d’hec’h istor a-nevez ha dre ma oa aloubet gant galloudoù estren.
[17]
E-pad ar Brezel Yen, abalamour d’he rannadur gant ar
Rideoz Houarn
, e oa Alamagn un arouez eus an tennderioù etre ar C’hornôg hag ar Reter hag un dachenn-emgann bolitikel en Europa. Koulskoude e oa bet Ostpolitik Willy Brandt un devouder a bouez e
distegn
ar bloavezhioù 1970.
[18]
E 1999 e roas gouarnamant ar c’hañseller
Gerhard Schröder
ur roud all da bolitikerezh estren Alamagn : kemer a reas perzh e brezel
AFNA
enep Yougoslavia hag evit ar wech kentañ abaoe an eil brezel-bed e kasas soudarded alaman d’an emgann.
[19]
Republik Kevreadel Alamagn hag ar
Stadoù-Unanet
zo bet kevredidi tost abaoe fin an eil brezel-bed.
[20]
Ar steuñv Marshall, skoazell badus ar S.-U. e-pad ma oad oc’h adsevel ar vro goude an eil brezel-bed, ha levezon greñv ar sevenadur amerikan en Alamagn o deus krouet ul liamm kreñv etre an div vro, daoust m’eo bet klouaraet un tamm bennak an darempredoù etre ar Stadoù-Unanet hag Alamagn da-heul enebadur kreñv Schröder ouzh ar brezel en Irak.
[21]
Liammet eo an div vro a-fet armerzh ivez : 8,8% eus ezporzhiadurioù Alamagn a vez kaset d’ar Stadoù-Unanet ha 6,6% eus enporzhiadurioù Alamagn a zeu eus ar Stadoù-Unanet.
[22]
E-touez an traoù a ziskouez ez eus liammoù start etre an div vro ez eus ivez saviad an Alamaned-Amerikaned er S.-U., anezho ar genel vrasañ er vro
[23]
ha statud bonn aervorel Ramstein, tost da gêr g
Kaiserslautern
, anezhañ ar brasañ kumuniezh a soudarded amerikan er-maez eus ar S.-U.
[24]
An armeoù
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Ur soudard war droad alaman gant e
G36
e-pad ur bleustradeg e 2004.
Arme Alamagn, ar
Bundeswehr
, zo un nerzh difenn a c’hoarvez eus an
Heer
(arme war zouar pe
tirlu
), ar
Marine
morlu
), al
Luftwaffe
aerlu
), ar
Zentraler Sanitätsdienst
(servijoù kreiz mezegel) hag ar
Streitkräftebasis
(servij boutin skoazellañ ar ren). Ret eo ar servij-soudard evit an holl wazed d’an oad a 18 vloaz hag an enrollidi a servij e-pad nav miz. E 2003 ez ae an dispignoù evit an arme d’ober 1,5% eus PDK ar vro. Pa vez peoc’h e vez renet ar Bundeswehr gant Ministr an Difenn,
Franz Josef Jung
er mare-mañ. Pa vez brezel, ar pezh na c’hall c’hoarvezout nemet evit en em zifenn hervez ar vonreizh, e teu ar C’hañseller da vezañ pennrener ar Bundeswehr.
[25]
E miz Here 2006 e oa gant arme Alamagn 9000 den e broioù estren o kemer perzh en armeoù evit derc’hel ar peoc’h, en ur gontañ 1180 den e
Bosnia-Herzegovina
, 2844 soudard eus ar Bundeswehr e
Kosovo
, 750 soudard e
Republik Kongo
e-barzh an
EUFOR
, ha 2800 soudard en
Afghanistan
, anezho al lodenn vrasañ eus arme skoazell etrebroadel
AFNA
[26]
Rannoù melestradurel
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Rannet eo Alamagn e 16 stad (anvet
Länder
en alamaneg, unander
Land
). Azrannet eo c’hoazh e 439 distrig (
Kreise
) ha keoded (
kreisfreie Städte
) pe «
kumunioù
» (2004).
Stadoù Alamagn.
Gwelout ar pennad
Stadoù Alamagn
Douaroniezh ha hin
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Liveoù uhelder
Abaoe an
adunvanidigezh
, eo deuet Alamagn da vezañ en-dro ar vro vrasañ en Europa etre
Skandinavia
en norzh, ar broioù kreizdouar er su, ar
Meurvor Atlantel
er c’hornôg hag Europa ar Reter er reter. Tachennad Alamagn a c’holo 357 021 km², 349 223 km² a zouar ha 7798 km² a zour. An uhelderioù a ya eus menezioù an
Alpoù
(beg uhelañ : ar
Zugspitze
, 2962 m) er su da aodoù
Mor an Hanternoz
Nordsee
) er gwalarn ha re ar
Mor Baltel
Ostsee
) er biz. Etrezo en em astenn uheldirioù goloet gant koadeier e Kreiz Alamagn ha douaroù izel Norzh Alamagn (lec’h izelañ :
Wilstermarsch
, 3,54m dindan live ar mor), treuzet gant darn eus brasañ stêrioù Europa, evel ar
Roen
, an
Danav
hag an
Elbe
[27]
Abalamour d’al lec’h kreiz m’emañ, e rann Alamagn harzoù gant muioc’h a vroioù europat eget forzh peseurt bro all war ar c’hevandir. Hec’h amezeien eo
Danmark
en norzh,
Polonia
hag ar
Republik Tchek
er reter,
Aostria
ha
Suis
er su,
Frañs
ha
Luksembourg
ar mervent ha
Belgia
hag an
Izelvroioù
er gwalarn.
An Alpoù e su
Bavaria
Gant an darn vrasañ eus Alamagn ez eus un hin fresk, kerreizh, ma c’hwezh ar penn avelioù eus ar c’hornôg. Reizhet e vez an hin gant ar
Froud Norzh Atlantel
, anezhañ un astenn d’ar
Gulf Stream
en norzh. Levezonet kalz eo an hin gant ar froud-se e
Breizh-Veur
Portugal
Frañs
ha
Norvegia
, ha santet e vez un tamm bennak tro-dro da Vor an Hanternoz, e ledenez
Jutland
hag en tolead a-hed ar Roen a red e-barzh Mor an Hanternoz. Er gwalarn hag en norzh eo meurvorel an hin. Glav a vez a-hed ar bloaz ha dreist-holl e-pad an hañv. Eno e vez dous ar goañv ha fresk an hañv kentoc’h, daoust ma c’hall ar gwrezverkoù mont en tu-hont da 30 °C e-pad mareoù hir. Er reter eo muioc’h kevandirel an hin. Yen-du e c’hall bezañ e-pad ar goañv, ha tomm-gor e-pad an hañv, ha prantadoù sec’hor hir a vez gwelet alies. Ur c’horn-bro etre eo kreiz ha su Alamagn. Eno e kemm an hin etre un hin meurvorel habask hag un hin kevandirel. Posupl eo gwelet hañvoù tomm-gor gant gwrezverkoù e-tro 30 °C.
[28]
[29]
Armerzh
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Frankfurt am Main
— anvet "Mainhattan" peurvuiañ — eo kreizenn arc’hant Alamagn.
Gant Alamagn emañ an armerzh kreñvañ en
Europa
hag an trede armerzh kreñvañ er bed, war-lerc’h ar
Stadoù-Unanet
ha
Japan
[30]
Erruout a ra da bempvet er bed a-fet parelezh ar galloud da brenañ.
[31]
Ul lodenn hollbouezus eus armerzh Alamagn eo an ezporzhiañ madoù, hag unan eus abegoù pennañ e stad vat. Hervez
Aozadur Bedel ar C'henwerzh
eo Alamagn kentañ ezporzhier ar bed gant 912 miliard a zollaroù ezporzhiet e 2005 (lakaet e-barzh an ezporzhiadurioù war-du broioù all eus
takad an euro
). Erruout a ra da eil en enporzhiadurioù e-keñver ar Stadoù-Unanet hepken, hag ur reñverad kenwerzhel bras he deus (160,6 miliard a euroioù e 2005).
[32]
A-fet kenwerzh ar servijoù (
touristerezh
servijoù arc’hant
ijinouriezh
, hag all) ez erru da eil war-lerc’h ar Stadoù-Unanet. An darn vrasañ eus enporzhiadurioù ar vro a denn d’an ijinouriezh, dreist-holl evit ar c’hirri, ar mekanikoù hag an danvezioù kimiek. A-fet barregezh hollek da fardañ tredan diwar nerzh an avel, ez eo Alamagn an niverenn unan er bed, ha gant ar pouez a laka war ar mammennoù energiezh nevezus ez eus bet diazezet un nebeud brav a gompagnunezhioù evit an teknologiezhioù-se. Alamagn eo ivez an ezporzhier pennañ a droellrodoù dre avel, ha kalz brasoc’h eo ar goulenn eget ar varregezh da broduiñ.
[33]
Daoust m’eo krog da zigreskiñ ar c’hudennoù bet krouet gant
Adunvanidigezh Alamagn
e 1990,
[34]
e chom gwelloc’h an aozioù bevañ en hanterenn gornôg eus ar vro. Ul live dilabour uhelik a chom en Alamagn, dreist-holl e stadoù ar reter ma tizh ar feur 18%. En desped d’an disoc’hoù mat-tre er c’henwerzh etrebroadel, ar goulenn diabarzh en deus kollet lañs e-pad meur a vloaz abalamour d’ar goproù na greskont ket ha da zisurentez ar vevezerien. Ur politikerezh kemedel strizh a vez kaset gant gouarnamant Alamagn ha lamet en deus un toullad postoù labour er
gennad foran
[35]
Met daoust d’ar postoù labour ordinal digreskiñ er gennad foran, e kresk ar postoù labour dreistordinal evel an implijoù "un euro" (postoù goproù izel).
[36]
Poblañs
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Poblañs Alamagn a-hed an amzer. Er bloavezhioù a-raok 1990 ez eo bet koublet an talvoudoù evit Republik Kevreadel Alamagn ha Republik Demokratel Alamagn. Burev kevreadel ar stadegoù a istim e tigresko ar boblañs da 75 milion a-benn 2050.
Emañ Alamagn a-dal ur c’hemm poblañsouriezhel krenn. Emañ he feur gouennañ, 1,39 bugel dre vaouez, e-touez ar re izelañ er bed, hag istimañ a ra burev kevreadel ar stadegoù e koazho ar boblañs da 75 milion pe dost a-benn 2050.
[37]
Krediñ a reer eo
Chemnitz
ar gêr m’eo an izelañ ar feur genel er bed a-bezh.
[38]
Abalamour da framm kevreadel ha digreizennet ar vro he deus Alamagn un toullad kêrioù bras. Ar re vrudetañ eo
Berlin
Hamburg
München
Köln
Frankfurt
ha
Stuttgart
. An tolpad-kêrioù brasañ, a-bell, eo ar c’horn-bro
Roen-Ruhr
, ennañ distrig Düsseldorf-Köln ha kêrioù
Essen
Dortmund
Duisburg
ha
Bochum
Ar Brotestanted (tolpet en norzh hag er reter) hag ar Gatoliked roman (tolpet er su hag er gornôg) a ya d’ober pep a 31% eus ar boblañs. E
Bavaria
e oa bet ganet ar
Pab
katolik bremañ,
Benead XVI
. En tu-hont da 55 milion a dud, en holl, zo d’ar relijionoù kristen. An dud direlijion, anezho an dud dizoue hag an dizreistanaoudegourien a ya d’ober 28,5% eus ar boblañs. Niverus ez int dreist-holl en Alamagn ar reter kozh.
[39]
War-dro tri milion a Vuzulmaned
[40]
a vev en Alamagn. Sunnited hag Alevited eus
Turkia
eo an darn vrasañ anezho, met bez’ ez eus ivez un niver bihan a Chiited.
[41]
Gant Alamagn emañ an trede niver brasañ a Yuzevien en Europa ar c’hornôg.
[42]
E 2004 e oa bet div wech muioc’h a Yuzevien eus ar republikoù soviedel kozh o tiazezañ en Alamagn eget en
Israel
. Gant se en deus tizhet an niver a Yuzevien 200 000, e-keñver an 30 000 a oa a-raok
adunvanidigezh Alamagn
. E-touez ar c’hêrioù bras ma’z eus un niver bras a Yuzevien e c’haller menegiñ
Berlin
Frankfurt
ha
München
[43]
E miz Kerzu 2004 e oa war-dro 7 milion a geodedourien estren enrollet en Alamagn ha 19% eus annezidi ar vro a oa a orin estren pe estren evit darn. Eus Turkia e oa an darn vrasañ anezho (2,3 milion)
[44]
pe eus stadoù all eus Europa evel
Italia
Serbia
Gres
Polonia
, ha
Kroatia
[45]
En e zanevell
Stad Poblañs ar Bed e 2006
, e skriv Font Poblañs ar Broadoù Unanet e tegemer Alamagn an trede dregantad brasañ a enbroidi er bed a-bezh, e-tro 5% da lavaret eo 10 milion diwar ar 191 milion a enbroidi.
[46]
Abaoe 2000 ez eus bet degaset kemmoù da lezennoù Alamagn war an enbroañ hag ar gwir minic’hi, a oa kentoc’h laosk a-raok, evit ar wech Gant se eo digresket ingal an niver a enbroidi a glask minic’hi (dreist-holl tud eus an
Unaniezh Soviedel
kozh).
[47]
Alies e vez kudennoù enframmañ gant an enbroidi en Alamagn, e-touez diaesterioù all.
[48]
Nevez zo ez eus bet ivez ur c’hresk en torfedoù graet gant an tu dehou broadelour. Hervez Ministr an Diabarzh kozh,
Otto Schily
, ez eus bet muioc’h a dorfedoù er bloavezhioù tremenet, met ne verk ket dre ret ur c’hresk en niver a izili er strolladoù eus an tu dehou pellañ.
[49]
Deskadurezh
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Skol-veur Würzburg
Ar Stadoù eo dreist-holl zo e karg da c’hoursellout an deskadurezh en Alamagn, ha ne c’hoari ar gouarnamant kevreadel nemet ur roll dister. Pourchaset e vez deskadurezh diret d’ar vugale etre tri ha c’hwec’h vloaz e “liorzhoù bugale” (
Kindergarten
). Goude-se eo ret mont d’ar skol e-pad daouzek vloaz. Un niver bihan a dud a ra c’hoazh gant ar skol er gêr ha danevellet ez eus bet e oa bet prosezet gant ar gouarnamant ouzh ar pleustr-se.
[50]
Peurliesañ e pad an deskadurezh kentañ-derez pevar bloaz, hag unvan eo ar skolioù publik el live-se. Er c’hontrol, en deskadurezh eil-derez ez eus pevar seurt skolioù, diouzh barregezh ar skoliad, evel m’eo didermenet gant erbedennoù ar c’helenner : er
Gymnasium
e vez degemeret ar vugale zonezonetañ ha prientiñ a reont ar studierien d’ar studioù er skol-veur ; er
Realschule
e tegemerer un dibab ledanoc’h a skolidi etre ; er
Hauptschule
e prienter ar skolidi d’an deskadurezh vicherel, ha gant ar
Gesamtschule
e vez mesket an tri doare. A-benn mont d’ur skol-veur e rank al liseidi tremen an arnodenn
Abitur
, koulskoude e c’hall ar studierien o deus tapet un diplom en ur skol vicherel lakaat o anv evit mont e-barzh memes tra. Gant ur reizhiad deskardelezh arbennik e anv
Duale Ausbildung
e c’hall ar skolidi deskiñ en un embregerezh kenkoulz hag en ur skol-stad.
[51]
Daoust da Alamagn bezañ bet a-hed an istor ur reizhiad deskadurezh kreñv, e oa bet diskouezet gwanderioù e danvezioù zo gant ar Programm evit Priziadur Etrebroadel ar Studierien. En un amprouadenn war 31 vro er bloavezh 2000, e oa erruet Alamagn da 21vet el lenn ha da 20vet er
matematik
hag er
skiantoù naturel
, ar pezh a vroudas d’ober adreizhoù.
[52]
E renkadur bloaziek ar skolioù-meur gwellañ savet gant
Skol-veur Shanghai Jiao Tong
e 2004 ez errue Alamagn da 4e en holl, gant 7 skol-veur e-touez ar 100 wellañ. Ar skol-veur alaman renket gwellañ, er renk 45, e oa
Skol-veur Deknikel München
[53]
An darn vrasañ eus skolioù-meur Alamagn zo perc’hennet gant ar stad hag a ro kentelioù digoust. War-lerc’h an adreizh eus an deskadurezh e 2006, e c’haller bremañ goulenn mizoù war-dro 500 € an trimiziad ouzh pep studier.
[54]
Sevenadur
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Ar prederour alaman
Immanuel Kant
Ober a reer alies eus Alamagn
das Land der Dichter und Denker
(bro ar varzhed hag ar soñjerien).
[55]
Kregiñ a reas ar sevenadur alaman pell a-raok na vefe eus Alamagn evel ur
stad-vroad
ha goloet en doa ar bed alamaneger en e bezh. Adalek an deroù e oa bet stummet ar sevenadur en Alamagn gant redoù kefredel ha poblel en Europa, laik ha relijius. Dre se ez eo diaes digemmañ ur sevenadur alaman distag diouzh hengoun sevenadur uhel Europa.
[56]
Kavout a reer roudoù eus lennegezh Alamagn adalek ar Grennamzer, gant labour skrivagnerien evel
Walther von der Vogelweide
ha
Wolfram von Eschenbach
. Aozerien ha barzhed alaman a bep seurt o deus tapet brud vras, en o zouez
Goethe
ha
Schiller
. An dastumad kontadennoù pobl embannet gant ar
Vreudeur Grimm
en deus poblekaet folklor Alamagn el live etrebroadel. Bras eo bet levezon Alamagn war ar brederouriezh ent istorel, ha kalzik prederourien alaman o deus sikouret da stummañ prederouriezh ar c’hornôg abaoe ar Grennamzer. Levezonus dreist-penn eo bet labour
Leibniz
war ar boellelouriezh, diazezadur an hollsperedouriezh alaman gant
Kant
, savidigezh
teorienn ar gomunouriezh
gant
Karl Marx
, ha diorroadur an diarsellouriezh gant
Nietzsche
Darn eus brudetañ aozerien sonerezh klasel zo alaman, en o zouez
Beethoven
Bach
, ha
Mozart
. Abaoe 2006 ez eo Alamagn ar pempvet marc’had brasañ evit ar sonerezh er bed a-bezh
[57]
hag ul levezon greñv he deus bet war ar sonerezh pop ha rock gant strolladoù evel
Kraftwerk
. Livourien alaman a-leizh zo bet brudet e meur a vro dre o labour e redoù arzel a bep seurt.
Grünewald
ha
Dürer
a oa arzourien brudet eus an
Azginivelezh
Rubens
a oa d’ar prantad barok,
Friedrich
d’ar
romantelezh
, ha
Ernst
d’an
dreistwirvoudelezh
. Evit a sell ouzh ar savouriezh ez eus bet un nebeud brav a zegasadennoù gant Alamagn, en o zouez ar stiloù karolingat hag ottonian, a gemenne ar savouriezh romanek. Diwezhatoc’h e oa bet graet labourioù pouezus er vro er stiloù
gotek
azginivelezh
ha
barok
. Pouezus eo bet Alamagn dreist-holl e deroù al luskad modern, dre al luskad
Bauhaus
diazezet gant
Walter Gropius
. Sinema Alamagn a sav da benn kentañ an teknik-se, gant labour
Skladanowsky
. Levezonus eo bet dreist-holl e-pad
Republik Weimar
gant an ekspresionourien alaman evel
Wiene
ha
Murnau
. Sevenerien ar Sinema Alaman Nevez, evel
Schlöndorff
ha
Herzog
, ha filmoù evel
Good Bye Lenin !
(2003)
, o deus graet berzh e meur a vro.
Albert Einstein
En Alamagn o deus bevet darn eus ar glaskerien bouezusañ war dachennoù skiantel a bep seurt.
[58]
Hollbouezus e oa bet labour
Albert Einstein
ha
Max Planck
da ziazezadur ar fizik modern, zo bet diorroet diwezhatoc’h gant
Werner Heisenberg
ha
Erwin Schrödinger
[59]
Araozo e oa bet fizikourien hollbouezus all evel
Hermann von Helmholtz
Joseph von Fraunhofer
, ha
Gabriel Daniel Fahrenheit
, e-touez re all.
Wilhelm Conrad Röntgen
a zizoloas ar skinoù X, hag abalamour da se e voe loread kentañ
Priz Nobel ar Fizik
e 1901.
[60]
Pouezus-bras e oa bet labourioù
Heinrich Rudolf Hertz
war ar skinoù tredanwarellek evit diorroadur ar pellgehentiñ modern.
[61]
Wilhelm Wundt
en doa lakaet ar bsikologiezh da skiant arnodel dizalc’h dre sevel e arnodva kentañ e
Skol-veur Leipzig
e 1879.
[62]
Labour
Alexander von Humboldt
evel skiantour naturel hag ergerzher en deus talvezet da ziazezañ ar
vevzouaroniezh
[63]
Matematikourien bouezus a-leizh a oa bet ganet en Alamagn, en o zouez
Gauss
Hilbert
Riemann
Weierstrass
ha
Weyl
. Bro ur bern ijinourien vrudet eo bet Alamagn, tud evel
Johannes Gutenberg
, a soñjer en deus ijinet ar voullerez kentañ en Europa ;
Hans Geiger
, krouer ar
c'honter Geiger
, ha
Konrad Zuse
, a savas an urzhiataer kentañ.
[64]
Sikouret o deus ijinourien ha greantourien alaman evel
Zeppelin
Daimler
Diesel
, ha
Benz
da stummañ teknologiezh vodern an treuzdougen.
[65]
[66]
Digoret e 2005: an
Allianz Arena
, unan eus ar stadoù mell-droad modernañ er bed.
Ar sport zo lodenn eus buhez Alamagn, evel m’eo diskouezet gant ar 27 milion a Alamaned zo izili eus kluboù sport hag an daouzek milion ouzhpenn a ra sport a-hiniennoù.
[67]
Ar vell-droad eo ar sport poblekañ a-bell, ha Kevread alaman ar Vell-droad (
Deutscher Fussballbund
), gant ouzhpenn 6,3 milion a izili, eo ar brasañ aozadur sportel er vro. Sachañ a ra ivez ar muiañ a dud, gant kantadoù a viliadoù a arvesterien a ya da matchoù ar
Bundesliga
ha milionoù ouzhpenn o sellet outo war ar skinwel. An daou sport poblekañ all en Alamagn eo an tennerezh hag an tennis, dileuriet gant Kevread Tennerien Alamagn ha Kevread Tennis Alamagn a-getep, enno en tu-hont d’ur milion a izili. Sportoù poblek all eo an
handball
, ar
volley-ball
, ar
basket-ball
, hag an
hockey war skorn
. Unan eus ar gevezerien greñvañ er
C'hoarioù Olimpek
eo bet Alamagn evit ar wech. E C’hoarioù Olimpek an hañv 2004 ez echuas da c’hwec’hvet er renkadur hollek,
[68]
pa oa erruet da gentañ e C’hoarioù Olimpek ar goañv 2006.
[69]
Notennoù
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Alamagn
Foreign Direct Investment Magazine. D’ar 5 a viz Genver 2005. Tapet d’ar 6 a viz Kerzu
2006
Alamagn eo an ezporzhier gwellañ c’hoazh
CNN. D’ar 6 a viz Kerzu 2005. Tapet d’an 28 a viz Du
2006
Jill N. Claster:
Medieval Experience: 300-1400
. NYU Press 1982, p. 35.
ISBN 0-8147-1381-5
The Cambridge Ancient History, levr. 12, p. 442.
ISBN 0-521-30199-8
Fulbrook, Mary:
A Concise History of Germany
, Cambridge University Press 1991, p. 97.
ISBN 0-521-54071-2
Stephen J. Lee:
Europe, 1890-1945
. Routledge 2003, p. 131.
ISBN 0-415-25455-8
Roderick Stackelberg,
Hitler's Germany: origins, interpretations, legacies
. Routledge 1999, p. 103.
ISBN 0-415-20114-4
Scheck, Raffael.
Diazezañ un diktatouriezh : Stabiladur galloud an Nazied
Colby College. Tapet d’ar 7 a viz Kerzu
2006
Schwartz, Terese.
Piv e oa ar pemp milion a c’houzañvidi na oant ket yuzhev ?
2002. Tapet d’ar 7 a viz Kerzu
2006
Henderson, David.
"Burzhud" armerzhel Alamagn
Tapet d’ar 7 a viz Kerzu
2006
Stern, Susan.
Steuñv Marshall 1947-1997 Savboent Alamagn"
Kannati Alamagn, Washington D.C. Tapet d’an 31 a viz Kerzu
2006
Colchester, Nico.
[70]
Financial Times
. D’ar 1añ a viz Genver 2001. Tapet d’ar 7 a viz Kerzu
2006
Alamagn a fell dezhi adlañsañ Bonreizh UE
Deutsche Welle. D’an 19 a viz Kerzu 2006. Tapet d’an 28 a viz Kerzu
2006
Angela Merkel lakaet da Gañsellerez Alamagn
Deutsche Welle. D’an 22 a viz Du 2006. Tapet d’an 28 a viz Kerzu
2006
Unaniezh Demokratel Kristen/Unaniezh Sokial Kristen
Levraoueg Kuntell ar S.-U. Tapet d’ar 7 a viz Kerzu
2006
Disklêriadur gant ar c’huzul Difenn ha Surentez Frañs-Alamagn
Elysee.fr d’an 13 a viz Mae 2004. Tapet d’an 3 a viz Kerzu
2006
Glaab, Manuela.
Politikerezh estren Alamagn
Internationale Politik. Nevezamzer 2003. Tapet d’an 3 a viz Genver
2007
Harrison, Hope.
The Berlin Wall, Ostpolitik and Détente
GERMAN HISTORICAL INSTITUTE, WASHINGTON, DC, BULLETIN SUPPLEMENT 1, 2004, "AMERICAN DÉTENTE AND GERMAN OSTPOLITIK, 1969–1972"
Dremm nevez Alamagn en estrenvro
Deutsche Welle
. D’ar 14 a viz Here 2005. Tapet d’an 3 a viz Kerzu
2006
Notenn : Alamagn
U.S. Department of State. D’ar 6 a viz Gouere 2006. Tapet d’an 3 a viz Kerzu
2006
Prest oc’h da vezañ briataet gant Bush ?
The Economist
, D’ar 6 a viz Gouere 2006. Tapet d’an 31 a viz Kerzu
2006
An darempredoù armerzhel etre ar S.-U. hag Alamagn
Kannati ar S.-U. e Berlin. Miz Mae 2006. Tapet d’an 3 a viz Kerzu
2006
Hendadoù alaman peurliesañ
U.S. Census Bureau
D’an 30 a viz Mezheven 2004. Tapet d’an 3 a viz Kerzu
2006
Kaiserslautern, Ur sell war Alamagn
U.S. Military. Tapet d’an 3 a viz Kerzu
2006
Grundgesetz für die Bundesrepublik Deutschland
Bundestag.de Tapet d’an 30 a viz Du
2006
Dempsey, Judy.
Emañ Alamagn o prientiñ en em dennañ eus Kosovo
International Herald Tribune. D’an 31 a viz Here 2006. Tapet d’an 30 a viz Du
2006
Germany
CIA Factbook. D’ar 14 a viz Du 2006. Tapet d’an 29 a viz Du
2006
Hin Alamagn
Handbuch Deutschland. Tapet d’an 30 a viz Du
2006
Hin hag amzer Alamagn
World Travels. Tapet d’an 30 a viz Du
2006
Tran, Mark.
[71]
The Guardian. D’ar 15 a viz Mae 2003. Tapet d’an 31 a viz Kerzu
2006
[72]
CIA Factbook 2005. Tapet d’an 31 a viz Kerzu
2006
Ur reñverad kenwerzhel rekord evit Alamagn
BBC. D’an 8 a viz C’hwevrer 2006. Tapet d’an 3 a viz Genver
2007
Wind Power
Ministrerezh Kevreadel an Armerzh hag an Deknologiezh (Alamagn) Tapet d’an 30 a viz Du
2006
Berg, S., Winter, S., Wassermann, A.
Priz un Adunvanidigezh C’hwitet
Spiegel Online International. D’ar 5 a viz Gwengolo 2005. Tapet d’an 28 a viz Du
2006
Armerzh Alamagn en e varr trovezhiek
Ensavadur Kiel evit Armerzh ar Bed. Tapet d’an 28 a viz Du
2006
Weber, Tim.
Pouez an dilabour war an dilennerien en Alamagn
BBC. D’ar 16 a viz Gwengolo 2005. Tapet d’an 28 a viz Du
2006
destatis.de E 2050, un den diwar dri a vo 60 vloaz pe koshoc’h en Alamagn
Burev Stategoù Kevreadel Alamagn. D’ar 6 a viz Mezheven 2003. Tapet d’an 10 a viz Kerzu
2006
Ganedigezhioù Alamagn war an digresk
BBC. D’ar 15 a viz Eost 2006. Tapet d’ar 7 a viz Kerzu
2006
Religionen in Deutschland: Mitgliederzahlen
Religiosenwissenschaftlicher Medien- und Informationsdienst. D’ar 4 a viz Du 2006. Tapet d’an 30 a viz Du
2006
Ar Pab Benead a gej gant Muzulmaned en Alamagn.
Deccan Herald
diwar
Reuters
. D’an 21 a viz Eost
2005
. Tapet d’ar 1añ a viz Genver
2007
Germany
Euro-Islam.info. Tapet d’an 30 a viz Du
2006
Blake, Mariah.
E kavell an Nazied e verk Alamagn azginivelezh ar Yuzevien
Christian Science Monitor
. D’an 10 a viz Du 2006. Tapet d’an 30 a viz Du
2006
Kumuniezh yuzev Alamagn
Kendalc’h Yuzevien Europa. Tapet d’an 30 a viz Du
2006
Bernstein, Richard.
Ur C’hwiz evit an danvez keodedourien alaman
New York Times. D’an 29 a viz Meurzh 2006. Tapet d’an 30 a viz Du
2006
Poblañs estren d’an 31 a viz Kerzu 2004 dre vro orin
Burev Kevreadel Stadegoù Alamagn D’ar 24 a viz Genver 2006. Tapet d’ar 1añ a viz Genver
2007
State of World Population 2006
Font Poblañs ar Broadoù Unanet. 2006. Tapet d’ar 1añ a viz Genver
2007
Erstmals seit 1990 weniger als 600 000 Ausländer zugezogen
(en alamaneg), Burev Kevreadel Stadegoù Alamagn (Statistiches Bundesamt Deutschland), d’ar 6 a viz Gouere 2006. Tapet d’ar 1añ a viz Genver
2007
[73]
Deutsche Welle. D’ar 17 a viz Ebrel 2004. Tapet d’an 31 a viz Kerzu
2006
31,800 Islamourien en Alamagn : Schily
Euro-Islam.info. Tapet d’an 30 a viz Du
2006
Hurd, Dale.
Skolaerien er gêr bet lakaet er prizon en Alamagn.
Christian Broadcasting Network
D’ar 16 a viz Du 2006. Tapet d’an 30 a viz Du
2006
POLTRED UR VRO : ALAMAGN
U.S. Library of Congress. Miz Kerzu 2005. Tapet d’ar 4 a viz Kerzu
2006
Prizachourien : Alamagn he deus ezhomm ober adreizhoù er skol
Deutsche Welle. D’an 12 a viz Ebrel 2006. Tapet d’ar 4 a viz Kerzu
2006
500 Skol-veur Wellañ ar Bed
Skol-veur Shanghai Jiao Tong. 2006. Tapet d’ar 4 a viz Kerzu
2006
Mizoù Deskadurezh en Alamagn
Servij Eskemm Akademiek Alamagn. Tapet d’an 30 a viz Du
2006
Wasser, Jeremy.
Spätzle Westerns
Spiegel Enlinenn Etrebroadel. D’ar 6 a viz Ebrel 2006. Tapet d’ar 6 a viz Kerzu
2006
Republik Kevreadel Alamagn : Sevenadur.
Encarta Online Encyclopedia 2006. Tapet d’an 2 a viz Genver
2007
Marc’had ar sonerezh a dalvez 32 miliard a $ SU
P2pnet.net d’ar 7 a viz Ebrel 2004. Tapet d’ar 7 a viz Kerzu
2006
Distro d’an Dazont : Alamagn – Bro an enklask
Servij Eskemm Akademiek Alamagn. D’an 23 a viz C’hwevrer
2005
. Tapet d’an 8 a viz Kerzu
2006
Roberts, J. M.
The New Penguin History of the World
, Penguin History, 2002. Pg. 1014.
ISBN 0-14-100723-0
Loreidi ar Priz Nobel, 1901-2003
. Tapet d’an 2 a viz Genver
2007
Pennoù bras ar pellgehentiñ.
Unaniezh Etrebroadel ar Pellgehentiñ. D’ar 14 a viz Genver 2004. Tapet d’an 2 a viz Genver
2007
Kim, Alan.
Wilhelm Maximilian Wundt
Holloueziadur Stanford ar Brederouriezh. D’ar 16 a viz Mezheven 2006. Tapet d’an 2 a viz Genver
2007
Hêrezh Alexander von Humboldt (1769-1859)
Humboldt Field Research Institute and Eagle Hill Foundation. Tapet d’an 2 a viz Genver
2007
Horst, Zuse.
Buhez ha labour Konrad Zuse
Everyday Practical Electronics (EPE) Online. Tapet d’an 2 a viz Genver
2007
Kirri.
Microsoft Encarta Online Encyclopedia 2006. Tapet d’an 2 a viz Genver
2007
Ar Zeppelin
Kengor ar S-U war kant vloaz an nijadenn gentañ. Tapet d’an 2 a viz Genver
2007
Keleier Alamagn : Sevenadur & Buhez : Sportoù
Kannati Alamagn e Washington DC. Tapet d’an 28 a viz Kerzu
2006
Aten 2004 Taolenn ar Medalennoù
Poellgor etrebroadel olimpek
. Tapet d’an 28 a viz Kerzu
2006
Turin 2006 Taolenn ar Medalennoù
Poellgor etrebroadel olimpek
. Tapet d’an 28 a viz Kerzu
2006
Liammoù diavaez
kemmañ
kemmañ ar vammenn
(en)
Germany travel guide
war Wikivoyage
Deutschland.de
— Dor-dal ofisiel Alamagn
Fedoù diwar-benn Alamagn
— gant Ministrerezh kevreadel an aferioù estren
Un dornlevr evit Alamagn
Destatis.de
— Burev Kevreadel Stadegoù Alamagn (e saozneg)
Titouroù evit beajiñ en Alamagn
— gant Burev broadel touristerezh Alamagn
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn
Alamagn
a vo kavet e
Wikimedia Commons
ka
ke
Stadoù ha tiriadoù ispisial
Europa
Unaniezh Europa
(27 stad, holl ezel ivez eus Kuzul Europa)
Alamagn
Aostria
Belgia
Bulgaria
Danmark
Estonia
Finland
Frañs
Gres
Hungaria
Italia
Iwerzhon
· an
Izelvroioù
Kiprenez
Kroatia
Latvia
Lituania
Luksembourg
Malta
Polonia
Portugal
Roumania
Slovakia
Slovenia
Spagn
Sveden
Republik Tchek
Banniel Unaniezh Europa
Kuzul Europa
(47 stad)
Albania
Andorra
Armenia
Azerbaidjan
Bosnia-ha-Herzegovina
Island
Jorjia
Liechtenstein
Moldova
Monako
Montenegro
Norvegia
Makedonia an Norzh
Rouantelezh-Unanet
Rusia
San Marino
Serbia
Suis
Turkia
Ukraina
Banniel Kuzul Europa
Stadoù
europat
, er-maez eus Kuzul Europa
Belarus
Vatikan
Stad
europat
ha n'eo ket anavezet gant an holl
Kosovo
Rannvroioù
europat
gant ur statud ispisial
Akrotiri ha Dekhelia
Åland
Inizi Faero
Gwernenez
Jan Mayen
Jerzenez
Jibraltar
Manav
Svalbard
Stadoù
europat
, ha n'int ket anavezet
Abc'hazia
Sealand
Osetia ar Su
Treuznistria
Republik Turk Kiprenez an Norzh
ka
ke
Aozadur ar Feur-emglev Norzh-Atlantel
(AFNA)
Izili
Alamagn
Albania
Belgia
Bulgaria
Danmark
Estonia
Frañs
Gres
Hungaria
Island
Italia
Izelvroioù
Kanada
Kroatia
Latvia
Lituania
Luksembourg
Makedonia an Norzh
Montenegro
Norvegia
Polonia
Portugal
Rouantelezh-Unanet
Roumania
Slovakia
Slovenia
Spagn
Stadoù-Unanet
Republik Tchek
Turkia
Flag of NATO
Istor
Feur-emglev Mor Atlantel an Norzh
Emvodoù an AFNA
Oberadurioù an AFNA
Roll ar pleustradegoù
Kresk an AFNA
Dilez eus an AFNA
Eneberezh ouzh an AFNA
Damani an AFNA war ar gwiad
Arouezioù
Animus in consulendo liber
Banniel an AFNA
• "
Kan an AFNA
" •
Deiz an AFNA
Medalenn an AFNA
Porched Alamagn
– Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Alamagn.
Patrom:Internetquelle
Patrom:Webarchiv
Adtapet diwar «
Rummadoù
Aozadur Feur-emglev Norzh-Atlantel
Alamagn
Stadoù Europa
Rummad kuzhet:
Pajennoù a ra gant liammoù burzhudus ISBN
Alamagn
Rannbennad nevez
US