Bro-C'hall - Wikipedia
Mont d’an endalc’had
Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un
danvez pennad
eo ar pennad-mañ diwar-benn
Bro-C'hall
ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit
skoazellañ
Wikipedia dre
glokaat anezhañ
Evit implijoù all, gwelet
Bro-C'hall (disheñvelout)
Unaniezh Europa
Republik c'hall
(fr)
République française
Banniel
Ardamezioù
Kan broadel
La Marseillaise
Yezh ofisiel
Galleg
Kêr-benn
Pariz
Gorread
• En holl
• % dour
632 702 km²
0.86%
Poblañs
• Hollad
• Stankter
68 605 616 (2025)
108/km²
Prezidant
Emmanuel Macron
Kentañ ministr
Sébastien Lecornu
Gouel broadel
14 a viz Gouere
Moneiz
Euro (€)
Kod pellgomz
33
Kod Internet
.fr
Bro-C'hall
zo ur
riez
hag emañ he
ziriad
brobennat en
Europa ar C'hornôg
Gallaoued
eo an dud zo o chom enni.
Pariz
eo
kêr-benn
Bro-C'hall ha sez padus ar riez abaoe an
XIIIvet kantved
(nemet e oa
Versailhez
etre
1682
ha
1789
ha
Vichy
etre
1940
ha
1944
).
Anvet e vez
Frañs
ivez, diwar ar ger latin "francia", a oa deuet en anv ar
rouantelezh
kozh
Royaume de France
(a oa bet
Rouantelezh
ar
Franked
un tamm a-raok). En
Henamzer
e veze graet
Galia
eus un darn eus he zachennad, met e Galia gozh edo
Belgia
Alamagn
Suis
Italia
hag
Spagn
République française
Republik c'hall
) eo an anv ofisiel a-hiziv. Stag ouzh Bro-C'hall ez eus bet un
impalaeriezh
e-pad
kantvedoù
. Eus an impalaeriezh-se e chom c'hoazh meur a diriad strewet er bed a-bezh : an
departamantoù
ha
tiriadoù tramor
int.
Ezel eus
Unaniezh Europa
, eus takad an
euro
hag eus
Emglev Schengen
eo Bro-C'hall. Un ezel padus eus Kuzul-surentez
Aozadur ar Broadoù Unanet
eo ivez.
Un emglev milourel pennañ he deus graet Bro-C'hall p'eo bet sinet gant
Feur-emglev Norzh-Atlantel
1945
hag ezel diazezer eo eus
Aozadur ar Feur-emglev Norzhatlantel
(AFNA). Aet eo kuit eus ar renadur milourel enframmet e-pad ur pennad brav war atiz
Charles De Gaulle
, met distro eo e-barzh bremañ. Ur galloud nukleel eo ivez.
Diazezet eo bet he zalvoudegezhioù politikel war
Disklêriadur Gwirioù Mab-den hag ar c'heodedour
Daveoù a vank
. Eus mare an
Dispac'h gall
e teu arouezioù pennañ ar Republik c'hall : he
c'han broadel
ar
Marseillaise
, he deiz broadel ar 14 a viz Gouere, deiz
kemeridigezh ar Bastille
Marianne
personadur ar Republik c'hall, hag he banniel krouet gant livioù Pariz (ar glaz hag ar ruz) etre liv ar roue (ar gwenn).
An anv
Bro-C'hall
ha
Frañs
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Skritell a-berzh gouarnamant gall 1939 da geodedourien an departamant
Ille-et-Vilaine
Mirdi Breizh
.)
Ar ger
Frañs
a zeu eus an anv gallek
France
, deuet eus an anv
Francia
, ur ger
latin
hag a dalveze kement ha "Bro ar
Franked
". Ar ger "Frank" zo eus ur
yezh c'hermanek
kozh bennak. N'ouzer ket ha talvezout a ra ur "goaf", pe "tud dizalc'h". Testeniet eo ar ger
Frañs
e brezhoneg abaoe dibenn ar
XV
vet
kantved
An anv latin
Galia
a glot gant terouer Frañs a-vremañ evit ul lod, gant
Belgia
Suis
hag un tamm eus hanternoz
Italia
hag
Alamagn
. Ar ger
gall
brezhonek n'en deus netra da welet gant ar ger latin
Galia
. Ur ger
keltiek
eo hag a dalvez kement hag
estren
Daveoù a vank
Graet e vez gant
Bro-C'hall
evit treiñ
France
brezhoneg
abaoe kantvedoù, daoust ma talvez kentoc'h ar vro ma vez kaozeet
galleg
Breizh-Uhel
e-barzh. Kavet e vez
Frañs
er yezh pobl, er c'hanaouennoù dreist-holl, hag er yezh skrivet abaoe ar
XV
vet
kantved
Hiziv hon deiz e talvez
Frañs
kement ha Bro-C'hall ha Breizh war un dro.
Arouezioù Bro-C'hall
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Meneget eo arouezioù ofisiel Bro-C'hall gant he
Bonreizh
banniel Bro-C'hall
hag he c'han broadel
La Marseillaise
. Arouezioù all a vez implijet gant at Stad, evel
Marianne
, un alegorienn eus ar Republik c'hall, ar
Feskenn
, ur arouez roman adimplijet e-pad an
Dispac'h gall
, hag ar
c'hilhog
galian.
Er sevenadur poblek e vez aroueziet Bro-C'hall gant ar vagetenn vara, ar
c'hamembert
, ar
bered
, an harzoù-labour hag an
tour Eiffel
Douaroniezh
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Kartenn kêrioù brasañ Bro-C'hall
Emañ Bro-C'hall war ur
strizh-douar
e-lec'h ma kaver holladoù
stummoù douarel
pennañ
Europa
. Amañ e weler div
aradennad-venezioù
yaouank, un torosad menezioù kozh, an
diazadoù
brasañ ha lodenn ar
gompezenn
veur a ya eus
Mor Breizh
betek menez
Oural
. Diouzh-se e teu liesseurted ar
maezioù
hag ar
gweledvaoù
Eil takad mor ar bed en deus Frañs, goude ar
Stadoù-Unanet
. Sed amañ ar morioù e lec'h emañ Frañs :
Mor an Norzh
Mor Breizh
, ar
Mor Keltiek
, ar
Meurvor Atlantel
, ar
Mor Kreizdouar
, ar
Mor Karib
, ar
Meurvor Indian
, ar
Meurvor Habask
Meurvor Antarktika
Kêrioù pennañ Bro C'hall
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Kêr
Departamant
Rannvro
D'an 8 a viz Meurzh 1999
D'ar 1añ a viz Genver 2006
D'ar 1añ a viz Genver 2010 (tolead kêr)
Pariz
Pariz
Île-de-France
2 125 246
2 181 371
12 223 100
Marselha
gant
Ais
Bouches-du-Rhône
Provence-Alpes-Côte d'Azur
798 430
839 045
1 718 281
Lyon
Rhône
Auvergne-Rhône-Alpes
445 452
472 305
2 165 785
Tolosa
Haute-Garonne
Okitania
390 350
437 715
1 232 398
Niça
Alpes-Maritimes
Provence-Alpes-Côte d'Azur
342 738
347 060
1 001 295
Naoned
Liger-Atlantel
Broioù al Liger
270 251
282 853
873 133
Strasbourg
Bas-Rhin
Grand-Est
264 115
272 975
761 042
Montpellier
Hérault
Okitania
225 392
251 634
549 491
Bourdel
Gironde
Akitania-Nevez
215 363
232 260
1 127 776
10
Lille
Nord
Hauts-de-France
184 657
226 014
1 158 306
11
Roazhon
Il-ha-Gwilen
Rannvro Breizh
206 229
209 613
671 845
12
Reims
Marne
Grand-Est
187 206
183 837
13
an Havr-Nevez
Seine-Maritime
Normandi
190 905
182 580
14
Saint-Étienne
Loire
Auvergne-Rhône-Alpes
180 210
177 480
508 847
15
Toulon
Var
Provence-Alpes-Côte d'Azur
160 639
167 816
606 947
16
Grenoble
Isère
Auvergne-Rhône-Alpes
153 317
156 107
669 595
17
Dijon
Côte-d'Or
Bourgogne-Franche-Comté
149 867
151 504
151 543
18
Angers
Maine-et-Loire
Broioù al Liger
151 279
152 337
19
ar Mañs
Sarthe
Broioù al Liger
146 105
144 016
20
Nîmes
Gard
Okitania
133 424
144 092
Savidigezh an
torosennadur
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Diwar bebeiladur savidigezh ar
menezioù
hag ar gouelezenniñ eo bet savet an
torosennadur
En Amzervezh kentañ en em sav ar
menezioù herkiniat
, uhel-kenañ, diwar obererezh ar
menezioù-tan
. Diouzh ober ar
c'hrignerezh
eo bet kompezet ar menezioù betek dont da vezañ
argompezennoù
En Eil Amzervezh ez a uhel live ar morioù ken eo bet goloet an douar gant gouelezennoù kouezhet kantvedoù-pad, dezho un tevder divent.
En Trede Amzervezh en em sav menezioù en-dro (an
Alpoù
hag ar
Pireneoù
) ken ez a ar
gouelezennadoù
d'ober an diazadoù ha menezioù bihanoc'h tro-dro d'an aradennadoù nevez.
Er Pevare amzervezh ez eus bet deuet meur a skornadenn vras gant hoaladoù diskorn pebeilet ken eo bet donaet
traoñiennoù
'zo ha krouet meur a
lenn
lenn ar Bourget
lenn Annecy
ha
lenn Jeneva
ar brasañ anezho.
Istor
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Istor riez Bro-C'hall (latin :
regnum Francorum
e deroù ar
Grennamzer
) a c'hell bezañ lakaet e orin e krouidigezh
Gallia occidentalis
(Galia ar c'hornôg) e
843
Daveoù a vank
. Ul lodenn eus an
Impalaeriezh karolingat
roet da
Charlez ar Moal
da-geñver
hêrezh e dad-kozh
Karl Veur
. Met, ma veze graet eus an
tiriad
-mañ Gallia e veze graet kement ha kement
Francia occidentalis
. E brezhoneg e vez kavet roud an daou hengoun gant
Bro-C'hall
ha
Frañs
Goude m'eo bet gwanaet galloudegezh
roue Bro-C'hall
dre savidigezh ar
c'hladdalc'helezh
er
Grennamzer
e talc'has
heuliad ar rouaned
bodañ dindan o beli muioc'h-muiañ a diriadoù, da lavaret eo lakaat da greskiñ an
domani roueel
, bihan a-walc'h e
IX
vet
kantved
vet
kantved
ha ledanoc'h-ledanañ dre an dimezioù pe dre c'hounidoù ar
brezelioù
. Diwar ar
rannvroioù
bras, lod anezho krouet da vare an impalaeriezh karolingat (
Akwitania
Breizh
Loren
Poatev
...) e teuas war-wel ar
proviñsoù
evel ma oant klokaet (goude
aloubadeg
Elzas
1675
) e fin ar
vonarkiezh
. Ar proviñsoù, renet gant
priñsed
vras gwechall, a oa deuet da vezañ pastelloù-bro melestradurel, o statudoù liesseurt koulskoude.
Yezhoù
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Ar yezhoù oïl (galleg) gant livioù hag arlivioù gwer ha melen (seul velenoc'h seul dostoc'h d'ar galleg “standard"); an okitaneg e ruz ha roz; ar frankoprovañseg e glas; ar yezhoù all e mouk (diell Lexilogos)
Daoust d'ar politikerezh yezh renet abaoe pell 'zo (
Skrid-embann Villers-Cotterêts
1539
paneveken) hag a glask lakaat ar vro da vezañ unyezhek-rik — hag ar yezh-se eo ar
galleg
— e vez komzet meur a yezh war diriad Frañs Europa, daoust dezhe bezañ bet gwallgaset.
ar galleg end-eeun (ar yezh ofisiel nemeti), diazezet war yezh
Enez-Frañs
ha
Touraine
dreist-holl, hag ar
rannyezhoù
(anvet ivez
yezhoù oïl
);
yezhoù latin all :
okitaneg
katalaneg
korseg
frankoprovañseg
yezhoù germanek :
nederlandeg
alamaneg
elzaseg
luksembourgeg
);
ur yezh dianav hec'h orin : an
euskareg
ur yezh keltiek : ar
brezhoneg
A-hend-all ez eus yezhoù all hep tiriad, evel ar yezhoù
rom
, pe neuze yezhoù deuet da heul
enbroidi
, evel ar
c'hreoleg
, an
arabeg
, ar
c'habileg
, ha meur a hini all...
Armerzh
kemmañ
kemmañ ar vammenn
E-barzh
Kenvarc'had Unaniezh Europa
emañ Frañs. An
euro
eo ar moneiz abaoe
1999
. 10vet brasañ armerzh ar bed eo e
parelezh galloud-prenañ
2015
, hag an eil en Europa. Ijinerezh ar gounezvouederezh, an armerezh, an ijinerezh aerlestrel, ar stroñs, an bankoù, ar gretadurezh hag an touristelezh a zo e-touez he gennadoù pennañ.
Renk ar Frañs er bed
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Evit
feuriadur diorroadur mab-den
jedet gant ar
Broadoù-Unanet
emañ ar Frañs en 20vet plas er bloaz 2011
Evit
feur an demokratelezh
jedet gant
The Economist
emañ ar Frañs en 28vet plas er bloaz 2012, e-touez an "demokratelezhioù siek"
Evit a sell frankiz ar c'helaouiñ hag ar gazetennerien e oa ar Frañs en 39vet plas (war 180) er bloaz 2014 hervez
Reporters sans frontières
Evit a sell parelezh ar baotred hag ar merc'hed emañ ar Frañs en 48vet plas (war 135) er bloaz 2011 hervez ar World Ecomomic Forum
Evit ar
goubrenerezh
e oa ar Frañs en 23vet plas e 2015 hervez
Transparency International
, gant un notenn a 70 (diwar 100)
Evit "feur ar peoc'h" emañ ar Frañs er 36vet plas diwar 153 e 2011, hervez
Institute for Economics and Peace
Evit "gwarez ar vuhez prevez" eo notennet fall gant
Privacy International
(25vet war 27 en
UE
).
Evit an "neveziñ" e oa ar Frañs en 20vet e
2013
hervez skol-veur Cornell (USA), Insead (Frañs) hag
Aozadur bedel ar perc'hennañ spered
Notennoù ha daveennoù
kemmañ
kemmañ ar vammenn
1,0
ha
1,1
Er
C'hatolikon
(embannadur 1499).
(en)
UNDP
RSF
(fr)
RSF
WEF
Transparency International
IEP
Privacy International
WIPO
Porched Bro-C'hall
– Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vro-C'hall.
ka
ke
Stadoù ha tiriadoù ispisial
Europa
Unaniezh Europa
(27 stad, holl ezel ivez eus Kuzul Europa)
Alamagn
Aostria
Belgia
Bulgaria
Danmark
Estonia
Finland
Frañs
Gres
Hungaria
Italia
Iwerzhon
· an
Izelvroioù
Kiprenez
Kroatia
Latvia
Lituania
Luksembourg
Malta
Polonia
Portugal
Roumania
Slovakia
Slovenia
Spagn
Sveden
Republik Tchek
Banniel Unaniezh Europa
Kuzul Europa
(47 stad)
Albania
Andorra
Armenia
Azerbaidjan
Bosnia-ha-Herzegovina
Island
Jorjia
Liechtenstein
Moldova
Monako
Montenegro
Norvegia
Makedonia an Norzh
Rouantelezh-Unanet
Rusia
San Marino
Serbia
Suis
Turkia
Ukraina
Banniel Kuzul Europa
Stadoù
europat
, er-maez eus Kuzul Europa
Belarus
Vatikan
Stad
europat
ha n'eo ket anavezet gant an holl
Kosovo
Rannvroioù
europat
gant ur statud ispisial
Akrotiri ha Dekhelia
Åland
Inizi Faero
Gwernenez
Jan Mayen
Jerzenez
Jibraltar
Manav
Svalbard
Stadoù
europat
, ha n'int ket anavezet
Abc'hazia
Sealand
Osetia ar Su
Treuznistria
Republik Turk Kiprenez an Norzh
ka
ke
Aozadur ar Feur-emglev Norzh-Atlantel
(AFNA)
Izili
Alamagn
Albania
Belgia
Bulgaria
Danmark
Estonia
Frañs
Gres
Hungaria
Island
Italia
Izelvroioù
Kanada
Kroatia
Latvia
Lituania
Luksembourg
Makedonia an Norzh
Montenegro
Norvegia
Polonia
Portugal
Rouantelezh-Unanet
Roumania
Slovakia
Slovenia
Spagn
Stadoù-Unanet
Republik Tchek
Turkia
Flag of NATO
Istor
Feur-emglev Mor Atlantel an Norzh
Emvodoù an AFNA
Oberadurioù an AFNA
Roll ar pleustradegoù
Kresk an AFNA
Dilez eus an AFNA
Eneberezh ouzh an AFNA
Damani an AFNA war ar gwiad
Arouezioù
Animus in consulendo liber
Banniel an AFNA
• "
Kan an AFNA
" •
Deiz an AFNA
Medalenn an AFNA
ka
ke
Izili hag arsellerien ar
Frankofoniezh
Izili
Flag of La Francophonie
Albania
Andorra
Armenia
Belgia
Kumuniezh c'hall Belgia
Benin
Bulgaria
Burkina Faso
Burundi
Kambodja
Kameroun
Kanada
New Brunswick
Kebek
Kab Glas
Republik Kreizafrikan
Tchad
Kiprenez
Komorez
Republik Demokratel Kongo
Republik Kongo
Aod-an-Olifant
Djibouti
Dominica
Egipt
Makedonia an Norzh
Bro-C'hall
Gabon
Ghana
Gres
Ginea
Ginea-Bissau
Ginea ar C'heheder
Haiti
Laos
Luksembourg
Liban
Madagaskar
Mali
Maouritania
Moris
Moldova
Monako
Maroko
Niger
Qatar
Roumania
Rwanda
Sz Lusia
São Tomé ha Príncipe
Senegal
Sechelez
Suis
Togo
Tunizia
Vanuatu
Viêt Nam
Arsellerien
Aostria
Bosnia-ha-Herzegovina
Emirelezhioù Arab Unanet
Estonia
Hungaria
Jorjia
Kroatia
Latvia
Lituania
Montenegro
Mozambik
Polonia
Republik Dominikan
Republik Tchek
Serbia
Slovakia
Slovenia
Thailand
Ukraina
Izili kevredet.
ka
ke
Izili
Kuzul Surentez
ABU
Izili hollbadus
Frañs
Rouantelezh-Unanet
Rusia
Republik Pobl Sina
Stadoù-Unanet
Kefridi
2016
2017
Egipt
Japan
Senegal
Ukraina
Uruguay
Kefridi
2015
2016
Angola
Malaysia
Spagn
Venezuela
Zeland-Nevez
2021–2022
India
Iwerzhon
Kenya
Mec'hiko
Norvegia
2022–2023
Albania
Brazil
Gabon
Ghana
Emirelezhioù Arab Unanet
Adtapet diwar «
Rummadoù
Danvez pennadoù
Pennadoù a c'houlenn daveoù
Aozadur Feur-emglev Norzh-Atlantel
Frankofoniezh
Kuzul Surentez an ABU
Frañs
Bro-C'hall
Rannbennad nevez
US