Jezuz Nazaret - Wikipedia
Mont d’an endalc’had
Eus Wikipedia
Jezuz-Krist
human biblical figure
den
Reizh pe jener
paotr
Bro ar geodedouriezh
Herodian Kingdom of Judea
Anv e yezh-vamm an den
ישו
Anv-bihan
Yeshua
Anv-familh
talvoud ebet
Titl noblañs
King of Poland
Deiziad ganedigezh
5 BCE
Birthday
talvoud dianav
Lec'h ganedigezh
Betlehem
Deiziad ar marv
7 Ebr 30 CE
3 Ebr 33 CE
Lec'h ar marv
Menez Kalvar
Doare mervel
kastiz ar marv
Abeg ar marv
crucifixion
Tad
Jozef
Doue an Tad
talvoud ebet
Mamm
Mari
Breur pe c'hoar
talvoud dianav
Jakez
Pried
talvoud ebet
Kompagnun(ez)
talvoud dianav
Bugel
talvoud ebet
Familh
Tiegezh santel
Davidic line
Incarnation of
God the Son
Logos
Yezh vamm
Galilean dialect
Yezhoù komzet pe skrivet
Galilean dialect
Biblical Hebrew
Koine Greek
arameeg
Kondaonet evit
sedition
blasphemy
Kondaonadur
kastiz ar marv
Tachenn labour
carpentry
Christian ministry
Implijer
talvoud dianav
Karg
profed
Bet war ar studi e
talvoud dianav
talvoud ebet
Lec'h annez
Nazaret
Kafarnaom
Galilea
Lec'h labour
Galilea
Jeruzalem
Lifestyle
asceticism
turning the other cheek
Golden Rule
Via, Veritas, Vita
Son of God
Strollad etnek
Yuzevien
Relijion pe kredenn
yuzevegezh
Gouel
Nedeleg
Pask
Feasts of the Lord Jesus Christ
Azeulet gant
kristeniezh
Liv ar blev
talvoud dianav
blev du
Liv an daoulagad
talvoud dianav
gell
Kleñved
wound
wound
wound
Komzoù diwezhañ
אבא, סלח להם, כי לא ידעו מה הם עשים
אמן אמר אני לך כי היום תהיה עמדי בגן עדן
Had as last meal
bara
gwin
gwinegr
Oberenn heverk
miracles of Jesus
prayers of Jesus
parabolenn
Luskad
apocalypticism
Ezel eus
Trinded kristen
Bet erlec'hiet gant
Simon of Cyrene
Tachenn
parable
Levezonet gant
Yann ar Badezour
Diskouez a ra
Christ
Studiet gant
Christology
Hashtag
christ
Dezverket dre
sinless
Istor
historicity of Jesus
Narrative role
tudenn-bennañ
Dedennet gant
kingship of God
charity
karantez
Feiz
Diskouezadur ar pezh a heul
dying-and-rising deity
Source of income
charity
Manner of inhumane treatment
Skourjezañ
Elfenn tabutet gant
dizoueegezh
Ne vez ket kavet e
Pauly–Wissowa
Enebet ouzh
Antichrist
Eus Wikidata
O tougen ar groaz
El Greco
bloavezhioù 1580
Tamm eus
heuliad
a bennadoù a-zivout ar
Gristeniezh
Istor ar Gristeniezh
Kronologiezh ar Gristeniezh
An ebestel
Ar Senedoù-Iliz
An Disivoud Meur
Brezelioù ar Groaz
An Adreizhadur
An Dreinded
Doue an Tad
Doue ar Mab
Doue ar Spered Santel
Ar Bibl
Testamant Kozh
Testamant Nevez
Ar pevar aviel
Doueoniezh kristen
Kouezhadenn an Den
Gras Doue
Salud
Didamalladur
Azeul kristen
Ilizoniezh
Esc'hatologiezh
Iliz Kentañ
Kristeniezh ar C'hornôg
Iliz katolik roman
Protestantiezh
Iliz Bro-Saoz
Kristeniezh ar Reter
Iliz Ortodoks ar Reter
Ilizoù ar Reter
Iliz Asirian ar Reter
Anvadurioù kristen
Emsavioù kristen
Jezuz-Krist
, pe
Jezuz a Nazaret
diwar anv ar gêr ma veve, a zo un den istorel. Gwir Zen ha gwir Zoue ez eo evit ar
Gristenion
. Evel doue ez eo eil person
An Dreinded
, anvet ivez
Doue ar Mab
ganto ivez. Ar bersoned all a zo
Doue an Tad
ha
Doue ar Spered Santel
. Graet e vez ivez "
An Aotrou
" hag "
Hon Salver
" eus Jezuz-Krist gant ar Gristenion.
Jezuz
Nazaret
a oa ur
Yuzev
eus
Galilea
, ganet moarvat etre 7 kent J.-K. ha 5 kent J.-K.
, a zeuas da vezañ tost da
Yann-Vadezour
a-raok loc'hañ, gant un nebeud
diskibled
, un esped berr prezegerezh a badas etre bloaz ha daou vloaz hanter
e Galilea dreist-holl, o pareañ hag o
stoliañ
an dud. Lakaat a ra gred hag trelaterezh da sevel ha sachañ a ra warnañ disfiz hag enebiezh ar pennadurezhioù relijiel ha politikel, a-raok bezañ arestet,
kondaonet
ha kroazstaget war-dro
30
Jeruzalem
e-pad gouel yuzev
Pask
, dindan ar prefed
Pontius Pilatus
Embann a ra e ziskibled ez eo
dasorc'het
goude e varv. Anavout a reont anezhañ evel ar
Mesiaz
pe Jezuz-Krist ha kelenn a reont e istor hag e gelennadurezh, ar pezh a laka ar
gristeniezh
da ziwan. Evit ar Gristenien, Jezuz-Krist a zo mab
Doue
, ar
Mesiaz
kaset d'an dud evit o daspren. En
islam
e vez graet
Îsâ
eus Jezuz ha unan eus ar
brofeded veur
eo.
Levezonet eo bet sevenadurezhioù disheñvel e-doug an istor gant e gelennadurezh, kaset gant an
Ilizoù kristen
, ha displegadennoù disheñvel en deus lakaet da sevel. Awenet en deus kalz oberennoù doueoniezh, lennegezh hag arz. Kemeret eo bet mare e c'hanedigezh dre genemglev evel orin an deiziadurioù
juluan
— abaoe ar VI kantved — ha
gregorian
. Skiantourien ha teologourien zo a soñj ez eo bet ganet ar C'hrist pevar pe c'hwec'h vloaz a-raok avat.
Deuet e ar
Sul
da vezañ an devezh diskuizh sizhuniek da lidañ deiz e zasorc'hidigezh, ha degemeret en tu all d'ar sevenadurezhioù kristen
. Ar pouez en deus bet zo bras-kenañ e-keñver ar berr amzer ma oa bet o prezegiñ hag an nebeud a roudoù istorel a chom diwar e benn.
Mammennoù istor Jezuz
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Anavezet eo ul lodenn eus buhez Jezuz gant ar
Pevar Aviel
dreist-holl, a gont dre beder gwech e vuhez diwar zorn pevar skrivagner.
Anavezet eo ivez un tammig dre ur skivagner yuzev, ha keodedour roman,
Flavius Josephus
, a gomz diwar e benn e rannbennadoù zo eus e oberenn. Diskred o deus tud 'zo war ar mammennoù-se rak n'int ket dielloù skiantel er ster ma roomp d'an anv-se hiziv an deiz. Donaet ez eus bet kenañ studi buhez istorel Jezuz abaoe kantvedoù ha kantvedoù gant nouspet enklaskerien diwar ar mammennoù-se. Dreist-holl abaoe daou gantved ez eo bet diorreet ar studi-se, ha tostaet ouzh mammennoù all war an holl dachennoù (tudoniezh, yuzeviezh, arkeologiezh hag all hag all)
Jezuz evit ar gristenien
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Evit ar Gristenien n'eo ket bet faltaziet gwirvoud istorel Jezuz-Krist hag ar pezh zo kontet er Bibl. Sur int eta ez eus bet un den o vevañ en Israel dindan an anv
Jezuz an Nazaredad
, hag a zo diazezer ar
relijion gristen
Hervez ar relijion gristen ez eo Jezuz ar C'hrist, da lavarout eo an hini olevet, dibabet :
gwir Doue ha gwir den, doue en em c'hraet den ;
"Salver" an dud hag "Aotroù" war un dro ;
Deuet e oa da zisplegañ an
Testamant Kozh
ha da sevel ul lezenn nevez en e lec'h, lezenn ar Garantez, rak "Karantez eo Doue" (1 Yn 4,8);
eil ferson
an Dreinded
ez eo, al "Logos", "Verb Doue";
mab da
Vari
ha
Jozef
e dad mager, hag ar vicher
kalvez
en deus graet gantañ betek e dregont vloaz ;
tri bloaz he deus padet "e vuhez foran" o kelenn e esbestel hag an dud hag oc'h ober sinoù ha burzhudoù ;
bevet en deus betek e 33 bloaz p'eo bet harzet d'ar Yaou Gambr-lid, bourreviet, barnet d'ar marv, kroazstaget ha marvet ouzh ar groaz-se da Wener ar Groaz e nebeut amzer (un nebeud eurvezhioù) ;
dasorc'het eo d'ar Sul (an trede deiz) evel m'en doa lavaret ;
en em ziskouezet eo d'e Ebestel e-pad 40 devezh goude e zasorc'h evit o c'helenn c'hoazh ;
savet eo d'an Neñvoù dirak e
An Ebestel
d'ar
Yaou-Bask
emañ azezet en tu dehou da Zoue an Tad ;
ac'hano e teuio da varn ar re vev hag ar re vev, ha ne vo fin ebet d'E rouantelezh.
Pennadoù kar
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Bibl
INRI
Notennoù
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Michel Quesnel
, « Jésus et le témoignage des Évangiles », in
Aux origines du christianisme
, éd. Gallimard/Le Monde de la Bible, 2000, p. 201.
Pierre Geoltrain
, « Les Origines du christianisme : comment en écrire l'histoire », in
Aux origines du christianisme
, éd. Gallimard/Le Monde de la Bible, 2000, p XVII, et
Michel Quesnel
, « Jésus et le Témoignage des évangiles », in
Aux origines du christianisme
, éd. Gallimard/Le Monde de la Bible, 2000, p 205.
Pierre Geoltrain
, « Les origines du Christianisme : comment en écrire l'histoire », in
Aux origines du christianisme
, éd. Gallimard/Le Monde de la Bible, 2000, p. XVII.
Evit ar yuzevien ez eo an "eizhvet devezh", oc'h ober anv eus an
trodroc'h
hag ivez
an devezh war-lerc'h ar Sabat
. Lakaet e oa an devezh diskuizh-se e
321
gant
Kustentin
. Ne oa ket koulskoude un devezh diskuizh kristen hepken peogwir e oa ivez « devezh an heol, lidet evit an zeulerezh dezhañ e-unan » (e Brezhoneg "Sul" hag e saozneg
Sun
day, da skouer), s.o. Pierre Chuvin, « Le triomphe du calendrier chrétien », in
Aux origines du Christianisme
, éd. Gallimard/Le Monde de la Bible, 2000, p 541.
Adtapet diwar «
Rummadoù
Jezuz Nazaret
Yuzevien
Profeded an Islam
Jezuz Nazaret
Rannbennad nevez
US