Jimmy Wales - Wikipedia
Mont d’an endalc’had
Eus Wikipedia
Jimmy Wales
den
Reizh pe jener
paotr
Bro ar geodedouriezh
Stadoù-Unanet
Rouantelezh-Unanet
Anv e yezh-vamm an den
Jimmy Donal Wales
Anv ganedigezh
Jimmy Donal Wales
Anv-bihan
Jimmy
Donal
Anv-familh
Wales
Lesanv
Jimbo
Anv e kana
ジミー・ドナル・ウェールズ
Deiziad ganedigezh
7 Eos 1966
Lec'h ganedigezh
Huntsville
Pried
Kate Garvey
Yezh vamm
saozneg SUA
Yezhoù komzet pe skrivet
saozneg SUA
saozneg
Tachenn labour
lec'hienn Web
Kenrouedad
collaborative software
holloueziadur
entrepreneurship
Implijer
Fandom, Inc.
Bomis
Karg
Chair of the Wikimedia Foundation Board of Trustees
non-executive director
Founder's seat of the Wikimedia Foundation Board of Trustees
Bet war ar studi e
Auburn University
University of Alabama
Indiana University Bloomington
Randolph School
Lec'h annez
Londrez
Affiliation string
Wikimedia Foundation
Board of Trustees, Wikimedia Foundation
Wikipedia.org
Relijion pe kredenn
irreligion
Oberenn heverk
Wikipedia
The Seven Rules of Trust
Ezel eus
Wikimedia Foundation Board of Trustees
Wikimedia Foundation
Perc'henn war
Bomis
WikiTribune
Trust Café
Levezonet gant
Ayn Rand
Friedrich Hayek
Public key fingerprint
997B 591F 0D14 CB0F A0BF 3A70 3E65 3930 623D 4997
Lec'hienn ofisiel
Kont war
Fandom
Trust Café
Fandom
Eus Wikidata
Jimmy Donal "Jimbo" Wales
, bet ganet d'ar
7 a viz Here
1966
Huntsville
Madison County
Alabama
Stadoù-Unanet Amerika
, zo un embreger
stadunanat
war an
Internet
. Kendiazezer ha bruder an
holloueziadur
digor ha nann-arc'hantus
Wikipedia
eo, hag ivez kendiazezer an embregerezh kenwerzhel
Wikia Inc.
eo e bal herberc'hiñ raktresoù digor war an Internet.
D'an
28 a viz Gouere
2004
, en un etreweladenn gant ar
gazetenn
en-linenn
Slashdot
(« /. »), e tisplegas Jimmy Wales pal Wikipedia:
Imagine a world in which every single person on the planet is given free access to the sum of all human knowledge. That's what we're doing.
Ijinit ur bed m'en deus pep den digor digoust e sammad holl oueziadur
mab-den
. Setu ar pezh emaomp o sevel.
Buhez
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Mab da Jimmy Wales, rener ur gourmarc'had, ha d'e wreg Doris Ann Dudley, skolaerez er c'hentañ derez, eo Jimmy Wales. Skoliataet e voe hervez an hentenn
Montessori
en
House of Learning
("Ti an deskiñ"), ur skol brevez ur sal hepken dezhi a oa renet gant e vamm hag e vamm-gozh
Abred e lennas an
Encyclopedia Britannica
hag ar
World Book Encyclopedia
1979
, d'an oad a 16 vloaz, e tapas e vachelouriezh er Randolph School en Huntsville, ma veze kelennet dre
stlenneg
dija, hag ez eas da Auburn University ma c'hounezas un aotregezh war ar
gellidouriezh
1986
. Pelloc'h e krogas gant hentenn an doktorelezh en Alabama University, a guitaas goude ar vestroniezh, war ar gellidouriezh bepred. Kenderc'hel a reas gant an doktorelezh e skol-veur
Indiana
; koulz e skol-veur Alabama hag e hini Indiana e kelennas e-pad e studioù, met biskoazh ne soutenas e dezenn.
Adal
1996
e krogad e resped, evel
oberataer marc'hadoù
da gentañ, kent mont da embreger war an
Internet
E 1986 e timezas Jimmy Wales gant Pamela Green ; dibriediñ a reas e
1993
. Pa oa
trader
Chicago
e kejas ouzh e eil gwreg, Christine Rohan, hag e timzjont e
1997
; ur verc'h a voe ganet kent o disparti. E
1998
e tilojas da
San Diego (Kalifornia)
, hag e
2002
da
St. Petersburg (Florida)
D'ar
6 a viz Here
2012
e timezas Jimmy Wales e
London
da ez-sekretourez
Tony Blair
, Kate Garvey ; div verc'h zo bet ganet.
2007
e tisklêrias Jimmy Wales bezañ un
dizouead
hag ur
poellelour
Resped
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Chicago Options Associates
ha
Bomis
kemmañ
kemmañ ar vammenn
1994
e voe gopret Jummy Wales evel oberataer ar marc'hadoù gant ar gompagnunezh
Chicago Options Associates
Chicago
Illinois
Goude bezañ dastumet arc'hant dre e vicher e kuitaas e labour e
1996
hag ez eas da embreger war an Internet.
Er bloavezh-se end-eeun e kevredas gant Michael Davis ha Tim Shell evit krouiñ ar gompagnunezh Bomis, ul lechienn arc'hantet gant ar
bruderezh
a ginnige
webrings
pourvezet gant an implijerien.
Nupedia
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Petra bennak ma voe Bomis ur c'hwitadenn e tegasas trawalc'h a arc'hant da Jimmy Wales evit kenderc'hel gant e raktres meur, un
holloueziadur
en-linenn.
Pa oa o klask war-lerc'h ur gouizieg da gas ar raktres e c'hopras Lawrence Mark "Larry" Sanger (bet ganet e
1968
), a oa gant e zoktorelezh war ar
brederouriezh
en
Ohio
State University e
Columbus
; e miz Meurzh
2000
e voe loc'het Nupedia, un holloueziadur digoust hag a oa digor d'an holl ha reizhet gant an implijerien. Dre ar bruderezh e oa arc'hantet, hag e bal e oa bezañ a-live gant an holloueziadurioù war baper.
Ar mennozh e oa miliadoù a dud a-youl-vat o skrivañ pennadoù en holl yezhoù evit un holloueziadur en-linenn. En deroù hor boa aozet al labour en un doare kozh, frammet-strizh, urzhasaet-kenañ, akademek. Displijus e oa evit ar skriverien youlek abalamour m'hor boa kalz poellgorioù arbennik a vurutelle ar pennadoù hag a embanne o evezhiadennoù. Evel reiñ ur polladenn el likez e oa, hag abafet e veze an dud a youle kemer perzh.
— Jimmy Wales,
New Scientist
, 31 GEN 2007
Kement-se a verzas pa voe-eñ abafet kent kinnig ur pennad bet skrivet gantañ a-zivout Robert C. Menton,
Priz Nobel an Armerzh
1997
, petra bennak ma ouie diwar-benn an dodenn a-c'houde e studioù. Kompren a reas neuze ne oa ket aozadur Nupedia evit mont en-dro, rak re bounner ha re goustus e oa argerzh an embann pennadoù.
E miz Genver
2001
e teskas L. M. Sanger a-zivout ar meizad anvet
wiki
: dre aotren hollad ar skriverien da voueta Nupedia en un doare kempred ha d'e reizhañ o-unan e vije torret strizhenn ar raktres. A-du e savas Jimmy Wales, ha d'an
10 a viz Genver
2001 e voe digoret Nupedia Wiki. Enep an doare nevez-se avat e savas ar braz eus ar vurutellerien, pa gavas dezho e oa arvarus kemmeskañ danvez savet gant amatourien ha danvez savet gant arbennigourien peogwir e kasfe d'un holloueziadur na vije ket ken solius hag ar re war baper. D'ar
15 a viz Genver
2001 neuze e tisrannas L. M. Sanger ar raktres wiki, a anvas "Wikipedia", diouzh Nupedia.
Wikipedia
kemmañ
kemmañ ar vammenn
A-gevret e voe kaset an daou raktres arc'hantet gant Bomis, nemet e vennas ar gompagnunezh gounit moneiz diwar Wikipedia. E sell L. M. Sanger ne oa Wikipedia nemet ur benveg da harpañ diorroadur Nupedia. Souezhet e voe Sanger ha Wales o welout niver ar pennadoù e Wikipedia o vont dreist Nupedia en ur ober un nebeud devezhioù hepken, a-drugarez d'ur strolladig skriverien a voe solut ha solius a-walc'h evit kendrec'hiñ Jimmy Wales da lakaat Wikipedia war hent an andon digor.
Larry Sanger a ziorroas ar raktres Wikipedia en deroù, ha Bomis a bourchasas e c'hopr betek miz C'hwevrer
2002
. D'ar 1 añ a viz Meurzh neuze e roas Sanger e zilez a bennembanner Nupedia hag a bennaozer Wikipedia. Mennet c'hoazh e oa Bomis da arc'hantiñ Wikipedia dre ar bruderezh, hogen kilañ a reas a-c'houde dilez L. M. Sanders hag a-zirak donedigezh raktres ur fondezon nann-arc'hantus.
Wikimedia Foundation
kemmañ
kemmañ ar vammenn
E kreiz ar bloavezh
2003
, Jimmy Wales a stalias un aozadur nann-arc'hantus anvet
Wikimedia Foundation
(WMF) e
St. Petersburg (Florida)
, kent e adstaliañ e
San Francisco (Kalifornia)
e miz Genver
2008
An holl wirioù speredel hag an holl anvioù domanioù a zo perc'hennet gant Wikipedia a voe fiziet e WMF neuze, gant ar pal sevel ur reizhiad hollek evit an holloueziadur hag ar raktresoù kar :
Raktresoù endalc'hedoù
Wikipedia
, an holloueziadur
Wiktionary
, ar geriadur
Wikimedia Commons
, ar bank restroù
Wikibooks
, al levraoueg kelenn
Wikisource
, al levraoueg
Wikidata
, ar bank roadennoù
Wikiversity
, ar skol-veur
Wikiquote
, ar bank arroudoù
Wikispecies
, renabl ar spesadoù
Wikinews
, ar c'heleier
Wikivoyage
, ar sturlevr beajiñ
Raktresoù daremprediñ ha merañ
Wikimedia Foundation
, ar fondezon Wikimedia
Wiki Wikimedia Outreach
, kreizenn ar c'henurzhiañ
Wikimania
, kendalc'h ar raktresoù
Wikimedia Mailservices
, an ti-post
Wikistats
, stadegoù Wikimedia
Incubator
, ma prouader wikiraktresoù e yezhoù nevez
Raktresoù kalvezel ha diorren
MediWiki
, ur pakad meziantoù frank
Wikitech
, teuliadur kalvezel Wikimedia
Phabricator
, evit diorren meziant frank Wikimedia
Test Wikipedia
, evit prouadiñ boneg nevez e meziant Wikimedia
Wikimedia Tool Labs
, boestad klavioù an diorroerien
Ur gentel vrezhonek zo da 12 raktres Wikimedia — Gwelit traoñ
pajenn degemer ar Wiki-mañ
Wikia
kemmañ
kemmañ ar vammenn
2004
, Jimmy Wales hag Angela Beesley eus WMF a grouas Wikia, ur gompagnunezh kenwerzhel a vod raktresoù
wiki
o doare. El lec'hienn-se emañ ar wikioù brasañ er-maez eus Wikipedia, en o zouez
Memory Alpha
(un holloueziadur gouestlet da
Star Trek
ha
Wookieepedia
(gouestlet da
Star Wars
). E
2009
e krogas Wikia da vezañ arc'hantus.
Notennoù
kemmañ
kemmañ ar vammenn
(en)
Slashdot
, 28/04/2004
(en)
Encyclopedia of Alabama
3,0
3,1
ha
3,2
(en)
C-SPAN
(en)
The New York Times
(en)
Big Think
, 10/08/2007
(en)
New Scientist
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn
Jimmy Wales
a vo kavet e
Wikimedia Commons
Adtapet diwar «
Rummadoù
Tud dibar an tekonologiezhioù nevez
Ganedigezhioù 1973
Wikipedia
Holloueziadurioù
Jimmy Wales
Rannbennad nevez
US