An istorian Ivane Javakhishvili (1876-1940) war ur bilhed 5 lari
Jorjia
jorjieg
საქართველო - Sakartvélo) a oa
Republik Jorjia
hec'h
anv
ofisiel adalek
1990
betek
1995
, a zo ur vro eus
Eurazia
. E
Kaokaz
ar
su
emañ an darn vrasañ anezhi tra ma'z ul lodenn vihanoc'h anezhi e Kaokaz an norzh. Gant
Rusia
he deus
harzoù
war-du an
norzh
ha gant
Turkia
er
mervent
Armenia
er
su
hag
Azerbaidjan
war-du ar
gevred
Jorjia a zo un
demokratelezh
gant un
istor
hir hag ur
sevenadur
kozh. En
Europa
e laka he sevenadur hag hec'h istor, met he lec'hiadur douaroniel a gemm hervez ar mammennoù. Gwechoù 'zo e konter emañ Jorjia ur vro dreuzkevandirel.
Ober a ra jeorjiz gant ul
lizherenneg ispisial
ijinet gant ar roue
Pharnavaz I Iberia
ha n'he deus liamm ebet gant lizherenneg all ebet. D'ar feiz
kristen
e voe gounezet ar vro e
327
ha troet e voe ar Bibl e yezh ar vro er
vet
kantved.
Lies-tre eo douaroniezh Jorjia gant rannvroioù meneziek hag
istrovanel
a sach kalz touristed eno. Brudet evit ar
gwin
eo ivez, a zo ur blaz heñvel a-walc'h ouzh re
Frañs
pe
Italia
. Abalamour d'ar
c'havadennoù
arkeologel o deus prouet e veze fardet gwin war-dro
5000 kent J-K
enno, diwar-se e oa bet lezanvet Jorjia "kavell ar gwin".
E-pad an
Henamzer
e oa dalc'het takadoù Jorjia gant div
rouantelezh
Iberia
er reter ha
Kolc'his
er
c'hornôg
. E-touez kentañ broioù gounezet d'ar gristienezh e voe (tro
337
). Kolc'his a anvee hec'h annezidi
Egrisi
pe
Lazica
, enno e voe alies lec'h emgannioù etre
Persia
hag
Impalaeriezh Bizantion
. En abeg ar c'hadoù en zielfennas an div rouantelezh e deroù ar
grennamzer
. An dra-se a aesaas an
aloubidigezh
arab a zeraouas er
VII
vet
kantved
. Hogen, ne voe ket gounezet ar vro d'an
Islam
, e-doug an
XI
vet
kantved
e voe adfurmet rouantelezh jorjia dizalc'h. En
XII
vet
kantved
e kontrole un darn vras eus
Kaokaz
ar Su hag ul lodenn eus aod norzh
Anatolia
Rouantelezh Jorjia en he barr, 1184-1225
En he barr e voe rouantelezh Jorjia kerzh an
XII
vet
hag an
XIII
vet
kantved
. Pezh a anveer "marevezh alaouret Jorjia" ne badas ket gwall bell avat. Gant ar Vongoled e voe aloubet ar rouantelezh e
1236
. Da c'houde ez eas Jorjia war zileberiñ. Er
XV
vet
kantved
voe disrannet ar vro d'ober meur a rouantelezh hag a
briñselezh
vihan, kalz re wan da zerc'hel penn ouzh
Persia
ha
Turkia
. D'unan pe d'eben ez eas war fallaat er
XVI
vet
kantved
Emren e chomas
tierned
ar
rannvroioù
ha meur a emsavadeg a darzhas, en arbenn da se e koazhas poblañs Jorjia betek 250.000 annezad.
1783
e voe sinet gant rouantelezh
Kartli-Kakheti
ha
Rusia
feurskrid Georgievsk
a lakaas anezhi dindan warez an
Tsar
. Kement-se, ne viras ket avat ouzh
Tbilisi
bezañ pilet gant ar
Bersed
1795
D'an
8 a viz Genver
1801
e stagas an Tsar
Paol Iañ Rusia
Kartli-Kakheti ouzh Rusia gant un
dekred
hag a voe gwirikaet d'ar
12 miz Gwengolo
gant
Aleksandr Iañ
E miz Mae 1801 e voe skarzet kuit an tiern diwezhañ David Batonichvili gant ar
jeneral
rusian
Carl Heinrich Knorring
ha sevel ur
gouarnamant
, ar jeneral Ivan Petrovitch Lasarev, en e benn.
Ne voe ket degemeret diouzhtu an dekred gant uhelidi ar vro ha ret e voe da Knorring bodañ anezho en iliz-veur Tbilisi ha lakaat anezho da blegañ, ha ret voe dezho touiñ o fealded d'an Tsar, e miz Ebrel
1802
. Bac'het e voe ar re a nac'has ober.
E-pad an hañv
1805
e voe faezhet ar Bersed gant ar soudarded russ, a venne aloubiñ Tbilisi.
1810
e voe staget rouantelezh
Imretia
da Rusia. Diwezhañ roue Imretia
Solomon II Imretia
a varvas en
harlu
1815
. Deus
1803
da
1870
e voe meur a wech brezel etre Rusia ha
Persia
Turkia
) ha stagajont takadoù bras ouzh Jorjia. Furmiñ a ra an tachennadoù-se (
Batumi
Artvin
Akhaltsikhe
Poti
, and
Abc'hazia
) un darn vras eus Jorjia a-vremañ.
Staget e voe priñselezh
Guria
e 1828 hag hini Samegrelo e 1857. Rannvro
Svaneti
a voe staget a dammoù etre
1857
ha
1859
Goude
Dispac'h Rusia 1917
ec'h embannas Jorjia he dizalc'houriezh d'ar
26 a viz Mae
1928
. Gounezet e voe an dilennadeg kentañ gant ar strollad sokialour-demokratel, tost ouzh ar
vencheviked
. Da
vinistr kentañ
ez eas
Noe Zhordania
. Enebet e voe Jorjia ouzh
Armenia
gant ur brezel, e
1918
. Gant ar saozon avat e voe lakaet da herzel. E
1918 hag
1919
e vrezelas ar jeneral jorjiat Mazniachvili ouzh ar Rusianed wenn hag klaskas aloubiñ aodoù
hanternoz
ar
Mor Du
eus
Tuapse
da
Sochi
Ne badas ket frankiz ar vro. Hag e 1921 e voe faezhet an arme jorjia gant an arme rusian ha rediet ar gouarnamant da dec'hout kuit eus ar vro. D'ar
25 a viz C'hwevrer
1921
ec'h antreas an nerzhioù soviedel e
Tbilisi
hag e staljont ur gouarnamant , gant
Filipp Makharadze
lakaet e penn ar vro. Kendeuzet voe gant Armenia hag Azerbaidjan a-benn sevel
Republik Soviedel Treuzkaokazia
. E 1938 e voe disrannet Treuzkaokazia hag ez eas Jorjia d'ur
republik soviedel
wirion hag emren.
Dont reas ar Jorjian
Ioseb Youghachvili
da vezañ unan eus pennoù ar strollad
Bolchevik
. Goude dispac'h 1917 ha marv
Lenin
e renas
Unaniezh Soviedel
gant an anv "Stalin".
Etre
1941
ha
1945
e stourmas 700.000 Jorjian en Arme Ruz, ouzh an
Alamagn nazi
. Un toullad all a Jorjianed a genlabouras avat gant an Alamaned. War-dro 350.000 Jorjian lazhet e-pad an
eil brezel bed
. E-pad ar prantad-se e voe mac'homet un toullad mat a pobloù bihan evel ar
Dchetchened
, an
Inguched
, ar
Garachayed
hag ar
Valkariz
, da
Siberia
. Un darn eus o ziriadoù a voe roet da Jorjia betek
1957
Ar Jorjian
Edouard Chevardnadze
, bet ministr e-karg eus aferioù diavaez an Unaniezh Soviedel, a voe unan eus savourien bennañ ar [[Peryestroika]. E-pad ar maread-se e savas Jorjia ur sistem politikel liesstrollad hag e strivas evit frankiz ar vro. E Jorjia e c'hoarvezas kentañ dilennadegoù frank, an Unvaniezh Soviedel d'ar 28 Here 1990. Eus miz Du 1990 betek miz Meurzh 1991 eo
Zviad Gamsakhurdia
a oa e penn an Emsav evit an dieubidigezh vroadel, ha prezidant
Kuzul Meur Republik Jorjia
, ar parlamant Jorjiat.
Unan eus ar c'hentañ republikoù bet o klask en em zieubiñ diouzh mac'hom an Unaniezh Soviedel e oa. Gwasket gant al lu ruz eus ur vanifestadeg peoc'hek d'an 9 a viz Ebrel 1989 a grouas un emsav enepsoviedel heñvel a-walc'h ouzh hini a oa er broioù baltek. Disrannet e voe e meur a skourr, unan kentoc'h habask hag unan all muioc'h dispac'hel. E miz Here 1990 ec'h aozas Jorjia an dilennadeg liesstrollad kentañ en istor an Unvaniezh Soviedel. Tra ma voikotas an dispac'hourien an dilennadegoù hag e savjont ur c'hendalc'h broadel, ha peurrest an enep-komunourien a voe tolpet tro-dro
Merab Kostava
ha
Zviad Gamsakhurdia
. Gant 250 sez enep da 64 hepken evit ar gomunourien, e yeas ar maout ganto. C'hwitet e voe gant ar strolladoù all, a-boan ma voe tizhet bevenn ar 5%, rekis evit mont e-barzh ar parlamant.
D'an 9 a viz Ebrel 1991 ec'h embannas Jorjia he dieubidigezh.
Zviad Gamsakhurdia
a voe dilennet da brezidant d'ar 26 a viz mae 1991 met kaset kuit e voe diouzh ar galloud, gant un taol-stad gwadek a dremenas e-korf an 22 a viz kerzu 1991, betek ar 6 a viz Genver 1992. Gant ur gward hag ur bagad armet e voe aozet unn taol-stad : ar
Mkhedrioni
a vefe bet skoazellet gant al lu rusian. Merkout a reas kement-se deroù ur brezel-diabarzh, a badas betek 1995.
D'ar vro e tistroas Edouard Chevardnadze e 1992, hag ec'h aozas ur "c'huzul-stad" asambles gant pennoù bras an taol-stad : Kitovani ha Ioseliani. En doare ofisiel e voe dilennet e 1995 ha 2000. E-pad ar marevezh-se, avat, e krogas emsavioù disrannour e
Abc'hazia
hag en
Osetia ar Su
. Gant harp stourmerien deut eus
Rusia
e teuas a-abenn an emsaverien da sevel nerzioù dizalc'h
de facto
, en div rannvro-se. Ouzhpenn 250.000 jorjian a voe dizarbenet eus Abc'hazia, ha 25.000 eus
Tskhinvali
. Ret e voe da galz familhoù osetiat tec'hout eus rannvro
Borjomi
Edouard Chevardnadze a voe argaset eus ar galloud gant
Dipac'h ar Rozenn
e 2003 goude an dilennadegoù tabutet. Sturiet e voe an dispac'h gant izili gozh strollad Chevardnadze :
Mic'hail Saakachvili
Zurab Zhvania
ha
Nino Burjanadze
. Da brezidant e dilennet e voe
Mic'hail Saakachvili
da brezidant, e 2004. Bennozh d'an adreizhiadurioù e voe kreñvaet stad an armerzh ha kresket galloud arme ar vro ha gant-se e teujont a-benn lakaat seziz adarre war
Ajaria
, neoah c'hwitet e voe ganto klask aloubiñ en-dro Abc'hazia, hag Osetia ar Su, a oa difennet mat gant Rusia.
Rannvroiù Jorjia
Rannet eo Jorjia e 9 rannvro, ur geoded ((k'alak'i) ha 2 republik emrenn pe
avtonomiuri respublika
Abc'hazia
hag
Ajaria
). E 69 bann eo rannet ar rannvroioù (raioni).
Kenvreuderezhioù zo a-zivout statud Osetia ar Su gant ar gouarnamant disrannour a gontrol ar broviñs.
Kodori Gorge
zo an darkvadir nemeti eus Abc'hazia a zalc'h ar gouarnamant-kreiz.
Rannvroioù Jorjia zo anezho :
Ar c'hêrioù brasañ eo :
Batoumi
Chiatura
Gagra
Gori
Khouthaisi
Poti
Rousthavi
Soc'houmi
Tbilisi
Tkibuli
Tskaltubo
Tskhinvali
Bannoù Jorjia a zo:
Abasha
Adigeni
Akhalgori
Akhalkalaki
Akhaltsikhe
Akhmeta
Ambrolauri
Aspindza
Baghdati
Batumi
Bolnisi
Borjomi
Chiatura
Chkhorotsku
Chokhatauri
Dedoplistskaro
Dmanisi
Dusheti
Gagra
Gali
Gori
Gudauta
Gulripshi
Gurjaani
Java
Kareli
Kaspi
Kedi
Kharagauli
Khashuri
Khelvachauri
Khobi
Khoni
Khulo
Kobuleti
Kutaisi
Kvareli
Lagodekhi
Lanchkhuti
Lentekhi
Liakhvi
Marneuli
Martvili
Mestia
Mtskheta
Ninotsminda
Ochamchire
Oni
Ozurgeti
Poti
Rustavi
Sachkhere
Sagarejo
Samtredia
Senaki
Shuakhevi
Sighnagi
Sokhumi
Stepantsminda
Telavi
Terjola
Tetritskaro
Tianeti
Tkibuli
Tsageri
Tskhinvali
Tsalenjikha
Tsalka
Tskaltubo
Vani
Zestaponi
Zugdidi
Kartvelebi
(ქართველები) eo an anv en em ro Jorjiz o-unan. Envel a reont o bro
Sakartvelo
(საქართველო), hag o yezh
Kartuli
(ქართული). Eus anv ur penn jorjiat mojennel
Kartlos
e teu ar gerioù-se. Ur mab eus
Tagarmos
, mab-bihan
Japheth
An anv a vez roet d’ar vro e yezhoù ar C’hornog a zeu moarvat diwar an anv persek a veze roet da Jorjiz
gurğān
, en
XI
vet
ha
XII
vet
kantved
azasaet diouzh an amprestadennoù siriek
gurz-ān
gurz-iyān
hag arabek
rĵan
ĵurzan
. Teoriennoù faltaziek a voe savet gant ar beajour Jacques de Vitry, a zisplegas e teue anv ar vro diwar brud [(Sant Jord]] azeulet un tamm mat e Jorjia ha patrom ar vro. Ur beajour all
Jean Chardin
a soñjas e teue ar ger Jorjia diwar ar c’hresianeg γεωργός ("bro strujus"). Evel ma tisplegas ar c’helenner Alexander Mikaberidze, an displegadennoù-se a glever abaoe kantvedoù evit ar ger Jorjia/Jorjiz a zo bet distaolet hiziviken gant ar gumuniezh skiantel, a wel kentoc’h ar ger persek
gurğ/gurğān (bleiz)
da orin ar ger. Jorjia o vezañ intentet evel bor ar bleizi gant Persiz. Ar ger
gurğ/gurğān
, a voe amprestet gant a-bep seurt yezhoù all, ar yezhoù slavek ha yezhoù Europa ar c’hornôg en o zouez. Gallout a c’hellfe ivez bezañ bet diazezet diwar un anv kozh, en Iran a glote gant ar vro tost ouzh
mor Kaspia
a veze graet
Gorgan
anezhi «Bro ar Bleizi». Gorjestan eo an anv e persieg, Gürcistan en turkeg, ha Грузия e rusianeg ("Grouziya").
Proviñs bennañ Jorjia, ha seziz ar gouarnamant e-pad lodenn hirañ hec'h istor eo Kartli, anvet ivez Iberia. Ar ger diwezhañ-mañ a vez skrivet
Iveria
ivez. Dioutañ e teu an anvioù armeniek evit Jorjoa ha jorjiat : Virk (Վիրք) ha Vrastan (Վրաստան).
Menez Kazbek.
728 km ledander a harzoù zo da Jorjia, boutin gant Rusia, a-hed
Krai Krasnodar
Karatchay-Tcherkesia
Kabardino-Balkaria
Norzh Osetia-Alania
Ingouchetia
Tchetchenia
Dagestan
. Ivez gant
Azerbaidjan
(322 km) ez eus harzoù er
gevred
Armenia
(164 km) er
su
ha
Turkia
(252 km) er
mervent
Meneziek-kenañ eo ar vro. E div lodenn e tisrann ar
menezioù Likhi
. Kolc'his e vez anvet lodenn ar c'hornôk tra ma vez anvet ar reter Iberia. En abeg he zorosennadur liesseurt eo disrannet uhelgompezenn
Svaneti
gant peurrest ar vro.
Arridennad menezioù Jorjia ar C'haokaz Bras a ziispati gant republikoù kaokazek
Rusia
. Riblet eo hanterenn su ar vro gant ar C'haokaz Bihan. Ar c'haokaz Bras a zo kalz uheloc'h eget ar C'haokaz Bihan. Tizhout a ra e leinoù uhelañ 5000 m. Menez
Shkhara
eo menez uhelañ Jorjia gant 5,201 m. An eil uhelañ a zo ar
Janga
(Jangi-Tau), hag a dizh 5,051 m. Ar menezioù bras arall a zo ar
C'hazbegi
(5,047 m), an Tetnuldi (4,974m), ar Shota Rustaveli (4,960m), an
Ushba
(4,710m.), hag an Ailama (4,525m./14,842ft.). Nemetañ menez a orin tanveneziek eo
Kazbegi
. Ar rannvro lec'hiet etre ar
C'hazbegi
hag a
Shkhara
, hag a zo rannet gant ur pellder a 200 km, a endalc'h kalz
skornegi
. Arridennad ar C'haokaz Bihan a zo kenaozet eus arridennad bihanoc'h, tanveneziek o orin ar peurliesañ, liammet an eil ouzh an eben. O vegoù uhelañ ne savont nemet da 3400 m. Pennañ torosennadurioùar rannvro eo uhelgompezenn tanveneziek
Javakheti
, lennoù stank ha stivelloù tomm e-leizh a gaver enno.
Ar c'hevioù
Voronya
eo donañ re a zo dre ar bed. Lec'hiet emañ er menezioù
Arabika
, un darn eus arridennad
Gagra
en
Abc'hazia
. Betek 2,140 m donder int.
Stêrioù pennañ Jorjia a zo ar
Rioni
hag ar
Mtkvari
Kartenn Jorjia
Liesek eo gweledvaoù Jorjia. E kornôg ar vro e kaver koadegoù geunniek e-barzh an izeldirioù,
geunioù
, ha, er rannvroioù meneziek, koadegoù ha skornegi. Er reter e kaver ur rannvro vihan sec'h heñvel a-walc'h ouzh re kreiz-Azia. Ar c'hoadegi a c'holo 40% ar vro hag ar c'helc'hiadoù
alpek
pe
isalpek
10%.
Mtskheta, kêrbenn gozh ar vro
Darn vrasañ an annez naturel en izeldirioù a oa bet distrujet er 100 bloavezh diwezhañ gant astennadur al labour-douar hag ar c'hêrioù. Eus ar c'hoadegoù a c'holoe
Kolc'his
a zo aet da get, estreget er mirlec'hioù hag er parkoù broadel. Ar c'hoadegoù a chomon a vez lec'hiet en uheldirioù hag er menezioù. Eus
derv
fav-put
faou
evlec'h
onn
ha
gwez-kistin
eo kenaozet ar c'hoadegoù dindan 600 m dreist met boutin a-walc'h ez eo ar spesad atav-glaz evel ar
beuz
. Kavout a reer ivez un nebeud spesadoù endemiek. Darnioù
Ajaria
Samegrelo
hag
Abc'hazia
a c'holo koadegoù glaviek klouar.
Etre 600 ha 1,500 m ez a ar c'hoadegoù klouar da vesket gant gwez-sapin a yelont d'ar souezhadur pennañ a-us 1500 m. Ar gwez ne greskont ket goude 1800 ha gant pradennoù e vez dalc'het gant pradennoù alpek. A-us 3000 m e teraou kelc'hiad an erc'heg beurbad.
Un tour e Svaneti
Disheñvel tre ouzh re ar c'hornôk ez eo gweledvaoù reter Jorjia hag-eñ eoa bet difraostet dran vrasañ izeldirioù ar reter, evel ar
Mtkvari
pe plaenenn an
Alazani
. Ouzhpenn-se, un tamm sec'hoc'h eo hiniad ar rannvro ha biskoazh e voe goloet gant koadegoù darn anezhi. Gweledvaoù a zo kenaozet eus traoniennoù niverus disrannet gant menezioù. Koadegi-sapin ar raloc'h eget er c'hornok, estreget e
Borjomi
. Eus
derv
faou
ha
fav-put
ez eo kenaozet 85% ar c'hoadegoù. E traonienn an Alazani e kaver koadegoù
ivin
ivez. A-us 1000 m e kresk
sapin
ha
bezv
dreist holl. E reter Jorjia e kaver koadegoù betek 2000 m ha ne gresk ken ar strouezh a-us da 3500 m.
Liesek eo
hinad
Jorjia. Lakaat a reer kemm etre daou gelc'hiad hin, a glot, tamm-pe-damm, gant kornôg ha reter ar vro. Ur perzh pouezus a c'hoari ar C'haokaz Bras en hinad ar vro rak gwareziñ a ra anezhi ouzh an aer yen a c'hellfe dont eus
stepennoù
an norzh tra ma tiwall ar c'haokaz bihan ouzh levezon an aer tomm ha sec'h deuet eus ar su.
E-barzh ar c'helc'hiad istrovanel gleb emañ darn vrasañ kornôg Jorjia. War-dro 1000-4000 mm a
c'hlav
a zegemer pep bloaz. Ingalet en un doare unvan e vez ar glaveier, hag eñ e vezont pounneroc'h e-pad an diskar-amzer. Kemm a ra kalz hiniad ar vro hervez an uhelder. Tra ma vez tomm a-walc'h an plaenennoù e-pad an holl vloavezh o-deus an uheldirioù hañvioù fresk ha gleb ha goañvioù yen hag erc'hek (muioc'h eget 2m zegemer e kornioù-br'zo).
Ajaria
eo rannvro c'hlebañ Jorjia. Koadeg glaviek Mtirala, e reter
Kobuleti
a zegemer 4500mm a c'hlav pep bloavezh.
Un hinad tremeniat etre ar c'helc'hiadoù istrovanel gleb ha kevandirel he-deus Jorjia ar reter. Gant aer yen ha sec'h kreiz-
Azia
ha gant aer gleb ar mor Kaspian eo levezonet amzer ar vro. Gant aradennadoù
Likhi
ha
Meskheti
e vez harpet aer gleb ar
Mor Du
ar peurliesañ. Kalz nebeutoc'h a c'hlav a zegemer darn-se ar vro (war-dro 400-1600mm) hag e-pad an nevez-amzer hag an diskar-amzer e kouezh dreist holl. Kalz sec'hoc'h e vez an hañv hag ar goañv. Evel er c'hornôg e c'hoari ur perzh pouezus an uhelder. Kalz yenoc'h e vez ar c'hornioù-bro a-us 1500 m hag er re a-us 2000 m e vez o reviñ zoken e-pad a hañv.
Goude un enkadenn a-zivout disoc'h dilennadegoù 2003 e voe kaset kuit eus ar galoud
Edouard Chevardnadze
d'ar 23 miz du 2003 gant
dispac'h ar rozenn
. Ar prezidant etretant a vo prezidant ar parlamant a oa bet freuzet e zivodadenn. D'ar 4 genver 2004 e voe dilennet da brezidant
Mic'hail Saakachvili
, penn an
Emsav Broadel Demokratel
a c'hounezas darn vrasañ ar mouezhioù en dilennadeg lezennel a heulias. Ur strollad arall nemetañ (Enebouriezh an Tu-Dehou) a dizhas ar 7% ret da gaout kannidi er parlamant. Kred ar ra ar sellerien e oa an dilennadeg-se an hini frankañ e istor ar vro, hag eñ e oa tabud etre ar gournamant kreiz ha penn
Ajaria
Aslan Abashidze
War gresk ez eas ar stennadur etre
Ajaria
hag ar gouarnamant goude an dilennadeg. Tarzhañ a reas an enkadenn d'ar I

miz mae pa zistrjas Aslan Abashidze ar pont o liamm Ajaria ouzh ar peurrest eus ar vro e respont da bleustradegoù milourel jorjiat. Rediet e voe da dec'hout kuit eus ar vro gant manifestadegoù bras e
Batumi
d'ar 5 mae, avat.
D'an 3 a viz c'hwevrer e varvas ar ministr kentañ
Zurab Zhvania
e ti
Raul Usupov
, gouarner
Kvemo Kartli
, puñsunet gant
monoksid karbon
Abaoe m'en deus kemeret ar galloud en deus Saakachvili lakaet war gresk darn ar budjed-stad gouestlet d'al lu. Homañ he deus tizhet 25.000 a dud, 5.000 anezho a oa bet stlejet gant kelennerien amerikan. Un nebeud eus ar soudarded-se a oa bet kaset da
Irak
, lec'h ma servijont e
Baqubah
hag e Kelc'hiad Glaz
Baghdad
. E miz Mae 2005 ez eas an
XIII
vet
batailhon a droidegezh d'an unanenn gentañ o servij er-maez Jorjia.
Darempredoù mat he deus Jorjia gant hec'h amezeien -
Turkia
Armenia
hag
Azerbaidjan
- ha kermer perzh a ra er
C'huzul Armerzhel ar Mor Du
hag d'ar
GUAM
. Tost-tre ouzh
Ukraina
eo hag e-pad an
Dispac'h Orañjez
Kyiv
e vanifestas kalz jorjiz da harpañ
Viktor Yushchenko
Oc'h arnodiñ da vont d'un izel gwir eus
AFNA
emañ Jorjia. E miz Eost 2004 e voe kinniget ar
Raktres ag Oberianiz a Gevelerezh Hiniennel
hag degemeret e voe gant
Kuzul Atlantel an Norzh
eus an
AFNA
. Adalek-se ez eo ebarzhet Jorjia en eil prantad eus ar c'henstagadur ouzh an AFNA.
D'ar 15 c'hwevrer 2005 e voe anvet un ofiser-liamm e Jorjia e frammadur ar
C'hevelerzh evit ar Peoc'h
Mont e-barzh Unvaniezh Europa hag en AFNA e c'hoanta Jorjia. Ne vo posupl nemet en un dazont pell a-walc'h, avat. Evel ma ne fell ket da Jeojia mont da harzioù etre kelc'hiadoù-levezon ar
Stadoù-Unanet
ha
Rusia
e klask ar vro tostaat ouzh ar Stadoù-Unanet en ur genderc'hel da genlabourat gant Rusia.
E miz Here 2006 he deus sinet Jorjia ur raktres oberiantiz gant UE e frammadur
Politikerezh ag Amezegezh Europeat
. Gwirikaet e vo d'an 14 a viz Du.
Tost eo Jorjia ouzh ar Stadoù-Unanet ha levezon ar vro-se enni en-deus lakaet he darempredoù gant
Rusia
da washoc'h. Un abeg a ziemglev pouezus eo
san Baku-Tbilisi-Ceyhan
savet gant ar Stadoù-Unanet da liammañ
Turkia
ouzh maeziadoù eoul-maen
Azerbaidjan
hep mont a-dreuz tachennad
Rusia
. E 2004 o doa embannet ar Stadoù-Unanet e paouezfent gant o frogramm ispisial a skoazell vilourel. Erlec'hiet e vo gant ur programm a skoazell reizhoc'h. Lâret en deus
Colin Powell
ne c'hoantae ket ar Stadoù-Unanet sevel diazezlec'hioù er vro.
Kollet he-deus rusia he rol ag hanterour en
diemglev etre Jorjia hag Abc'hazia
hervez ar ministr jorjiat an darempredoù etrevroadel
Gela Bezhuashvili
. Hervezañ ez emañ Jorjia o vont d'arnodiñ da genziviz gant an emsaverien abc'hazat en un doare dihanterour.
En enkadenn emañ an darempredoù etre Rusia ha Jorjia adalek m'he-doa gouarnamant Saakachvili addalc'het
Kodori Gorge
. Tamallet he-deus Rusia Jorjia da vezañ bet torret e ouestloù tra ma zamalle Jorjia Rusia da skoazell an disrannerien. Paseporzhioù rusat a voe roet da galz annezidi
Abc'hazia
hag
Osetia ar Su
Daou ziazezlec'h milourel he-deus Rusia c'hoazh war dachennad Jorjia hag er vro emañ pennlec'h luioù rusat ar c'haokaz. Hervez emglevioù 2005-2006 e tle ar soudarded rusat mnt kuit eus ar vro e 2008.
E miz Gwengolo 2006 e voe bac'het pevar ofiser rust eus ar sevijoù kevrin. O zamall a ra ar gouarnamant jorjiat da gaout ur perzh en
enkadenn Kodori
. Da galz gwashoc'h ez eo aet an darempredoù etre an div vro goude-se ha troc'het he deus Rusia tout he liammoù armerzhel ha zoken postel gant Jorjia. Kinniget he-deus Jorjia da enebiñ donedigezh Rusia e-barzh
Aozadur Bedel ar C'henwerzh
War al labour-douar hag an douristelezh eo diazezet armerzh Jorjia. E-pad darn vrasañ an
XX
vet
kantved e oa un lodenn eus an armerzh soviedel. Goude 1991 e krogas ar stad da frankizaat a armerzh, avat. Hervez ar
Bank Bedel
eo Jorjia ar vro adreizher kentañ er bed ha an hini 37
vet
eo evit an
aesder d'ober aferoù
An touristerezh hag gounidigezh ar
sitroñs
hag ar
rezin
a zo andon a leveoù pennañ ar vro. Produiñ a ra
te
ivez met n'eo ket uhel tre e galite c'hoazh. Un nebeud mengleuzioù (
kouevr
ha
manganez
dreist holl) ez eus er vro hag ur greanterzh bihan hag a brodu dilhadoù, gwinn ha produioù kimiek dreist holl. Dleout a ra enporzhiañ darn vrasañ hec'h energiezh.
Daouast da freuzioù ar brezel diabarzh e vez o kreskiñ armerzh Jorjia adalek 1995 ha war zigresk ez eo aet ar
monc'hwezh
. Kudennoù ez eus gant ar stad evit dastum an tailhoù, avat, hag un dic'hounid bras en-deus e vudjed. Berrentezioù ag energiezh a zo ur gudenn arall, hag eñ he-deus he frevezekaet ar gouarnamant. Ar fed e teu darn vrasañ an energiezh eus
Rusia
n'int ket mat an darempredoù n'aesa ket an traoù kennebeut.
4,661,473 ag annezidi he-deus Jorjia, 88% anezho a zo
jorjiz
. An azeried a furm 6,5% ar boblañs, an armeniz 5,7% hag ar rused 1,5% (lod anezho a zo divroet adalek dieubidegezh ar vro). An
Abc'hazed
en
Abc'hazia
hag an
Oseted
en
Osetia ar Su
o-deus savet republikoù disranner na'z int ket anavezet gant ar broioù arall.
Div bobl
gartveliek
, ar
svaned
hag ar
vingrelied
a vev e Jorjia ha kavout a reer un nebeud
lazed
ivez. Disheñvel ez int dre o yezh eus ar jeorjiz arall met tost tre outo dre o sevenadur. Bez ez eus ivez kalz minorelezhioù bihan arall o vevañ er vro :
Asirianed
Tchetchened
Gresianed
Kabarded
Kurded
yuzevien
Tatared
Turked
hag
Ukrainiz
Digreskiñ kalz he-deus graet poblañs Jojia adalek diskarr an
Unaniezh Soviedel
. Disrannidigezh Abc'hazia hag Osetia ar Su, an diemglev en Adjaria hag ar c'hudennoù armerzh o-deus degaset kalz jeorjiz da zivroiñ, e
Rusia
dreist holl. Da washoc'h eo lakaet ar gudenn gant ur feur-ganidigezh izel tre. Ur milion annezidi nebeutoc'h eget e 1991 he-deus Jorjia ha krediñ a ra reoù'zo ez eo izeloc'h c'hoazh. Un efed a-gostez eus digresk ar boblañ eo ez a war zigresk ivez kenfeur ar minorelezhioù rak niverusoc'h ez eo o izili da zivroiñ.
Darn vrasañ ar boblañs (83.9%) a berc'henn d'an
Iliz Ortodoks Jorjia
. Unan eus ar broioù kentañ gounezet d'ar feiz kristen e voe Jorjia. Da relijion-stad ez eas e 327 met krediñ a reer e oa kummuniezhioù kristien en
Egrisi
kent prezegenn
Sant-Nino
. Ouzhpenn-se e prezegas an ebestel Per ha Andrev er vro. Unan eus an ilizioù koshañ eo neuze iliz Jorjia.
Ar minorelezhioù relijiel pennañ a zo ar
Vuzulmaned
(9,9%), an Armeniz (3,9%) hag ar gatoliked (0,8%).
LINKS