Karl Marx - Wikipedia
Mont d’an endalc’had
Eus Wikipedia
Karl Marx
den
Rann eus
Marx siblings
Karl Marx and Friedrich Engels
Reizh pe jener
paotr
Bro ar geodedouriezh
Rouantelezh Prusia
statelessness
Anv e yezh-vamm an den
Karl Marx
Anv ganedigezh
Karl Heinrich Marx
Anv-bihan
Karl
Heinrich
Anv-familh
Marx
Lesanv
Glückskind
Anv
Mã Khắc Tư
Moranv
Maurice
Deiziad ganedigezh
5 Mae 1818
Lec'h ganedigezh
Trier
Deiziad ar marv
14 Meu 1883
Lec'h ar marv
Londrez
Doare mervel
abeg naturel
Abeg ar marv
lung disease
Lec'h douaridigezh
Tomb of Karl Marx
Tad
Heinrich Marx
Mamm
Henriette Presburg
Breur pe c'hoar
Emilie Conradi
Louise Juta
Mauritz David Marx
Sophia Marx
Pried
Jenny von Westphalen
Kar
Ludwig von Westphalen
Yezh vamm
alamaneg
Yezhoù komzet pe skrivet
alamaneg
latin
Yezh implijet dre skrid
alamaneg
Tachenn labour
political economics
sokiologiezh
prederouriezh
Implijer
Neue Rheinische Zeitung
Rheinische Zeitung
Bet war ar studi e
University of Bonn
skol-veur Jena
Humboldt-Universität zu Berlin
Gymnasium Friedrich Wilhelm in Trier
Diplom skol-veur
doktorelezh
Tezenn
The Difference Between the Democritean and Epicurean Philosophy of Nature
Rener tezenn
Bruno Bauer
Bet studier da
Friedrich Gottlieb Welcker
Lec'h labour
Köln
Strollad politikel
Communist League
Strollad etnek
Achkenazed
Relijion pe kredenn
dizoueegezh
antitheism
Keveler er sport pe el labour
Friedrich Engels
Contributed to creative work
Deutsch–Französische Jahrbücher
Rheinische Zeitung
Oberenn heverk
Economic and Philosophic Manuscripts of 1844
Das Kapital
The German Ideology
The Communist Manifesto
Diellaouet gant
Internationaal Instituut voor Sociale Geschiedenis
Marx Memorial Library
Boris Yeltsin Presidential Library
Ezel eus
International Workingmen's Association
Ideologiezh politikel
Marksouriezh
Komunouriezh
Levezonet gant
Georg Wilhelm Friedrich Hegel
Max Stirner
Ludwig Feuerbach
The Essence of Christianity
Darvoud-alc'hwez
Nazi book burnings
Prizioù resevet
Fellow of the Royal Society of Arts
Present in work
Firmament
Hashtag
Marx
Istor
timeline of Karl Marx
Rummad tost
Category:Things named after Karl Marx
Statud e wirioù aozer
Ar gwirioù aozer ne dalvezont ket ken
Tikedenn Stack Exchange
Eus Wikidata
Karl Marx
Karl Heinrich Marx
a zo ganet d'ar
5 a viz Mae
1818
Trier
, e
Rheinland-Pfalz
, en
Alamagn
ha marvet d'ar
14 a viz Meurzh
1883
Bro-Saoz
. Karl Marx a zo bet un oberiantizour politikel, ur
prederour
meur, hag un
damkanour
dispac'hour
sokialour. Brudet eo bet gant ar burutellerezh en deus kaset a-enep d'ar
gapitalouriezh
ha d'ar c'hevala, mes ivez evit e sell war an
Istor
: abegiñ a ra an Istor e efedoù an emgann hollbadus etre an div
glasad sokial
ar
broleterien
hag ar gapitalourien. A-gevred gant
Friedrich Engels
, e vignon hag a rene ur
c'hevredad
gwiaderezh, e savas ar
sokialouriezh skiantel
Buhez
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Studioù
kemmañ
kemmañ ar vammenn
E Trier, ur gêr dindan beli
Prusia
, e wel Karl Marx sked gouloù an deiz evit ar wech kentañ. En ur
familh
bourc’hizien
a orin
yuzev
, mes troet d’ar
brotestantiezh
e vevo e-kerzh e
yaouankiz
. E dad, Hirschel Marx, a zo
alvokad
a vicher, ha diskennad ul lignez koñversanted ha
rabined
. A-benn gellout ober e vicher en doa cheñchet relijion. Henrietta Pressburg Hirshel a oa anv e
wreg
mamm
Karl. Ganto e vezo
badeziet
1824
hervez al
lid
lutherour
. Goude m’en dije paket e
vachelouriezh
e Gymnasium (Lise) Trier e lakaas Marx e anv e skol-veur
Bonn
. Eno e studias ar
gwir
. War-lerc'h ez eas da hini
Berlin
evit studiañ ar brederouriezh hag an Istor. Da
Iena
ez eas ivez. E
1841
e lakas un termen d’e studioù o kinnig un
dezenn
skrivet en
henc'hresianeg
Differenz der demokritischen und epikureischen Naturphilosophie
. Dilojañ a reas a ra da vBonn gant ar spi da vezañ kelenner eno. Lezel a raio e venoz dre wall ar raktresoù gouarnamantel war dodenn ar c’helenn.
Kazetenn eneberezh
Rheinische Zeitung
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Ur
c’hazetenner
direnkus a zeuio Karl Marx da vezañ neuze.
Goude bezañ bet embannet e gentañ pennad-skrid e-barzh ar
Rheinische Zeitung
(ar « gazetenn
roenad
»), ur gazetenn embannet e Kologn ha brudet evit e
dech
demokratel dispac’hour, e teu Marx da vezañ
pennskrivagner
ar gazetenn e
1842
. Ezel e kelc’h Hegelourien an tu kleiz (gant Bruno Bauer ha reoù all), tud o heuliañ prederouriezh
Georg Hegel
gant ur sell dispac’hour, e selloù politikel a zo d’ar c’houlz-se pell-tre a gleiz, mes n’int ket
komunour
evit c’hoazh. E vurutellerezh war diferadennoù politikel ha sokial ar c’houlz, adkavet er
Rheinische Zeitung
a zegaso dezhañ gwall imor ar Stad Prusian. Da gentañ-penn e vezo doubl-aotreeret ar gazetenn, goude e vo tripl-aotreeret ha d’an
1añ a viz Genver
1843
e verzhas ar gouarnamant prusian ar gazetenn da viken. An dra-se eo a vounto Marx da guitaat douaroù e yaouankiz.
Dimeziñ
kemmañ
kemmañ ar vammenn
E 1843 e timez Marx gant ur vignonez a
vugaleaj
Jenny von Westphalen e
Kreuznach
. Ganti edo dibaoe ma oa studier. Dont a ra eus an noblañs prusiad. He
breur
henañ
a vo
ministr
an aferioù diabarzh e Prusia etre
1850
ha
1858
. Meur a vugale en devo Marx gant e wreg hogen n’ez eus nemet teir
flac’h
(Laura, Eleanor ha Jenny) hag a vevo beteg an oad gour, ar re all a varvo a-raok. Laura a zimezo gant
Paul Lafargue
, ur sokialour gall, pehini a skrivo
eñvorennoù
hiniennel war Karl Marx, ur
buhezskrid
tomm ouzh ar prederour hag ouzh e dad-kaer.
Stagadennoù Bro-C'hall/Alamagn
kemmañ
kemmañ ar vammenn
En diskar-amzer 1843 e ra Marx e annez e
Pariz
a-benn embann ur gazetenn radikal en estrenvro a-gevred gant Arnold Ruge (1802-1880). Ne vo embannet nemet un niverenn eus ar stagadennoù Bro-Chall-Alamagn. Tardet e vez gant ar gazetenn-se abalamour d'an diaesterioù o dez da zasparzhañ ar c’hazetennoù d’an dud en
Alamagn
(dre guzh) ha abalamour d'an disemglevioù a zo savet etre Marx ha Ruge. Kavet e vez dija e skridoù Marx roudoù un dispac’hour. E mennoz Marx ez eo ret kontañ muioc’h war niverusted ar broleterien kentoc’h eget war empennoù sklerijennet un nebeud merourien. “Arm ar burutellañ na c’hell ket kemer plas buretellañ an armoù”.
D’ar mare-se e embann ar prederour alaman
Ludwig Feuerbach
Pennaennoù prederouriezh an dazont
Engels
a lavaro da c’houde-se "
hag e teujimp holl da vezañ Feuerbachianed
".
Kejadenn gant Engels
kemmañ
kemmañ ar vammenn
E miz gwengolo 1844 e kej Marx gant
Friedrich Engels
, p’emañ hennezh o tremen un nebeud devezhioù e Pariz. Penn-kentañ ur vignoniezh dibar ez eo. Da 18 bloaz en doa ranket Engels kuitaat al lise evit dont da vezañ implijad armerzhel e Bremez dre abegoù familh. O studiañ drezañ e-unan ar brederouriezh e oa deuet neuze da vezañ partizan Hegel, koulskoude ne asante ket en defe hennezh roet e harp d’ar Stad prusian. E 1842 en doa kuitaet Bremez evit kemer ur post en ur firm kenwerzhel e
Manchester
, lec’h ma oa e dad unan eus ar berc’henned. Eno e kejas gant an dienez proletarian d’an holl liveoù (paourentezhioù dibar). Neuze e studias an diferadennoù da gompren : « Diferadenn a zivoud ar renkadoù labourus e Bro-Saoz », (1845). Ar gejadegenn-se n’eo ket c'hoarvezet dre zegouezh.
Nebeut goude bezañ graet anaoudegezh en em lakaont neuze da genlabourat war o c'hentañ oberenn a-stroll,
ar familh santel
a dag prederouriezh vurutellourezh Bruno Bauer, memes ma oant bet tost outañ a-raok. Goude e teu
An Ideologiezh Alaman
(skrivet evit ar lodenn vrasañ gant Marx), aozet diwar-benn ur burutellerezh stank a-zivout Max Stirner (lesanvet Sant Max) evit div drederenn eus an oberenn, a zifenn ur sell dañvezelour war an istor, o vont pelloc’h evit Feuerbach. P’o doa Marx hag Engels sevennet ur vurutelladenn strizh gant Bauer ha Stirner o devoa troc’het da vat neuze gant ar Feuerbachiezh, mes ivez gant ar sokialouriezh utopiour hag an idealouriezh Hegelian.
An oberenn ne gavas embanner ebet, ne vo embannet nemet ur c’hantved da c’houde. E Tezennoù war Feuerbach, testenn verr adkavet er memes dorn-skrid, e skrivas Marx : « Ar brederourien n’o deus graet nemet interpretiñ ar bed dre zoareoù lies, ar pezh a gont a zo treusfurmiñ anezhañ ».
E kreiz ar bloavezhioù 1840 e kemer Marx hag Engels perzh er vuhez da neuze karget a strolladoù dispac’hourien parizian o virviñ. Kalz diouto a oa daoubleget dirak lavarennoù Pierre-Joseph Proudhon, dispaket e
Prederouriezh an Dienez
. Marx a raio ur burutellerezh taer eus an oberenn e
Dienez ar Brederouriezh
. Skoueriet eo an dro-spered a ren war ar skridoù el levr gant ar rakger : « E Bro-C’hall, eñ
Proudhon
en deus ar gwir da vezañ un armerzhour fall, keit ha ma z’eo ur prederour Alaman feal. E Alamagn en deus ar gwir bezañ prederour fall peogwir ez eo un armerzhour e-touez ar re greñvañ. Ni, en hor perzh vat a Alaman hag a armerzhour hon eus bet c’hoant da ginnig hon fazi doubl. »
Diwar goulenn gwaskus ar gouarnour prusiad e oa chaseet Marx eus Pariz e 1845, tamallet outañ bezañ un dispac’hour danjerus. Mont a reas neuze da vBrusel. An ti annezet gantañ, en Iksel etre miz Genver 1847 ha C’hwevrer 1848, a servijaas diwar neuze da da lec'h emgav evit an holl enebourien politikel. Kemer a ra Marx perzh e Kevredigezh Demokratel Brusel ha dilennet eo evel Is-Prezidant.
E koulz nevezamzer 1847, e emezell Marx hag Engels en ur strollad kommunour kuzh : ar c'hevre kommunour. Kemer a reont enni ur plas kreñv e-pad eil emvod Londrez e miz Du 1847. Neuze e oa goulennet ganto sevel
Manifesto ar strollad kommunour
, (anavezet dindan ar memes anv), a oa embannet e 1848.
Dispac’hoù 1848
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Pa darzh
dispac’h gall miz C’hwevrer 1848
e kuita Marx
Bro Velgia
evit dont d’en em staliañ e Pariz adarre. Goude bezañ erruet an dispac’h e
Bro-Alamagn
ez a Karl Marx da
Gologn
evit dont da vezañ pennskridaozer an
Neue Rheinische Zeitung
(Kazetenn Nevez Ar Roen) embannet eus ar 1 a viz Mezheven 1848 betek an 19 a viz Mae 1849.
Gant trec’h an enepdispac’h eo kaset Marx dirak al lez-varn peurgetket evit bezañ embannet e
La Gazette
skridoù-embann an dispac’her arluet
Friedrich Hecker
. Dirak an douidi en em zifenn dre lâret « Dever kentañ ar wask eo tangleuziañ diazezoù ar reizhiad politikel a-vremañ. » Didamallet eo d’an 9 a viz C’hwevrer 1949, met argaset gant ar gouarnamant d’ar 16 a viz Mae 1849 daoust dezhañ bezañ sujed ar Prus.
Distreiñ a ra neuze da Bariz met argaset eo adarre goude manifestadeg an 13 aviz Mezheven 1849. Mont a ra da Londrez ha chom a raio ahont betek e varv.
Diaes-kenañ eo bet buhez Marx pa oa arluet evel e c’heller lenn en e lizheroù. Gant skoazell arc’hant
Engels
staliet eñ ivez e Bro-Saoz e teu a-benn da dreuzvevañ
. Daouast da-se emañ gant e familh en dienez : « Ma gwreg zo klañv, Jenny bihan zo klañv, Leni zo tapet gant ur seurt terzhienn nervel. N’hellan ket ha n’hellen ket gervel ar medisin defot arc’hant evit paeañ al louzoù. Abaoe eizhteiz e vouetan ar familh gant bara hag avaloù-douar, met en em c’houlenn a ran hag-eñ e c’hellin kaout un tamm anezhe hiziv » (da Engels, d’ar 4 a viz Gwengolo 1852). Unan eus e vugale, Edgar, a varv gant an isvagadur.
Skrivañ a ra un heuliad seizh pennad, dastumet dindan an titl « Le 18 Brumaire de Louis Bonaparte ». Deskrivañ a ra enno penn kentañ an
eil Republik
gall hag hec’h emdroadur betek taol-Stad an 2 a viz Kerzu
1851
hag a ro an
Eil Impalaeriezh
. Betek fin 1862, bloavezh e krog gant skritur e levr
Das Kapital
Ar C’hevala
) emañ Marx en ur blegenn eizik c’hoazh en desped da sikour Engels, a zo eñ ivez lakaet diaes gant an arc’hant abalamour d’an enkadenn ekonomikel amerikan, ha da sikour e eontr Lion Philips a ro un astenn war e herezh dezhañ. E
1864
ez a gwelloc’h stad e arc’hant gant herezh e vamm he doa atav nac’het reiñ dezhañ ar pezh e tlefe bezañ resevet goude marv e dad.
New York Tribune
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Holl ar bloavezhioù
1850
a ouestl da skrivañ ur c'hantad a
skridoù
"boued" evit kazetennoù evel an
New York Tribune
, hogen kenderc'hel a ra gant e enklaskoù donaet war an
armerzh
, an
Istor
, ar
politikerezh
, hag all ... E-keit-se e chom e darempred gant dispac'hourien ar
c'hevandir
hag e skriv levrioù-stroll politikel liammet ouzh an nevezinti. Sellet e vez outañ gant gouarnerien Prusia evel penn un aozadenn
irienn
, pa n'ez eus mui eus ar Strollad komunour, a oa en em zivodet e
1852
. Digeñvez en em gav Karl Marx, ha berr ar gwenneien gantañ. Dre-se ne c'hell ket kas e gefridi war-raok gant ar memes tizh.
Distro d'ar skridoù politikel
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Manifesto-Komunour
Goullo / disterik / diglok / diresis eo ar rann-mañ.
Donemat mat d'an dud a zo prest da sikour
Etrebroadeliezh al Labourerien
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Goullo / disterik / diglok / diresis eo ar rann-mañ.
Donemat mat d'an dud a zo prest da sikour
Dibenn e vuhez
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Yec'hed
Marx a falla abalamour d'e labour politikel distabil ; aozadur an Etrevroadel...
Goullo / disterik / diglok / diresis eo ar rann-mañ.
Donemat mat d'an dud a zo prest da sikour
War roudoù Marx
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Poltredoù
kemmañ
kemmañ ar vammenn
1861
1867
1869
1882
Arroudennoù brudet
kemmañ
kemmañ ar vammenn
" Hi
Ar Brederouriezh
a ra outi arbennikadur feiz Promethee : "kasoni a vagan ouzh an Doueed." An arbennikadur feiz-se a zo he ger stur a lak e-tal da holl Doueed an Oabl hag an Douar ha ne anavezont ket emskiant an den evit Doueelezh-uhelañ." (Diforc’h prederouriezh an natur etre Democrites hag Epicure)
" Ar baganelezh a zo un nac’hadenn eus Doueha dre an nac’hadenn-se e vez lakaet bezañs mab-den." (Dornskridoù 1844)
"Ar relijion a zo uhanadenn ar boud gwallgaset, ene ur bed digalon ha spered an diferadennoù sokial diboell. Opium ar bobl ez eo." (a gevred gant Engels, burutellañ prederouriezh ar gwir Hegel, (1844).
"Sed aze diazez ar vurutellerezh relijiel : an den an hini eo a ra ar relijion ha n’eo ket ar relijion a ra an den." (gant Engels, Burutellañ Prederouriezh ar gwir eus Hegel, 1844)
"Nac’hañ ar relijion, sederidigezh touellus ar bobl, a zo gouc’hemenn ar wir blijadur. Gouc’hemenn e rank dilezel holl e doueladurioù war e stad a zo gouc’hemenn d’ur stad nevez a hop da douelloù nevez. Burutellerezh ar relijion a endalc’h greunenn traonienn an daeloù ar relijion he dreuskiz." (gant Engels, Burutellañ Prederouriezh ar gwir eus Hegel, 1844)
"Ar brederourien n’o deus graet nemet interpretiñ e doareoù lies ar bed, bremañ ez eo ret kemmañ anezhañ. " (Tezenn war Feuerbach)
" An doare-bezañ pennek o deus an dud e tal d’an natur a zifera evit o zoare pennek da vezañ kenetrezo." (Ideologiezh Alaman)
"Ar gomunourien n’en em izelaont ket da guzhat o
Mennozhioù
hag o dodennoù. Sklaer e embannont n’ez eo ket o
falioù
bezañ sevenaet nemet dre zispenn taer an urzh sokial tremenet. Krenañ a rank ar c’hlasadoù e-penn ober o soñjal en un dispac’h kommunour ! Ar broleterien n’o deus mann da goll nemet o
chadennoù
a vefe.
Ur bed
o deus da c'hounit. Proleterien an holl broioù, unanit !"
"Istor ar gevredigezh beteg hiriv an deiz n’eo bet a-viskoazh nemet istor stourm ar c’hlasadoù" (
Manifesto ar strollad kommunour
, 1848)
"Burutellerezh ar relijion a gas d’an deskadurezh ez eo an den boud meur an den, da lavaret eo ar redi dibleg da bilañ an holl liammoù sokial hag a lak an den da vezañ peuzvezhekaet, sklavekaet, dilezet, droukrañsadus." (Digoradur burutellañ prederouriezh ar gwir skrivet gant Hegel)
" N’eo ket emskiant an dud dermen o vezañs mes ar c’hontrol : o vevañs sokial a dermen o emskiant." (Oberennoù armerzhel)
"Domani ar frankiz a grog lec’h ma echu domani al labour termenet dre an ezhomm." * "An neb ha ne anavez ket an istor a zo kondaonet d’e advevañ"
"Ar Mennozhioù n’int netra all eget traoù dafarel treuskaset ha troet e penn an dud."
Oberennoù
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Levrioù
Ar goulenn yuzev
Pa skriv Marx al levrenn-se e 1843, e tag unan eus speredegezhioù pennañ ar c’houlz, Bruno Bauer, penn-linennad an Hegelianed yaouank hag a oa o paouez echuiñ ur skrid a zivous an dodenn. E testenn Marx ez eo ar Yuzevien abeg dezhañ da blediñ gant ur bern dodennoù all kalz ledanoc’h, a-benn ober ur vurutellañ diazezek eus ar Stad, eus e liammoù gant ar relijion dre vras, eus ar gevredigezh keodedel. Skoulm a levr o vezañ an emrenerezh. Evir ar wech kentañ e ra Marx un diforc’hidigezh splann etre an emrenerezh politikel hag an hini denel. Gant al levr-se e vezo Marx tamallet a enep-yuzeverezh.
Dornskridoù 1844
El levr-se e vez graet ur vurutelladenn taer eus ar gapitalouriezh. Ar gevredigezh a zo mestroniet gant an armerzh, pezh a gas d’un daladenn hollek.
Paourentezh ar brederouriezh
, (1847)
Manifesto ar Strollad komunour
, (1847), troet e brezhoneg gant
Frañsez Favereau
Preder
, 1970), troet ivez diwar an alamaneg gant
Alan E. ar Berr
Preder
, 1978).
A-gevred gant Engels e red Marx war roudoù stourm ar c’hlasadoù. Sevel a reont neuze ur gwir program Dispac’hour. Un Oberenn dibar he deus merket da viken istor ar Broleterien.
18 Brumer Louis Bonaparte
Skrivet etre miz kerzu 1851 ha miz meurzh 1852 e diferadennoù ostilhel izel kenañ, d’ur maread lec’h m’eo Marx digenvez da vat. Un dielfennadenn eus an istor bemdeziek ez eo an oberenn-se, o tisplegañ dre sell Marx taol-Stad an 2 a viz kerzu 1851, a vounto niz Napoleon e-penn an eil Impalaeriezh. Dre lec’hiañ an taol-Stad en e endro armerzhel, sokial ha sevenadurel e ro Marx deomp un displegadenn genedus a ziskouez natur ar Stad suner-gwad etre krabanoù burevkrated divezh, o tebriñ ar gevredigezh. Un oberenn speredek tre
Degasadenn da vurutellerezh an armerzh politikel
, (1859)
Prederouriezh
( ? )
Stourm ar c’hlasadoù e Bro-C’hall
( ? )
Ar C’hevala
( ? )
Pennadoù
1843:
Burutellañ prederouriezh Hegel war ar gwir
(gant Engels)
1845:
Tezennoù Feuerbach
(gant Engels),
Ar sant-Familh
(gant Engels)
1846:
Ideologiezh Alaman
(gant Engels)
1847:
Statud al lig kommunour
Levr ar gopr
1848:
Prezegenn a zivoud dodenn an eskemm-frank
1850:
Chomlec’h bodad-kreizenn al lig kommunour
Stourm ar renkadoù e Bro-C’hall
1867:
Ar varc’hadourezh
Eskemmoù
Formulenn hollek ar c’hevala
Enep-lavarennoù ar formulenn hollek war ar c’hevala
1871:
Brezel keodedel e Bro-C’hall
Skridoù diwar-benn Karl Marx
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Fulup Lannuzel
Karl Marx, bev bepred !
Bremañ
niv. 421, Mezheven-Gouere 2018, pp. 8–11.
Liammoù diavaez
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn
Karl Marx
a vo kavet e
Wikimedia Commons
Michel Dubois,
Les fondateurs de la pensée sociologique
, Ellipses, 1993, page 38
Adtapet diwar «
Rummadoù
Marksouriezh
Armerzhourien
Prederourien Alamagn
Prederourien bolitikel
Prederourien an XIXvet kantved
Ganedigezhioù 1818
Marvioù 1883
Karl Marx
Rannbennad nevez
US