Keleier - Wikipedia
Mont d’an endalc’had
Eus Wikipedia
keleier
television genre
industriezh
data set
radio genre
Iskevrennad eus
Kemennadur
oberenn
Hashtag
current_events
Pleustret gant
news presenter
Model item
Tagesthemen
Zeit im Bild
Arouezenn Unicode
Eus Wikidata
Relation : Aller Fuernemmen und gedenckwuerdigen Historien
Keleier : an holl istorioù pouezus
hag eñvoradus
Talbenn (
1609
) ar sizhunieg kentañ
bet embannet biskoazh
Keleier
a reer eus hollad an ditouroù a vez diuzet kent bout skignet pa dennont da zarvoudoù nevez-c'hoarvezet d'ar marevezh m'o skigner, pe d'ur fed dibar ha dianav betek neuze. Meur a zoare zo da skignañ keleier : dre gomz, dre skrid, dre arouezioù gweledel pe sonus, ha meur a venveg a implijer hervez an niver a dud a zo da gelaouiñ ha hervez o fellder diouzh andon ar c'heleier.
E bed ar
media
ez eo ar c'heleier un doare
kazetennel
a enroll ar veziadelezh diwar-benn fed pe fed a varner evel mat da skignañ, abalamour da zezverkoù a denn d'ar vuhez
kevredigezhel
peurgetket.
Gerdarzh
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Un adliester eus ar ger
kel
, ledanoc'h e ster eget hini al liester reizh "keloù", eo "keleier". Ouzhpenn-se ez eo
kel
kevatal d'ar ger
keal
, liester "kealioù"
Quehezlou
e oa "keloù" e
1499
quelo
er
XVII
vet
kantved
, an anv-kadarn en unander o vout
quehezl
e 1499. Dont a ra eus ur ger koshoc'h,
*kehuezl
, kar d'ar
c'hembraeg
cychwedl
"istor, keloù, danevell", an daou c'her o tont eus ur wrizienn geltiek
*ko(m)sketlo-
Istor ar c'helaouiñ
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Talbenn niverenn 15 ar
Post-och Inrikes Tidningar
9 a viz Ebrel 1645
A-raok ma vije eus ar
c'hazetennoù
kentañ e deroù ar
XVII
vet
kantved
e veze skignet kannadoùigoù hag editoù ofisiel gant
gouarnamantoù
e lod Stadoù kreizennet.
En
Henegipt
, war-dro 2400 K.J-K., e voe aozet ar
post
kentañ evit skignañ skridoù editoù ar
Faraon
war dachenn ar Stad. Kannaderion a oa e-karg eus ar skignañ, ar pezh a oa hep mar un aspadenn eus an doare koshoc'h c'hoazh da gas keleier dre gomz.
En
Impalaeriezh roman
, adalek 59 K.J-K., e veze engravet an
Acta Diurna
, a oa deizlevr ofisiel an impalaerezh, ha lakaet a-wel d'an holl el lec'hioù foran diwar urzh an impalaer
Caius Julius Caesar
Sina
an
Dierniezh Han
(206 K.J-K.-
220
) e veze embannet follennoù kelaouiñ anvet 邸報
dǐbào
"keleier eus ar palezioù ofisiel". Pemp kantved diwezhatoc'h, e-kerzh ren an
Dierniezh Tang
618
907
), e voe embannet ez-reoliek keleier a-berzh ar gouarnamant etre
713
ha
734
; dornskrivet war
seiz
e veze pep 开元杂报
kāi yuán zá bào
"kannadig keleier ar gouarnamant", ha lennet gant kargidi. E
1582
, e-kerzh ren an
Dierniezh Ming
1368
1644
) e voe embannet ar c'hannadigoù prevez kentañ e
Beijing
En
Europa
, etre dibenn ar
Grennamzer
1492
) ha deroù an
Dispac'h Greantel
1820
), e kreskas tamm-ha-tamm an ezhommoù a geleier abalamour da zarempredoù stankoc'h etre Stadoù amezek.
1556
e voe embannet e
Venezia
ar gazetenn viziek kentañ, anvet
Notizie scritte
"Keleier skrivet"
gazette
e kouste, da lavaret eo "moneiz rous", alese orin ar ger e meur a yezh, ar brezhoneg en o zouez
. Ur c'hannadig dornskrivet e oa
Notizie scritte
, a veze lennet a vouezh uhel e kêr abalamour ma oa isleek an darn vuiañ eus tud ar mare.
Hanter-kant vloaz war-lerc'h, e
1605
, e voe moullet ar gazetenn sizhuniek kentañ,
Relation : Aller Fuernemmen und gedenckwuerdigen Historien
, gant an
Elzasad
Johann Carolus e
Strossburi
D'an
30 a viz Mae
1631
e voe embannet kentañ niverenn ar sizhunieg
La Gazette
Bro-C'hall
, gant
Théophraste Renaudot
1586
1653
) ; buan e voe kevezerezh, pa voe moullet
Nouvelles Ordinaires de divers endroits
gant
Jean Epstein
adalek ar
17 a viz Gouhere
1631, goude 26 niverenn dornskrivet – pelloc'h e padas
La Gazette
avat, betek
1915
1645
e voe embannet e
Sveden
ar gazetenn
Post-och Inrikes Tidningar
"Kazetenn Ofisiel Sveden" diwar gentod ar rouanez
Kristina Augusta
1626
1689
); koshañ kazetenn vev ar bed eo, pa vez embannet bremañ c'hoazh
10
Gant diorroadur ar c'helaouiñ er bed e voe krouet stalioù a-ratozh da zastum ar c'heleier evit boueta kazetennoù ar bed en eskemm ouzh gwerzh ur c'houmanant ; an
Agence France-Presse
(AFP)
eo ar stal goshañ, pa voe krouet e
1835
gant ar Gall Charles-Louis Havas dindan an anv
Agence Havas
11
Skignadur
kemmañ
kemmañ ar vammenn
La Gazette
niv. 16
Ar
jestraoueg
eo bet an doare kentañ da skignañ keleier, a c'haller arvestiñ c'hoazh er
riezad
loenel
pa zañs ur
wenanenn
da gelaouiñ he c'henseurtezed a-zivout ur parkad boued da vleuniaoua.
War-lerc'h hepken ez eo deuet ar gomz etre an dud, ha ganti ar skignañ keleier a zen da zen pe e diabarzh ur strolladig tud.
Diwezhatoc'h, hag e pep bro, e voe skignet ar c'heleier dre gomz bepred gant tud a foete bro evel ar
Romed
, ar
varc'hadourion-red
, an devezhierion, ar
venec'h baleer
, an arzourion a-douez reoù arall.
Adalek ma voe ijinet ar
skritur
e voe eskemmet keleier dre skrid – al lizheroù, ha rannet e voe an denelezh etre an dud a oar lenn ha skrivañ hag ar re ne ouzont ket, evel m'emañ c'hoazh hiziv an deiz. Evel a zo bet lennet amañ uheloc'h e voe keleier skrivet a veze lennet a vouezh uhel evit an dud d'o c'hlevet, pe kaset dre gannader, evel ar Gresian
Feidippides
a varvas goude bout redet ag
Aten
da
Sparta
da gemenn keloù
Emgann Marathon
Gant ijinadenn ar
moullerezh
, er
VII
vet
kantved
e Sina, war-dro an
vet
kantved
en
Egipt
hag en
XIII
vet
kantved
en Europa
12
e voe skignet ar c'heleier dre vroioù a-bezh.
A-c'houde ijinadenn ar pellgomz (
1876
) hag ar
skingomz
1894
) ez eas ar vouezh pelloc'h ha buanoc'h eget ar skridoù.
Gant an abadenn
skinwel
gentañ e
1936
e voe skignet skeudennoù gant komzoù ar c'heleier.
A-drugarez d'an doareoù arnevez da
bellgehentiñ
e voe buan
pellgomzet
o danvez gant ar
gelaouerion
d'ar stalioù-kelaouiñ, en o skrive kent o skignañ dre
deleks
, pe dre
beleiler
diwezhatoc'h, pe o frientiñ war-eeun evit o moullañ evit kazetenn pe gazetenn.
Hiziv an deiz e c'haller tapout a-daol keleier eus ar bed a-bezh dre chadennoù skingomz pe skinwel arbennik, ha nevez zo diwar an
Internet
dre ur
pellgomzer
godell.
Estreget ar gomz, ar gerioù skrivet hag ar skeudennoù a c'hall kas keleier : brudet eo arouezioù moged an
Norzhamerindianed
, un doare a veze implijet war
Voger Vras Sina
ivez hag e lec'h all, betek er
Vatikan
nevez zo da gemenn dilennadenn ur
pab
nevez.
Tantadoù
a veze lakaet e lec'hioù uhel ar bed da gas keloù, evel e lein
Karreg an Tan
Gouezeg
. Arouezioù ivez a voe implijet gant ar
semafor
1792
) kent ijinadenn ar pellgomz.
Sonioù zo bet arveret ivez, dre vinvioù-seniñ kreñv o son a veze klevet pell a venez da venez (
binioù
Bro-Skos
, da skouer) pe dre gan (
Yodel
en
Alpoù
suis
) pe c'hoazh dre yezhoù c'hwibanet evel ar
silbo
a vez arveret war Enez
La Gomera
en
Inizi Kanariez
Arouezioù arall eo ar c'heleier dre
lizherenneg Morse
Framm ar c'heleier
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Pa venner skignañ ur c'heloù en un doare reizh e vez mat urzhiañ an ditouroù eus ar re bouezusañ betek ar re a denn da vunudoù.
Atav avat e rank ar pezh a skigner respont d'ar c'hwec'h goulenn resis-mañ a-zivout an darvoudenn, a vije "ar 6 P" e brezhoneg :
13
Piv
zo bet skoget ? •
Petra
zo c'hoarvezet ? •
Pelec'h
eo c'hoarvezet ? •
Pegoulz
eo c'hoarvezet ? •
Perak
eo c'hoarvezet ? •
Penaos
eo c'hoarvezet ?
14
Ken kozh hag an
dareulerezh
hag an
daelerezh
eo ar framm-se. Gant an dareuler
henc'hresian
Hermagoras eus Temnos
, a vevas er c'hantved kentañ K.J-K, e voe staliet evit ma vije reizhpoell ar studioù lezvarnel kent barn an dorfedourion ; azaset ouzh ar c'helaouiñ eo bet eta
15
Perzhioù pennañ
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Danevelliñ fedoù pe zarvoudoù a zo o ren hag a c'hallfe bout dedennus evit an dud eo skignañ keleier. Ret eo d'an skignerion bout ergorek hag onest pa gontont ar pezh a zo c'hoarvezet. A-fed yezh e rank an danevell bout sklaer, louerel ha resis.
Kent skignañ keloù pe geloù e ranker gwiriañ ha reizh eo e-keñver an dezverkoù a zo bet lakaet da ziazez e micher ar c'helaouiñ.
Gwirionded
: ret eo d'ar fedoù pe d'an darvoudoù bout gwir, ha gwiriadus.
Ergoregezh
: arabat eo e rofe ar c'heleier un alberzh eus soñjoù personel an den o skign ; arabat eo ivez e vefe merzet gant piv int bet skridaozet, petra bennak ma ouzer ez eus bet ur skridaozer(ez) evit o dibab hag o frientiñ kent o skignañ.
Sklaerder
: ret eo d'ar c'heleier bout ken fraezh ha kempoell ha ma c'haller, ha bout asantet gant an den a zo skoget ganto.
Krennegezh
: dav eo kinnig ar c'heleier berr-ha-berr, hep azlavarad ha hep ditouroù didalvez.
Hollegezh
: dav eo d'ar fedoù pe d'an darvoudoù bout dedennus evit an holl dud, n'eo ket evit hinienn pe hinienn.
Bremanelezh
: ret eo d'an darvoudoù bout o ren pe vout fresk-bev.
Nevezded
: ret eo d'ar c'heleier bout nevez, divoas pe zibaot.
Pouez denel
: dav eo e vefe ar c'heloù gouest da zegas ur from bennak en dud o degemer.
Nester
: dedennusoc'h e vez ar c'heleier pa vezont liammet ouzh endro an dud o degemer.
Baligerezh
: dedennetoc'h e vez an dud pa vez ar c'heleier a-zivout tud pouezus ha/pe anavezet gant an holl.
Heuliadoù
: dav eo skignañ kement keloù a denn va vuhez pemdez an dud.
Hegoulzder
: seul abretoc'h e skigner ur c'heloù, seul bouezusoc'h eo e spered an dud.
Diskoulm
: un nebeud keleier a vare da vare a zalc'h atapi an dud ouzh an darvoud, da c'hortoz un diskoulm a c'hallfe bout souezhus.
Dodenn
: lod keleier a denn da obererezhioù
mab-den
zo dedennus dre o natur : an araokadennoù skiantel, da skouer.
Skoazell
: lod keleier a c'hall bout degemeret evel ur skoazell da gemer disentezioù.
Elfennoù ar c'heleier moullet
kemmañ
kemmañ ar vammenn
A-hed istor ar wask ez eo bet pishaet an doare da ginnig keleier moullet war
baper
Lod eus an doareoù-se zo bet adkemeret er skingomz hag er skinwel.
Elfennoù pennañ
Higenn
: ul linenn a-us titl ar pennad, moullet e lizherennoù bihan.
Falstitl
: pennad etre an higenn hag an titl, ma roer ditouroù talvoudus evit kompren titl ha danvez ar pennad.
Titl
: talbenn ar pennad, skrivet bras evit desachañ evezh al lennerion.
Istitl
: un astenn d'an titl, gant un nebeud munudoù en a-raok.
Digoradur
: ar rannbennad kentañ, ma kemenner ar pezh pouezusañ a zo er c'heleier.
Korf
: skrid ar pennad, ma tibuner an ditouroù adal an hini bouezusañ betek ar munudoù.
Skeudenn
: tresadenn pe luc'hskeudenn, a denn da zanvez ar pennad ha neuze d'ar c'heleier.
Alc'hwez
: deskivadur ar skeudenn
Perzhioù pennañ
Ouzhpenn ar re a zo bet meneget amañ a-us ez eus un nebeud perzhioù a gaver (pe a vije ret kavout) er c'heleier moullet.
Freskter
: ret eo d'ar pezh emeur o kontañ bout c'hoarvezet nevez zo.
Trehontegezh
: ret eo d'ar c'heloù bout pouezus evit ar gevredigezh.
Diac'hinadegezh
: bez' ez eus er c'heloù ur c'heal a zo enep ar skiant voutin, da skouer :
"Divizet en deus ar Stad, a zo renet gant an tu-kleiz/tu-dehoù, ober ur
bolitikerezh
a-du gant an tu-dehoù/tu-kleiz"
Distabiladur
: ken dic'hortoz eo ar c'heloù ma tevoud ur stroñs el lennerion.
Talvoudegezh
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Dre vras e vez talvoudus ar c'heleier pa zedennont an dud, pe un darn arbennik anezho, ha/pa vez red buhez mab-den levezonet ganto : didalvez e vez keleier Breizh evit an darn vrasañ eus Sinaiz, dedennus e vez kavadenn ur
blanedenn
dianav evit an dud a vourr gant ar
steredoniezh
, talvoudus evit mab-den e voe kammed kentañ
Neil Armstrong
war al
Loar
1969
Kemm-digemm avat eo talvoudegezh ar c'heleier hervez ar broioù hag ar mare ma vezont skignet, hag ivez hervez ar
media
a implijer evit o skignañ.
Atav e vez dedennet an dud gant ar c'heleier a denn da stad politikel hag
armerzhel
o bro, er bed a-bezh e klask an dud gouzout hiroc'h pa darzh ur
brezel
etre div Stad ; abaoe donedigezh
media
nevez evel an Internet avat e lakaer da geleier ditouroù diwar-benn buhez prevez tud vrudet pe a-zivout darvoudoù lec'hiel na zegasont netra da vuhez an darn vrasañ eus an dud voutin
16
Dispisoc'h-dispisañ eo deuet ar bevennoù etre keleier hag arvestoù, abaoe diorroadur ar skinwel pergen : tamm-ha-tamm e vez dilezet ar perzhioù a zo bet meneget a-us, hag e vez disoñjet e sav talvoudegezh ar c'heleier n'eo ket hepken diwar o danvez, diwar an doare d'o dibab ha d'o c'hinnig ne lavarer ket.
Hervez Michael Schudson, a zo kelenner war ar c'hazetennerezh, e rank an den kemmañ e sell war ar c'hazetennerezh en "Oadvezh niverel"
17
: hiziv an deiz e c'haller kelaouiñ a forzh pe lec'h, ha kelaouiñ mat, rak n'eus ezhomm nemet ag un daneveller hag un
urzhiataer
. Gwanaet eo bet neuze pouez an aozadurioù, hiniennekoc'h eo deuet al labour. Ha ret eo bout un den a vicher evit kelaouiñ hiziv an deiz ? Ha tu zo evit gwir da forzh piv bennaket kelaouiñ ar bed a forzh pe lec'h ? Kement-se a gas da dermenadur gwirion ar vicher a gazetenner(ez), ha pelloc'h da dermenadur ar ger "keleier" e-unan.
Hervez M. Schudson bepred ez eus 6 tachenn m'eo bet kemmet bed ar c'heleier, pa 'z eo deuet dispis ar bevennoù etre :
ar skignerion hag an degemererion ;
tweet
moger Facebook
, blog, pennad embannet war ur gazetenn, pennad embannet war ur gelaouenn ha skrid embannet e stumm ul
levr
tud a vicher hag amatourion ;
ar
media
nann-arc'hantus, ar re foran hag ar re arc'hantus ;
burevioù ar skignerion keleier ha re an embregerezhioù ;
ar
media
hengounel hag ar re nevez.
17
Unan eus heuliadoù an emdroadur-se eo e c'hall forzh piv addisplegañ ar c'heleier kerkent hag int bet embannet ; dre ar
rouedadoù kevredigezhel
e c'hall ur strollad tud en em vodañ, ersaviñ ha klask stourm a-c'houde keleier diwar-benn un darvoud n'eo ket diouzh o grad, evel da-geñver an
Nevezamzer arab
adalek miz Kerzu
2010
da skouer.
Un heuliad all eo
gwiriadur ar fedoù
, ar
fact checking
saoznek, ma c'hall forzh piv gwiriañ ar sifroù, an diogeladennoù, ar fedoù hag an ditouroù a bep doare a vez meneget gant
politikourion
, arbennigourion ha forzh pe zen a emell e buhez ur gevredigezh dre ar
media
An Internet eo benveg pennañ ar
fact checking
, pa ro digor d'an dud d'an diazoù-ditouroù ofisiel e berr amzer.
Notennoù
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Geriadur brezhoneg An Here
p. 698-b, An Here, 2001,
ISBN 978-2-86843-236-0
(br)
Pierre Trépos
(1982),
Le pluriel breton
p. 65,
Emgleo Breiz
, ASIN B0014K1MBQ
(fr)
Frañsez Kervella
(1995),
Yezhadur bras ar brezhoneg
§ 350 p. 220,
Al Liamm
ISBN 978-2-7368-0044-4
(br)
Albert Deshayes (2003),
Dictionnaire étymologique du breton
pp. 381-b ha 379-a, Le Chasse-Marée,
ISBN 978-2-914208-25-3
(fr)
Geriadur Gaffiot
(la)
(fr)
6,0
ha
6,1
Timeline of the NewspaperIndustry
(en)
Timothy Brook (1999),
The Confusions of Pleasure: Commerce and Culture in Ming China
, University of California Press,
ISBN 978-0-520-22154-3
(en)
Jacqueline Picoche (2009),
Dictionnaire étymologique du français
, Le Robert,
ISBN 978-2-84902-424-9
(fr)
Ivan Chupin, Nicolas Hubé, Nicolas Kaciaf (2009),
Histoire politique et économique des médias en France
, La Découverte,
ISBN 978-2-7071-5465-1
(fr)
Lec'hienn "Post-och Inrikes Tidningar"
(en)
Michael B. Palmer (1983),
Des petis journaux aux grandes agences – Naissance su journalisme moderne, 1863-1914
, Aubier,
ISBN 2700703464
(fr)
Kent mare
Johannes Gutenberg
, a voe ar mouller europat kentañ oc'h ober gant arouezennoù lem-laka. Gwelit :
Michael Twyman (2007),
L'imprimerie, histoire et techniques
, ENS Éditions,
ISBN 978-2-84788-103-5
(fr)
Yves Perrousseaux (2006),
Histoire de l'écriture typographique - De Gutenberg au XVIIe siècle
, Atelier Perrousseaux,
ISBN 978-2-911220-13-5
(fr)
Brudet eo ar framm-se dindan an anv saozneg
The Five W
Who? What? Where? When? Why?
, gant un
ouzhpenn a-wechoù :
How?
Owen Spencer Thomas (2012),
Writing e Press Release
(en)
George Alexander Kennedy (2001),
The Orator in Action and Theory in Greece and Rome
, Brill Academics,
ISBN 978-90-04-12213-0
(en)
– Gwelet ivez : Laurence Pernot (2000),
La rhétorique antique
, Le Livre de Poche,
ISBN 978-2-253-90553-0
(fr)
Da skouer,
(fr)
"Nac'het en deus Justin Bieber pignat gant diri Moger Vras Sina, douget eo bet gant e warded-korf"
hag
(fr)
"Un den zo marvet hag unan zo bet gloazet e-kerzh un dennadeg da lidañ Pask e Gres"
17,0
ha
17,1
Michael Schudson (2011),
Sociology of News (Contemporary Societies)
, Norton & Co.,
ISBN 978-0-393-91287-6
(en)
Sellit ouzh ar ger
Keleier
er
wikeriadur
, ar geriadur frank.
Adtapet diwar «
Rummadoù
Mediaoù
Kazetennerezh
Rummad kuzhet:
Pajennoù a ra gant liammoù burzhudus ISBN
Keleier
Rannbennad nevez