Latveg - Wikipedia
Mont d’an endalc’had
Eus Wikipedia
Latveg
latviešu valoda
Perzhioù
Komzet e :
Latvia
Aostralia
Belarus
ha 15 bro all
Rannved :
Europa
Komzet gant :
1,5 milion (bed a-bezh)
400 000 evel eil yezh
Renkadur :
160
Familh-yezh
Yezhoù indezeuropek
Yezhoù baltek-slavek
Yezhoù baltek
Yezhoù baltek ar reter
Latveg
Statud ofisiel
Yezh ofisiel
e :
Latvia
kenofisiel e
Unaniezh Europa
Akademiezh :
Kreizenn latvek ar stad
Kodoù ar yezh
ISO 639-1
lv
ISO 639-2
lav
ISO 639-3
lav
Kod SIL
Sellit ivez ouzh ar pennad
Yezh
Yezh ofisiel
Latvia
eo al
latveg
. Dindan an anvioù
latvieg
ha
letoneg
ez eo anavezet ar yezh ivez. War-dro 1,4 milion a dud a gomz latveg e Latvia, ha 150 000 e broioù all. Komzet e vez latveg gant kalz tud evel yezh estren, ur perzh dibar evit ur yezh vihanniver. Abalamour da bolitikerezh yezh Latvia e vez komzet latveg gant tro-dro da 30 % eus ar vinorelezh kenelel (924 000 den enni). O kreskiñ emañ implij al latveg er vuhez pemdeziek.
Ur yezh valtek eo al latveg, kar d'al
lituaneg
, daoust ma ne c'hall ket komzerien an eil yezh hag eben en em gompren.
Embannet e voe un destenn e latveg evit ar wezh kentañ er Gwalarn e kreiz ar 16
vet
kantved, gant eiladur ar
Pater noster
e latveg e-barzh
Cosmographia Universalis
Sebastian Münster
, e lizherennoù latin.
Dezverkadur
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Bez' emañ al latveg e rumm baltek familh ar
yezhoù indezeuropek
. Unan eus an div yezh valtek bev gant ur statud ofisiel eo (an hini all o vezañ al
lituaneg
). Dalc'het o deus al latveg hag al lituaneg kalz perzhioù eus morfologiezh anvioù ar rakyezh, daoust dezho kaout perzhioù nevez a-fed
fonologiezh
ha
morfologiezh
ar verb, al latveg o kaout perzhioù nevesoc'h evit al lituaneg.
Rannyezhoù
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Teir
rannyezh
latvek a zo: ar rannyezh livonek, ar rannyezh latgalek ha rannyezh ar c'hreiz. Rannet eo rannyezh
Livonia
etre rannyezh ar
Vidzeme
ha rannyezh ar c'hKurland (anvet ivez tāmnieku pe ventiņu). Rannyezh ar c'hreiz, diazez al latveg a-vremañ a zo rannet etre rannyezh ar Vidzeme, ar rannyezh kuronek ha an hini semigallek. Arabat eo droukveskañ ar rannyezhoù latvek gant al
livoneg
, ar c'huroneg, ar
semigalleg
hag ar
seloneg
, a zo yezhoù all.
Rannyezh Livonia
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Kartenn a ziskouez dasparzh ar rannyezhoù e Latvia. Stummoù rannyezh Livonia (
Lībiskais dialekts
) a zo livet e glas, rannyezh ar c'hreiz (
Vidus dialekts
) e gwer, rannyezh an Uhelvro (
Augšzemnieku dialekts
) e melen.
Levezonet e voe rannyezh Livonia muioc'h evit al latveg e rannvroioù all Latvia gant gwiskad-dindan al
livoneg
. Daou bouez-mouezh a ro e rannyezh Livonia. E Kurland ez a ar vogalennoù berr e fin ar gerioù da get, pa'z a ar vogalennoù hir war verraat. E pep gour hag e pep niverenn ne vez implijet nemet ur stumm eus ar verb. An anvioù tud en daou c'hour a vez deveret gant an dibennoù - els, -ans. Er rakgerioù ez a
i. e.
da
. Abalamour d'an treuzannezañ ha da implij ur yezh standard eo aet ar rannyezh-se war wanaat. Ganet e voe diwar Livoniz a grogas da gomz latveg hag a deuzas yezhadur al livoneg el latveg.
Rannyezh ar c'hreiz
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Rannyezhoù ar
Vidzeme
ha
Semigallia
a zo tostoc'h an eil ouzh eben eget ouzh ar rannyezh guronek, a implij doareoù koshoc'h. Tri bouez-mouezh a zo e rannyezh ar c'hreiz. E rannyezh Semigallia e vez implijet
c'hoazh.
Latvegerien arallyezh
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Abalamour da istor al latveg e vez komzet gant kalz tud o deus ur yezh-vamm all, e-keñver al latvegerien a-vihanik. 900 000 a dud estren pe minorelaet a zo e Latvia:
Rusianed
Belarused
Ukrainiz
Poloniz
, hag all. Mont a reas an darn vrasañ anezho da Latvia pa oa eus ar vro ur republik soviedel, etre 1940 ha 1991, ouzhpenn ar minorelezhioù a oa en tiriad a-raok. Hervez ur sontadeg nevez e lavar 60 % eus minorelezhioù Latvia e komzont latveg flour. Komzet e vez al latveg flouroc'h gant rummadoù yaouankañ ar minorelezhioù.
Ranket o deus ar minorelezhioù e Latvia ober gant al latveg dre ma oa ay yezh ofisiel nemeti er riez, ma teue er penn-kentañ en deskadurezh, ma oa ar yezh nemeti implijet er velestradurezh ha ma voe cheñchet sell ar gevredigezh war ar rusianeg goude fin an Unaniezh Soviedel. Da skouer e resevas skolioù-meur goulennaouegoù eus studierien da zont o doa bet un deskadurezh divyezhek e skolioù evit ar minorelezhioù, e 2007 evit ar wezh kentañ. Ret eo bezañ flour e latveg e kalz micherioù.
Dasparzh geografel ar yezh
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Yezh-vamm 1,4 milion a dud e Latvia eo al latveg, e-lec'h ma'z eo yezh ofisiel, ha tost 500 000 a dud en estrenvro.
Latvia
1 394 000 e 1995
Stadoù-Unanet
100 000
Rusia
60 000
Aostralia
36 000
Kanada
24 000
Alamagn
9 000
Lituania
4 400
Ukraina
7 000
Estonia
3 000
Belarus
2 300
Sveden
4 000
Brazil
7 000
Zeland-Nevez
500
Rouantelezh-Unanet
9 000
Venezuela
500
Yezhadur
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Ur yezh dilivus eo al latveg, gant meur a stumm analitikel. Daou c'hour a zo e latveg, gourel ha gwregel, ha daou niver, niver unan ha niver lies. Seizh tro-anv a zo: nominativ, genitiv, dativ, akuzativ, instrumentel, lokativ, ha vokativ.
Pouezhmouezhiet e vez, war-bouez un nebeud ezreolderioù, war ar silabenn gentañ. N'eus ger-mell ebet e latveg. Urzh diazez ar gerioù eo Rener Verb Renadenn; koulskoude eo frank a-walc'h urzh ar gerioù.
Anvioù-kadarn
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Dibenn an anvioù gourel a zo, war-bouez un nebeud ezreolderioù,
-s, -is
pe
-us
, dibenn an anvioù gwregel a vez
-a
pe
-e
. Un nebeud gerioù gwregel o deus un dibenn gant
-s
, da skouer
govs
"buoc'h" pe
pils
"kastell". Dre-se ez eus kalz ezreolderioù e yezhadur al latveg.
Evit an anvioù gourel ez eus peder tro-anv, evit ar re wregel ez eus tri. Kavout a reer an
Nominativ
Nominatīvs
ar
Genitiv
Ģenitīvs
an
Dativ
Datīvs
) an
Akuzativ
Akuzatīvs
) al
Lokativ
Lokatīvs
) an
Instrumentel
Instrumentālis
) hag ar
Vokativ
Vokatīvs
An div dro diwezhañ ne vezont ket kavet alies dre ma c'heller erlec'hiañ an Instrumentel gant an doare
ar + Akkusativ
, hag ar Vokativ a saver en ur lemel ar
-s
en anvioù gourel pe ar

pe
-a
evit ar stumm bihanaat.
Skouerioù:
un anv gourel eus ar rummad kentañ,
draugs
"mignon"
Unan
Lies
Nom
draug
draug
Gen
draug
draug
Dat
draug
am
draug
iem
Ak
draug
draug
us
Ind
ar draug
ar draug
iem
Lok
draug
draug
os
un anv gourel eus an eil rummad
brālis
"breur"
Unan
Lies
Nom
brāl
is
brāļ
Gen
brāļ
brāļ
Dat
brāl
im
brāļ
iem
Ak
brāl
brā
ļus
Ind
ar brāl
ar brāļ
iem
Lok
brāl
brāļ
os
un anv gourel eus an trede rummad
tirgus
"marc'had"
Unan
Lies
Nom
tirg
us
tirg
Gen
tirg
us
tirg
Dat
tirg
um
tirg
iem
Ak
tirg
tirg
us
Ind
ar tirg
ar tirg
iem
Lok
tirg
tirg
os
un anv gwregel eus ar rummad kentañ,
osta
"porzh"
Unan
Lies
Nom
ost
ost
as
Gen
ost
as
ost
Dat
ost
ai
ost
ām
Ak
ost
ost
as
Ind
ar ost
ar ost
ām
Lok
ost
ost
ās
un anv gwregel eus an eil rummad
egle
"sapr"
Unan
Lies
Nom
egl
egl
es
Gen
egl
es
eg
ļu
Dat
egl
ei
egl
ēm
Ak
egl
egl
es
Ind
ar egl
ar egl
ēm
Lok
egl
egl
ēs
un anv gwregel eus an trede rummad
sirds
"kalon"
Unan
Lies
Nom
sird
sird
is
Gen
sird
sir
žu
Dat
sird
ij
sird
īm
Ak
sird
sird
is
Ind
ar sird
ar sird
īm
Lok
sird
sird
īs
Raganvioù-goulennata
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Raganv-goulennata
(Jautājuma vārds)
Nom
piv? petra?
kas?
Gen
... piv?
kā?
Dat
da biv?
kam?
Ak
piv? petra?
ko?
Ind
gant piv? gant petra?
ar ko?
Lok
pelec'h?
kur?
Verboù
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Dibenn ar verboù a zo
-ēt, -āt, -īt, -ot
pe
-t
. En trede gour eo hevelep atav an dibennoù an niver unan hag an niver lies. Tri rummadoù displegadur a zo.
Skouer: ur verb eus an eil rummad,
gribēt
‘mennout’
Unan
Lies

gour
es grib
mēs grib
am
gour
tu grib
jūs/Jūs grib
at
de
gour
viņš/viņa grib
viņi/viņas grib
Araogennoù
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Gallout a reer merzout a vez heuliet dre ret pep araogenn en niver unan gant un dro-anv resis (goude
pie
"da, e-kichen..." da skouer e kaver atav ar Genitiv), er c'hontrol e vez heuliet pep araogenn gant an Dativ. Er skouer-mañ e lavarer „e-ti ar mignon“
pie drauga
, met „e-ti ar vignoned“
pie draugiem
Reizhskrivadur
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Skrivet e oa bet al latveg e reizhskrivadur ar Gwalarn, da gentañ gant ur sistem diazezet war pennaennoù ar fonetik alamanek, pa veze rannyezh Latgalia skrivet gant harp pennaennoù ar reizhskrivadur polonek. E deroù an 20
vet
kantved e voe erlec'hiet ar sistem-se gant ur sistem azasoc'h e-keñver ar fonetik, en ur implij al lizherenneg
latin
kemmañ un disterañ.
Reizhskrivadur standard
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Bremañ ez eus 33 lizherenn e lizherenneg al latveg:
Implijout a ra al lizherenneg latvek arnevez 22 lizherenn digemm eus al lizherenneg latin (an holl estreget
ha
). Ouzhpennet e vez c'hoazh unnek lizherenn dre gemmoù. Gallout a ra al lizherennoù vogalennoù
ha
kaout ur makron da ziskouez an hirder, ar lizherennoù digemm o vezañ berr. Gallout a ra al lizherennoù
ha
, a zistager en o furm digemm
[ts]
[s]
ha
[z]
kaout ur c'haron. Distagañ a reer al lizherennoù merket,
ha
[tʃ]
[ʃ]
ha
[ʒ]
. Skrivañ a reer al lizherennoù
ha
gant ul lostig a-zindan (pe a-us al lizherenn vunut
). Stummoù kemmet (
staoniekaet
) eus
ha
int ha skeudenniñ a reont ar soniadoù
[ɟ]
[c]
[ʎ]
ha
[ɲ]
. Ouzhpenn a reer lizherennoù d'al lizherenneg standard-mañ e rannyezhoù latvek.
Kenglotañ a ra hogozik peurvat ar grafemoù hag ar fonemoù latvek. Pep fonem en deus e lizherenn, neuze n'eo ket ret d'al lenner deskiñ penaos e tistager ur ger, n'en deus nemet distagañ anezhañ. Tri zireizhder a zo nemetken, a c'hellfe lakaat unan bennak da zistagañ a-dreuz. An hini kentañ a zo al lizherenn
hag he furm hir
, a implijer evit skrivañ div soniad evit furm berr pe hir eus
[ɛ]
pe
[æ]
. Al lizherenn
a verk an
[ɔ]
berr pe hir, hag ivez an diftongenn
[uɔ]
. Skrivañ a reer an teir soniad-mañ
ha
Uo
e latgaleg, hag Latviiz zo a stourm evit ma vefe graet kement-se e latveg standard. Koulskoude e vez arguzet gant an darn vrasañ eus ar yezhourien latvek ne gaver
ha
nemet e gerioù amprestet diwar yezhoù all,
Uo
o vezañ ar fonem latvek a-orin nemetañ. Tennet e voe an divlizherenn
Uo
e 1914, hag al lizherenn
n'eo ket bet implijet el lizherenn latvek ofisiel goude 1946. Tennet e voe al lizherennoù
ha
Ch
e 1957, daoust ma vezont implijet c'hoazh e rannyezhoù zo, ha gant kalz Latviiz a zo o chom er-maez Latvia. Ne implijer al lizherenn
nemet e latgaleg, evit merkañ ur fonem all ha ne gaver ket e rannyezhoù latvek all. Aotreañ a ra ar reizhskrivadur latvek nav divlizherenn, a skriver
Ai
Au
Ei
Ie
Iu
Ui
Oi
Dz
ha

Reizhskrivadur kozh
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Bibl latvek skrivet gant ar reizhskrivadur kozh.
Diazezet e oa ar reizhskrivadur kozh war hini an alamaneg, ha ne genglote ket gant fonemoù al latveg. Da gentañ e voe implijet da skrivañ testennoù relijiel evit ar veleien alaman, evito da c'hallout labourat gant al Latviiz. Dizurzh e oa ar skridoù latvek kentañ: daouzek doare da skrivañ
a oa. E 1631 e klaskas ar beleg alaman Georgs (Juris) Mancelis reizhiata ar skritur. Skrivañ a reas ar vogalennoù hir hervez o flas er ger — ur vogalenn verr heuliet gant
er wrizienn, ur vogalenn verr el lostger hag ur vogalenn gant un arouezenn-diforc'h en dibenn o verkañ daou bouez-mouezh. Skrivet e veze ar c'hensonennoù diwar skouer an alamaneg gant meur a lizherenn. Implijet e voe ar reizhskrivadur kozh betek an 20
vet
kantved ha neuze e teuas tamm-ha-tamm ar reizhskrivadur arnevez en e lec'h.
Latveg en urzhiataerioù
kemmañ
kemmañ ar vammenn
An douchennaoueg latvek, nebeut implijet
Dre ma ne vez ket an arouezennoù-diforc'h kemeret e kont gant ar meziantoù eo deuet war-wel ur reizhskrivadur diofisiel, a vez anvet
translit
, pa n'eo ket an implijer evit ober gant arouezennoù-diforc'h, abalamour d'ar mediaoù a-vremañ (postelioù, foromoù,
SMS
h. a.). Implijet e vez neuze al lizherenneg latin nemetken, ha disoñjet e vez al lizherennoù na vezont ket implijet er reizhskrivadur standard. Evel-se e vez digrafoù erlec'hiet ouzh an arouezennoù-diforc'h - un divlizherenn o verkañ ur vogalenn hir (evel e
finneg
hag en
estoneg
); ur
da heul ur gensonenn a verk ar staoniekadur, d. l. e., ul lostig; hag ar c'hensonennoù dre daravat
ha
a vez skrivet gant
e-lec'h ar c'haron, evel e saozneg. A-wezhioù e vez lakaet e-lec'h an eil lizherenn, a zo bet lakaet e-lec'h an arouezenn-diforc'h, unan eus an div arouezenn-diforc'h (da skouer e vez skrivet š evel ss pe sj, ha n'eo ket sh), ha peogwir o deus kalz o dud poan oc'h implijout an doareoù divoutin-mañ, e skrivont hep merkañ an arouezenn-diforc'h, pe ez implijont an digrafoù pa vez ur ster disheñvel abalamour d'an arouezenn-diforc'h nemetken.
A-wezhioù e vez lakaet ur galvad a-raok pe goude al lizherenn a oa da gaout un arouezenn-diforc'h. Alies e vez an digrafoù implijet ha kemmesket zoken gant lizherennoù ar reizhskrivadur standard. Daoust ma'z eus meziantoù bremañ a ra gant an arouezennoù-diforc'h e vez c'hoazh graet alies hepto, evit abegoù sokial hag abalamour d'an arc'hant.
Implijet e vez an douchannaoueg standard
QWERTY
da skrivañ e latveg.
Reizhskrivadur keñveriet
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Lakaomp ar Pater Noster e latveg, skrivet e meur a stumm:
Reizhskrivadur kentañ
(Cosmographia Universalis)
Reizhskrivadur kozh
Reizhskrivadur arnevez
Doare an internet
Muuſze Thews exkan tho Debbes
Muhſu Tehvs debbeſîs
Mūsu tēvs debesīs
Muusu teevs debesiis
Sweetyttz thope totws waerdtcz
Swehtits lai top taws wahrds
Svētīts lai top tavs vārds
Sveetiits lai top tavs vaards
Enaka mums touwe walſtibe.
Lai nahk tawa walſtiba
Lai nāk tava valstība
Lai naak tava valstiiba
Tows praetcz noteſe
Taws prahts kai noteek
Tavs prāts lai notiek
Tavs praats lai notiek
ka exkan Debbes tha arridtczan wuerſſon ſemmes
kà debbeſîs tà arirdſan zemes wirsû
kā debesīs, tā arī virs zemes
kaa debesiis taa arii virs zemes
Muſze beniſke mayſe bobe mums ſdjoben.
Muhsu deeniſchtu maizi dod mums ſchodeen
Mūsu dienišķo maizi dod mums šodien
Muusu dienishkjo maizi dod mums shodien
Vnbe pammet mums muſſe parrabe
Un pametti mums muhſu parradus
[diwezhatoc'h parahdus]
Un piedod mums mūsu parādus
Un piedod mums muusu paraadus
ka mehs pammettam muſſims parabenekims
kà arri mehs pamettam ſaweem parrahdneekeem
kā arī mēs piedodam saviem parādniekiem
kaa arii mees piedodam saviem paraadniekiem
Vnbe nhe wedde mums exkan kaerbenaſchenne
Un ne eeweddi muhs eekſch kahrdinaſchanas
Un neieved mūs kārdināšanā
Un neieved muus kaardinaashanaa
Seth atpeſthmums no to loune
bet atpeſti muhs no ta launa
[diwezhatoc'h łauna]
bet atpestī mūs no ļauna
bet atpestii muus no ljauna
Aefto thouwa gir ta walſtibe
Jo tew peederr ta walſtiba
Jo tev pieder valstība
Jo tev pieder valstiiba.
vnbe tas ſpeez vnb tas Goobtcz tur muſſige
un tas ſpehks un tas gods muhſchigi
[diwezhatoc'h muhzigi]
spēks un gods mūžīgi
speeks un gods muuzhiigi
Amen
Amen
Āmen
Aamen
Fonologiezh
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Kensonennoù
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Latveg
IPA
Brezhoneg
Skouer
ērns "bugel"
tz
ilvēks "den"
tch
akls "gredus"
iena "deiz"
abrika "labouradeg"
ribēt "mennout"
tost da dj; evek "g" e gwenedeg
imene "familh"
c'h (evel e marc'h)
aoss "rouestl"
aka "jakedenn"
akls "gouzoug"
tost da ty; evel "k" e gwenedeg
īmija "kimiezh"
abs "mat"
lh
oti "gwall, -tre"
az "nebeut"
ākt "dont"
gn
emt "kemer"
azīt "anavezout"
r (e penn an teod)
edzēt "gwelout"
acīt "lavarout"
ch
eit "amañ"
auta "pobl"
alsts "stad"
ināt "gouzout"
urka "razh"
Ne gaver al lizherennoù
ha
nemet e gerioù estren.
Kensonenn diweuz
Kensonenn gweuz-dent
Kensonenn kevig
Kensonenn drekkevig
Kensonenn staon
Kensonenn ouel-staon
Kensonenn dre serriñ
Kensonenn dre fic'hal
ts
dz


Kensonenn dre fri
[ŋ]
Kensonenn dre froumal
Kensonenn dre daravat
Kensonenn dre dostaat
a-greiz
Kensonenn dre dostaat
a-gostez
Vogalennoù
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Latveg
IPA
Brezhoneg
Skouer
kls "dall"

a (hir)
trs "buan"
], [
ae pe ê
zers "lenn"
ɛː
], [
æː
ae pe ê (hir)
st "debriñ"
lgs "hir"

i (hir)
ss "berr"

], [
], [
ɔː
wo, o (digor)
zols "dervenn",
pera "c'hoarigan"
ou
guns "tan"

ou (hir)
dens "dour"
Vogalennoù latvek
Dirak
Kreiz
A-dreñv
berr
hir
berr
hir
berr
hir
Serr


Peuzdigor
ɛː
ɔː
Digor
æː

Hir e tistager ar vogalennoù gant makron (da lavaret eo
ā, ē, ī
hag
), pa'z eo berr ar vogalennoù all, tost diheglev e fin ar gerioù.
Ur fonem a zo eus hirder ar vogalennoù, a-bouez eo e roll er yezh. Da skouer e sinifi
koka
[ˈkuɔka]
'graet gant koad',
kokā
[ˈkuɔkaː]
'war ar wezenn';
pile
[ˈpilɛ]
a sinifi 'ur berad', ha
pīle
[ˈpiːlɛ]
"un houad".
10 diftongenn a zo e latveg (
/ai ui ɛi au iɛ uɔ iu (ɔi) ɛu (ɔu)/
), daoust ma ne gaver reoù zo nemet en anvioù divoutin hag estlamadelloù.
Distagañ a reer an
e gerioù a orin latvek evel an diftongenn [

], met e gerioù estren e tistager anezhañ [
] pe [
ɔː
]. Dre ma ne c'hell an diftongennoù bezañ hir na verr, n'eus
gant makron ebet er reizhskrivadur latvek.
Listenn Swadesh
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Latveg
Brezhoneg
es
me
tu
te, c'hwi
mēs
ni
šis
an dra-mañ
tas
an dra-se, an dra-hont
kurš
piv
kas
petra
ne
ne, neket
viss
holl, an holl
daudz
kalz
viens
unan
divi
daou, div
liels
bras
garš
hir
mazs
bihan
sieviete
maouez
vīrietis
gour
cilvēks
den
zivs
pesk
putns
evn, labous
suns
ki
uts
c'hwen
koks
gwez, gwezenn
sēkla
greun, greunenn
lapa
delienn
Latveg
Brezhoneg
sakne
gwrizienn
miza
rusk
āda
kroc'hen
gaļa
kig
asinis
gwad
kauls
askorn
tauki
druzoni
ola
vi
rags
korn
aste
lost
spalva
pluñv, pluñvenn
mats
blev
galva
penn
auss
skouarn
acs
lagad
deguns
fri
mute
genoù
mēle
teod
zobs
dant
nags
skilf
pēda
troad
celis
glin
roka
dorn
vēders
kof
kakls
gouzoug
Latveg
Brezhoneg
krūts
bronn
sirds
kalon
aknas
avu
ēst
debriñ
dzert
evañ
kost
dantañ
redzēt
gwelet
dzirdēt
klevet
zināt
gouzout
gulēt
kousket
mirt
mervel
nogalināt
lazhañ
peldēt
neuial
lidot
nijal
iet
kerzhet
nākt
dont
sēdēt
azezañ
stāvēt
mont war-sav
teikt
lavaret
saule
heol
mēness
loar
zvaigzne
steredenn
ūdens
dour
lietus
glav
Latveg
Brezhoneg
akmens
maen, mein
smiltis
traezh
zeme
douar
mākonis
koumoul, koumoulenn
dūmi
moged
uguns
tan
pelni
ludu
degt
deviñ
ceļš
hent
kalns
menez
sarkans
ruz
zaļš
glas, gwer
dzeltens
melen
balts
gwenn
melns
du
nakts
noz
silts
tomm
auksts
yen
pilns
leun
jauns
nevez
labs
mat
apaļš
ront
sauss
sec'h
vārds
anv
dot
reiñ
Istor
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Dedennus-kenañ eo ar yezhoù baltek evit ar yezhoniourien peogwir o deus dalc'het perzhioù kozh a gaved, war a greder, e mareoù kentañ ar c'hentindezeuropeg.
Sinoù zo a verk e oa eus ur familh-yezhoù baltek goude rann ar c'hentindezeuropeg. Rannet e voent goude ar yezhoù slavek ha baltek war-dro an 10
vet
kantved kent Jezuz Krist.
Koulskoude en abeg yezhoniourien zo, evel Meillet, Klimas, pe Zinkevičius ar sell-mañ, oc'h arguzenniñ ne oa familh baltek-slavek ebet, hag o tisplegañ an heñvelderioù gant an darempredoù stank o deus bet ar yezhoù-se. Gerioù baltek a zo heñvel ouzh re ar sañskriteg pe al latin ha ne vezont ket kavet er yezhoù slavek. Latveg, albaneg, slaveg ha yezhoù indeziranek all a zo renket e-barzh ar yezhoù satem.
Daoust ma ne c'heller dinac'h o deus ar yezhoù baltek perzhioù kozh-kenañ, e chom disklaer penaos ez int diorroet diwar ar c'hentindezeuropeg.
Hervez lod e tispartias yezhoù baltek ar reter diouzh re ar gwalarn (pe marteze diouzh ur yezh gentbaltek) etre
400
ha
600
. Krog e voe al lituaneg hag al latveg da vezañ disheñvel an eil diouzh egile goude
800
, an div yezh o vezañ bet rannyezhoù eus an hevelep yezh e-pad ur prantad hir. Rannyezhoù ardreuzat a oa bet d'an nebeutañ betek ar 14
vet
pe 15
vet
kantved, marteze betek ar 17
vet
kantved.
Dont a reas al latveg da vezañ ur yezh diforc'h er 16vet kantved, diorroet diwar al latgaleg ha kendeuzet ganti ar c'huroneg, ar semigaleg hag ar seloneg. Er familh-yezh valtek emañ an holl yezhoù-se.
Ar skouerioù koshañ eus ar skridoù latvek a zo tennet eus un droidigezh eus ur sonenn bet graet e 1530 gant Nikolaus Ramm, ur beleg alaman e
Riga
Betek an 19
vet
kantved e oa al latveg levezonet kalz gant an alamaneg, peogwir e oa kendere uhelañ ar gevredigezh Alamaned baltek. E kreiz an 19
vet
kantved e voe krog gant dihun broadel Latvia, renet gant "Latviiz Yaouank" a vrudas implij al latveg. Izili al luskad-se a ziazezas al latveg standard hag a vrudas latvekaat ar gerioù estren. Koulskoude, er bloavezhioù 1880, pa teuas tsar Aleksandr III e galloud, e voe krog gant ar rusianekaat. E-pad ar prantad-se e kinnigas studierien latvek zo implijout al lizherenneg kirillek evit al latveg. Goude marv an tsar, etre fin an 19
vet
kantved ha deroù an 20
vet
kantved, e voe adsavet an emsav broadelour.
E 1908, e savas ar yezhoniourien latvek
Kārlis Mīlenbahs
ha
Jānis Endzelīns
al lizherenneg latvek arnevez, a voe erlec'hiet tamm-ha-tamm ouzh ar reizhskrivadur kozh bet implijet betek-henn. Ur perzh all eus ar yezh a voe diorroet er mare-se, hag e lituaneg ivez: cheñch anvioù ar broioù hag ar yezhoù all, pegen dianav bennak e vijent, hervez sistem fonetik al latveg. Implijet e oa bet an doare, zoken pa implij ar yezh all al lizherenneg latin. Ouzhpenn-se e vez cheñchet an anvioù evito da gaout dibennoù ret evit an troadur. Da skouer e c'hell anv ul lec'h evel Lecropt (ur barrez skoz) dont da vezañ Lekropta; ar gêriadenn skoz Tillicoultry a zeu da vezañ Tilikutrija. Ur skouer vat evit purelezh yezh eo er yezh gozh-se.
E-pad bloavezhioù an dalc'hidigezh rusian (1940–41 ha 1945–91), e voe levezonet kalz al latveg abalamour d'ar politikerezh rusianekaat. Kalz enbroidi a zeuas eus republikoù soviet Rusia, Ukraina, Belarus hag all, da heul steuñv Stalin evit kendeuziñ Latvia hag ar republikoù baltek all e-barzh an Unaniezh Soviedel, dre an trevadennerezh rusian. Da-heul e tigreskas feur al Latviiz "gouennel" e-barzh ar boblañs a-bezh eus 80 % e 1935 da 52 % e 1989. El Latvia soviedel, ne zeskas ket an darn vrasañ eus an enbroidi al latveg. Hiziv emañ al latveg yezh-vamm ouzhpenn 60 % eus poblañs ar vro.
Goude adsavidigezh an dizalc'h e 1991, e voe krog gant ur politikerezh deskadurezh nevez. Ar pal pennañ o vezañ kendeuzidigezh an holl annezidi e endro yezh ofisiel ar stad, en ur zoujañ ouzh yezhoù minorelezhioù Latvia en un dro.
Digoret zo bet hentennoù divyezhek skoazellet gant ar gouarnamant e kentañ derez evit ar minorelezhioù. En o zouez skolioù rusianek, hebraek, polonek, lituanek, ukrainek, belarusek, estonek ha romaek. Kelennet e vez al latveg evel eil yezh adalek ar bloavezhioù kentañ, evit broudañ ar varregezh war ar yezh, diwall ouzh an droukziforc'h diouzh al latvegerien, hag evit gwellaat an disoc'hoù akademiek ha micherel. Abaoe kreiz ar bloavezhioù 1990 e c'hell ar gouarnamant paeañ ur yalc'had d'ur studier er skolioù-meur publik, ma vez kelennet e latveg. Abaoe 2004 e vez brudet al latveg gant ar stad evit an deskadurezh e skolioù publik an eil derez evit 60 % eus ur rummad d'an nebeutañ (a-raok e oa ur sistem bras deskadurezh rusianek).
Votet e voe al lezenn diwar-benn ar yezh-stad d'an 9 a viz Kerzu 1999. Votet ez eus bet da c'houde meur a ziviz liammet ouzh al lezenn-mañ. Kreizenn stad ar yezh, ur servij eus ministrerezh ar Justis, a ziwall e ve doujet ouzh al lezenn.
Evit enebiñ ouzh levezon ar rusianeg hag ar saozneg e klask aozadurioù ar gouarnamant (da lavaret eo Komision Terminologiezh Akademiezh Latvek ar Skiantoù, ha Kreizenn Stad ar Yezh) brudañ implij ar gerioù latvek hag ober ur politikerezh purelezh yezh. Merzout a reer seurt purelezh e krouiñ gerioù nevez, a vez disputet gant an dud (daoust d'ar buristed bezañ krouet gerioù eufonik e weler kalz gerioù nevez evel "estren" ha diret, pa c'hellfed implijout gerioù a zo dija). Da skouer e savas tabut pa ginnigas Komision an d-Terminologiezh e vije gwelloc'h implijout “eira”, gant an dibenn "latvekaet" evit an euro, e-lec'h ar ger implijet stank “eiro”. Gerioù nevez all a zo troidigezhioù ger-ha-ger pe gerioù-amprest nevez. Da skouer e kaver e latveg daou c'her evit "pellgomz" – "tālrunis" ha "telefons", an hini kentañ o vezañ un droidigezh war-eeun eus ar ger etrebroadel. E brezhoneg e kaver ivez "pellgomz" ha "telefon". Er gerioù koshoc'h e kaver muioc'h a gerioù-amprest eufonik eget a c'herioù latvek. Da skouer e c'heller lavaret evit "urzhiataer" "dators" pe "kompjūters". An daou o vezañ gerioù-amprest (ar ger latvek evit "urzhiataer" a zo "skaitļotājs"). Koulskoude e soñjer bremañ ez eo “dators” un droidigezh vat.
Meur a genstrivadeg a zo bep bloaz evit brudañ implij mat al latveg
Evel-se e vez aozet gant Kreizenn Stad ar Yezh kenstrivadegoù evit ar fazioù er yezh, anvet "Gimalajiešu superlācis" diwar un droidigezh fall-put eus Arzh du Azia. Ar fazioù-mañ, alies farsus a-walc'h, a vez yezhadurel ha stilistikel war un dro. An aozerien a lavar e kaver kalz fazioù er rannvroioù enno kalz rusianegerien, koulz hag e gourmarc'hadoù e perc'henn Lituaniz. N'eo ket yezhadurel dre ret an troidigezhioù fall, met ivez stilistikel, ha fazioù gerioù, evel troidigezhioù war-eeun diwar ar saozneg.
Levezonet ez eus bet broioù european all (evel Slovakia) gant brudañ yezh ar stad dre strishaat implij ar yezhoù minorel.
Notennoù ha daveennoù
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Ofis ar brezhoneg
(2005),
Yezhoù – Langues – Languages
, Termbret.
Favereau, F.
(1997),
Geriadur ar brezhoneg a-vremañ
, 4
vet
embannadur,
Montroulez
Skol Vreizh
2006. gada vārds — "draugoties", nevārds — "hendlings"
" (in Latvian), Apollo (
2007-01-22
. Retrieved on
2007-07-28
BNS (
2006-03-30
). "
Akcijā pret valodas kropļošanu aicina nofilmēt 'gimalajiešu lāci'
" (in Latvian), DELFI
. Retrieved on
2007-07-28
Levrlennadur
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Bielenstein,
Die lettische Sprache
(Berlin, 1863–64)
Bielenstein,
Lettische Grammatik
(Mitau, 1863)
Bielenstein,
Die Elemente der lettischen Sprache
(Mitau, 1866), popular in treatment
Ulmann and Brasche,
Lettisches Wörterbuch
(Riga, 1872–80)
Bielenstein,
Tausend lettische Räthsel, übersetzt und erklärt
(Mitau, 1881)
Bezzenberger
Lettische Dialekt-Studien
(Göttingen, 1885)
Bezzenberger,
Ueber die Sprache der preussischen Letten;; (Göttingen, 1888)
Thomsen,
Beröringer melem de Finske og de Baltiske Sprog
(Copenhagen, 1890)
Bielenstein,
Grenzen des lettischen Volksstammes und der lettischen Sprache
(St. Petersburg, 1892)
Baron and Wissendorff,
Latwju dainas
(Latvian Folksongs, Mitau, 1894)
Andreianov,
Lettische Volkslieder und Mythen
(Halle, 1896 )
Bielenstein,
Ein glückliches Leben
(Riga, 1904)
Brentano,
Lehrbuch der lettischen Sprache
(Vienna, c. 1907)
Wolter, "Die lettische Literatur," in
Die ost-europäische Literaturen
(Berlin, 1908)
Kalning,
Kurzer Lettischer Sprachführer
(Riga, 1910)
Istorioù al lennegezh e latveg
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Klaushush,
Latweeschu rakstneezibas wehsture
(Riga, 1907)
Pludons,
Latwiju literaturas vēsture
(Jelgava, 1908–09)
Lehgolnis,
Latweeschu literaturas wehsture
(Riga, 1908)
Prande,
Latviešu Rakstniecība Portrejās
(Rīga, 1923)
Adtapet diwar «
Rummadoù
Yezhoù baltek
Yezhoù Latvia
Yezhoù Unaniezh Europa
Latveg
Rannbennad nevez