Listennad kodoù-statud HTTP - Wikipedia
Mont d’an endalc’had
Eus Wikipedia
Kodoù-statud HTTP
a reer eus ditouroù a vez eskemmet er protokol HTTP etre un arval (
(en)
client
; un
ergerzher
peurliesañ) hag ur servijer (
server
) pa c'houlenn an arval tizhout ur
chomlec'h IP
— dav eo diforc'hañ etre an arval, a zo ur
meziant
, hag un implijer (
user
), a zo un den.
HTTP
HyperText Transfer Protocol
) zo ur protokol
pellgehentiñ
etre un arval hag ur servijer, a zo bet krouet evit ar
World Wide Web
. Ur gentel suraet dre zilesadur ha sifrañ eo HTTPS, m'emañ
evit
secure
Kodoù-statud a vez ganet gant ur servijer evit respont d'ur goulenn digant un arval. Pemp rummad kodoù zo, pep unan o klotañ gant ur rummad respontoù.
nn
: kelaouiñ • Degemeret eo bet ar goulenn, emeur o plediñ gantañ.
nn
: pennvad – Mat eo bet degemeret ar goulenn, komprenet eo bet hag asantet.
nn
: adkas – Oberoù ouzhpenn zo rekis evit peurechuiñ ar goulenn.
nn
: fazi e tu an arval – Ur fazi ereadurezh zo er goulenn pe ne c'hall ket bout kaset da bennvat.
nn
: fazi e tu ar servijer – Ar servijer n'eo ket deuet a-benn da gas da bennvat ur goulenn a hañval bout gwiriek.
Buan-tre e c'hoarvez an eskemmoù etre an arval hag ar servijer, diwelus int d'an den a zo o vizskrivañ war
klavier
un
urzhiataer
evit tizhout ur chomlec'h bennak. Ar fazioù avat a zeu war wel war ar
skramm
An dud hag a skriv an urzhioù, eleze an diorroerien hag an diorroerezed stlenneg, a wel pep tra evel-just.
NOTENN :
ofisiel eo ar c'hodoù a zo listennet amañ. Tremen 50 kod nann-ofisiel a zo bet ouzhpennet gant embregerezhioù —
en o zouez — evit o eskemmoù dezho hepken.
nn
Kelaouiñ
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Degemeret ha komprenet eo bet ar goulenn. Ar c'hodoù 1
nn
zo kaset da c'hortoz, endra emeur oc'h ober war-dro ar goulenn, evit lavaret d'an arval gortoz ur respont disoc'hel.
100
Continue
• Kendalc'hit
Talbenn ar goulenn zo erru er servijer, an arval a c'hall kenderc'hel da gas an nemorant eus ar goulenn. Didalvez e vez ar stlennoù-se mard eo bet nac'het talbenn ar goulenn. Arabat eo d'an arval kas ar stlennoù mar resev kod ur fazi (4
nn
).
101
Switching Protocols
• O kemmañ ar protokoloù
An arval en deus goulennet ma vefe kemmet ar protokol, hag asantet en deus ar servijer.
102
Processing
• Emeur oc'h ober war-dro
Emañ ar servijer oc'h ober war-dro ar goulenn, met n'eus ket a respont dibenn c'hoazh ; 102 zo kaset evit ma ne c'hortozfe ket an arval pelloc'h eget an amzer a zo bet termenet er protokol. Kement-se a c'hoarvez pa ra an arval gant WebDAV (
Web-based Distributed Authoring and Versioning
), un astenn da HTTP hag a ro tu da verañ restroù — lakaat, kempredañ, embann, kemer —, ar pezh a aotre an arval da skrivañ restroù ouzhpenn d'o lenn ; hir eo an ober-se a-wezhioù, dreist-holl pa vez meur a arval war un dro o kemmañ restroù.
Dispredet eo ar c'hod 102
103
Early Hints
• Ditouroù abred
Da c'hortoz ar respont disoce'hel e kas ar servijer liammoù a c'hall bout enkarget en a-raok gant an arval.
nn
Pennvat
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Degemeret, komprenet hag asantet eo bet goulenn an arval. Hervez doare ar goulenn e vo ar respont
: mard eo
GET
an doare, ar respont a endalc'ho ur stlenn a glot gant al loaz (
resource
) a zo bet goulennet ; mard eo
POST
an doare, ar respont a endalc'ho ur stlenn a zeskriv pe a endalc'h disoc'h an ober.
200
OK
• Mat
Ar respont boas eo pa vez mat ar goulenn HTTP.
201
Created
• Krouet
Ar goulenn zo bet kaset da bennvat, hag ul loaz nevez zo bet krouet.
202
Accepted
• Asantet
Asantet eo bet ar goulenn, emeur oc'h ober war e dro, hogen n'emañ ket peurc'hraet c'hoazh. Ar goulenn a c'hall bout nac'het e-kerzh an ober.
Mont en-dro ur proksi
203
Non-Authoritative Information
• Ditour nanndesteniet
Ur proksi (
proxy
) treuzfurmer eo ar servijer, da lavaret eo ur meziant P hag a zo un hanterour etre ar goulenner A hag ar responter B. Ur c'hod 200 (OK) zo bet resevet gant P, hogen ur respont argemmet a gas da A.
204
No Content
• Loaz goullo
Graet eo bet war-dro ar goulenn gant ar servijer, hogen n'eus stlenn ebet da gas d'an arval.
205
Reset Content
• Freskait al loaz
Mat eo bet graet war-dro ar goulenn gant ar servijer, a c'houlenn ma vo freskaet al loaz, ha na gas stlenn ebet.
206
Partial Content
• Loaz darnel
Ne gas ar servijer nemet un darn eus al loaz, en abeg d'ar skalfad a zo bet termenet gant an arval. Termenet eo bet ar skalfad evit bout gouest da genderc'hel gant ur pellgargañ a zo bet troc'het, pe evit rannañ ur pellgargañ etre redoù kempred.
207
Multi-Status
• Meur a respont
Ur c'hemennad XML (
EXtensible Markup Language
) eo al loaz a vo kaset gant ar servijer, gant meur a god-statud ennañ hervez an niver a is-goulennoù a zo bet graet.
208
Already Reported
• Kaset c'hoazh
Kontet c'hoazh ez eo bet an arvalioù a zo bodet en ur WebDAV en ur respont lies a oa bet kaset kentoc'h, na ne vo ket respontet dezho ur wezh ouzhpenn.
226
IM Used
Instance-Manipulation
implijet
Kaset da benn eo bet ar goulenn evit ul loaz, hag ar respont zo ur skeudenn eus unan pe meur a argemm zo bet degaset d'al loaz emeur o plediñ gantañ.
nn
Adkas
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Ret eo d'an arval ober traoù ouzhpenn evit klokaat ar goulenn ; evit adkas un URL (
Uniform Resource Locator
, da lavaret eo ur chomlec'h IP, un
ISBN
, ul lec'hienn Web...) e vez implijet ar c'hodoù-se peurliesañ.
300
Multiple Choices
• Meur a zibab
Meur a zibab zo d'al loaz, d'an arval eo da ziuz. Da skouer : meur a stumm evit ur skeudenn (
.bmp
.jpg
.png
.svg
hag all).
301
Moved Permanently
• Dilec'hiet da viken
Ar goulenn hag an holl re a vo war e lerc'h a zle bout tuet war-du an URI (
Uniform Resource Identifier
) a zo roet — un URI a c'hall bout un URL pe un URN (
Uniform Resource Name
).
302
Found
• Kavet
Moved temporarily
"dilec'hiet da c'hortoz" e oa gwezhall.
Evit lavaret d'an arval mont davit un URI all, a zo da c'hortoz. Er gentel HTTP/1.0, an arval a zlee sevel un adkas dre an urzh
GET
pe
POST
ha mirout ar merk en devoa diuzet. En ergerzherioù implijetañ avat ez eus un 302 hag a adkas dre an urzh
POST
hepken ; neuze ez eo bet ouzhpennet ar c'hodoù-statud 303 ha 307 evit diforc'hañ etre an daou zoare.
303
See Other
• Gwelit egile
Kavet e vo ar respont dre un URI all en ur ober gant an doare
GET
. Un arval hag en deus kaset ur merk
POST
hag a resev ur c'hod 303 a zle kompren ez eo bet degemeret ar stlennoù gant ar servijer hag ez eo rekis kas ur merk
GET
d'an URI a zo roet.
304
Not Modified
• Digemm
N'eus bet degaset kemm ebet el loaz abaoe ar goulenn diwezhañ, neuze ne vo ket adkaset peogwir e oa bet pellgarget a-raok.
305
Use Proxy
• Grit gant ur proksi
Dre ur proksi hepken e c'heller tizhout al loaz ; er respont emañ chomlec'h ar proksi-se. Evit abegoù a surentez, meur a arval d'ar protokol HTTP (evel
Mozilla Firefox
) ne sentont ket d'ar c'hod-statud 305.
306
Switch Proxy
• Kemmit proksi
Dispredet. Gwezhall : « Dre ar proksi a zo roet e vo rekis kas ar goulennoù da zont ».
307
Temporary Redirect
• Adkas da c'hortoz
Rekis eo adkas ar goulenn gant un URI all, hogen gant an URI kent e vo ret kas ar goulennoù da zont. Ouzhpenn da gement-se, arabat eo kemmañ an doare : dre an urzh
POST
e ranker adkas ar goulenn mard oa bet kaset dre
POST
er penn-kentañ.
308
Permanent Redirect
• Adkas padus
Ar goulenn-mañ hag an holl re a vo d'e heul a ranko bout kaset d'an URI a zo roet. Kenster gant ar c'hod 301 eo 303, nemet ne aotre kemm ebet en doare HTTP.
nn
Fazi e tu an arval
kemmañ
kemmañ ar vammenn
404
Not Found
gant Mozilla Firefox
Ur fazi zo bet a-berzh an arval. War wel e teu ar c'hodoù-se peurliesañ, a-gevret gant un displegadenn bennak hag ur c'hemennad a-zivout padelezh ar blegenn. Atav e vezont kaset pa vez ur fazi, ne vern pe zoare ar goulenn fazius, war-bouez ar re a zo bet kaset dre
HEAD
400
Bad Request
• Goulenn fall
Ar servijer ne c'hall ket ober war-dro ar goulenn, pe ne raio ket, en abeg d'ur fazi a-berzh an arval ; da skouer : ereadurezh ("
"), ur goulenn re hir, ur fazi e framm ar goulenn (n'eo ket bet kaset er stumm reizh gant an urzhiataer), diheñchet eo bet ar goulenn, hag all.
401
Unauthorized
• Diaotre
Ret eo bout anavet gant ar servijer evit ma rafe war-dro ar goulenn, kevreañ dre un anv hag ur ger-tremen zo ret neuze evit tizhout al loaz a glasker.
402
Payment Required
• Paeamant rekis
Ret eo paeañ evit tizhout al loaz.
403
Forbidden
• Berzet
Frammet-mat e oa ar goulenn ha komprenet eo bet gant ar servijer, met nac'h a ra hennezh mont pelloc'h. Marteze n'eo ket aotreet an implijer peogwir e rank krouiñ ur gont bennak, pe klasket en deus seveniñ un ober a zo berzet, evel eilañ ul loaz ez eo arabat e vefe meur a skouerenn anezhañ. Arabat eo adkas ar goulenn pa resever ur c'hod 403.
404
Not Found
• N'eo ket bet kavet
N'eo ket bet kavet al loaz a zo bet goulennet, met implijadus e vo en dazont marteze. Aotreet eo kas ar goulenn en-dro pa resever ur c'hod 404.
405
Method Not Allowed
• Doare berzet
Ne c'heller ket tizhout al loaz dre an doare ma 'z eo bet savet ar goulenn. Da skouer : ur goulenn savet dre an urzh
GET
en ur furmskrid ma 'z eo rekis e vefe dre
POST
, pe ur goulenn dre
PUT
kaset war-du ul loaz a c'heller lenn hepken.
406
Not Acceptable
• Dizegemeradus
Disheñvel diouzh unan da nebeutañ eus an arventennoù
Accept
a zo bet termenet el loaz eo unan da nebeutañ eus an arventennoù
Accept
a zo bet termenet er goulenn. Da skouer : an arval a c'houlenn ma vefe respontet e brezhoneg pe e saozneg (dre an urzh
Accept-language: br; q=1.0, en; q=0.5
), hogen al lec'hienn ne c'hall respont nemet e galleg peogwir ez eo bet ebarzhet an urzh
Accept-language: fr
hepken enni.
407
Proxy Authentication Required
• Ret eo kevreañ ouzh ar proksi
Ret eo d'an arval kevreañ ouzh ar proksi kent kas e c'houlenn.
408
Request Timeout
• Goulenn e-maez ar gedvezh
Re hir amzer ez eo bet ar servijer o c'hortoz. Hervez dezverkoù ar protokol HTTP, an arval n'en deus ket kaset e c'houlenn e-kerzh an amzer a zo bet termenet evit gedvezh ar servijer. Aotreet eo an arval da adkas e c'houlenn digemm forzh pegoulz en dazont.
409
Conflict
• Tabut
N'eus ket bet tu da ober war-dro ar goulenn en abeg d'un tabut e stad al loaz, evel un tabut a-fet kemmadennoù disheñvel e hizivadennoù kempred.
410
Gone
• Aet da get
Bez' ez eus bet eus al loaz a zo goulennet, hogen n'eus mui anezhañ ha ne c'hallo mui bout tizhet peogwir n'eus bet merket chomlec'h all ebet. An abeg eo ez eo bet dilamet al loaz hep bout bet skarzhet penn-da-benn. Pa resev ur c'hod 410 e tlefe an arval spurjañ e gribenn. Arabet eo dezhañ adkas ar goulenn. Ur c'hod 404 a c'hall bout kaset e-lec'h unan 410.
411
Length Required
• Hirder rekis
Hirder e endalc'h n'eo ket bet termenet er goulenn, petra bennak ma 'z eo goulennet gant al loaz a glask an arval tizhout.
412
Precondition Failed
• Rakamplegad diwiriek
Ar servijer ne glot ket gant unan eus an amplegadoù a zo bet termenet er goulenn.
413
Content Too Large
• Endalc'h re vras
Request Entity Too Large
"re vras eo ar goulenn" e oa gwezhall.
Brasoc'h eo endalc'h ar goulenn eget ar pezh a c'hall pe a venn ar servijer plediñ gantañ.
414
URI Too Long
• URI re hir
Request-URI Too Long
"goulenn-URI re hir" e oa gwezhall.
Re hir eo an URI a zo merket, ne c'hall ket ar servijer ober war e dro. Alies e c'hoarvez en abeg ma 'z eus bet lakaet ur steudad goulennoù dre an urzh
GET
, padal e tremenfe dre un urzh
POST
415
Unsupported Media Type
• Doare media diembreget
Ne c'hall ket ar servijer pe al loaz embreg stumm unan eus ar restroù a zo er goulenn. Da skouer : an arval a gas ur skeudenn er stumm
.svg
padal ne oar ket ar servijer plediñ gant ar stumm-se.
416
Range Not Satisfiable
• Dic'houest da vastañ d'ar skalfad
Requested Range Not Satisfiable
"Dic'houest da vastañ d'ar skalfad a zo bet goulennet" gwezhall.
An arval en deus goulennet ma vefe kaset dezhañ ur rann eus ur restr pe veur a hini, dre lakaat e talbenn ar goulenn ar merk
Range:
heuliet gant hirder ar steudad ditouroù a venn kaout ; hogen ne c'hall ket ar servijer pourchas ar rann-se. Da skouer : unan eus videoioù ar c'haner-mañ-kaner a zo en e lec'hienn, pe ur rann hepken eus ur meziant bras a vo pellgarget a-dammoù.
417
Expectation Failed
• Gortoz diwiriek
Ne c'hall ket ar servijer bastañ d'an urzh
Expect: 100-continue
a zo e talbenn ar goulenn. (Mar gall ec'h adkas ur merk
HTTP/n.n 100 continue
, hag an arver a lavar pe loaz en deus ezhomm da dithout, da skouer
[Video data as content for PUT request]
).
418
I'm a teapot
• Ur pod-te on-me
Un pesk-Ebrel gant an IETF (
Internet Engineering Task Force
) e
1998
eo ar c'hod-se, pan embannas ar protokol HTCPCP (
Hyper Text Coffee Pot Control Protocol
). Ar c'hod 418 a ranke bout kaset gant ur servijer pot-te pa c'houlenned digantañ fardañ kafe. E
2014
e voe adembannet ar pesk-Ebrel-se, ha lod lec'hiennoù Web a gas ur respont 418 pa nac'hont ober war-dro ur goulenn, evel goulennoù a zo bet ganet ent-emgefreek
421
Misdirected Request
• Goulenn dehentet a-dreuz
Dehentet eo bet argoulenn war-du ur servijer n'eo ket gouest da gas ur respont. An arval a c'hall adkas ar goulenn dre ur gevreadenn disheñvel.
422
Unprocessable Content
• Endalc'h na c'heller ker embregiñ
Reizh e oa ereadurezh ar goulenn ha komprenet eo bet, met n'eus ket bet tu da ober war e dro. Adkas an hevelep goulenn hep e gemmañ a zegaso an hevelep respont.
423
Locked
• Morailhet
Morailhet eo al loaz a c'houlenner, ne c'heller ket e dizhout.
424
Failed Dependency
• Dalc'h c'hwitet
C'hwitet eo bet ar goulenn rak e dalc'h ur goulenn all edo, ha c'hwitet eo bet ar goulenn-hont.
425
Too Early
• Re abred
Nac'h a ra ar servijer ober war-dro ar goulenn, gant aon ma vefe adkaset meur a wech e-keit-se, evit abegoù surentez : na c'hortoz ma vefe klok ar protokol a c'hall bezañ un argadenn.
426
Upgrade Required
• Hizivadenn rekis
Dave e vefe d'an arval implijout ur protokol all, a zo roet er respont ; da skouer : HTTP/1.1 eo protokol ar goulenn, hag ar servijer a ro HTTP/2.0 da brotokol.
428
Precondition Required
• Rakamplegad rekis
Ar servijer a c'houlenn ma vefe ur rakamplegad er goulenn, evit mirout ma vefe dispredet ar servijer e-keit m'emañ o plediñ gant ar goulenn. Da skouer : an arval a gas ur goulenn dre
GET
kent e gemmañ hag e adkas dre
PUT
padal ez eo bet kemmet stad ar servijer e-keit-se.
429
Too Many Requests
• Re a c'houlennoù
Re a c'houlennoù zo bet kaset gant an arval en amzer a zo bet merket dezhañ. Ouzhpenn d'ar c'hod-se, ar servijer a c'hall goulenn digant an arval gorrekaat an niver a c'houlennoù en amzer merket, pe lavaret dezhañ pegeit e ranko gortoz a-raok adc'houlenn.
431
Request Header Fields Too Large
• Maeziennoù re vras en talbenn
Nac'h a ra ar servijer plediñ gant ar goulenn rak re vras eo unan da nebeutañ eus ar maeziennoù a zo en talbenn.
451
Unavailable For Legal Reasons
• Dizimplijadus evit abegoù lezennel
Perc'henn ar servijer en deus bet an urzh lezennel da nac'hañ ar moned d'ul loaz
pe d'un hollad loazioù m'eo
un tamm anezhañ. Da skouer,
a c'hall bout ul lec'hienn Web a zo bet berzet dre lezenn.
nn
Fazi e tu ar servijer
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Ur fazi zo bet a-berzh ar servijer, a oar ez eus bet ur fazi hogen a zo dic'houest d'e reizhañ ; ne c'hall ket kas ar goulenn da bennvat. Ditouroù a rankfe bout a-gevret gant ur respont 5
nn
: petra eo ar fazi, ha dibad pe badus e vo ar blegenn. An arval a rankfe o diskwel war skramm an implijer. Forzh pe zoare goulenn HTTP a c'hall resevout kodoù-statud 5
nn
500
Internal Server Error
• Fazi e diabarzh ar servijer
Hollek eo ar c'hod-se, a vez kaset pa 'z eus c'hoarvezet ur fazi bennak ha n'eus kod-statud all ebet a zere.
501
Not Implemented
• Ezvezant
Ar servijer ne anavez ket doare ar goulenn, pe n'eo ket gouest da vastañ d'an ezhomm. Peurliesañ e talvez ivez ar c'hod 501 da lavaret e vo dizale ur servij nevez, evel un API (
Application Programming Interface
, eleze ul liamm etre urzhiataerioù pe veziantoù).
502
Bad Gateway
• Treuzell fall
Da dreuzell pe da broxy e talveze ar servijer, hag ur respont diwiriek en deus bet digant ar servijer a zo pelloc'h war an hent d'al loaz a zo goulennet.
503
Service Unavailable
• Servij dizimplijadus
Ne c'hall ket ar servijer ober war-dro ar goulenn rak dreistkarget eo, pe lakaet eo bet e beilh en abeg d'un trevell trezalc'h. Dibad e vez ar stad-se peurliesañ.
504
Gateway Timeout
• Treuzell e-maez ar gedvezh
Da dreuzell pe da broxy e talveze ar servijer, ha n'en deus ket resevet ur respont e koulz digant ar servijer a zo pelloc'h war an hent d'al loaz a zo goulennet.
505
HTTP Version Not Supported
• Kentel HTTP diembreget
Ne c'hall ket ar servijer ober gant ar gentel HTTP a zo implijet er goulenn, da skouer HTTP/3.0 (
2022
) padal ne labour ar servijer nemet gant ar protokoloù HTTP/2.0 (
2015
) pe HTTP/1.1 (
1996
).
506
Variant Also Negotiates
• Adstumm o kevraouiñ ivez
Meur a adstumm zo d'al loaz a zo goulennet, ha mont dizehan ag adstumm da adstumm hep diuz unan a ra ar servijer. Pa vez renet ar c'hevraouiñ gant ar servijer e c'hoarvez kement-se, ne ra ket pa vez renet ar c'hevraouiñ gant an arval : hennezh a c'houlenn listenn an adstummoù hag he c'hinnig d'an implijer ; an implijer a zibab unan ; an arval a c'houlenn an adstumm-se digant ar servijer ; ar servijer a gas an adstumm d'an arval hag an arval e ziskwel d'an implijer.
507
Insufficient Storage
• Memor skort
Dic'houest eo ar servijer da virout skeudenn al loaz a zo goulennet, dre ziouer a lec'h en e vemor.
508
Loop Detected
• Rodell dinoet
Ur rodell zidermen, da lavaret eo un eskemm dizehan etre servijerioù, zo bet dinoet gant ar servijer endra edo o plediñ gant ar goulenn.
510
Not Extended
• Nann astennet
An arval en deus gourc'hemennet-groñs e talbenn ar goulenn ma vefe implijet un astenn HTTP ha n'emañ ket er servijer.
511
Network Authentication Required
• Rekis eo kevreañ ouzh ar rouedad
Ret eo d'an arval kevreañ ouzh ar rouedad evit e implijout. Gant proksioù e vez ganet ar c'hod-se mard int karget da verañ ar moned d'ur rouedad. Lod perc'henned war ur rouedad a c'hall goulenn kevreañ goude en devout asantet da ziferadennoù, en un aerborzh pe un ostaleri, da skouer.
Liammoù diavaez
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn
Listennad kodoù-statud HTTP
a vo kavet e
Wikimedia Commons
(en)
HTTP response status codes @ Mozilla
Kavet :
28 Gen 25
(en)
HTTP Status Code Registry @ Internet Assigned Numbers Authority
Kavet :
28 Gen 25
Notennoù
kemmañ
kemmañ ar vammenn
(en)
102 @ Mozilla
Kavet :
27 Gen 25
Nav doare goulenn HTTP zo :
CONNECT
"kevreit",
DELETE
"diverkit",
GET
"kemerit",
HEAD
"talbenn",
OPTIONS
" dibarzhioù ",
PATCH
"argemmit",
POST
"postit",
PUT
"lakait" ha
TRACE
"gwiriekait".
Trace
: kaset e vez ur c'hemennad goullo d'ar servijer, a rank respont
OK
ha sinañ ; kement-se evit gwiriekaat an hent arval-servijer-arval.
(en)
418 I'm a teapot @ Mozilla
Kavet :
27 Gen 25
Adtapet diwar «
Rummad
Urzhiataerezh
Listennad kodoù-statud HTTP
Rannbennad nevez
US