Mec'hiko - Wikipedia
Mont d’an endalc’had
Eus Wikipedia
Evit implijoù all, gwelet
Mec'hiko (disheñvelout)
Estados Unidos Mexicanos
Stadoù-Unanet Mec'hiko
Banniel
Skoed-ardamez
Kan broadel:
Himno Nacional Mexicano
Lec'hiadur Mec'hiko
Kêr-benn
(ha kêr vrasañ)
Kêr-Vec'hiko
19°03′N 99°22′W
Yezh(où) ofisiel
Spagnoleg (
de facto
Gouarnamant
Republik kevredadel
prezidantel
Prezidant
Claudia Sheinbaum
Dizalc'hded
diwar
Spagn
- Disklêriet
16 Gwengolo
1810
- Anavezet
27 Gwengolo
1821
Gorread
- Hollad
1 964 375 km²
15
vet
- Dour (%)
2,5
Poblañs
- istimadur 2018
125 959 205 ()
- niveradeg 2010
112 336 538
- Stankter
64,12/km² (
142
vet
PDK
PGP
2018 (istimadur)
- Hollad
$2 498 202 milion (
12
vet
Keidenn
$20 028 (
63
de
FDD
(2018)
0,774 (
uhel
) (
74
vet
Moneiz
Peso
MXN
Gwerzhid-eur
UTC
-8 da -6)
Kod kenrouedad
.mx
Kod pellgomz
+52
Gwelet notenn e traoñ ar bajenn:
Mec'hiko
(e
spagnoleg
Estados Unidos Mexicanos
, « Stadoù-Unanet Mec'hikan », pe
México
) a zo ur
riez
eus
Norzhamerika
, er su da
Stadoù-Unanet Amerika
(dispartiet eo diouto gant ar
Río Grande
Río Bravo
evit ar Vec'hikaned) ha bevennet er su gant
Guatemala
ha
Belize
Stadoù-Unanet Mec'hikan
eo anv ofisiel ar vro. Gant ouzhpenn 100 milion a annezidi, hag 20 milion anezho er
gêrbenn
Mec'hiko
, eo Mec'hiko an hini bobletañ eus an holl vroioù spagnoleger. An trede bro eus Amerika latin eo e-keñver ar vent, war-lerc'h
Brazil
hag
Arc'hantina
, hag an eil e-keñver ar
boblañs
. Abaoe
2002
emañ gant kentañ
PDG
Amerika latin dirak Brazil.
Anvadur
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Ur bajenn eus
Codex Mendoza
, warni arouez Mec'hiko e-kreiz an '
Anáhuac
Un unvez politikel eo Mec'hiko, ganet e penn-kentañ an
XIX
vet
kantved. A-raok an dizalc'hded e veze graet
America mexicana
(Amerika vec'hikan) eus ar vro da zont. Da goulz
Kendalc'h
Chilpancingo
1813
) e voe kinniget gant deputeed zo ober gant
Anahuac
evit henvel ar vro, Anahuac o vezañ ar ger a veze implijet gant ar Vec'hikaned evit ober anv eus an tachennadoù a oant mestr warno (
Cem Anahuac Tenochca Tlalpan
= ar Bed, douar Tenochca). A-benn ar fin e voe bet divizet e vefe
México
, Mec'hiko, anv ar vroad nevez.
Orin an anv Mec'hiko
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Martezeadennoù a bep seurt a zo diwar-benn ster ar ger
México
. Un dra a zo sur : ur ger a orin
nahouatlek
eo, hag an Hen-Vec'hikaned a rae gantañ evit ober anv eus kêrbenn o Stad. Ar vartezeadenn a zegemerer peurliesañ a zispleg emañ orin anv ar vro er gerioù
metztli
= loar,
xictli
begel
pe
kreiz
, ha
-co
= lostger a verk al lec’h. Hervezi e talvezfe
México
kement ha
lec’h kreiz al loar
, pe ent resisoc’h, lenn al loar, unan eus an
anvioù
a vez implijet gant ar Vec'hikaned evit merkañ
lenn Texcoco
. Al
lec'hanvadurezh
nahouatlek a yae pelloc'h eget deskrivañ. Karget e oa a sterioù kevrinek, anavezet gant un nebeud diskibled hepken, evel ma skriv
Bernardino de Sahagún
en e
Historia de las cosas de la Nueva España
. Er ster rinek-se, e talvez an anv roet da Vec'hiko kement ha
Kreiz ar Bed
, hag e meur a
zornskrid
eo taolennet kêr Vec'hiko evel al lec’h ma grog an holl
dourredennoù
a dreuz an
Anáhuac
(ar bed, an
douar
gronnet gant an
doureier
).
eg), un anv roet d’o doue gwarezer
Huitzilopochtli
, an evn-kelienenn kleiz. E se e vefe Mec'hiko al
lec'h m'emañ Huitzilopochtli o chom
. Huitzilopochtli, hervez mojennoù ar Vec'hikaned, en defe tennet ar meuriad-se eus
Aztlán
(ul lec’h mojennel anezhañ, lec'hiet gant darn e
Nayarit
pe e
Mec'hiko-Nevez
) evit e gas d'un douar grataet. Evit mont di en deus ranket ar meuriad beajiñ e-pad daou-c'hant vloaz. Ur wech degouezhet gant
enezennig
Mexihco war lenn Texcoco, e oa bet roet ur sin gant o doue hag o
beleg
meur, e anv Ténoch.
Pa gejas ar
Spagnoled
gant ar bobl-se ha pa ziskrivjont o
yezh
, o doa graet evel-just en ur heuliañ reolennoù spagnoleg ar mare-hont. Gant ar yezh nahouatlek ez eus ur
soniad
/ (evel
ch
as
) ha taolennet e oa bet ar soniad-se gant al
lizherenn
e spagnoleg. Daoust d’an distagadur bezañ kemmet e oa bet miret an x e Mexico evit abegoù etimologel hag istorel, evel ma oa bet graet evit anvioù all, lec'hiennoù pe traezoù, a orin mezoamerikan.
Aozerien zo (e Spagn dreist-holl) a skriv anv ar vro hag ar gêrbenn evel-henn :
Méjico
. Ha pa vefe lakaet an daou stumm da reizh gant
Akademiezh roueel ar spagnoleg
, ez ali an ensavadur-se ober gant ar stumm
México
hag implijout an
en holl c'herioù deveret. A-hed an istor eo bet implijet ar skrivad gant
gant an darn vrasañ eus ar spagnolegerien.
Istor
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Pennad dre ar munud :
Istor Mec'hiko
Politikerezh
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Ur republik kevreadel eo Mec’hiko, enni 31 Stad hag un Distrig Kevreadel. Gwarantet eo disrannadur an tri galloud (
erounit
lezennel
ha
lezvarnel
) gant
bonreizh 1917
Ar galloud erounit
kemmañ
kemmañ ar vammenn
E penn ar galloud erounit emañ prezidant ar Republik. Dilennet e vez evit ur prantad 6 vloaz diouzh ar mouezhiañ hollek eeun gant un dro hepken hervez ar muiañ-niver keñverel. Ne c’hall ket bezañ dilennet en-dro. N’eus Kentañ ministr ebet. Envel ha dizornañ a ra ar vinistred, ar pennprokulor (ministr ar Justis), ar gannadourien hag ar bennkonsuled. Ma tilez e garg pe ma varv, e vez anvet ur prezidant da c’hortoz gant ar C’huntell. Gallout a ra ar prezidant kemer dekredoù war dachenn an armerzh hag an arc’hant gant ar galloudoù a vez dileuriet dezhañ gant ar C’huntell.
Abaoe ar 1

a viz Kerzu
2006
ez eo
Felipe Calderón
PAN
) zo prezidant Mec’hiko goude bezañ bet 35,88 % eus ar mouezhioù en dilennadegoù d’an
2 a viz Gouere
2006
, pa oa 35,31 % evit
Andrés Manuel López Obrador
PRD
) ha 22,27 % evit
Roberto Madrazo
PRI
).
D’an
13 a viz Gouere
e oa bet savet 359 amoug evit direizhderioù dirak LDGLK (Lez-varn Dilennel Galloud Lezvarnel ar C’hevread), 227 kinniget gant ar c'henemsav Evit Mad an Holl, 131 gant ar
PAN
hag 1 gant ar C’hevredad evit Mec’hiko.
D’ar 6 a viz Gwengolo e oa bet douget he barnedigezh gant LDGLK, ha kadarnaet trec’h Felipe Calderón zo aet en e garg ent ofisiel d’ar 1añ a viz Kerzu 2006.
Peogwir e kav skoazell e-barzh ar c’horf lezennel e vez muioc’h a c’halloudoù gant ar gouarnamant kevreadel eget gant e gevatal er Stadoù-Unanet. Gallout a ra dizornañ gouarnerien ar Stadoù dilennet diouzh ar mouezhiañ hollek en abeg d’ur fazi bras, d’ar goubrenerezh, h.a. A-hend-all e teu arc’hant an tailhoù d’ar gouarnamant kevreadel dreist-holl, hag ul lodenn vihan hepken a ro en-dro d’ar Stadoù.
Ar galloud lezennel
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Rannet eo ar C’huntell e div gambr : ur
parlamant
hag ur
sened
. Abaoe 1997 e c’hoari ar C’huntell ur roll brasoc’h peogwir e oa bet tapet muioc’h a sezoù gant an eneberezh goude ma oa bet dilennet 200 depute dre ar mouezhiañ kenfeuriek.
Ar Sened : Bep 6 vloaz e vez dilennet ar senedourien. 128 senedour zo er Sened, da lavaret eo 4 senedour dre unvez kevreadel. E 2000 e oa ar Sened e dalc’h an
PRI
gant 60 sez. War e lerc’h e teue an
PAN
gant 46 sez, hag erfin 15 sez evit
PRD
. Ar peurrest eus ar senedourien a oa dizalc’h pe a oa da gostezennoù bihanoc’h. Goude dilennadegoù miz Gouere 2006 eo bet kresket er Sened pouez ar PAN hag PRD diwar goust an PRI. Setu eo deuet PAN da vezañ kentañ nerzh politikel ar vro gant 53 senedour, war e lerc’h PRD gant 37 senedour, rampo gant an PRI. Koulskoude n’emañ ket ar muiañ-niver dreistel gant PAN er Sened.
Kambr an deputeed : Bep 3 bloaz e vez dilennet an deputeed diouzh ar mouezhiañ hollek eeun. Er Gambr ez eus 500 dileuriad. 300 pastell dilennel a anv pep a zepute ha 200 depute all a vez dilennet diouzh ar mouezhiañ kenfeuriek er vro a-bezh. Krouet e oa bet an 200 sez-se evit reiñ tu d’ar c’hostezennoù bihan da vont aesoc’h d’ar Gambr. E 2003 e oa aozet ar Gambr evel-henn : 223 sez evit an PRI, 148 evit ar PAN, 97 evit PRD. O vezañ ma n’emañ ket ar muiañ-niver er gambr gant ar PAN, ne c’hall ket lakaat lezennoù da dremen hep skoazell kostezennoù all. War-lerc’h dilennadegoù miz Gouere 2006 en deus kollet an PRI un niver bras a zeputeed e-kerz an PAN hag PRD. Deuet eo an PAN da vezañ ar c’hentañ nerzh politikel e Kambr an deputeed gant 207 sez, war e lerc’h PRD gant 160 sez ha da drede an PRI gant 119 sez hepken. Kouslkoude n’emañ ket ar muiañ-niver dreistel gant an PAN e Kambr an deputeed ha ret e vo dezhañ kaout skoazell an eneberezh evit lakaat e lezennoù da dremen.
Stadoù kevreadel
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Sellit ouzh ar pennad :
Stadoù Mec’hiko
Stadoù Mec’hiko
Banniel an EZLN
An iskomandant Marcos e
Chiapas
Mec’hiko zo enni 31 stad hag un
distrig kevreadel
Chiapas hag an EZLN
kemmañ
kemmañ ar vammenn
E fin an XXvet kantved e tiskulias tud dibourvez
Chiapas
an diouer a interest gant ar galloudoù foran evit o Stad, unan eus re baourañ Mec’hiko. Klemm a raent dre ma oa ret d’un niver bras a henvroidi paeañ taosoù da berc’henned douar na oant ket eno, daoust ma oa bet prometet abaoe ar
bloavezhioù 1920
gant ar gouarnamant mec’hikan reiñ d’ar beizanted perc’henniezh an douaroù bet gounezet ganto abaoe meur a remziad. Mellad 27 ar vonreizh a warant d’an henvroidi ar gwir d’un
ejido
pe perc’henniezh stroll.
Echuet e oa bet adreizh an douaroù en darn vrasañ eus ar vro, nemet e
Chiapas
. Gant enkadenn
1982
e voe lakaet un termen da gontroll an armerzh gant ar Stad hag ar prevesadurioù a voe da-heul a roas ar plas brasañ d’an embregerezhioù prevez. A-benn neuze e paouezas adreizh an douaroù da vezañ er renk a-raok. E-pad respet ar prezidant
Carlos Salinas de Gortari
e voe lakaet digoradur ar vro d’ar c’henwerzh etrebroadel dreist an traoù all. Da-heul al lanvad adreizhoù frankizour e oa bet modernaet an armerzh a oa serret warnañ e-unan ha gwarezour, ha lakaet e-barzh kenwerzh ar bed. Astalet e voe gant ar gouarnamant ar gwir bonreizhel evit ar c’humuniezhioù war ar maez da vezañ perc’henn war ejidoioù.
Emglev frankeskemm Norzh Amerika (
EFNA
) lakaet da dalvezout d’ar 1

a viz Genver
1994
a voe sellet outañ gant henvroidi Chiapas evel ur brouenn ouzhpenn e vezent lezet a-gostez gant ar gouarnamant kevreadel : kreiz ha norzh ar vro a ziorroe buan gant an tost ma oant da amezeg bras an norzh, tra ma chome ar su er baourentez hag en isdiorroadur.
En endro-se e oa bet ganet an
Ejercito Zapatista de Libéracion Nacional
(EZLN, = Arme zapatour a zieubidigezh vroadel). Ul luskad peoc'hgar eo ar zapatourien ha "broudet" e voent da implijout an armoù evit gwarantiñ ar gwir d’an ejidoioù d’an henvroidi. An
Iskomandant Marcos
, anezhañ levier al luskad zapatour, a zeuas a-benn da sachañ evezh ar gumuniezh etrebroadel war stourm pobloù Chiapas war-bouez teknologiezhioù nevez ar c’helaouiñ (internet peurgetket).
E miz Eost
2003
e tisklêrias an EZLN e oa emren an holl dachennad zapatour e-keñver Mec'hiko. Abaoe he deus labouret an EZLN gant ar gouarnamant evit diorren ar yec’hed hag an deskadurezh e kumuniezhoù tud dibourvez Chiapas.
Douaroniezh
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Pennad dre ar munud :
Douaroniezh Mec'hiko
Armerzh
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Pennad dre ar munud :
Armerzh Mec'hiko
Poblañs ha kêrioù
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Tremen poblañsouriezhel
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Feur kresk naturel
Dasparzh dre oad
Poblañs Mec’hiko]]
E-pad an
XIX
vet
kantved
a-bezh n’he deus graet poblañs Mec’hiko nemet doublañ. Kenderc’hel a ray an tuadur-se e-pad 20 vloaz kentañ an XXvet kantved. E 1920 e weler ur c’holl 2 vilion a annezidi zoken. Se a c’haller displegañ gant an
Dispac’h mec’hikan
etre 1910 ha 1920.
Buanaet eo kresk ar boblañs etre 1930 ha 1980, gant sifroù en tu-hont da 3%. Doublañ a rae poblañs Mec’hiko bep 20 vloaz ha diouzh al lusk-se ez istimed e vefe 120 milion a annezidi e Mec’hiko a-benn ar bloavezh 2000. Neuze e oa bet krouet Kuzul Broadel ar Boblañs gant ar gouarnamant kevreadel, ha lakaet da gefridi dezhañ sevel politikerezhioù da gontrollañ ar genel ha kas da benn studiadennoù war boblañs ar vro. Efedus e oa bet an darbaroù-se ha koazhañ en doa graet feur kreskiñ ar boblañs betek 1,6% etre 1995 ha 2000. E 2005 e oa 103 milion a annezidi e Mec’hiko.
Tremen a reas an hoali eus 36 vloaz e 1895 da 75 vloaz e 2005. Setu ez istimer emañ Mec’hiko o paouez kregiñ gant prantad diwezhañ an
tremen poblañsouriezhel
Evit gwir, ar feur gouennañ n’eo ken nemet 2,45 bugel dre vaouez, ha feur mervel ar vugale zo 20,91 marv evit 1000 ganedigezh.
Feur kreskiñ ar boblañs (sifroù 2005)
Feur kreskiñ naturel ar boblañs =
feur genel
feur mervel
= 16,28‱
Feur kreskiñ hollel ar boblañs = Kresk naturel + mentel enbroañ-divroañ = 11,71‱ (gant
mentel enbroañ-divroañ
= - 4,57‱.
Rak evit ar wech e vez negativel ar ventel enbroañ-divroañ, ha sevel a ra da ouzhpenn 450 000 Mec’hikan ar bloaz. Ar Stadoù-Unanet a chom an termen kentañ.
Ha pa vefe yaouank poblañs Mec’hiko hiziv an deiz (n’eus nemet 5,6% eus ar boblañs en tu-hont da 65 bloaz) ez eo krog ar boblañs da goshaat ha buanaat a ray an dra-se er bloavezhioù a zeu.
Divaeziañ ha kêriekaat
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Gwel eus kêr Vec’hiko
An dek kêr pennañ
Kêr
Pob. (2000)
Kêr-Vec'hiko
DF
Mec'h
Hgo
19.231.829
Guadalajara
Jal
4.095.853
Monterrey
NL
3.664.331
Puebla-Tlaxcala
Pue
Tlax
2.109.049
Toluca de Lerdo
Mec'h
1.610.786
Tijuana
BC
1.484.005
León
Gto
1.425.210
Ciudad Juárez
Chih
1.313.338
Torreón
Coah
Dgo
1.110.890
San Luis Potosí
SLP
957.753
E penn kentañ ar c’hantved e veve 90% eus an dud war ar maez. E niveradeg 1960 e teuas poblañs ar c’hêrioù da vezañ ar muiañ-niver evit ar wech kentañ gant 50,6% eus poblañs Mec’hiko o vevañ e kêrioù bras pe vrasoc’h. An dregantad a dud a oa o chom en o stad c’henidik e 1895 a oa 96,6%, goude ma oa 80% eus ar Vec’hikaned o chom en ur Stad estreget an hini ma oant bet ganet e 1950.Dre ar sifroù-se e c’haller meizañ anadenn an diorren greantel e kêrioù Mec’hiko hag an divaeziañ zo liammet outañ. Hiziv an deiz e kendalc’h ar Vec’hikaned da vezañ prest da zilojañ e diabarzh ar vro, dreist-holl eus an eil kêr d’eben. Koulskoude e c’haller lavaret eo echu da vat an divaeziañ a-vern a oa bet en dekvloaziadoù kent.
Ar Stadoù zo ennañ al lodenn vrasañ eus poblañs Mec’hiko eo an distrig kevreadel ha
Stadoù Mec’hiko
Jalisco
Nuevo León
Puebla
ha
Veracruz
. Er c’hontrol, ar re enno an nebeutañ a dud eo
Campeche
Baja California Sur
ha
Quintana Roo
. En div Stad diwezhañ-mañ avat emañ ar feurioù kreskiñ e-touez re uhelañ ar vro abalamour da ziorroadur an touristerezh e kêrioù evel
Cancún
, zo enni 50% eus poblañs Quintana Roo, pe
Los Cabos
ha
La Paz
, zo deuet da vezañ un
eldorado
evit an Amerikaned.
E kêr Vec’hiko ez eus tolpet 18 396 677 a dud (sifroù 2000), ar pezh a ra anezhi brasañ kêr ar bed.
Guadalajara
ha
Monterrey
eo 2l ha 3e brasañ kêr ar vro a-getep, dezho ouzhpenn 3 milion a annezidi.
Mexico
Guadalajara
Monterrey
Puebla
Torfedoù, dramm ha paourentez
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Hervez ar Bank Bed eo pignet Mec’hiko en 12
vet
plas war skeul galloudoù armerzhel ar bed. E 2005 e oa bet roet un FDD a 0,814 da Vec’hiko gant Programm ar Broadoù Unanet evit an Diorren (PBUD). Gant se emañ en 53e renk er bed, hag e rummad ar broioù ma’z eo uhel an diorren denel (FDD > 0,8).
Padal ez eus diforc’hioù gounidoù bras etre ar re binvidik hag ar re baour. Kalz e ra ar blegenn-mañ evit feur uhel an torfedoù
[1]
e kêr Vec’hiko. Gant ar goubrenerezh e meur a live er polis hag er melestradur n’en deus ket gallet ar stourm enep an torfedoù ober berzh. Disheñvel-bras eo ar jeu er peurrest eus ar vro avat. Brudet eo ar Vec’hikaned evit bezañ tud onest ha servijus.
Goubrenerezh ar polis hag ar soudarded zo unan eus kudennoù pennañ Mec’hiko. Arc’hantet e vez ar c’harteloù mec’hikan gant marc’had gounidus an dramm hag an divroañ e-maez lezenn war-du ar Stadoù-Unanet. Ganto e vez pourchaset ouzhpenn an hanter eus ar metamfetamin a vez prenet er Stadoù-Unanet. Roet ez eus bet lañs d’ur stourmad bras gant ar gouarnamant kevreadel evit gwellaat ar surentez ha stourm ouzh an torfedoù frammet dre ober gant an teknologiezhioù nevez. Enfredet eo bet maer kozh New-York zoken,
Rudolph Giuliani
, brudet an tamm anezhañ evit e daolioù-kaer enep an torfedoù e kêr-benn armerzhel ar Stadoù-Unanet, evit adober e gur e kêr Vec’hiko. Dre vras e c’haller lavaret n’eo ket gwall c’houbrenet ar polis kevreadel (kevatal d’an archeriezh). Kresket kalz eo bet goproù ar bolised hag uheloc’h eo o live deskadurezh eget er polisoù all.
Ur gêr zibar e chom kêr Vec’hiko. Eno e vez etre 2000 ha 3000 torfed ar bloaz. 600 eus an torfedoù-se hepken a vez diskuliet d’ar polis. Daoust da se n’eo ket ken uhel niver ar muntroù hag a vije lezet da grediñ gant sifroù an torfedoù. Well-wazh e vez e kêr Vec’hiko 2,5 muntr bemdez, ar pezh n’eo ket kalz e-skoaz an niver a annezidi (war-dro 20 milion). E Washington, da skouer, eo 5 gwech uheloc’h ar feur torfedoù dre annezad.
Henvroidi ha divroerezh
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Dasparzh kenelel
Henvroidi
e Mec’hiko
Strollad
Poblañs
Náhuatl
2.445.969
Maya
1.475.575
Zapoteco
777.253
Mixteco
726.601
Otomí
646.875
Totonaca
411.266
Tzotzil
406.962
Tzeltal
384.074
Mazahua
326.660
Mazateco
305.836
Mammenn :
CDI (2000)
Mec’hiko he deus un tammig muioc’h eget 106 milion a annezidi. Ar vro spagnoleger pobletañ eo dirak
Spagn
, hag an 3e bro pobletañ e kevandir Amerika war-lerc’h ar
Stadoù-Unanet
ha
Brazil
. Unnekvet bro pobletañ ar bed eo war-lerc’h
Sina
India
, ar
Stadoù-Unanet
Indonezia
Brazil
Pakistan
Bangladesh
Rusia
Nigeria
ha
Japan
Tremenet e oa dregantad an dud a gomz yezhoù hengounel (an dezverk nemetañ gant INEGI evit merkañ an henvroidi) eus 17% e 1895 da 7% hepken e 2000. E-keñver an niver anezho avat, e oa bet ur c’hresk eus 1 milion e 1895 da 7 milion e 2000. A-unan emañ an arbennigourien
[2]
evit lavaret ez eus kentoc’h 12,7 milion a henvroidi e Mec’hiko, ganto ur yezh hengounel pe get. Betek 1980 e tivroe an henvroidi war-du ar c’hêrioù bras tost d’al lec’h ma oant bet ganet, met adalek ar bloavezhioù 1990 ez aent a-zruilh war-du ar Stadoù-Unanet.
Ar Stadoù-Unanet eo ar vro ma vev ar muiañ a Vec’hikaned war-lerc’h Mec’hiko. Lavaret a reer eo
Los Angeles
, brasañ kêr
Kalifornia
anezhi, an eil kêr vec’hikan e-keñver ar boblañs rak an niver a enbroidi hag a ziskennidi eus Mec’hikaned eno zo en tu-hont d’ar 4 milion a dud zo o chom e
Guadalajara
, eil kêr Mec’hiko. Mec’hikaned zo bet en tu all d’ar
Río Grande
kerkent ha destaget tachennadoù mec’hikan bras-divent gant ar Stadoù-Unanet. Evel-se e oa en em gavet un toullad Mec’hikaned war an tiriad amerikan, ha dalc’het o doa d’o boazioù ha d’o yezh. Stad
Mec'hiko Nevez
a ziskouez mat an dra-se. D’an dud-se e ranker ouzhpennañ niver bras ar
braceros
aet da vevañ d’ar Stadoù-Unanet, evit ur mare hepken a-wechoù, da-heul un emglev labour etre gouarnamantoù
Washington
ha Mec'hiko. Aet eo enkadennoù armerzhel diwezhañ Mec’hiko a-du gant an divroañ war-du an norzh hag istimañ a reer e oa tost 38 milion a Vec’hikaned pe a ziskennidi eus Mec’hikaned o vevañ er Stadoù-Unanet e penn kentañ an XXvet kantved. E Kalifornia, e
Texas
pe e Mec’hiko-Nevez emañ an darn vrasañ eus ar re-se. En
Europa
ez eus ivez kumuniezhoù bras a Vec’hikaned, e
Spagn
, en
Alamagn
, e
Frañs
hag er
Rouantelezh Unanet
peurgetket.
Deskadurezh
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Araokadennoù bras zo bet graet gant Mec’hiko war dachenn an deskadurezh e-pad an ugent bloavezhioù diwezhañ. E 2004 e ouie 92,2% eus an dud lenn ha skrivañ, ha 96% e oa ar feur evit ar re yaouank 15-24 bloaz. Digoust ha ret eo an deskadurezh kentañ hag eil derez (9 bloaz). Abaoe ar bloavezhioù 1960 ez eus meur a brogramm deskadurezh divyezhek evit ar c’humuniezhoù henvroidi met lañs zo bet roet dezho dreist-holl abaoe an adreizh bonreizhel e fin ar bloavezhioù 1990 gant levrioù skol skrivet en un daouzek yezh henvroat bennak. Hiziv an deiz eo divyezhek an darn vrasañ eus an henvroidi.
E 1970 e oa bet Mec’hiko ar vro gentañ o tiazezañ ur reizhiad pellgelennerezh. Graet e vez
telesecundarias
eus ar skolioù a implij ar reizhiad-se. Skignet eo bet ar reizhiad-se e lod broioù eus kreiz Amerika, e Kolombia hag e stadoù zo e su ar Stadoù-Unanet zoken.
An div skol-veur bublik mec’hikan anavezetañ eo
Skol-veur Vroadel Emren Mec’hiko
(UNAM)
[3]
, bet fontet e 1551, hag an
Ensavadur Liesteknik Broadel
(IPN). Brudet-kaer int o-div en Amerika latin a-bezh. Hiziv an deiz, lod skolioù-meur prevez zo ken brudet hag ar skolioù-meur publik, ha muioc’h c’hoazh a-wechoù. An teir skol-meur brevez pennañ brudet er bed a-bezh eo
Ensavadur Teknologel Studioù Uhel Monterrey
[4]
(ITESM),
Ensavadur Teknologel Emren Mec’hiko
[5]
(ITAM) hag ar
Skol-veur Iberamerikan
[6]
. Ar skolioù-meur-se o deus kresket kalz ha skoulmet o deus darempredoù gant ar skolioù-meur estren brudetañ.
Sevenadur
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Yezhoù broadel
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Skritur Maya
Yezhoù henvroat pennañ
[7]
Yezh
Niver a dud
Náhuatl
1.659.029
Maya (yukatek)
892.723
Miksteg
(Tu’
n sávi)
510.801
Zapoteg
(Binizaa)
505.992
Tzotzil
(Batsil k’op)
356.349
Tzeltal
(K’op o winik atel)
336.448
Otomí
(Hñä hñü)
327.319
Totonaco
(Tachihuiin)
271.847
Mazateg
(Ha shuta enima)
246.198
Huaksteg
(Téenek)
173.233
Lezenn ar Gwirioù Yezhel e 2001 he doa roet ar statud a yezhoù broadel d’ar spagnoleg ha da dremen 60 yezh henvroat komzet gant 7% eus ar boblañs. Daoust ma n’eus diklêriadur ebet er vonreizh a gement a rafe eus ar spagnoleg ar yezh ofisiel ez eo honnezh a vez implijet en holl deulioù ofisiel ha komzet gant an holl Vec’hikaned pe dost. Komzet e vez ar yezhoù henvroat gant tremen 6 milion a dud a vev e gevred Mec’hiko betek Honduras. Sevel a ra an orin anezho da ouzhpenn pemp milved. Eus ar marevezh klasel (300-800 goude JK) d’an aloubadeg spagnol e oa bet skrivet darn eus ar yezhoù-se (
maya klasel ar reter
hag an
nahuatl
peurgetket) war savadurioù, podoù ha dornskridoù gant ur reizhiad skrivadur hieroglifek.
An div yezh henvroat komzetañ eo :
An
nahuatl
gant ouzhpenn 1,5 milion a dud. E kreiz Mec’hiko e vez komzet ar yezh-se dreist-holl. Implijet e veze en impalaeriezh aztek.
Ar
maya yukatek
gant war-dro 800 000 a dud. Komzet e vez e
ledenez Yucatán
Yezhoù maya
all a vez komzet ivez : an
tzotzil
, an
tzeltal
hag ar
chol
, gant un nebeud kant miliadoù a gomzerien pep hini, e
Chiapas
dreist-holl. Kar eo ar yezhoù-se da rannyezhoù
maya klasel ar c’hornôg
a weler war monumantoù ha dornskridoù ar
sevenadurezh vaya
Pouezus e oa bet ar yezhoù henvroat a-hed istor ha sevenadurezh Mec’hiko. Da skouer, emañ orin anv ar vro er yezh nahuatl gant
metztli
(loar) ha
xictli
(begel). O-daou e talvezont kement ha « begel al loar ». An henvroidi a zistage mechiko (gant ur c’hwezhenn staon-kildent) ha skrivet e voe México gant ar Spagnoled, son al lizherenn x o vezañ emdroet war-lerc’h e spagnoleg. Gerioù spagnolek e-leizh zo a orin amerindian, da skouer :
cénote
, ur puñs naturel en torosadoù razek (diwar ar maya
dz'onot
, tremenet e galleg) ;
tlapalería
, stal rikoù bitellat (diwar an nahuatl
tlapalli
hag an dibenn-ger -
ería
}}) ;
tianguis
, marc’had digor (diwar an nahuatl
tianquiztli
) ;
Hep kontañ produioù niverus an
eskemm kolombian
Relijion
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Gwerc’hez Guadalupe
Iliz-veur kêr Vec’hiko
Dasparzh ar boblañs dre gredennoù
Ar muiañ-niver eus ar Vec’hikaned (89%) zo katolik ha 6% zo protestanted, e kêr Vec’hiko dreist-holl.
Abaoe kantvedoù emañ ar yuzevegezh e Mec’hiko. Hiziv an deiz e konter etre 45 000 ha 60 000 a yuzevien e Mec’hiko.
Bihan eo an niver a vuzulmaned ha kavet e vezont dreist-holl e kumuniezhoù an enbroidi eus broioù muzulman. Un niver bihan a henvroidi eus Chiapas zo troet ouzh an islam.
E 1991 e paouezas hengoun enepkloer ar vro pa voe daskemmet ar vonreizh a-benn reiñ ur statud lezennel d’an ensavadurioù relijiel, hag aotren ar skolioù-parrez peurgetket.
Gwerc’hez Guadalupe
Gwerc’hez Guadalupe
eo patromez Mec’hiko. Ur gwir gehelerezh zo eviti e Mec’hiko evel e kalz broioù eus Amerika latin. Hervez an denoniour Eric R. Wolf eo Gwerc’hez Guadalupe un arouez hag a liamm ar familh, ar politikerezh hag ar relijion, amzer dremenet an trevadenniñ hag an amzer vremañ, gant perzhioù henvroat, spagnol ha mec’hikan.
[8]
Ur benniliz vodern zo bet savet gant ar Vec’hikaned da enoriñ anezhi tost d’al lec’h ma oa en em ziskouezet. 14 milion a weladennerien a vez degemeret er monumant katolik-se bep bloaz.
En em astenn a ra ar virvidigezh relijius-se e broioù all eus Amerika latin, er S-U hag e Frañs zoken. D’an 12 a viz Kerzu (deiz he gouel) e kan ar mariachioù en iliz-veur Pariz ma’z eus bet profet un eiladur eus delwenn ar Werc’hez.
Sport
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Stad olimpek Ciudad Universitaria, er su da gêr Vec’hiko
Degemeret e oa bet ar
C’hoarioù olimpek
gant Mec’hiko dija, e
1968
, ha div wech kib vell-droad ar bed, e
1970
hag e
1986
Ar sport broadel hengounel zo ur sport war varc’h e anv
charrería
, met an hini poblekañ eo ar
vell-droad
, diaraoget gant ar
baseball
en aod atlantel. Ar skipailhoù mell-droad pennañ eo
Las águilas del América
Las Chivas rayadas de Guadalajara
Los Cementeros del Cruz Azul
ha
Los Pumas de la UNAM
Gastronomiezh
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Tacos
Ar chaousoù ruz ha gwer, a-liv gant ar banniel, a gaver e pep lec’h er pretioù mec’hikan
Pinvidik ha liesseurt-kaer eo ar c’heginerezh mec’hikan, hag ur bern spisoù a gaver ennañ. En amzer an alouberezh spagnol emañ e orin, daoust m’eo bet levezonet gant an henvroidi. Diouzh un tu e kaver ar
maiz
, ar
pimant
, ar fav ruz, ar c’houlourdrennoù, an
avoukez
, ar
patatez dous
, an
tomatez
, ar
c’hakao
, ar
vanilha
, ar yer-Indez hag ur bern frouezh ha spisoù eus ar bed nevez a vefe re hir renabliñ amañ. Heñvel dra, lod tunioù keginañ implijet c’hoazh hiziv an deiz a gav o orin gant ar pobloù rakspagnek, evel
nikstamalañ ar miz
pe ar malañ war
molcajete
(ur mortez hengounel). Diouzh an tu all, ar Spagnoled a zegasas kig al loened doñvaet er bed kozh evel ar moc’h, ar bevin hag ar c’hig-yar, met ivez ar pebr, ar sukr, al laezh hag e zeveradoù, an ed, hag ar riz, an aouravaloù ha lies aozenn a ya d’ober hiziv an deiz ul lodenn vat eus boued ar Vec’hikaned.
Diwar teuzidigezh daou hengoun koshoc’h eget mil bloaz e teuas war wel ar
pozole
, ar
mole
hag an
tamaloù
evel m’emaint bremañ, ar
chokolad
, lies seurt bara, an
tacos
hag un dibab bras a voued-polikan mec’hikan (
antojitos
).Hag ivez evajoù evel an atole, ar champurrado, ar chokolad dre laezh hag an evajoù distan saouret gant frouezh. Dibennoù-pred ivez evel an asitron hag un dibab klok a vadigoù strinkennet, ar rompope, ar c’hajeta, ar jericaya hag un toullad traoù lipous fardet er c’houentoù e pep lec’h er vro.
Arzoù
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Frida Kahlo ha Diego Rivera
Frida Kahlo
e voe unan eus brasañ livourezed Mec’hiko. En he livadurioù e kaver daveoù niverus da sevenadurioù henvroat Mec’hiko. Ur meskad
realouriezh
arouezouriezh
ha
dreistrealouriezh
eo he stil. Pried un arzour mec’hikan bras all e voe :
Diego Rivera
. Ur gomunourez kendrec’het e oa, ha reiñ a reas bod da d
Trotsky
e-pad e harlu e Mec’hiko.
Diego Rivera
: unan eus levierien al luskad kubour e Mec’hiko. Ur c’homunour kendrec’het e oa, ha gwelet a rae er freskennoù-moger bras un doare da lakaat an arz tost d’ar bobl.
Luis Barragán
: un tisavour anavezet er bed a-bezh zo anezhañ, peurgetket dre ar priz Pritzker tapet gantañ e 1980. Reiñ a ra danvez d’al luskad modern en disavouriezh vec’hikan.
José Clemente Orozco
: livour war vur a c’haller gwelet e oberennoù war un toullad savadurioù mec’hikan eus ar re vrudetañ. Da istor Mec’hiko e tenn peurliesañ e livadurioù.
Sonerezh
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Ar ger
mariachi
a verk war un dro ur seurt strollad seniñ a orin eus Mec’hiko, ar stil sonerezh c’hoariet gantañ, hag ur sevenadur muzikel. Ur strollad mariachi a ya d’e ober div
violin
da nebeutañ, div
drompilh
, ur
gitar
, ur
vihuela
hag ur
gitarron
. E strolladoù zo ez eus meur a zek soner. Eus Stad
Jalisco
e teu ar mariachioù.
Strolladoù pe sonerien amerikan e-leizh zo bet levezonet gant ar sonerezh mec’hikan :
Flaco Jimenez
Los Lobos
E-touez ar stiloù sonerezh hag an dañsoù poblek e c’haller menegiñ ar
banda
(en norzh) hag ar
salsa
(er peurrest eus ar vro).
Gwelout ivez :
Sonerien Mec'hiko
ha
Kanerien Mec'hiko
Deizioù gouel
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Pennad dre ar munud :
Gouelioù Mec’hiko
Delwenn folklorel (Catrina)
Deizioù gouel ofisiel

a viz Genver : Deiz kentañ ar bloaz
5 a viz C’hwevrer : Deiz ar Vonreizh
21 a viz Meurzh :
Natalicio
Benito Juárez

a viz Mae : Gouel al labour
16 a viz Gwengolo : Deiz-ha-bloaz dizalc’hiezh Mec’hiko
20 a viz Du : Deiz-ha-bloaz an dispac’h mec’hikan

a viz Kerzu : Deiz ar Prezidant (bep c’hwec’h vloaz)
25 a viz Kerzu : Nedeleg
Gouelioù all
24 a viz C’hwevrer : Deiz ar banniel mec’hikan
5 a viz Mae : Deiz trec’h Puebla (Lidañ a ra ar Vec’hikaned an trec’h enep an armeoù gall e Puebla de los Angeles hag a viras ouzh ar Frañsizien da vont pelloc’h gant o hent war-du Mec’hiko d’ar 5 a viz Mae
1862
12 a viz Here : Deiz ar ouenn (lidadur dizoloidigezh Amerika ha mesk ar pobloù)
2 a viz Du : Gouel ar re varv (gouel mec’hikan dibar ; da-geñver ar gouel-se ez a ar Vec’hikaned d’ar beredoù da lidañ o re varv. Kinklañ a reont ar bezioù, kas boued ganto ha c’hoari sonerezh. Mec’hiko eo ar vro nemeti er bed he devez un darempred festus gant ar marv ha na vez ket gwelet war an tu fall evel e kevredigezhioù ar c’hornôg. Ur bern traezoù artizanel a daolenn ar marv)
12 a viz Kerzu : Gouel Gwerc’hez Guadalupe
Touristerezh
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Lec’hiennoù rummet e glad bedel
UNESCO
Chichen Itza, kêr rakspagnek
El Tajin, keoded Totonak
Guadalajara, Hospicio Cabañas
Monte Alban, kêr rakspagnek
Palenque, kêr rakspagnek ha park broadel
Puebla, kreizenn istorel
Teotihucan, kêr rakspagnek
Uxmal, kêr rakspagnek
Zacatecas, kreizenn istorel
Guanajuato, kreizenn istorel ha mengleuzioù
Calakmul
, kêr vaya kozh
Casa-taller
gant an tisavour Luis Barragan
Casas Grandes
, takad arkeologel Paquime
Campeche
, kêr vogeriek
El Vizcaino
, gwarezva balumed
Pleg-mor Kalifornia
, inizi ha takad gwarezet
Mexico
Xochimilco
, kreizenn istorel
Morelia
, kreizenn istorel
Oaxaca
, kreizenn istorel ha Monte Alban, takad arkeologel
Popocatepetl
, manatioù kentañ eus ar XVIvet kantved war dorioù ar Popocatepetl
Querétaro de Arteaga
, takad monumantoù istorel
Sian Ka’an
Sierra de San Francisco
, livadurioù war roc’h
Sierra Gorda
de Queretaro, misionoù frañsezidi
Tlacotalpan
, takad monumantoù istorel
Xochicalco
, takad monumantoù arkeologel
Daveoù
kemmañ
kemmañ ar vammenn
N'eus yezh ofisiel ebet meneget er vonreizh. Gant Lezenn Veur ar Gwirioù Yezh evit an henbobloù eo degemeret an holl yezhoù amerindian e-lec'h ma vezont kaozeet, koulz hag ar spagnoleg. Lakaet int da "yezh vroadel" gant "kendalvoudegezh" gant ar spagnoleg en tachennoù ma reer ganto.
Meksik
Geriadur Hemon-Huon
e 1974 ha 1978,
Mec'hiko
e 2005.
Levrlennadur, liammoù diavaez ha kazetennoù
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Levrlennadur erbedet
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Holloueziadurioù
Enciclopedia de México
. Enciclopedia de México, 1977.
Historia de México
. México D.F.: Salvat, 1978.
México a través de los siglos
. Coyoacán: Cumbre, 1985. XXIII edición.
Todo México
. Enciclopedia de México, 1985.
Douaroniezh
Ayllón Torres, Teresa.
México: sus recursos naturales y su población
. México: Limusa, 1990.
Beltrami, Giacomo Costantino.
México
. Querétaro: Francisco Frías.
Cosío Villegas, Daniel (coordinador).
Historia General de México
. El Colegio de México, 1981.
Cosío Villegas, Daniel.
Historia Moderna de México
. México, D.F.: Hermes, 1973-1984.
D’arpi, Mario.
México
. Bergamo: Instituto Italiano d’arti grafiche, 1924.
Pérez Montfort, Ricardo.
Estampas de Nacionalismo Popular Mexicano
. México: Centro de Investigaciones en Estudios Superiores en Antropología Social (CIESAS), 1994.
Rezedowski, Jerzy.
Vegetación de México
. México: Limusa, 1978.
St. Louis, Mo.
México
. Secondand Arsenal: Aeronautical Chart and Information Center, 1965.
Istor
Bernal, Ignacio.
Kuize Geschichte Mexikos
. Editorial Koln, 1974.
Hale, Susan.
México
. Nueva York: Putnam’s, 1906.
Quirarte, Martín.
Visión panorámica de la historia de México
. Editorial Porrúa, 1976.
Solana, Fernando y otros.
Historia de la Educación Pública en México
. México, D.F.: Fondo de Cultura Económica, 1981.
Besrouantelezh Spagn-Nevez
Arcila Farias, Eduardo.
El siglo ilustrado en América. Reformas económicas del siglo XVIII en Nueva España.
México, D. F., 1974.
Calderón Quijano, José Antonio.
Los Virreyes de Nueva España durante el reinado de Carlos III
. Sevilla, 1967-1968.
Céspedes del Castillo, Guillermo.
América Hispánica (1492-1898)
. Barcelona: Labor, 1985.
Hernández Sánchez-Barba, Mario.
Historia de América
. Madrid: Alhambra, 1981.
Konetzke, Richard.
América Latina. La época colonial.
Madrid: Siglo XXI de España, 1976.
Navarro García, Luis.
Hispanoamérica en el siglo XVIII
. Sevilla: Universidad de Sevilla, 1975.
Pérez-Mallaína, Pablo Emilio y otros.
Historia Moderna
. Madrid: Cátedra, 1992.
Ramos Pérez, Demetrio y otros.
América en el siglo XVII
. Madrid: Rialp, 1982-1989.
Ramos Pérez, Demetrio y otros.
América en el siglo XVIII
. Madrid: Rialp, 1982-1989.
Rubio Mañé, Ignacio.
Introducción al estudio de los virreyes de Nueva España, 1535-1746
. México, D. F., 2ª ed., 1983.
Dispac’h mec’hikan
Cockcroft, James D.
Precursores intelectuales de la Revolución Mexicana
. México, D. F.: Siglo XXI Editores, 6ª ed., 1980.
Córdoba, Arnaldo.
La ideología de la revolución mexicana
. México, D. F., 1974.
Cumberland, Charles.
Madero y la revolución mexicana
. México, D. F.: Siglo XXI, 1977.
Mayer, Jean.
La Revolución Mexicana. 1910-1940.
Barcelona: Dopesa, 1972.
Roeder, Ralph.
Hacia el México moderno. Porfirio Díaz.
México, D. F.: Fondo de Cultura Económica, 1973.
Vives, Pedro A.
Pancho Villa
. Madrid: Historia 16 y Quorum, 1987.
Womack, John.
Zapata y la revolución mexicana
. México, D. F.: Siglo XXI Editores, 14ª ed., 1985.
Armerzh
Ángeles, Luis.
La reforma del Estado
. México, D.F.: PRI; IEPES, 1990.
Bosch García, Carlos.
Historia de las relaciones entre México y los Estados Unidos 1819-1848
. México: Secretaría de Relaciones Exteriores, 1985.
Georges Fauriol.
México
. Washington D.C.: Center for Strategic & International Studes George town University, 1983.
Green, Rosario.
La deuda externa de México
. México: Secretaría de Relaciones Exteriores; Nueva Imagen, 1988.
Green, Rosario.
Nuevo entorno internacional
. México, D.F.: PRI; IEPES, 1990.
Ibarra, Carlos M.
Economía política mexicana
. Puebla: Linotipográfica Económica, 1940.
Interpretaciones sobre el sistema político mexicano
. México: PRI; IEPES, 1990.
La apertura de México al pacífico.
México: Secretaría de Relaciones Exteriores, 1990.
La constitución mexicana, rectoría del Estado y economía mixta
. Editorial Porrúa 1985.
López Gallo, Manuel.
Economía y política en la historia de México
. México D.F.: Grijalbo, 1967.
México en la década de los 90
. Banco Nacional de México, Estudios Económicos y Sociales, 1993.
Política exterior de México
. México: Secretaría de Relaciones Exteriores, 1989.
Tello, Carlos.
La política económica en México
. Siglo XXI Editores, 1979.
Tena Ramírez, Felipe.
Leyes fundamentales de México, 1808-1964.
Editorial Porrúa, 1964.
Toribio, Lucio.
Economía actuarial en las empresas industriales
. Editorial CEMEX, 2005-2006.
Danvezioù all
Agricultura en Tabasco
. Higuera Bonfil, Antonio; Campos Solano y María del Rayo A.
Antropología social de la economía en el sureste de México
. Tlalpan: C.I.E.S.A.S. del Sureste, 1985.
México en la literatura
. Michener, James Albert.
México
. Madrid: Espasa Calpe, 1994.
Liammoù diavaez
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Beajoù (lec’hiennoù ofisiel)
(fr)
Kannati Mec’hiko e Frañs
(fr)
diplomatie.gouv.fr – Mec’hiko
(es)
Kavlec’h liammoù war-du lec’hiennoù ofisiel mec’hikan
Beajoù (lec’hiennoù all)
(fr)
Al Levr Beajiñ diwar-benn Mec’hiko
(fr)
Mec’hiko kuit a orogelloù
(fr)
Dizoleiñ Mec’hiko
(fr)
Luc’hskeudennoù eus Mec’hiko
(fr)
Titouroù ha kartennoù tematek diwar-benn Mec’hiko
(en)
Kartennoù ha titouroù douaroniel
(fr)
Mexique
Douaroniezh ha touristerezh e Mec’hiko
(fr)
Karnedoù-beaj e Mec’hiko
Traoù all
Mec'hiko
en
Open Directory Project
Mec'hiko travel guide
war Wikivoyage
Politikerezh
(en)
(es)
(fr)
Lec’hienn ofisiel prezidant republik Mec’hiko
(es)
Lec’hienn ofisiel gouarnamant Republik Mec’hiko
(fr)
Kendiviz diwar-benn dilennadeg ar gannidi e 2003
(fr)
Mec’hiko : un hir a emellerezh, gant Comaguer
(fr)
harzoù Mec’hiko – Stadoù-Unanet
Armerzh
(es)
Kuzul mec’hikan evit an diorren armerzhel ha sokial
(fr)
Kefridiezh armerzhel e Mec’hiko
(fr)
(es)
webfrabcia.com Postañ arc’hant ha labourat e Mec’hiko
(es)
Diorren Mec’hiko
(fr)
armerzh en tu all d’an harzoù
Trafik drammoù
(fr)
Politikerezh enep an drammoù e Mec’hiko
Kazetennoù
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Kazetennoù pennañ
Reforma
, Mec’hiko
Mural
, Guadalajara
El Norte
, Monterrey
Kazetennoù pouezus all
El Universal
, Mec’hiko
Excélsior
, Mec’hiko
La Jornada
, Mec’hiko
Proceso
, Mec’hiko
Ocho Columnas
, Guadalajara
El Informador
, Guadalajara
Kazetennoù lec’hel
Noroeste
, Culiacán
SurAcapulco
, Acapulco
ka
ke
Broioù
ha
Stadoù
Kreizamerika
, an
Antilhez
ha
Norzhamerika
Stadoù
Antigua ha Barbuda
Bahamas
Barbados
Belize
Costa Rica
Dominica
Republik Dominikan
Grenada
Guatemala
Haiti
Honduras
Jamaika
Kanada
Kuba
Mec'hiko
Nicaragua
Panamá
Saint Kitts ha Nevis
Santez Lusia
Sant-Visant hag ar Grenadinez
El Salvador
Stadoù-Unanet Amerika
Trinidad ha Tobago
Tiriadoù dalc'het
Danmark
Greunland
Frañs
Clipperton
Gwadeloup
Martinik
Saint-Barthélemy
Saint-Martin
Sant-Pêr-ha-Mikelon
Izelvroioù
Aruba
Bonaire
Curaçao
Saba
Sint Eustatius
Sint Maarten
Rouantelezh-Unanet
Anguilla
Bermuda
Inizi Gwerc'h Breizh-Veur
Inizi Cayman
Montserrat
Turks ha Caicos
Stadoù-Unanet
Navassa
Puerto Rico
Inizi Gwerc'h ar Stadoù-Unanet
ka
ke
Broioù
spagnolek
Yezh ofisiel
Europa
Spagn
Afrika
Ginea ar C'heheder
Ceuta
Melilla
Inizi Kanarias
Amerika
Arc'hantina
Bolivia
Chile
Kolombia
Costa Rica
Kuba
Ecuador
El Salvador
Guatemala
Honduras
Mec'hiko
Nicaragua
Panamá
Paraguay
Perou
Puerto Rico
Republik Dominikan
Uruguay
Venezuela
Mec'hiko-Nevez
Oseania
Enez Pask
Aozadurioù etrebroadel
Unaniezh Europa
Broadoù Unanet
Aozadur Stadoù Amerika
Unaniezh Afrika
Implijet stank
Europa
Andorra
Jibraltar
Afrika
Sahara ar C'hornôg
Amerika
Kalifornia
Texas
Arizona
Nevada
Kolorado
Florida
Belize
Aruba
Antilhez Nederlandat
Azia
Filipinez
ka
ke
Stadoù Mec'hiko
Stadoù Mec'hiko
Aguascalientes
Baja California
Baja California Sur
Campeche
Chiapas
Chihuahua
Coahuila
Colima
Durango
Guanajuato
Guerrero
Hidalgo
Jalisco
Stad Mec'hiko
Michoacán
Morelos
Nayarit
Nuevo León
Oaxaca
Puebla
Querétaro
Quintana Roo
San Luis Potosí
Sinaloa
Sonora
Tabasco
Tamaulipas
Tlaxcala
Veracruz
Yucatán
Zacatecas
Distrig Kevredadel
D'ar 16 Kerzu 2007, ez eo bet lakaet ar pennad-mañ war ar renk evit bezañ anavezet evel «
pennad eus an dibab
». Gallout a rit
reiñ hoc'h ali
war ar c'hinnig-se.
Sellet ouzh ar c'hemmoù kaset d'ar pennad dibaoe m'eo bet kinniget evit bezañ ur "pennad eus an dibab"
Adtapet diwar «
Rummadoù
Pennadoù war ar renk evit bezañ eus an dibab
Stadoù Amerika
Mec'hiko
Mec'hiko
Rannbennad nevez