Norvegia - Wikipedia
Mont d’an endalc’had
Eus Wikipedia
Kongeriket Norge
Kongeriket Noreg
Banniel Norvegia
Skoed-ardamez
Yezhoù ofisiel
Norvegeg
Bokmål
ha
Nynorsk
Kêr-benn
Oslo
Statud politikel
Unpenniezh
vonreizhek
Dizalc'hiezh
• Embannet
• Anzavet
(diouzh
Sveden
7 a viz Mezheven
1905
26 a viz Here
1905
Roue
Harald V
Kentañ ministr
Jonas Gahr Støre
Gorread
• En holl
• % dour
385.207
km²
Poblañs
5 627 400
(2026)
Stankter'
14,6 annezad/km²
Moneiz
Kurunenn norvegat
Krona
) (NOK)
Ger-stur
• Ger-stur ar roue
Hini ebet
Alt for Norge
"Pep tra evit Norvegia"
Kan broadel
Ja, vi elsker dette landet
"Ya, karout a reomp hor bro"
Gouel broadel
6 a viz Mezheven
Kod Internet
.no
Kod pellgomz
47
Notenn 1 :
yezhoù samiek
Sami
) a zo anavezet ent-ofisiel
e c’hwec’h rannvro
Notenn 2 :
gant an inizi
Svalbard
ha
Jan Mayen
Kontelezhioù Norvegia 2024
Un tu eus maen
Harald
Jelling
Norge e 1761
Iliz
Borgundstavkirke
Norvegia
, pe
Norge
Norge
bokmål
Noreg
nynorsk
), zo ur vro hag ur
rouantelezh
Kongeriket Norge
pe
Kongeriket Noreg
), e kornôg ledenez
Skandinavia
, pe
Lec'hlenn
En em astenn a ra a-hed ar
Meurvor Atlantel
, pe lodennoù anezhañ anvet
Mor an Hanternoz
er su ha
Mor Norvegia
en norzh. Harzoù he deus Norvegia gant
Sveden
, er reter, ha gant
Rusia
ha
Finland
er biz. Rannet eo diouzh
Danmark
, er su, gant ar
Skagerrak
Stag eo an inizi
Svalbard
ha
Jan Mayen
, en norzh, ouzh Rouantelezh Norvegia, koulz hag
Enez Bouvet
, e su ar Meurvor Atlantel.
Enez Pêr Iañ
, e su ar
Meurvor Habask
, a zo e dalc’h Norvegia ivez, met ne seller ket outi evel ul lodenn eus ar Rouantelezh.
Gerdarzh
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Eus an
norseg
Norðrvegr
, hent
(vegr)
an
Norzh
(Norðr)
, a oa an anv bet roet gant ar
Vikinged
d'ar broioù a c'hellent tizhout dre norzh ar
Meurvor Atlantel
, da lavaret eo Norvegia,
Island
ha
Greunland
Norvegr
a roas
Norwegen
en
alamaneg
Norway
saozneg
ha
Norvegia
latin
ar
Grennamzer
, alese an
italianeg
hag ar
spagnoleg
Norvegia
, ar
ruseg
Норвегия
Norvegiya
, ar
galleg
Norvège
hag ar brezhoneg
Norvegia
War unan eus
mein Jelling
Danmark
e voe engravet e runoù (
c.
980
) an anv
Nuruiak
, a vez treuzskrivet
Norveg
Bev eo chomet
Norvegr
er
yezhoù skandinavek
betek emdreiñ dre
Norégr
ha
Norégi
en
Norge
daneg
hag e
svedeg
Norge
ivez a lavarer e
bokmål
Noreg
eo e
nynorsk
("norseg nevez"), an div yezh ofisiel a ya da sevel an
norvegeg
Un displegadenn all, n'eo ket testeniekaet avat, eo e teuje
Norge
eus
Nór rige
rouantelezh
Nor
, pe
Norr
, saver ar rouantelezh hervez ar vojenn (evel
Konan Meriadeg
e Breizh).
Istor
kemmañ
kemmañ ar vammenn
En amzer ar
Vikinged
e voe ur rouantelezh dizalc’h eus Norvegia, adalek an
IXvet kantved
, ha gant tud eus Norvegia e voe trevadennet douaroù pell er c’hornôg, evel an
Inizi Faero
Island
, enezeg
Breizh-Veur
Greunland
. Mont a reas dinastiezh rouaned Norvegia da get e
1387
hag unanet e voe ar vro gant
Danmark
ha
Sveden
en
Unvaniezh Kalmar
. P’en em zistagas Sveden diouzh Unvaniezh Kalmar er
XVIvet kantved
e chomas Norvegia hec’h-unan gant
Danmark
, evel ur rannvro bell, stag outañ. Troc’het e voe Norvegia diouzh ar peurrest eus
Europa
pa voe degemeret ar
brotestantiezh
er vro, rak paouez a reas perc’hirined da zont eus
Europa
war bez Sant Olaf e
Nidaros
. Goude ma voe faezhet gant
Napoleon
e rankas
Danmark
lezel Norvegia gant
Sveden
1814
(hogen an douaroù tramor bet dizoloet gant Norvegiz, evel
Greunland
Island
, an
Inizi Faero
, a chomas stag ouzh
Danmark
). He bonreizh dezhi he doa Norvegia hag he gouarnamant dezhi ivez ; ne oa unanet ouzh
Sveden
nemet dre ma oa roue
Sveden
o ren war Norvegia ivez. A-benn ar fin e teuas Norvegia da vezañ dizalc’h da vat e
1905
Neptu e chomas Norvegia e-pad ar
Brezel bed kentañ
ha klask a reas chom neptu ivez da vare an
Eil brezel bed
, met taget hag aloubet e voe gant an
Alamaned
e miz Ebrel
1940
e-pad
Emgann Norvegia
. Ar Roue
Haakon VII
hag ar gouarnamant a c'hellas tec'hout da
Vreizh-Veur
. E 1942 e voe savet ur gouarnamant kenlabourer gant
Vidkun Quisling
. Dieubet e voe e
1945
. Goude m'he doa klasket chom neptu diagent, ar wech-mañ e teuas ar vro da vezañ unan eus diazezourien an
AFNA
hag an
ABU
(da Aozadur ar Broadoù Unanet e roas e sekretour kentañ,
Trygve Lie
). Deuet eo ar vro da vezañ unan eus ar re binvidikañ er bed (gant an tireoul a zo bet kavet e
Mor an Hanternoz
. Dre ziv wech he doa nac'het Norvegia mont en
Unaniezh Europa
(e
1972
hag e
1994
).
Politikerezh
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Ur
rouantelezh
vonreizhel
eo Norvegia, gant ur
Parlamant
. Kemer perzh el lidoù a ra ar roue dreist-holl, hep na vefe gantañ kalz a c’halloud, met arouez unded ar vro eo eñ.
169 c’hannad zo e parlamant Norvegia, ar
Storting
, ha dilennet e vezont en 19 kontelezh, evit ur prantad pevar bloaz, hervez an doare mouezhiañ kenfeurel. Rannet eo ar Storting e div gambr, an
Odelsting
hag al
Lagting
, a c’hell bezañ bodet pep hini diouzh he zu evit traoù zo, pe a-gevret evit traoù all.
Rannadur melestradurel
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Rannet eo Norvegia e 15 kontelezh (
fylker
) hag e 5 rannvro (
landsdel
). War ar gartenn-mañ e weler anezho gant pep a niverenn (n’eus niverenn 13 ebet, a-ratozh) :
Kontelezh 2024
Admistrative center
Oslo
Oslo
11
Rogaland
Stavanger
15
Møre og Romsdal
Molde
18
Nordland
Bodø
31
Østfold
Sarpsborg
32
Akershus
Oslo
33
Buskerud
Drammen
34
Innlandet
Hamar
39
Vestfold
Tønsberg
40
Telemark
Skien
42
Agder
Kristiansand
46
Vestland
Bergen
50
Trøndelag
Steinkjer
55
Troms
Tromsø
56
Finnmark
Vadsø
Ouzhpenn se ez eus 357 a gumunioù.
Douaroniezh
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Ur vro hir-hir eo Norvegia, p’en em led a-hed 1752 km eus an norzh d’ar su, hag a-hed 430 km d’ar muiañ ha 6 d’an nebeutañ a reter da gornôg. Ur vro veneziek eo ivez, levezonet gant krignerezh amzer ar skorn. Ar
Galdhøpiggen
eo ar menez uhelañ, a sav e uhelder da 2 469 m. Troc’het-didroc’het eo an aod, a-hed ouzhpenn 20 000 km, gant e-leizh a
inizi
, a garregoù hag a
fjordoù
Emañ hanternoz ar vro en norzh da
Gelc'h pennahel Arktika
. El lodenn-se eus ar vro neuze e weler
heol hanternoz
e-pad meur a sizhun e-pad an hañv. En enep e vez teñval er goañv e-pad devezhioù ha devezhioù.
Armerzh
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Emañ ar gapitalouriezh sokial e pleustr er vro. 2.1% oa ar feur dilabour e miz Du
2006
, ha 3.3 % e
2014
10
Eoul-maen
ha
gaz
a oa 35% eus an ezporzhioù e
1999
. Ar pesketaerezh zo pouezus ivez.
Poblañs
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Kastell ar Roue en Oslo
Sevel a ra an niver a du a zo o vevañ e Norvegia da 4,6 milion (e Gouere 2004). Goustadik e kresk an niver-se (0,4% bep bloaz). Diskennidi eus ar
Vikinged
eo ar braz eus an dud, met en hanternoz e kaver ur bobl all, ar bobl
Sami
, hag ivez un nebeud tud deuet eus Finland (
Kven
). Henvroidi eo ar
Samied
hag a-gozh e vezont kavet el lodenn-se eus Norvegia, hag er broioù amezek (Sveden, Finland ha Rusia). Ar brasañ niver anezho koulskoude a zo bremañ o chom en
Oslo
Er bloavezhioù diwezhañ eo kresket kalzik an niver a dud divroet eus broioù all :
Pakistan
Irak
Vietnam
Somalia
Sveden
ha
Danmark
. Mont a raent d’ober 7,9% eus poblañs Norvegia d’ar
1añ a viz Genver
2005
Ar c'hêrioù brasañ eo
Oslo
Bergen
Trondheim
Stavanger
ha
Tromsø
Yezhoù
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Daous stumm skrivet a zo d’an
norvegeg
, anvet
Bokmål
ha
Nynorsk
, ha n’eo ket bras ar c’hemm etrezo. Ar Bokmål eo ar stumm implijet gant ar muiañ niver eus an dud. En norzh e kaozeer ivez yezhoù
samiek
, yezhoù ha n’int ket kar tamm ebet d’an norvegeg.
Relijion
kemmañ
kemmañ ar vammenn
An darn vrasañ eus Norvegiz a zo
luterianed
(86%). Tost da 7% anezho a heuilh kredennoù all, hag ar peurrest a lavar n’o deus relijion ebet.
Un nebeud tud vrudet eus Norvegia
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Niels Henrik Abel
(matematikour)
Roald Amundsen
(ergerzher)
Bjørnstjerne Bjørnson
(skrivagner)
Gro Harlem Brundtland
(politikourez)
Leifr Eiríksson
(ergerzher)
Edvard Grieg
(sonaozer)
Knut Hamsun
(skrivagner)
Thor Heyerdahl
(ergerzher)
Henrik Ibsen
(skrivagner)
Helge Ingstad
(ergerzher)
Trygve Lie
(politikour)
Edvard Munch
(livour)
Fridtjof Nansen
(ergerzher)
Vidkun Quisling
(politikour)
Sigrid Undset
(skrivagnerez)
Ivar Aasen
(yezhour)
Simen Agdestein
(c'hoarier
echedoù
Magnus Carlsen
(c'hoarier
echedoù
Gustav Vigeland
(kizeller)
Skeudennoù
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Ar vro hag an natur
Preikestolen
, «
Maen ar Prezeger
Lamm-dour ar Seizh C'hoar, e
Geirangerfjord
Skorneg
Briksdalsbreen
Menezioù Ulvikfjord en
Ulvik
Djupfjorden war
Moskenesøya
, e
Lofoten
Levrlennadur
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Per Denez
Bro-Norge
Ar Vro
44, miz Du 1967, p. 70
Liammoù diavaez
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn
Norvegia
a vo kavet e
Wikimedia Commons
Norge.no – Lec'hienn ofisiel ar gouarnamant
(e norvegeg hag e saozneg)
Statistisk sentralbyrå
(burev ar stadegoù, e norvegeg hag e saozneg)
Sognefjord
(titouroù e norvegeg, saozneg, alamaneg, galleg pe nederlandeg)
Notennoù ha daveennoù
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Arealstatistics for Norway 2019
. Kartverket, mapping directory for Norway (2019).
Kavet :
22-03-2019
Population, 2026-01-01
(en)
. Statistics Norway (2026-02-25).
Kavet :
2026-02-26
3,0
ha
3,1
Fylkesinndelingen fra 2024
(no)
. Regjeringen (2022-07-05).
Kavet :
2024-03-02
Geriadur brezhoneg-galleg Roparz Hemon
, 1993, pajenn 600
KerOfis
Ofis publik ar brezhoneg
Per Denez
Bro-Norge
Ar Vro
44, miz Du 1967, p. 70.
Eil Derez Diwan,
Kreizenn ar Geriaouiñ
, trede embannadur kresket 1993.
(en)
The Runic Stones in Jelling
(fr)
Deroy, Louis & Mulon, Martine :
Dictionnaire de noms de lieux
, Le Robert, 1992,
ISBN 978-2-8503-6195-1
, p. 345.
(fr)
Suisse, Japon, Norvège… : Ces pays où le chômage est inexistant
Le Figaro
, d'an 8 a viz Gouere 2014
ka
ke
Stadoù ha tiriadoù ispisial
Europa
Unaniezh Europa
(27 stad, holl ezel ivez eus Kuzul Europa)
Alamagn
Aostria
Belgia
Bulgaria
Danmark
Estonia
Finland
Frañs
Gres
Hungaria
Italia
Iwerzhon
· an
Izelvroioù
Kiprenez
Kroatia
Latvia
Lituania
Luksembourg
Malta
Polonia
Portugal
Roumania
Slovakia
Slovenia
Spagn
Sveden
Republik Tchek
Banniel Unaniezh Europa
Kuzul Europa
(47 stad)
Albania
Andorra
Armenia
Azerbaidjan
Bosnia-ha-Herzegovina
Island
Jorjia
Liechtenstein
Moldova
Monako
Montenegro
Norvegia
Makedonia an Norzh
Rouantelezh-Unanet
Rusia
San Marino
Serbia
Suis
Turkia
Ukraina
Banniel Kuzul Europa
Stadoù
europat
, er-maez eus Kuzul Europa
Belarus
Vatikan
Stad
europat
ha n'eo ket anavezet gant an holl
Kosovo
Rannvroioù
europat
gant ur statud ispisial
Akrotiri ha Dekhelia
Åland
Inizi Faero
Gwernenez
Jan Mayen
Jerzenez
Jibraltar
Manav
Svalbard
Stadoù
europat
, ha n'int ket anavezet
Abc'hazia
Sealand
Osetia ar Su
Treuznistria
Republik Turk Kiprenez an Norzh
ka
ke
Monarkiezhoù
ar Bed
Afrika
Eswatini
° •
Lesotho
Maroko
Azia
Arabia Saoudat
° •
Bahrein
* •
Bhoutan
° •
Brunei
° •
Emirelezhioù Arab Unanet
^ •
Japan
Jordania
* •
Kambodja
^ •
Koweit
* •
Malaysia
^ •
Nepal
Oman
° •
Qatar
° •
Thailand
Kenglad ar Broadoù
Commonwealth
):
Antigua ha Barbuda
Aostralia
Bahamas
Barbados
Belize
Grenada
Jamaika
Kanada
Papoua Ginea-Nevez
Rouantelezh Unanet
Saint Kitts ha Nevis
Santez-Lusia
Sant Visant hag ar Grenadinez
Inizi Salomon
Tonga
Tuvalu
Zeland-Nevez
Monarkiezhoù
european
all:
Belgia
Danmark
an Izelvroioù
Liechtenstein
* •
Luksembourg
Monako
* •
Norge
Spagn
Sveden
Vatikan
Sez Santel
)°^
monarkiezh absolut
, *
monarkiezh damvonreizhel
, ^ monarkiezh dre zilennadegoù
ka
ke
Aozadur ar Feur-emglev Norzh-Atlantel
(AFNA)
Izili
Alamagn
Albania
Belgia
Bulgaria
Danmark
Estonia
Frañs
Gres
Hungaria
Island
Italia
Izelvroioù
Kanada
Kroatia
Latvia
Lituania
Luksembourg
Makedonia an Norzh
Montenegro
Norvegia
Polonia
Portugal
Rouantelezh-Unanet
Roumania
Slovakia
Slovenia
Spagn
Stadoù-Unanet
Republik Tchek
Turkia
Flag of NATO
Istor
Feur-emglev Mor Atlantel an Norzh
Emvodoù an AFNA
Oberadurioù an AFNA
Roll ar pleustradegoù
Kresk an AFNA
Dilez eus an AFNA
Eneberezh ouzh an AFNA
Damani an AFNA war ar gwiad
Arouezioù
Animus in consulendo liber
Banniel an AFNA
• "
Kan an AFNA
" •
Deiz an AFNA
Medalenn an AFNA
Adtapet diwar «
Rummadoù
Monarkiezhoù
Aozadur Feur-emglev Norzh-Atlantel
Broioù
Norvegia
Rummad kuzhet:
Pajennoù a ra gant liammoù burzhudus ISBN
Norvegia
Rannbennad nevez
US