Olympe de Gouges - Wikipedia
Mont d’an endalc’had
Eus Wikipedia
Olympe de Gouges
den
Reizh pe jener
plac'h
Bro ar geodedouriezh
Frañs
Anv e yezh-vamm an den
Olympe de Gouges
Anv ganedigezh
Marie Gouze
Anv-bihan
Olimpe
Anv-familh
Gouze
Lesanv
Olympe de Gouges
Deiziad ganedigezh
7 Mae 1748
Lec'h ganedigezh
Montalban
Deiziad ar marv
3 Du 1793
Lec'h ar marv
Pariz
Doare mervel
kastiz ar marv
Abeg ar marv
dibennañ
Pried
Louis-Yves Aubry
Bugel
Pierre Aubry de Gouges
Yezh vamm
okitaneg
Yezhoù komzet pe skrivet
galleg
okitaneg
Yezh implijet dre skrid
galleg
Kondaonet evit
trubarderezh
Tachenn labour
abolitionism
Gwregelouriezh
Strollad politikel
Girondists
Relijion pe kredenn
deism
Oberenn heverk
Declaration of the Rights of Woman and the Female Citizen
Q25389160
Diellaouet gant
Atria Institute on gender equality and women's history
Ezel eus
Society of the Friends of Truth
Statud e wirioù aozer
Ar gwirioù aozer ne dalvezont ket ken
Eus Wikidata
Olympe de Gouges
Marie Gouze
, lesanvet
Marie-Olympe de Gouges
ha chomet en istor dindan an anv
Olympe de Gouges
1748
1793
), a voe ur
dramaourez
hag ur
bolitikourez
c'hall
a c'hounezas brud dre he skridoù
gwregelour
hag enep ar
sklaverezh
E deroù ar bloavezhioù
1780
e krogas da skrivañ pezhioù-c'hoari. Pa oa ar bec'h politikel o sevel o Bro-C'hall ez emellas mui-ouzh-mui er rendaeloù. En un doare fraezh e tisplegas he soñjoù a-zivout gwellaat buhez ar sklaved en
trevadennoù
evel ma oant e
1788
; war an dro e krogas da sevel flemmskridoù politikel a-benn difenn gwirioù ar
merc'hed
ha sevel enep gwalldaolioù kaserien an
Dispac'h gall
Hiziv an deiz e chom evel ar vaouez kentañ a c'houlennas ma vije roet d'ar merc'hed an hevelep gwirioù ha re ar wazed.
Buhez
kemmañ
kemmañ ar vammenn
En un tiegezh bourc'hizien izel eus
Montalban
e voe ganet d'ar Meurzh
7 a viz Mae 1748, gant Anne-Olympe Mouisset, merc'h d'ur mezherer, hag he fried Pierre Gouze, kiger a vicher. Hervez ar vrud a rede e kêr e oa Marie Gouze merc'h he faeron Jean-Jacques Lefranc, markiz a Bompignan. En aner e klaskas Marie Gouze bezañ anavezet ez-ofisiel gant ar markiz, ar pezh a levezonas e labour evit difenn gwirioù ar vugale zireizhek.
1765
, d'an oad a 17 vloaz, e voe euredet da vab un tineller ; diwezhatoc'h e skrivas :
Euredet e voen d'ur gwaz ha ne garen ket ha ne oa na pinvidik nag a renk uhel.
Aberzhet e voen hep na vije abeg pe abeg en devije gallet kompezañ an heug a oa ennon ouzh an den-se.
Olympe de Gouges, "Mémoire de Madame de Valmont contre la famille de Flaucourt"
Bloaz goude an
eured
e varvas he fried ; da neuze e krogas Marie Gouze gant he buhez dezhi. Er bloavezh
1770
ez eas da
Bariz
gant he mab Pierre, hag eno e kemeras an anv a
Olympe de Gouges
1773
e krogas da zaremprediñ un uhelgargad eus ar
Morlu
anvet Jacques Biétrix de Rosières en he c'hasas gantañ da
saloñsoù
Pariz ma voe brudet dre he c'hened ha ma kejas ouzh
arzourien
prederourien
skrivagnerien
ha politikourien.
Unnek vloaz war-lerc'h, e
1784
, ha hi 36 vloaz, e skrivas hec'h oberenn gentañ : ur pezh-c'hoari anvet
Zamore et Mirza
a oa enep ar sklaverezh, a voe embannet e
1788
evel
Zamore et Mirza, ou l'heureux naufrage
hag a voe leurennet e
1789
gant an titl
L'esclavage des nègres
. Teir gwezh hepken e voe c'hoariet abalamour ma voe emgannoù etre dalc'hidi ar sklaverezh ha re he zorradur
(dre ul lezenn bet embannet d'ar 4 a viz C'hwevrer
1776
ha sinet gant ar roue gall
Louis XV
e oa bet torret ar gwir da gaout sklaved e Bro-C'hall — e Bro-C'hall hepken, ket en trevadennoù). E
1792
e voe adembannet dindan an talbenn
L'esclavage des noirs
1790
e skrivas ur pezh-c'hoari all diwar-benn ar sklaverezh c'hoazh,
Le marché des noirs
, a voe nac'het gant ar c'hoariva
Comédie-Française
. En hevelep bloavezh e voe torret lezenn Louis XV gant ar Breudoù gall.
1791
ez emezelas e Kevredigezh Mignoned ar Wirionez
(Société des Amis de la Vérité)
, a glaske tizhout ingalded ar gwirioù politikel ha lezennel etre gwazed ha merc'hed. Er Gevredigezh-se e reas un disklêriadenn a zo chomet brudet :
Gwir o deus ar merc'hed da bignat ar chafod ; dleet eo dezho ivez kaout gwir da bignat al leurenn a-benn komz.
Olympe de Gouges
En hevelep bloavezh e voe embannet ar Vonreizh nevez, d'an 3 a viz Gwengolo ; laouen-bras e oa bet Olympe de Gouges pa oa c'hoarvezet an
Dispac'h gall
, hogen dipitet-bras ivez e voe pa verzas ne oa ar "c'hevatalder" skrivet er Vonreizh nevez nemet evit ar wazed. Ha "Disklêriadur gwirioù ar Wazed" hepken e oa bet
Disklêriadur gwirioù Mab-den hag ar C'heodedad
ar 26 a viz Eost
1789
Pajenn gentañ
Déclaration des droits de la femme et de la citoyenne
E 1791 c'hoazh ez embannas Olympe de Gouges he respont, e stumm ur skrid a anvas
Déclaration des droits de la femme et de la citoyenne
, heuliet gant
Le contrat social
, anvet war-lerc'h oberenn
Jean-Jacques Rousseau
, ma kinnigas ma vije an dimeziñ diazezet war an ingalded etre ar priedoù.
Kenderc'hel a reas da stourm enep kement anatadenn a gave direizh e-keñver gwirioù mab-den : sevel a reas enep dibennadur ar roue
Louis XVI
abalamour ma 'z enebe-hi ouzh
kastiz ar marv
hag ivez abalamour ma oa gwell dezhi ur roue gwan eget ur roue harluet oc'h itrikañ da derriñ an Dispac'h. A-feur ma teue an Dispac'h taeroc'h-taerañ e voe heñvel gant skridoù Olympe de Gouges.
Poltred Olympe de Gouges e 1793, aozour dianav.
D'an
10 a viz Meurzh
1793
e voe staliet Lez-varn an Dispac'h. D'ar 29 a viz Meurzh e voe kemennet kastiz ar marv evit kement den a ginnigje ur rezhiad politikel estreget ar
Republik
dirannus, hep na c'hallje ober galv d'al Lez-varn nevez.br />
D'an 2 a viz Even 1793 e voe harzet mignoned Olympe de Gouges,
Girondiz
anezho a stourme enep
Jakobined
Maximilien de Robespierre
— d'ar 4 a viz Even e skrivas Olympe de Gouges :
J'avais tout prévu, je sais que ma mort est inévitable.
Marv Olympe de gouges.
Pelloc'h e tivizas ar gouarnamant aotren ar mouezhiadegoù-pobl, kement-se en abeg d'ar ronkadeg a oa o sevel er vro abalamour da unveliezh ar Jakobined. Tennañ splet eus al lezenn nevez a reas Olympe de Gouges evit embann
Les trois urnes, ou le salut de la Patrie, par un Voyageur Aérien
, ur skrid ma c'houlenne ma vije aozet ur vouezhiadeg-pobl a-benn dibab etre ur republik dirannus, unan gevredel hag un
unpenniezh vonreizhel
. D'ar Sadorn 20 a viz Gouere 1793, pa oa gant he mouller o pegañ skritell-vrudañ ar skrid war moger ti-kêr Pariz, e voe flatret d'an archerien ha harzet war an tach.
Tri miz-pad e chomas en toull-bac'h, hep alvokad rak nac'het e voe dezhi he gwir da gaout unan en abeg ma oa gouest d'em zifenn hec'h-unan, hervez he skridoù
Ha hi bac'het e kavas an dro da embann
Olympe de Gouges au tribunal révolutionnaire
ma konte he frosez
., hag
Une patriote persécutée
ma kondaone ar
Spont bras
D'an 2 a viz Du e voe kondaonet, ha dibennet d'ar Sul 3 a viz Du 1793.
Kontet e voe diwezh buhez Olympe de Gouges gant ur Parizian dianav a zalc'he un deizlevr :
Dec'h, da seizh eur noz, e voe kaset un den dispar an disparañ anvet Olympe de Gouges a zouge an titl meurdezus a vaouez a lizhiri, tra ma oa Pariz a-bezh o vamiñ dirak he c'hened en ur c'houzout ne ouie ket he lizherennoù zoken... Sioul e tostaas d'ar chafod, seder he zremm, hag e redias kebened an dibennerez o devoa he c'haset betek al lec'h a jahin-se da anzav ne oa bet biskoazh gwelet hevelep kalonegezh ha kened... Ar vaouez-se... he devoa splujet en Dispac'h, korf hag ene. Met dre m'he devoa meizet buan pegen kriz e oa ar reizhiad bet dibabet gant ar Jakobined e tivizas mont war he c'hil. Klask a reas dre he skridoù divasklañ an drougoberien dre al labour lennegel he devoa moullet ha lakaet war wel. Biskoazh ne bardonjont dezhi, ha gant he fenn e paeas evit he dievezh
Meneget gant Sophie MOUSSET
Pignet he devoa Olympe de Gouges ar chafod en diwezh, goude bezañ bet war al leurenn bolitikel o tifenn gwirioù ar merc'hed.
Gant ur vaouez yaouank avat e oa bet disklêriet d'an archerien.
Hêrezh
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Mab Olympe de Gouges, ar Jeneral Pierre Aubry de Gouges, a yeas da
C'huyana
gant e wreg hag o femp bugel. Pa varvas e
1802
e klaskas e intañvez distreiñ da Vro-C'hall, met mervel a reas e-kerzh ar veaj war vor.
An div verc'h a zimezas e
Gwadaloup
: Marie Hyacinthe Geneviève de Gouges d'un ofiser
saoz
, ha Charlotte de Gouges d'ur politikour
amerikan
En enor da Olympe de Gouges
kemmañ
kemmañ ar vammenn
1989
e krouas an arzour
sukorean
Nam June Paik un oberenn anvet
Olympe de Gouges in La fée électronique
a zo war ziskouez e Mirdi an Arzoù Arnevez kêr Bariz.
D'an 8 a viz Meurzh
2007
e voe roet an anv
Place Olympe de Gouges
d'ul leurgêr e Pariz. Meur a lec'h, evel skolioù pe straedoù, a zoug an anv-se e Bro-C'hall.
Er bloavezh 2007 ivez e c'houlennas
Ségolène Royal
, da heul an
istorourez
Catherine Marand-Fouquet e 1989, ma vije relegoù Olympe de Gouges lakaet e
Panthéon
Pariz, hogen n'eus roud ebet anezho : hep mar int bet douaret en ur bez boutin, evel re kalz gouzañvidi da vare ar Spont. Ul lid hepken e vije seveniñ het S. Royal.
Devet e voe skrid
Le marché des noirs
; e
1808
e voe Olympe de Gouges lakaet gant an abad Grégoire war e listennad gwazed
(sic)
kalonek o devoa breutaet a-du gant kaoz an dud du.
Labour a chome da ober war-lerc'h marv Olympe de Gouges eta.
Notennoù
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Deiziadur peurbad
2,0
2,1
2,2
ha
2,3
PAUL Pauline,
I Foresaw it all: The Amazing Life and Oeuvre of Olympe de Gouges
, er gazetenn
alaman
Die Zeit
d'an 2 a viz Even 1989
— Lenn ar pennad
(en)
Olympe de Gouges
L'esclavage des nègres - Version inédite du 28 décembre 1789, suivie des Réflexions sur les hommes nègres
, kinniget gant CHALAYE Sylvie & RAZGONNIKOFF Jacqueline, L'Harmattan, 2006
ISBN 978-2-296-01137-3
(fr)
VANPEE Janie,
Performing justice: The Trials of Olympe de Gouges
, Theatre Journal, Levrenn 51, niv. 1, Meurzh 1999, pp. 47-65
Lenn un arroudenn
(en)
Procès d'Olympe de Gouges devant le tribunal révolutionnaire
(fr)
MOUSSET Sophie,
Olympe de Gouges et les droits de la femme
, Pocket, 2007,
ISBN 978-2-266-14628-9
(fr)
BLANC Olivier,
Marie-Olympe de Gouges, une humaniste à la fin du XVIIIe siècle
, R. Viénet, 2003
ISBN 978-2-84983-000-0
(fr)
Daveennoù
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Olympe de Gouges
Déclaration des droits de la femme et de la citoyenne
, Mille et une nuits, 2003
ISBN 978-2-84205-746-6
Olympe de Gouges
Œuvres de La Citoyenne de Gouges, En Deux Volumes, Formant Le Recueil de Ses Ouvrages Dramatiques Et Politiques, Se Trouvent Chez Le Jay, Pere, Rue Neuve Des Petits-Champs, Et Chez Les Marchands de Nouveautes
, 1748, Nabu Press, 2010
ISBN 978-1-17258-291-4
— Moullet diwar c'houlenn
Catel
, Olivier :
Olympe de Gouges
, Casterman, Paris, 2012,
ISBN 978-2-20303-177-7
Cutrufelli
, Maria Rosa &
Roptin
, Caroline :
J'ai vécu pour un rêve — Les derniers jours dOlympe de Gouges
, Autrement, 1993
ISBN 978-2-74671-078-8
Desrenards
, Louise :
Olympe de Gouges — La révolte d'une femme
, E-dite, 2006,
ISBN 978-2-84608-190-0
Faucheux
, Michel :
Olympe de Gouges
, Folio, 2018
ISBN 978-2-07269-387-8
Glaime
, Émilie :
La barbe !
, Le Tigre Éditions, 2010,
ISBN 978-2-35719-019-1
Grimm
, Caroline :
Moi, Olympe de Gouges
(romant), Calmann-Lévy, 2009,
ISBN 978-2-70213-989-9
Monin-Rotureau
, Évelyne :
Olympe de Gouges
, PEMF, 2002,
ISBN 978-2-84526-410-6
Solal
, Elsa :
Olympe de Gouges — Non à la discrimination des femmes
, Actes Sud Junior, 2009,
ISBN 978-2-74278-368-7
Levrlennadur
kemmañ
kemmañ ar vammenn
CATEL Olivier,
Olympe de Gouges
bannoù-treset
), Casterman, 2012, 488 pajenn, ISBN : 978-2-203-03177-7.
Liammoù diavaez
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Skridoù Olympe de Gouges
Wikisource
(fr)
Olympe de Gouges, une Quercynoise en route vers le Panthéon
(fr)
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn
Olympe de Gouges
a vo kavet e
Wikimedia Commons
Adtapet diwar «
Rummadoù
Benelouriezh
Dispac'h gall
Merc'hed dibennet
Ganedigezhioù 1748
Marvioù 1793
Rummad kuzhet:
Pajennoù a ra gant liammoù burzhudus ISBN
Olympe de Gouges
Rannbennad nevez
US