Kêr-benn
Bro-C'hall
eo
Pariz
Paris
galleg
, distaget [paʁi]). Departamant ha pennlec'h departamant eo ivez, ha pennlec'h
rannvro
Enez-Frañs
ivez. 2,187 milion a dud a zo o chom e kêr Pariz d'ar 1

a viz Genver 2020. Parizianed eo an anv a vez graet eus an annezidi.
Savet eo bet war unan eus
kammdroennoù
ar
Saena
(daoust ma tlefer envel anezhi an
Yonne
hervez an hidrologourien
).
Santez Jenovefa
eo patronez Pariz, abaoe m'he doa graet da
Attila
, roue an
Huned
, chom hep tagañ ar gêr, gouez d'ar vojenn.
Ger-ardamez
Pariz,
Fluctuat, nec mergitur
(O wintañ-diwintañ ned a ket da sankañ) a zo liammet ouzh un arouez kozh-tre, hini ar
vag
, ar "Scilicet" e anv, a zo bet ardamez marc'hadourien an dour, mistri ar gêr er
Grennamzer
. Ur roll dibar en deus c'hoariet e istor Bro-C'hall abaoe ar Grennamzer ha betek hiziv.
Anavezet eo er bed a-bezh en abeg d'he
monumantoù
bras ha bihan, niverus an holl anezho, evel an
Tour Eiffel
hag ar
Bolz-enor
, ha d'he buhez sevenadurel ivez
Daveoù a vank
. Un istor kozh a zo ganti hag ur roll armerzhel bras-tre kreñvaet gant he saviad ken eo deuet da vezañ un ahel a-bouez evit ar
pellgehenterezh
a-dreuz
Europa
Daveoù a vank
. Ul lec'h brudet evit ar
c'hiz
hag ar
pompad
eo ouzhpenn. Bodañ a ra war an dro ar galloud politikel, armerzhel, sevenadurel ha barnerezhel e
Frañs
Hervez an
EBSSA
e oa 2 103 778 a dud o chom e kêr Pariz e 2023. Dre ma'z eo aet ar boblañs da leuniañ degadoù a gumunioù tro-dro (en
XX
vet
kantved
dreist-holl) eo bet termenet
tolead kêr
Pariz, 12 089 000 a annezidi e 2008 ennañ.
Ardamez Pariz
Lutecia
(J. Kezar)
Oppidum Parisianorum
Bell. Gall.
VI, 3 4)
Loukotokia
(Strabon,
Geographia
, IV, 3, 5)
Lutecia
, pe
Luticia Parisianorum
It. Ant
.)
Civ(itas) Par(isiorum)
ː (
CIL
, XIII, 8974)
Parisii
(Amm. Marcell.
Not. Gall; Not. Dign; Codex Theodosius
Parisius
(Vt Kantved;
Not. Dign, Occ.
XLII, 23)
Parisius
(Gregor a Dours)
Lutetia
e oa e
latin
gant Julius Caesar,
Commentariorum de bello gallico
ha Λουκοτοκίαν
Lukotokia
gant
Strabon
Geographia
, IV, 3, 5
. Hep mar e teu ar stumm-se eus ar
galianeg
luco
-, "
geun
", rak gwall c'heuniek e oa al lerc'h da vare J. Caesar hervez e desteni, hogen n'eur ket evit displegañ al lostger
-tecia
. E dibenn an
Impalaeriezh roman
e voe dilezet nebeut-ha-nebeut an anv latin-se.
Anvet eo bet Pariz diwar anv
meuriad
galian
, ar
Parisii
. Un nebeud
martezeadennoù
a zo bet kinniget evit displegañ an anv :
Ar wrizienn
c'halianek
"kwar" a dalvezfe evit
mengleuz
, rak meur a hini a zo bet kleuziet er rannvro.
(daveoù, mar plij)
Par
a c'hellfe bezañ ur ger
galianek
evit lestr hag ul lestr eo
ardamez
Pariz.
(daveoù, mar plij)
Par
a c'hellfe ivez bezañ ur ger
galianek
pario
evit kaoter, chaodouron.
per
en brezhoneg a-vremañ, hervez Xavier Delamarre
Parisius
a lenner war pezhioù-moneiz ar
Veroveed
. Eus anv ar boblad
galian
Parisii
e teu ar stumm-se : kement hag "oberourien", "artizaned" e talv an anv, diwar ar wrizienn
indezeuropek
ha galianek
par-
"ober", hervez Georges Dottin
Paris
a zo bet miret e galleg adalek an
XIII
vet
kantved
An doueez egiptat
Isis
, rak e talvezfe "
per Isis
" kloz pe templ Isis e
egipteg
(daveoù, mar plij)
Hervez ur vojenn anavezet mat e
Breizh
e vije liammet Pariz gant
Kêr-Is
ha Pariz ur ger par da hini Is.
(daveoù, mar plij)
An
ostilhoù
koshañ evit kleuziañ bet kavet war
ribl
ar Saena a zo bet deiziataet 40 000 bloaz. War takad Bercy ez eus bet kavet roudoù ur
gêriadenn
, savet war-dro 4000 war vrec'h sec'h ar Saena. Lakaet eo bet war-wel
pirogennoù
priajoù
gwaregoù
gant o
biroù
, ostilhoù graet e korn koulz hag e maen
Feunteun Wallace
N'eus kazi keloù ebet eus ar prantad etre ar ragistor ha mare ar galianed-romaned. M'eo bet graet ul liamm etre ar
Parisii
, ur
meuriad
galian
, hag ar gêr a vo anvet Pariz, ne anavezer ket pelec'h ha pegoulz o deus savet ar "Parisii" o c'hêr-benn. Gwelet eo bet "
Lutetia
", ar gêr seizet gant
Labienus
letanant
Kezar
- 52
(troet e vez "Lutetia" da "Lutèce "e
galleg
). N'eus roud ebet eus ar gêr galian-se. Klasket e 'z eus bet e inizi ar Sen, enez ar Geoded, enez Saint-Loeiz pe war un
enezenn
a zo bet e genou ar stêr Bièvres. Nevez'zo eo bet kinniget ma vije bet ar gêriadenn e plas hini kavet e
Nanterre
tost d'ar Menez-Valerian. Ne oa ket Lutetia kêr-benn Galia, met
Lugdunum
Lyon
) eo bet hini ar C'halianed.
Ne oa ket kustum d'ar Romaned sevel o geodedoù e plas ar gêrioù galian ha setu perak ez eus bet ur gêr roman savet er c'hantved kentañ war ar
riblenn
gleiz war dinaou ar Menez Sant-Jenovefa. Ar
c'hibelldioù
a zo bet kavet war ar boulouard Sant-Jermen, an arena e-kichen ar straed Monge, ar
c'hoariva
e-kichen Skol ar vezegiezh hag ar
vered
e plas abati Port-Royal kozh. An ahel Norzh-Su (ar "cardo"") a oa ar straed Sant-Jakez troch'et gant an ahel Kornôg-Reter war-dro an niverennoù 172-174. Ar
forom
a oa e
Norzh
ar
c'hroazhent
betek ar straed Cujas. Kavet eo bet ur villa hag pevar
di
etre ar straed Sant-Jakez hag ar straed Gay-Lussac e
2006
Ardamez Pariz
Anv ez eus eus Pariz e fin ar
IV
kantved
hag e 508 e teu
Hlodvig
, roue ar
Franked
da staliañ e gêr-benn. Meneget eo iliz Sant-Jervaz er 4e kantved (war ar riblenn zehoù a-dreñv d'an
Ti-kêr
a-vremañ). En
IX
vet
kantved
ez eus anv eus ar mogerioù savet evit gwareziñ parrezioù Sant-Jervaz ha Sant-Jermen-Auxerre. Koulskoude e tismanstras an
Normaned
an holl savadurioù war ar riblenn gleiz. Pa savas ar
Gapeted
war an tron e
987
e oant perc'henn war div gêr a-bouez, Pariz hag
Orleañs
. O zad-ioù, Euzen Iañ, en doa klasket difenn Pariz diouzh an Normaned.
War ar riblenn zehoù e kaver kêriadennoù bihan savet en
XI
vet
kantved
: Sant-Marzhin-ar Maezioù, Sant-Jermen-Auxerre, Sant-Jervaz. Dibab a reas
Loeiz VI
, roue Bro-C'hall (e
1108
) evel sez pennañ e veli ha chom a reas eno muioc'h
Fulup II
1190
1220
). Er mare-se e voe adsavet
karterioù
ar riblenn gleiz hag e savas Fulup II ur c'hlozadur mogerioù evit peder rannger war ar riblenn zehoù: ar C'hastellig (Châtelet), ar C'hoc'hu, ar Grev ha Sant-Jermen-Auxerre hag ar ranngerioù etre Menez Sant-Jenovefa ha straed ar Saena. Er
XIV
vet
kantved
e savas
Charlez V
1371
1380
) ur c'hlozadur ledanoc'h war ar riblenn zehoù ha betek Port-Royal war ar riblenn gleiz.
Er
Grennamzer
e teu da vezañ Pariz ur gêr ma'z eus kalz
artizaned
, micherourien, marc'hadourien enni hag ivez studierien. Broudet eo an
diorroadur
gant ezhommoù al lez ha re an Iliz. Temz-spered ar re vihan koulz hag hini ar
vourc'hizien
a lak anezho da abegiñ. Renet e vez dizurzhioù bras gant ar studierien ivez.
1358
e tarzhas ar c'hentañ devezh
reveulzi
a zo bet e Pariz : dre ma ne c'helle ket rediañ an
Daofin
(a vo
Charlez V
) da zoujañ ouzh e venozhioù e vroudas
Étienne Marcel
ur
reveulzi
evit kemer kontrol ar
palez
roueel (daou guzulier an Daofin a voe muntret) hag ar gêr. Hemañ, penn ar vourc'hizien, en doa kendrec'het ar bobl e veze gouarnet fall ar
rouantelezh
. Trec'het e oe gant al lu roueel pelloc'h.
1382
e c'hoarvez emsavadeg ar "Maillotins" (kas a raent melloù ganto) pa nac'he pobl vihan Parize vije paeet un
dell
nevez.
1413
, Simon Caboche, penn an tuad bourgognat, a renas ur reveulzi vras gant meur a lazhadeg tuidi an Armagnac e-doug ar
Brezel Kant Vloaz
. Seizet e oe kreñvlec'h ar
Bastille
, met trec'het e oe ar g"Cabochidi" gant tuad Armagnac e
1414
Dindan
Herri IV
e oe savet savadurioù bras gant ur
raktres
savouriezh
(Plasenn ar Roue, Plasenn ar Vosges hiziv). E warlec'hiad
Loeiz XIII
a astennas klozadur ar riblenn zehou betek ar "boulouardoù" (ar re-se digoret goude m'eo bet dismantret ar
mogerioù
nevez gant
Loeiz XIV
1643
1715
). En
XVIII
vet
kantved
e voe savet ur c'hlozadur evit kontrolliñ an
telloù-kêr
diwar intrudu ar Feurmerien jeneral. Enklozet e oa an unneg
arondisamant
kentañ, met ne goloe ket an
tolpad-kêr
nemet ar c'hwec'h kentañ.
1648
e krogas ur prantad trubuillhoù e Bro-C'hall pa veze
Anna Aostria
ha
Mazzarino
, he c'hentañ ministr, o verañ ar rouantelezh en anv
Loeiz XIV
, hag eñ ur bugel. Anvet eo bet ar seurt emsavadeg padus-se, ar "Fronde" (fronder = abegiñ). Krogañ a reas un
emsavadeg
dibar e Pariz,
devez ar bardelloù
d'an
26 a viz Eost
1648
diwar abeg harzherezh tri guzulier-parlamant. Evit gwir ez eus bet meur a zevezh ar bardelloù e Pariz (
1588
1648
1830
1832
1848
1851
1871
1944
). E
1652
e klaskas ar
priñs Condé
kemer Pariz gant harp ar
Spagnoled
. Harzet gant ar Barizianed dindan urzhioù
Turenne
ez eas Condé da benn mont tre gant harp dugez a Vontpensier a lakaas kanolioù ar
Bastille
tennañ war lu ar Roue.
Ne blije ket Paris da
Loeiz XIV
en devoa miret en e soñj devezh ar bardelloù pa voe rediet e vamm, ar Rouanez hag e vugale, da guitaat
Palez al Louvre
da vont da glask repu da gastell Sant-Jermen, pemp lev pelloc'h. Bihan e oa deuet palez al Louvre pa glaske ar roue bodañ an
noblañs
en-dro dezhañ. E
1685
e kuitaas Pariz al
lez
evit en em staliañ e
Versailhez
. Koll a reas Pariz darn eus e boblañs aet tostoc'h da greiz ar galloud.
Emsavadeg an ebenourien e penn ar straed Sant-Anton e-kichen kastell ar
Bastille
a zo bet ar darvoud a roas lañs d'an
Dispac'h gall
d'an
14 a viz Gouere
1789
. Ar vicherourien, kounnaret gant diviz ar Roue gervel
rejimantoù
evit evezhiañ ar gêr a lakaas ar sez dirak ar Bastille e-lec'h ma veze kaset tud hep bezañ barnet, met ne chome nemet pemp prizoniad ennañ. E-pad ur c'hantved e oe Fabourz Sant-Anton ul lec'h birvilh politikel dre ma veze meur a stalioù-labour eno. Betek
1794
, bodad ar
Gumun
staliet en
ti-kêr
hag harpet gant kevrennoù ar "Sans-Culottes" a vroudas ar
renad
nevez mont pelloc'h-pellañ war an tu kleiz.
Dizfiz a vage
Napoléon Bonaparte
ouzh "Pariz hag he zudachoù" ("populace") hag en deus soñjet staliañ ar gêr-benn e Lyon, met lakaat a reas da sevel monumantoù bras (
Bolz-enor ar Steredenn
, Bolz-enor ar C'harigellerezh, Trepas meur Norzh al Louvre) a lakas da greskiñ brud ar gêr e Europa.
Er bloavezhioù
1830
e vez leuniet ar spas a chome betek mogerioù ar Feurmerien jeneral a oa
harz
melestradurel ar gêr. E
1840
e tivizas ar
gouarnamant
renet gant
Adolphe Thiers
sevel ur voger-tro nevez c'hwec'h kilometr pelloc'h c'hoazh er maezhioù.
Pariz sellet diouzh estaj uhelañ ar
Bolz-enor
, an tour Eiffel war an tu-dehou
E-doug an
XIX
vet
kantved
e voe savet aveadurioù brasoc'h ha modernoc'h (
koc'huioù
, lazhtioù, kanioù-skarzh, degas dour-evañ). E-pad an
Eil Impalaeriezh
(1852–1870) e voe anvet gant
Napoleon III
ar baron Haussmann da brefed Pariz. Hemañ a renas steuñvioù modernaat divent. Dismantret e voe karterioù kozh evit krouiñ straedoù ledanoc'h. War bep bali vras e voe staliet
kazarnioù
evit bezañ prest da derriñ kement emsavadeg pobl. E savadurioù nevez mod ar vourc'hizien ne voe ket mui posupl da gavout tud a renkadoù disheñvel o chom asambles.Gant kresk prizioù al lojeiz e voe rediet an dud vunut da vont e karterioù ar Reter hag ar Su pa'z ae ar vourc'hizien da chom e kartieroù ar C'hornôg, darn anezho nevez-flamm. Krouet e voe
liorzhoù
publik bras (Buttes-Chaumont, Parc Monceau, Bois de Boulogne et de Vincennes).
1860
e voe bodet gant ar gêr-benn ar c'humunioù a-raok ar mogerioù savet e 1840 (Auteuil, les Batignoles, Belleville, Bercy, Charonne, Grenelle, Ménilmontant, Passy, Vaugirard)
Karter an Défense, kartier an aferioù, a-dreñv d'an Tour Eiffel
Ken fall eo an aer e Pariz ma voe divizet aozañ un devezh e Meurzh 2014 o tifenn ouzh ur rumm gweturioù zo ruilhad un devezh-pad. Dre vurzhud e vije bet gwellaet dinoazded an aer abaoe.
Ur gêr hepken zo gevellet gant Pariz :
Roma
, abaoe
1956
. « Pariz hepken zo dellezek eus Roma ; Roma hepken zo dellezek eus Pariz » eo lugan ar c'hevelladenn. Skoulmet ez eus bet emglevioù kenlabour ha mignoniezh memestra gant kêrioù all ar bed :
Tokyo
1982
Tel Aviv
1985
Berlin
1987
Madrid
2000
ha
Dakar
2011
Skol Diwan Pariz, Gouel Breizh, 21 a viz Mae 2011.
Commons
Noël Duval, Patrick Perin, Jean-Charles Picard ː
Topographie chrétienne des cités de la Gaule des origines au milieu du VIIIè siècle. VIII. Province ecclésiastique de Sens (Lugdunensis Senonia).
De Boccard. Paris. 1992
A.L.F. Rivet & Colin Smith ː
The Place-Names of Roman Britain
. B.T. Batsford Ltd. London. 1979-1982