Polonia - Wikipedia
Mont d’an endalc’had
Eus Wikipedia
Unaniezh Europa
Rzeczpospolita Polska
Banniel
Ardamezioù
Kan broadel
Mazurek Dąbrowskiego
Yezh ofisiel
Poloneg
Kêr-benn
Warszawa
Gorread
• En holl
• % dour
312 685 km²
2,7%
Poblañs
• Hollad
• Stankter
38 185 913
2021
122 ann./km²
Prezidant
Karol Nawrocki
(06/08/2025)
Kentañ ministr
Donald Tusk
Gouel broadel
11 a viz Du
Moneiz
Złoty
Kod pellgomz
48
Kod Internet
.pl
Polonia
poloneg
Rzeczpospolita Polska
) zo ur
Stad
en
Europa ar C'hreiz
enni tremen 38 000 000 a annezidi. Gronnet eo gant
Alamagn
Belarus
, ar
Republik Tchek
Slovakia
Ukraina
Lituania
hag enezennad rusian
Kaliningrad
. Abaoe ar
1añ a viz Mae
2004
eo ezel eus
Unaniezh Europa
Douaroniezh
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Kartenn Polonia
Dremmvro Polonia a c’hoarvez dreist-holl eus douaroù
Plaenenn Europat an Norzh
. Er su emañ aradennad-venezioù ar C’harpatoù avat, hag a stumm harzoù naturel etre Polonia hag ar
Republik Tchek
ha
Slovakia
. Digor-frank eo ar vro war ar mor Baltel ha dre se eo aesaet ezporzhiadurioù produioù al labour-douar, an oberiadoù hag an danvezioù krai (
glaou
). Gallet ez eus bet sevel chanterioù sevel bigi ivez. Merket eo an harzoù gant
Alamagn
war-bouez al linenn
Oder-Neisse
diwar anv ar stêr hag hec’h adstêr e kornôg ar vro.
Kêrioù pennañ :
Varsovia
(1,6 milion a annezidi),
Łódź
(803 000),
Krakovia
(740 000),
Wrocław
(633 000),
Poznań
(578 000),
Gdańsk
(458 000),
Szczecin
(417 000),
Bydgoszcz
(387 000),
Lublin
(356 000),
Katowice
(345 000),
Bielsko-Biała
(200 000).
Sellet ivez ouzh :
Kêrioù Polonia
Brasañ kêrioù Polonia
Luc’hskeudenn dre loarell eus Polonia
Istor
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Pennadoù dre ar munud :
Istor Polonia
Kronologiezh Istor Polonia
16./17. kantved
Fontet e oa bet Polonia en Xvet kantved war dachennad ar
Bolaned
. Er
Grennamzer
e teuas da vezañ ur vro na c’halled ket ober hepti e
Kreiz Europa
. Mieszko I
añ
eo he roue kentañ, anezhañ diazezer ar rummad-roueed
Piast
a renas war Bolonia eus 966 da 1370. Gniezno eo ar gêr-benn da neuze, er reter da Boznań.
Rakged ar C’hornôg katolik roman eo Polonia, a-dal d’ar bedoù ortodoks (
Rusia
Belarus
Ukraina
), pagan (broioù baltek), ha muzulman (
Turkia
ha
Mongolia
). En em gavout a ra ivez e-tal an
Drang nach Osten
(lusk germanek war-du ar reter), pe e vefe gant an
Impalaeriezh Santel
pe gant ar
Varc’heien deutonek
. Polonia, e kroashent meur a ved, hep harzoù naturel dezhi, zo digor-frank d’an alouberien. Gwastet e vo ar vro gant ar re-se, dreist-holl en XIIIvet kantved (aloubadegoù gant ar Vandennad Aour mongol eus 1248 da 1275).
Kazimir III ar Meur
, roue diwezhañ ar rummad-roueed
Piast
a unvan Polonia.
En he barr emañ Polonia er XVvet hag er XVIvet kantved, e-pad ren ar rummad-roueed
Jagellon
, gant
Ladislas II
. Gant ar
Rzeczpospolita Obojga Narodów
republik an div vroad
), diwar unvaniezh Rouantelezh Polonia ha Dugelezh Veur
Lituania
(Unaniezh Lublin –
1569
), ez eus goloet un tiriad hag « a ya eus ar
Mor Baltel
d’ar
Mor Du
» ha betek dorioù
Moskov
Krakovia
e oa ar gêr-benn da neuze, e Polonia vihan. Dont a ra
Kazimir IV
a-benn da unvaniñ evit ur prantadig rouantelezhioù
Bohemia
1471
),
Hungaria
1490
) ha Polonia.
Savet he doa ar
Rzeczpospolita
ur reizhiad politikel ha na oa ket bet gwelet abaoe Roma an Henamzer, ar
Vrientinelezh
. Dilennet e veze ar roue, ha ne veze ket treuzkaset ar garg dre hêrezh. Evel-just ne roe ar « republik »-se ar gwir da votiñ nemet d’an noblañsoù, met ar re-se a yae d’ober tost 10% eus ar boblañs, ha muioc’h c’hoazh en-dro da
Varsovia
a oa deuet da vezañ ar gêr-benn er XVIIvet kantved. Rediet e voe ar roue da zilezel darn eus e c’halloudoù gant an noblañsoù, e-keñver an tailhoù, an arme hag ar justis peurgetket. Evel-se, roue Polonia, d’ur mare ma oa kreñvaet o galloud gant roueed
Europa
Frañs
Spagn
Aostria
Prusia
), a oa gwanaet e hini er c’hontrol.
Kazimierz Dolny
Aroueziet e oa ar Rzeczpospolita gant ar frankiz-kredenn ivez. Ma oa chomet katolik an darn vrasañ eus ar gouerien e oa troet un nebeud brav a noblañsoù ouzh ar brotestantiezh, hervez kredennoù Luther ha dreist-holl re Calvin. A-hend-all, Polonia he doa roet bod (e kêr Leszno dreist-holl) d’ar « Vreudeur dchek » (Husited) a felle dezho tec’hout diouzh Bohemia a veze katolikaet en-dro gant ar re Habsbourg. Erfin e oa ur bern Yuzevien er Rzeczpospolita (etre 5 ha 10 % eus ar boblañs), er c’hêrioù hag el lodenn reter eus ar vro dreist-holl.
E 1570 ez erbede Emglev Sandomierz kenvezañs peoc’hus ar relijionoù. Kreñvaet e voe an emglev-se e 1572 gant Kengevread Varsovia. Ken damantus e oad d’ar frankiz-se ma voe rediet Henri de Valois (1572-1574,
Herri III
e Frañs) gant noblañsoù Polonia da reiñ muioc’h a wirioù da brotestanted
Frañs
, dezhañ da vezañ dilennet roue Polonia.
Met digreskiñ a reas ar frankiz-se tamm-ha-tamm er XVIIvet kantved, dreist-holl war-lerc’h 1655 pa voe aloubet Polonia gant Sveden a oa protestant.
1683
ez eus harzet gant
Yann III Sobieski
un argad turk bras dindan mogerioù
Vienna
. Daoust d’ar c’hur-se ez a ar
Rzeczpospolita
da fall tamm-ha-tamm, dre benn d’he reizhiad politikel distabil ha d’an aloubadegoù niverus (gant
Sveden
Rusia
Turkia
Prusia
). E fin an XVIIIvet kantved n’eo ket dizalc’h ken Polonia ha rannet eo teir gwech diouzh renk etre hec’h amezeien (e 1772, 1793 ha 1795).
Kentañ rannadur Polonia, e 1772, a voe kaoz d’un dastaol gant ar geodedourien. Da-heul an dastaol-se e voe embannet ur Vonreizh e 1791. Daoust ma ne oa ket ken « dispac’hel » honnezh ha hini Frañs e voe kavet re zañjerus gant amezeien Polonia.
Hed-da-hed an XIXvet kantved e voe diframmet Polonia, rannet etre
Rusia
Prusia
(hag
Alamagn
da c’houde), hag
Aostria
(hag
Aostria-Hungaria
da c’houde). Ne voe dizalc’h en-dro nemet e miz Du
1918
Broadelezhioù e Polonia e 1931, kartenn gant Henryk Zieliński, Krzysztoflew ha Rowanwindwhistler
Evel ma voe kont gant an darn vrasañ eus broioù kreiz-reter
Europa
, nemet
Tchekoslovakia
, ne badas ket pell an uhelvennadoù demokratel. Buan e teuas ar renad da vezañ aotrouniezhus, dre levezon
Józef Piłsudski
peurgetket.
Distaget eo an eil brezel-bed gant aloubidigezh Polonia gant
Alamagn
d’ar 1
añ
a viz Gwengolo
1939
. En ur ober 7 devezh e tizh ar
Wehrmacht
Varsovia
a-drugarez da strategiezh ar «
blitzkrieg
» ha d’e zreistelezh teknologel. D’an 28 a viz Gwengolo e kodian Polonia. Er reter n’eus tamm spi ebet da herzel war-lerc’h an aloubidigezh
soviedel
eus ar 17 a viz Gwengolo. Rannet eo ar vro adarre, etre
Alamagn
hag an
Unvaniezh soviedel
ar wech-mañ.
E fin an eil brezel-bed e vir
URSS
al lodenn reter eus ar vro, bet destaget e 1939, ha Polonia a « rikl » war-du ar c’hornôg, oc’h euvriñ su
Prusia ar Reter
Pomerania
ha
Silezia
. Kas a reer kuit an
Alamaned
a oa o vevañ en tiriadoù-se war-zigarez e oa ar re-se da Bolonia ent istorel. Dont a ra Polonia da vezañ ur republik poblel e dalc’h
Moskou
hag ezel eus
Emglev Varsovia
Er bloavezhioù 70 ha 80 e tiroll emsavadegoù taer er vro. E
1980
e krouer ur sindikad dieub (
Solidarność
: kengred), ennañ 10 milion a izili a-benn nebeut hag en e benn ul levier arouezel :
Lech Walesa
. Klask a ra ar Jeneral
Jaruzelski
terriñ ar sindikad dre embann ar "stad a vrezel" d’an 13 a viz Kerzu
1981
, met kazeg a ra abalamour da levezon teir beaj Karol Wojtyla, deuet da vezañ ar pab
Yann-Baol II
, ha d’an treuzfurmadurioù krenn en
URSS
gant
Gorbatchev
1989
emañ "an Taolioù Krenn", un heuliad emvodoù gant ar gouarnamant ha Solidarność hag a zigoro an hent da Bolonia nevez ha demokratel, renet gant T.Mazowiecki. D’ar mare-se eo Polonia kentañ bro ar Feur-emglev oc’h en em zizober eus ar yev soviedel, hag o stummañ ur gouarnamant ha n’eo ket liammet ouzh ar
bloc’had soviedel
. E 1990 eo dilennet Lech Walesa da Brezidant ar Republik, met skarzhet eo tri bloaz war-lerc’h gant Alexandre Kwasniewski, un ez-komunour anezhañ (1993-2005). Abaoe
1999
emañ Polonia e-barzh
AFNA
. E
2003
eo fiziet enni penn un takad aloubet eus
Irak
gant
SUA
. D’ar 1
añ
a viz Mae
2004
ez a e-barzh
Unvaniezh Europa
. D’an 23 a viz Here
2005
eo dilennet ar prezidant nevez :
Lech Kaczyński
Politikerezh
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Pennad dre ar munud :
Politikerezh Polonia
Ur republik eo Polonia. Ar C’hentañ ministr eo prezidant Kuzul ar vinistred. Atebek eo e ouarnamant dirak ar gambr izel. Ar Prezidant, dilennet evit 5 bloaz hervez ar mouezhiañ hollek eeun, eo penn ar Stad. Envel a ra penn ar gouarnamant ha gwir en deus da lakaat e veto. Evit enebiñ ouzh ar gwir-se e rank ar gambr izel votiñ diouzh muiañ-niver an teir fempvedenn. Div gambr a ya d’ober ar parlamant : an
Dieta
Sejm
e poloneg – enni 460 kannad, hag ar
Sened
ennañ 100 senedour.
D’ar 5 a viz Mae 2006 ez eus deuet e gouarnamant Polonia meur a vinistr tost d’an tu dehou pellañ pe d’an tu kleiz pellañ.
Roman Giertych
, rener
Kevre familhoù Polonia
(LPR - Liga Polskich Rodzin), zo e penn an deskadurezh vroadel. Mennet eo da bouezañ, er programmoù-skol, war
« talvoudoù kristen Polonia beurbadus »
. Evit a sell ouzh
Andrzej Lepper
, anezhañ ur c’homunour kozh, bedaraller ha levier ar strollad
Samoobrona
(« Emzifenn »), eo bet anvet bes-kentañ ministr e karg eus al labour-douar. Ministrerezhioù al labour hag ar sevel-tiez en em gav ivez etre daouarn izili Samoobrona. Nec’het eo darn eus Poloniz, ar studierien peurgetket, gant ar c’habined kemmesk-se savet gant
Jarosław Kaczyński
Gwelet ivez
Roll prezidanted Polonia
ha [Kentañ ministred Polonia]].
Poblañs
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Pennad dre ar munud :
Poblañs Polonia
Emdroadur ar boblañs etre 1961 ha 2003 (sifroù gant
FAO
, 2005). Poblañs e miliadoù a annezidi
Azrannoù melestradurel
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Rannet eo Polonia e 16 rannvro velestradurel a reer
województwa
(pe
voivodiezh
e brezhoneg) anezho e poloneg :
Dolnośląskie
Kujawsko-pomorskie
Lubelskie
Lubuskie
Łódzkie
Małopolskie
Mazowieckie
Opolskie
Podkarpackie
Podlaskie
Pomorskie
Śląskie
Świętokrzyskie
Warmińsko-mazurskie
Wielkopolskie
Zachodniopomorskie
Bez’ e oa 49 rannvro etre
1975
ha
1999
(diskar URSS). Distroet int d’o niver hengounel goude m’eo bet dilezet ar Vonreizh sokialour kozh.
Armerzh
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Pennad dre ar munud :
Armerzh Polonia
D’an 12 a viz Gwengolo
1989
eo stummet gant rener kozh
Solidarność
Tadeusz Mazowiecki
, ar c’hentañ gouarnamant poloniat ha n’eo ket komunour abaoe fin an
Eil Brezel-bed
Reter Europa
Leszek Balcerowicz
, bes-kentañ ministr ha ministr an arc’hant er gouarnamant-se, a laka da dalvezout ur politikerezh strizh, dezhañ da bal suraat an tremen eus an
armerzh steuñvet
da
armerzh marc’had
. Gant ar steuñv-se – anavezet dindan an anv « yac’haat tu pe du » – ez eus bet gallet mestroniañ ar
gourmonc'hwez
a rivine armerzh Polonia ha mont buan war-du armerzh ar marc’had.
Goude ul lankad kentañ diaes, aroueziet gant ur
monc'hwez
kreñv,
gouwerzhekadur
ar moneiz, embregerezhioù o serriñ, hag an
dilabour
o kreskiñ, ar politikerezh-se en deus sikouret da ziorren ha da vodernaat armerzh Polonia. Distroet eo ar c’hresk armerzhel kerkent ha
1993
, gwellaet eo bet barr bevañ an dud, ha da-heul eo kresket ar bevezerezh, digresket ar monc’hwez ha stabilaet ar
złoty
. Kresket eo ivez an eskemmoù armerzhel hag ar postadurioù estren eeun.
D’an 23 a viz Kerzu
1991
e kuita Leszek Balcerowicz e bost e ministrerezh an arc’hant. Sellet e vez outañ evel tad an adreizhoù armerzhel hag oberour pennañ ar c’hemmoù don zo bet e Polonia e-doug ar bloavezhioù 90, war-lerc’h daou-ugent bloavezh a gomunouriezh. Kemeret eo e blas gant
Karol Lutkowski
Ur vravadenn zo bet en armerzh Polonia da-heul ar «
yac’haat tu pe du
» ha kendalc’het he deus betek
1997
. Er bloavezh-se e oa tremenet feur an dilabour dindan 10 %. Abaoe ez eus kudennoù all gant Polonia : goude bezañ tremenet 20 % e
2004
e chom feur an dilabour en tu-hont da 19% e penn kentañ ar bloavezh
2005
Un nebeud sifroù
kemmañ
kemmañ ar vammenn
PDK :
512 900 000 000 PLN(
2005
kresk
2004
: 5,7 %
kresk bloaziek keitat
1990
-2003 : 4,7 %
dasparzh dre c’hennadoù e 2003 :
labour-douar / koadeier : 3 %
sevel-tiez : 7 %
treuzdougen : 7 %
greanterezh : 22 %
kenwerzh ha servijoù : 56 %
traoù all : 5 %
Feur monc’hwez :
0,4 % (03.2006)
Korvoder dre annezad :
15 200$ (2006), Varsovia - 37 000$ (2005)
Feur an dilabour :
17,3 % (
miz Du
2005), Varsovia - 5,7% (
miz Du
2005),
Kenwerzh diavaez (2004) :
92 720 000 000 $ a ezporzhiadurioù ha 95 670 000 000 $ a enporzhiadurioù. Alamagn eo kentañ keveler kenwerzhel Polonia. Frañs eo eil pratik ha pevare pourchaser ar vro. Ar gevelerien bennañ all eo Italia, Rusia, Breizh-Veur, ar Republik Tchek, Sina hag an Izelvroioù
Dle publik/PDK :
51,6 % (2003)
Feur kampi :
6,5 % (16 a viz C’hwevrer
2005
Feur eskemm ar
złoty
1 € = 3,9265 PLN ; 1 $ = 3,2071 PLN (
18 a viz Ebrel
2006
Minorelezhioù (dael zo diwar-benn ar sifroù)
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Alamaned (eus 147 000 da 500 000)
Belarusiz (eus 48 700 da 200 000)
Tcheked (eus 2 000 da 3 000)
Lituaniz (eus 5 800 da 25 000)
Ukrainiz ha Rutened (en ur gontañ al Lemkoed, eus 5 800 da 7 000), (eus 39 000 da 300 000)
Armeniz (eus 300 da 15 000)
Tsiganed (eus 12 800 da 60 000)
Rusianed (eus 3 800 da 15 000)
Slovaked (eus 2 000 da 25 000)
Tatared (eus 490 da 5 000)
Yuzhevien (eus 1 100 da 10 000)
Karaimed pe Karaited (eus 50 da 80 000)
Kachoubed (niveradur diasur-kenañ, adalek 5 000
a gomz ar yezh
betek 100 000 a dud, pe 300 000 zoken, ar Gachoubed a lavar peurliesañ ez int Poloniz)
Sileziz (evel ar Gachoubed e lavaront peurliesañ ez int Poloniz. Bez’ ez eus war-dro 1 500 000 anezho)
Gresianed ha Makedonianed (eus 2 000 da 4 500) (ar vinorelezh-se a oa anavezet gant ar renad komunour, ha n’eo ket ken e Polonia vremañ dre ma’z eo ur vinorelezh tud enbroet, anezho repuidi eus brezel diabarzh Gres e
1946
1949
Bez’ ez eus war-dro 40 000 a estrenien e Polonia, dreist-holl tud eus broioù reter Europa (Rusia, Belarus, Ukraina...) met ivez tud eus ar reter pellañ (Sina ha Viêt Nam).
diaspora
Polonia ez eus 20 milion a dud.
Sevenadur
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Folklor Polonia
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Lod eus an dud a soñj n’eo folklor Polonia nemet korolloù Slask ha Mazowsze. Koulskoude e vez pleustret kalz ar folklor poloniat gant Poloniz a bep seurt oad hag a bep seurt dere.
Kement-se a zleer d’al labour youlek ha dispar zo bet graet evit gwareziñ ar folklor-se. Unan en deus graet kalz evit se eo
Oskar Kolberg
a redas dre Bolonia en XIXvet kantved a-benn dastum tonioù, barzhonegoù ha dañsoù, ar muiañ ar gwellañ, e kement rannvro zo tout. Tu zo da gaout al labour enklask-se en e bennoberenn, enni ouzhpenn 50 levrenn : «
LUD
» (ar bobl).
Krouet ez eus bet strolladoù a-leizh evel-se, lorc’h enno gant o rannvro orin. Cheñch a ra an tonioù hag an dañsoù eus an eil rannvro d’eben. Bez’ ez eus 5 dañs broadel zo bet brudet an darn vrasañ anezho gant Chopin : ar
c’hrakowiak
(dañs
Krakovia
), an
oberek
, an dañs poloniat, ar
mazur
hag ar
c’hujawiak
Rannvro Podhale, tost da
Zakopane
, eo ar skouer sebezusañ eus gwarez an hengoun folklorel. Er rannvro veneziek-se eo bet miret henvoazioù ar vuhez pemdez, ha dreist-holl ar sonerezh, gant an diorren touristel hag ar
c’harczma
(tavarnioù ma c’haller selaou sonerezh eus ar menezioù).
Erfin, abaoe ar bloavezhioù 1960, ez eus bet kalz a strolladoù estren o pleustriñ ar folklor poloniat a-benn lakaat an henvoazioù da badout.
www.folklor.com.pl
Keginerezh Polonia
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Sellet ouzh
keginerezh Polonia
Liammoù diavaez
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Polonia online
Roll Poloniz vrudet
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Istor ha politikerezh :
Stanisław Bułak-Bałachowicz
, jeneral -
Adam Kazimir Czartoryski
, priñs, skrivagner ha politikour -
Wojciech Jaruzelski
, milour ha politikour, -
Jarosław Kaczyński
, politikour -
Lech Kaczyński
, politikour,
Tadeusz Kościuszko
, dispac’her -
Stanislas Leszczyński
roue Polonia
, ha neuze
dug Loren
ha
Bar
, tad-kaer da
Loeiz XV
Rosa Luxemburg
, stourmerez marksour -
Józef Piłsudski
, milour ha politikour -
Józef Antoni Poniatowski
, a voe lakaet
marichal an Impalaeriezh
gant
Napoleon Iañ
Stanisław August Poniatowski
, roue dizalc’h diwezhañ unaniezh Rouantelezh Polonia ha Dugelezh-Veur
Lituania
Republik an Div Vroad
) (
1764
1795
) -
Yann III Sobieski
roue Polonia
eus
1672
da
1696
, a argasas an
Ottomaned
eus Europa -
Lech Wałęsa
, loread
Priz Nobel ar Peoc'h
(1983) -
Karol Wojtyła
, pab (Yann-Baol II),
Skiantourien :
Nicolaus Copernicus
(Mikołaj Kopernik), steredoniour -
Marie Curie
(Maria Skłodowska-Curie), loreadez
Priz Nobel ar Fizik
(1903) ha
Priz Nobel ar Gimiezh
(1911)
Skrivagnerien :
Ryszard Kapuściński
Stanisław Lem
Czeslaw Milosz
Henryk Sienkiewicz
aozer
Quo vadis
1896
) hag ar
Varc'heien Deutonek
Wisława Szymborska
, loreadez
priz Nobel al lennegezh
1996
),
Joseph Conrad
(skrivañ a rae e saozneg hepken,
Witold Gombrowicz
Tadeusz Konwicki
Adam Mickiewicz
Czesław Miłosz
, barzh, loread
priz Nobel al lennegezh
1980
),
Jan Chryzostom Pasek
, bet ganet war-dro 1630,
Eñvorennoù JC Pasek
a gont e daolioù-brezel hag ar vuhez politikel e Polonia er XVIIvet kantved, diouzh savboent un noblañs eus ar szlachta,
Jan Potocki
, aozer an
Dornskrid kavet e Zaragoza
Władysław Reymont
priz Nobel al lennegezh
1924
),
Henryk Sienkiewicz
priz Nobel al lennegezh
1905
),
Lucjan Wolanowski
Sonerien ha sonaozourien :
Arthur Rubinstein
Fryderyk Chopin
Henryk Mikołaj Górecki
Stanisław Moniuszko
Krzysztof Penderecki
Wojciech Kilar
Basia Trzetrzelewska
Grażyna Bacewicz
Tadeusz Baird
Mieczysław Karłowicz
Ignacy Jan Paderewski
Zbigniew Preisner
Krzysztof Zimerman
Grzegorz Fitelberg
Karol Szymanowski
Ewa Demarczyk
Renata Przemyk
A bep seurt :
Ludwik Lejzer Zamenhof
, krouer an
esperanto
Arzourien :
Waldemar Fydrych
lesanvet « Major », krouer al luskad Pomarańczowa Alternatywa (
Dazeilad Orañjez
),
Tadeusz Kantor
, den a c’hoariva ha plastikour,
Krzysztof Kieślowski
, filmaozour,
Roman Polański
, filmaozour hag aktor,
Anna Prucnal
, komedianez ha kanerez,
Andrzej Seweryn
, komedian eus ar c’h
Comédie Française
Andrzej Wajda
, filmaozour,
Stanisław Ignacy Witkiewicz
(Witkacy), skrivagner, dramaour ha livour,
Tamara de Lempicka
, livour
Arzourien neuzierien :
Roman Cieslewicz
grafour
Jan Lenica
, tresour, saver liketennoù, filmaozour,
Bogdan Korczowski
, livour,
Elisabeth Wierzbicka
lesanvet
Wela
, livourez,
Prederourien :
Kazimierz Ajdukiewicz
(1890-1963),
Józef Maria Bocheński
(1902-1995),
Tadeusz Czezowski
(1889-1981),
Ludwik Fleck
(1896-1961),
Roman Ingarden
(1893-1970),
Leszek Kołakowski
(1927-),
Tadeusz Kotarbiński
(1886-1981),
Stanisław Leśniewski
(1886-1939),
Jan Łukasiewicz
(1878-1956),
Jerzy Prokopiuk
(1931-),
Klemens Szaniawski
(1925-1990),
Magdalena Środa
(1957-),
Alfred Tarski
(1901-1983),
Andrzej Towiański
(1799-1878),
e oberennoù
Kazimierz Twardowski
(1866-1938), diazezer
Skol Lvov-Varsovia
Jan Woleński
(1940-),
C'hoarierion
echedoù
Josef Cukierman
David Janowsky
Miguel Najdorf
Samuel Reshevsky
Akiba Rubinstein
Savielly Tartakower
Szymon Winawer
Johannes Zukertort
Mikołaj Kopernik.
Jan Heweliusz (e latin : Johannes Hevelius).
Tadeusz Kościuszko.
Adam Mickiewicz.
Fryderyk Chopin.
Marie Curie, ganet Skłodowska.
Wisława Szymborska.
Yann-Baol II.
Andrzej Wajda.
Roman Polański.
Lech Wałęsa.
Robert Lewandowski.
Mammennoù
kemmañ
kemmañ ar vammenn
(en)
The World Factbook
(en)
The World Factbook
Véronique Soule, Maja Zoltowska, « La Pologne à droite toute », e-barzh
Libération
web, 13 a viz Mae 2006
Levrlennadur
kemmañ
kemmañ ar vammenn
« Peseurt dazont evit maezioù Polonia ? », pennad gant F. Bonnet, D. Julien, F. de Ravignan, P. Styblinski,
L'Ecologiste
niv. 19, Gwengolo-Here-Du 2006, p. 6-7
ka
ke
Stadoù ha tiriadoù ispisial
Europa
Unaniezh Europa
(27 stad, holl ezel ivez eus Kuzul Europa)
Alamagn
Aostria
Belgia
Bulgaria
Danmark
Estonia
Finland
Frañs
Gres
Hungaria
Italia
Iwerzhon
· an
Izelvroioù
Kiprenez
Kroatia
Latvia
Lituania
Luksembourg
Malta
Polonia
Portugal
Roumania
Slovakia
Slovenia
Spagn
Sveden
Republik Tchek
Banniel Unaniezh Europa
Kuzul Europa
(47 stad)
Albania
Andorra
Armenia
Azerbaidjan
Bosnia-ha-Herzegovina
Island
Jorjia
Liechtenstein
Moldova
Monako
Montenegro
Norvegia
Makedonia an Norzh
Rouantelezh-Unanet
Rusia
San Marino
Serbia
Suis
Turkia
Ukraina
Banniel Kuzul Europa
Stadoù
europat
, er-maez eus Kuzul Europa
Belarus
Vatikan
Stad
europat
ha n'eo ket anavezet gant an holl
Kosovo
Rannvroioù
europat
gant ur statud ispisial
Akrotiri ha Dekhelia
Åland
Inizi Faero
Gwernenez
Jan Mayen
Jerzenez
Jibraltar
Manav
Svalbard
Stadoù
europat
, ha n'int ket anavezet
Abc'hazia
Sealand
Osetia ar Su
Treuznistria
Republik Turk Kiprenez an Norzh
ka
ke
Aozadur ar Feur-emglev Norzh-Atlantel
(AFNA)
Izili
Alamagn
Albania
Belgia
Bulgaria
Danmark
Estonia
Frañs
Gres
Hungaria
Island
Italia
Izelvroioù
Kanada
Kroatia
Latvia
Lituania
Luksembourg
Makedonia an Norzh
Montenegro
Norvegia
Polonia
Portugal
Rouantelezh-Unanet
Roumania
Slovakia
Slovenia
Spagn
Stadoù-Unanet
Republik Tchek
Turkia
Flag of NATO
Istor
Feur-emglev Mor Atlantel an Norzh
Emvodoù an AFNA
Oberadurioù an AFNA
Roll ar pleustradegoù
Kresk an AFNA
Dilez eus an AFNA
Eneberezh ouzh an AFNA
Damani an AFNA war ar gwiad
Arouezioù
Animus in consulendo liber
Banniel an AFNA
• "
Kan an AFNA
" •
Deiz an AFNA
Medalenn an AFNA
ka
ke
Izili hag arsellerien ar
Frankofoniezh
Izili
Flag of La Francophonie
Albania
Andorra
Armenia
Belgia
Kumuniezh c'hall Belgia
Benin
Bulgaria
Burkina Faso
Burundi
Kambodja
Kameroun
Kanada
New Brunswick
Kebek
Kab Glas
Republik Kreizafrikan
Tchad
Kiprenez
Komorez
Republik Demokratel Kongo
Republik Kongo
Aod-an-Olifant
Djibouti
Dominica
Egipt
Makedonia an Norzh
Bro-C'hall
Gabon
Ghana
Gres
Ginea
Ginea-Bissau
Ginea ar C'heheder
Haiti
Laos
Luksembourg
Liban
Madagaskar
Mali
Maouritania
Moris
Moldova
Monako
Maroko
Niger
Qatar
Roumania
Rwanda
Sz Lusia
São Tomé ha Príncipe
Senegal
Sechelez
Suis
Togo
Tunizia
Vanuatu
Viêt Nam
Arsellerien
Aostria
Bosnia-ha-Herzegovina
Emirelezhioù Arab Unanet
Estonia
Hungaria
Jorjia
Kroatia
Latvia
Lituania
Montenegro
Mozambik
Polonia
Republik Dominikan
Republik Tchek
Serbia
Slovakia
Slovenia
Thailand
Ukraina
Izili kevredet.
Adtapet diwar «
Rummadoù
Aozadur Feur-emglev Norzh-Atlantel
Frankofoniezh
Polonia
Polonia
Rannbennad nevez
US