Simona Kossak - Wikipedia
Mont d’an endalc’had
Eus Wikipedia
Simona Gabriela Kossak
Kraków
30 Mae
1943
– Białystok,
15 Meurzh
2007
) a oa ur
vevoniourez
hag ul
loenoniourez
, ur gelennerez war skiantoù ar
c'hoadeier
hag ur
skrivagnerez
polonat
Anavezet eo dreist-holl evit he labour gwareziñ an takadoù ekologel manet naturel. Labouret he deus diwar-benn emzalc'h ar
bronneged
hag ur
zoopsikologourez
emanvet e oa, un diskiblezh nevez ijinet ganti. E-pad ouzhpenn 30 vloaz e vevas asambles gant loened en ul lojeiz e gwasked koad Dziedzinka e-kalonenn
koadeg Białowieża
Familh
kemmañ
kemmañ ar vammenn
E-ser ur familh
arzourien
e kreskas Simona Gabriela. Livourien e oa an tad Jerzy Kossak, he c'hoar Gloria Kossak, an tad-kozh Wojciech Kossak hag an tad-kuñv Juliusz Kossak. Skrivagnerezed e oa he moerebed Magdalena Samozwaniec ha Maria Pawlikowska-Jasnorzewska. Tremen a reas he bugaleaj e maner Kossakówka, annez istorel ar familh Kossak abaoe ar bloaz 1869, e Kraków. E-kichen
Wawel
emañ lec'hiet ar villa vras gronnet gant ul liorzh divent ma voe tommet he ene gant an natur espar.
Studioù
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Studioù war ar vevoniezh a reas e skol-veur Jagellon e Kraków adalek
1965
betek
1970
, ma dapas an titl a zoktorez war an dodenn : « buhez ar
yourc'hed
e metoù ar c'hoadeier gwez sapr kemmesk e-touez koadeier kentael e Bialowieza. »
1997
e voe deroet dezhi an titl akademikel a gelennerez war skiant ar c'hoadeier.
Un UOZ-1
Ganti e oa bet ijinet un ardivink UOZ-1
a servij da gelaouiñ gant sonioù evit dizarbenn al loened pa dremen un
tren
. Ur vedalenn aour a enor he deus resevet e
2000
evit he youl-vat.
E-pad 30 vloaz eo bet o vevañ e kalonenn koad Białowieża, ma kasas he enklaskoù skiantel da benn, hep
tredan
na
dour
diouzh ar c'hog, en digenvez estreget gant loened ar c'horn-bro, ha
bizoned
zoken. Asambles gant ar poltredour loened Lech Wilczek e vevas eno, ma savjont lod
spesadoù
loened. Gant ur marc'h-tan en em zilec'hient pe gant un
traktor
pe gant ur re
skioù
da bourmen.
A-enep an teknik implijet gant ar vevonourien evit pakout loened gant pechoù e stourmas, rak lazhañ pe c'hloazañ a raent re a loened en aner. Dastumet e veze an trapoù ganti, ha prosezioù a veze da heul, gant un arguzenniñ war an dodenn-mañ, ha meneg a voe graet eus un 12
liñs Eurazia
diwezhañ a chome bev c'hoazh ; en arvar da vont da get e oant.
Mezegañ, kempenn, briata, moumounañ, pareañ hag arsellout al loened a rae en he c'hozh ti dirapar ma krouas ur seurt klañvdi loened evito. Setu anezhi ur bareourez loened, ul loenbareourez.
En abadennoù
skingomz
polonat e kemeras perzh adalek
2001
betek 2007 gant hogos daou vil abadenn diwar-benn an natur, hag e-se skignañ, boutinaat anaoudegezhioù diwar-benn ar
plant
hag an natur d'ar selaouerien.
Asambles gant ul liñsez, bet anvet "Agatka" ganto, e vevas Simona Kossak ha Lech Wilczek e-korf 17 vloaz. Tost-tost e oa an darempred sokial staget gant al loen ken e kouske al loen betek en he gwele. Daou
elan
Alces alces
) anvet "Pepsi" ha "Cola" a veve ganto ivez, hag ur
vran
laer anvet "Korasek", ur
razhez
bet anvet "Kanalia", daou razh all anvet "Alfa" hag" Omega". Ur yourc'hez, ur
c'hwibon
du, ur
broc'h
, un
heureuchin
, ur
gaouenn
baoted
pauned
deñved
, torkadoù
kilhegi-raden
, un toullad
logod-dall
a yae da gargañ an tiegezh oristal-se.
Gant Lech e voe poltredet an holl brantadoù buhez gant eskemmoù puilh etre Simona Kossak hag he loened. Un teulfilm diwar-benn Simona Kossak a voe sevenet e 2024
Notennoù
kemmañ
kemmañ ar vammenn
(pl)
Urządzenie Ochrony Zwierząt
, "Ardivink da wareziñ al loened".
Internet Movie Database
Adtapet diwar «
Rummadoù
Ganedigezhioù 1943
Marvioù 2007
Merc'hed Polonia
Bevoniourien
Simona Kossak
Rannbennad nevez