Skingomz - Wikipedia
Mont d’an endalc’had
Eus Wikipedia
Skingomz
industriezh
teknologiezh
Iskevrennad eus
Pellgehenterezhioù
Mare ma oa dizoloet pe ijinet
1894
Istor
history of radio
timeline of radio
International Standard Industrial Classification code Rev.4
6010
Lemmy instance URL
Eus Wikidata
Istor ar radio
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Ur skingomzer kozh (1950)
Ur skingomzer arnevez ( e 2000)
Ar
skingomz
, anvet da gentañ ar
pellskriverezh hep fun
, a zo bet ijinet e penn-kentañ an
XX
vet
kantved
. Er Stadoù-Unanet eo bet barnet ma oa Nikola Tesla ar c'havadenner kentañ. Hervez lod e oa ar
media
kentañ a oa gouest da dizhout an dud a-vilionoù.
Diaraogerien
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Kavadenn ar radio zo un oberenn stroll, he doa kroget gant dizoloadenn ar
gwagennoù tredanwarellek
, gant kavadenn ar pellskriver, hag a zegouezhas da grouiñ an ardivinkoù kentañ evit kehentiñ hep fun :
1841
Samuel Morse
a ijin ar pellskriver tredan. Krouet e voe ar c'hod « Morse » gant e skoazeller,
Ernest Vail
1866
: kemennet eo gant
Mahlon Loomis
eo deuet a-benn da aozañ an treuzkas kentañ hep fun e
Virginia
1883
: Krouet eo ar gorzenn c'houllo gant div elektrod pe diod gant
Thomas Edison
, hep dezhañ meizañ an holl c'hounidoù pe implijoù posupl anezho, en o zouez, eeunañ ar red pebeilad. Muioc'h a briz a zoug
Edison
ouzh implij ar red untu evit ar goulaouiñ.
etre
1886
ha
1888
Heinrich Rudolf Hertz
a lak ar gwagennoù skingomz war wel dre an arnod «
Hertz
». En e enor e vo graet gwagennoù « hertzian » anezho.
1889
: Krouet eo ur ganer frekañsoù uhel gant
Nikola Tesla
(15KHz) ; e 1893 e lak ar c'hehentiñ kentañ dre skingomz e pleustr.
1890
Édouard Branly
a zizolo ar pennreolenn treuzkas dre skinoù ha peursevel a ra an dizoloer gwagennoù kizidik kentañ, an treuzkaser skinoù a dapo anv koheror Branly, en desped an ijinour. Orin ar ger «koheror» a zo saoz, ar verb «to cohere» a sinifi stagañ... rik evel a rae ar greun bleud houarn a oa staget an eil gant egile e-barzh an treuzkaser skinoù.
1891 ha 1893
: Tesla a enroll hag a vreou ar sistem hep fun
Tesla
(radio pellskriver) ha kempenn a ra al lamp elektronek yen.
1893
: ar c'helenner
Alexandre Popov
eus Sant-Petersbourg, a zizolo pennaenn ar stign a aotreo liammoù dre skingomz a-bell. Diwezhatoc'h e tizolo hep teurel evezh outo efedoù ar songreskiñ hanter luc'heüs (war-dro 40 bloaz a raok kavadenn ar skingomzer).
1895
Guglielmo Marconi
a arnod al liammoù hertzian kentañ en ur genkiz e
Griffone
en
Italia
hag e verk ur bazenn arouezius eus ar skinbellskriver hep fun e
Salvan
Valais
) en
Alpoù
suis, e-pad an hañv
1895
1897
: Daoust da c'hGuglielmo Marconi bezañ bet anavezet da gentañ evel kaver ar skingomz, ar pezh a vez kredet gant an darn vrasañ eus an dud hiziv c'hoazh, lezioù-barn Amerika o doa nullet brevedoù Marconi e
1943
ha prouet e oa bet Tesla kaver gwirion ar skingomz.
Prouet eo bet gant
Tesla
ez eo ar sinal radio ur frekañs, he deus ezhomm ur c'haser hag ur paker.
Tesla
en doa disklêriet daou vreved e 1897, a oa bet nullet e 1904 en erbed da v
Marconi
1898
: D'an 3 a viz Eost, gant ministr ar Meurvor, e kas al letanant a vor
Camille Tissot
al liammoù skingomz oberiat gall kentañ war vor : 1 800 m etre ar Borda hag arouezva Porzh an Duged e
Brest
. Kendrec'het eo ar ministr gant labourioù
Camille Tissot
, a vo arc'hantet.
E miz Here
Eugène Ducretet
a ra ar liammañ pellskriver hertzian kentañ etre an tour Eiffel hag ar Pantheon e Pariz, pevar c'hilometr pell an eil diouzh egile.
D'an 8 a viz Du, e
Madison Square Garden
Tesla
a ginnig patrom ar vag pellurzhiet.
1900
: e Frañs, ar c'habiten
Gustave Ferrié
a sav un dinoer elektrolitek. Kizidikoc'h eo eget treuzkaser skinoù
Branly
, gantañ e c'haller selaou ar c'hemennadoù pellskriver gant un tokarn.
1901
Marconi
a a gas da benn ar c'hehentiñ treuzatlantel kentañ etre
an Douar-Nevez
ha
Kerneveur
1906
: kasadenn gentañ ar vouezh dre ar skingomz a ya de benn vat, er
Stadoù-Unanet
, gant
Reginald Fessenden
da noz Nedeleg.
D'an 30 a viz Eost
1906
Greenleaf Whittier Pickard
a zisklêr ur breved a vo kadarnaet d'an 20 a viz Du 1965 evit un dizoloer strink simploc'h eget dizoloer
Gustave Ferrié
. Goude, gant
Dunwoody
Pickard
a ijin ar post galen, gantañ e vo savet ar postoù kentañ evit ar skingomz.
1907
: An Amerikan
Lee De Forest
a ijin al lamp amplat kentañ gant katod tomm (triod) e vo loc'het diwarni holl embregerezh ar skin-elektronek.
An implijoù kentañ
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Arnod skingomz e
skol-veur New-York
e 1918
1899
: al letanant a vor
Camille Tissot
a ave ar Morlu broadel gant an THF (Treuzkas Hep Fun). Goude, savlec'h
Eusa
a ra treuzkasadennoù hep fun gant Morlu broadel Brest.
An arload heverk kentañ gant ar pellskriverezh hep fun eo ar diogel meurvor. E penn-kentañ an
XX
vet
kantved, ar mordreizherioù a vez aveet gant teknik ar skinbellskriverezh.
Adalek
1904
: savlec'h THF Eusa, gant an igorell FFU, a gas liammoù dre skinbellskriverezh war hirder gwagenn a 600 metr gant ul lestraz a 80 mordreizher.
Al liamm kenwerzhel treuzatlantel kentañ a ya endro e 1907 etre
Iwerzhon
hag
an Douar-Nevez
Daou beñse brudet o deus diskouezet efedusted ar skingomz :
1909
: 920 treizhad zo saveteet e-pad ar stokad République-Florida a drugarez d'an THF.
An Titanic a implij evit ar wezh kentañ ar c'hod SOS e 1912, 700 treizhad a zo saveteet gant ar vag Carpathia.
War-dro
1913
, ar bandennoù radio kentañ rannet etre servijoù a zeu war wel.
Goude ar brezel bed kentañ, e 1918, an embregerezh Telefunken he deus krouet eur skourr anvet Transradio, a verko an istor dre ziorren an treuzkas daoudu, e 1919. Savet he deus ur savlec'h bras e Batavia, a ya en dro gant ur galloudegezh bihan.
« An Ajañs kazetennenoù Treuzmeurvor » ha « Europa Radio » an Alamaned a implij ar memes teknologiezh. Er Stadoù-Unanet, e vo roet lañs d'an « Transradio Press Service » gant Herbert Moore, staliet e New York. E Bro-C'hall, « kompagnunezh hollek an THF » a gemer perzh e-barzh « Transradio Arc'hantina », a gorvo ar c'hehentiñ dre skingomz etrebroadel.
1920
, ar programmoù skingomz pemdeziek kentañ a grog e Bro-Saoz (embregerezh Marconi), er Stadoù Unanet e Washington, D.C. (KDKA), e Pittsburgh, e giz en URSS.
E miz Kerzu
1921
skingomz an Tour Eiffel a skign ar sonadeg kentañ gant ur skigner 900 W a hirder gwagennoù 2650m. Roet eo lañs d'ar BBC e
1922
E miz here
1922
embregerezh gall ar skingomz tredan a zo roet an aotre dezhi da gas da benn, d'ul live arnodek, skignañ abadennoù skingomz pemdeziek.
Adalek ar 6 a viz Du
1922
e vez aozet sonadegoù Radiola a zo o vont da lakaat ur publik ledan da zizoleiñ ar skingas. Ar skingasadennoù Radiola a zo sevenet a-drugarez d'ur post skingomz-tredan gant al labouradeg S.F.R (Kevredigezh Gall ar Skinbellgomz) e Levallois gant ur galloudegezh skingasadenn 2 gilowatt.
1925
: ar radio a zo implijet evit ar wech gentañ evit ur c'houlzad evit an dilennadegoù gant Herbert Hoover.
1938
: Orson Welles a skign un skingasadenn radio-gwirvoud diwar-benn un argad gant Meurzhidi, ken gwirheñvel e tiskenno ar selaouerien bennfollet er straed.
An eil brezel bed
kemmañ
kemmañ ar vammenn
E pad an eil brezel bed, labourvaoù ar vellerien a barfet un implij nevez :
Ar radar diorret gant an Alamaned, ar Saozon hag an Amerikaned, n'en deus ket bet amzer da gemenn un argad nij e koulz : hini Pearl Harbor.
Ar skin-merdeiñ, gant ar goniometr emgefreek e stern kroaziet, al LORAN, ar C'HONSOL, hag an DECCA.
Ar skin-brellañ, lakaet e pleustr en eur mod sistematek war Skingomz Londrez
Ar c'hodiñ gant ar c'hoder brudet Enigma lestr-splujerien alamanek.
An talkie-walkie a servij d'ober liammoù skingomz a-bell en ur vont war droad.
Miliadoù a skingaser-skinbaker hezoug a ave ar gweturioù, kirri-nij ha batimantoù gourc'hemenn. Ar gudenn boueta e 12V ha 24V a zo diskoulmet dre an amdroer-dro "dynamotor" pe gant amdroerien daskrenañ ha treuzfurmerioù.
Ar skingomz a servij d'ober propaganda, evel skingomz ar Reich, GroBdeutscher Rundfunk, padal e vez selaouet ar BBC e-pad ar c'heulfe, hag a dreuzkas war ar skingomz Londrez keleier kodet davet ar Resistañs.
Daou lugan a zo skignet dre ar BBC :
« Radio Pariz a lavar gaou, Radio Pariz a lavar gaou, Radio Pariz zo Alaman. » gant Pierre Dac.
« Amañ Londrez, ar C'hallaoued a gomz d'ar C'hallaoued... »
ha « galv an 18 a viz Mezheven 1940 » gwall vrudet,gant ar Jeneral De Gaulle a lako ar skingomz da vont tre en Istor.
Ar bloavezhioù 1950
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Radio 1950
P'emañ gouest ar garourien skingomz da vezañ aveet gant miliadoù a gaserien hag a bakerien diglaset gant al lu, e-barzh an « dreistadoù », er « fug » en Alamagn hag e « command set » Amerika, diorren ar skingomz evit ur publik ledan a ya war-raok hag ar paker evit an holl a vez skoueriekaet.
Ur paker « pep gwagenn » o c'holeiñ GB (Gwagennoù Bras), Gb (Gwagennoù bihan), Gbe (Gwagennoù berr) a vez e-barzh an holl diegezhioù. Ur gourheterodin eo, gant 5 pe 6 korzenn a stern reterabl diabarzh, un drobarzhell moned « pick-up » evit selaou an ervennigoù kentañ, ul lagad hud evit reizhañ fin ar frekañsoù, un dremm gant spilhenn ha sifelenn o ren ur fetisaer argemmenn klokaat, un talbenn gwiad ha koad gwerniset.
An dremm a verk anv ar chadennoù evel Radio Pariz, Pariz Inter, BBC, Radio-Luxembourg, pa vez diskouez ar chadenn rakdibabet gant ar spilhenn.
Ar pakerioù « pep red » hep treuzfurmer, zo skañvoc'h hag, a-drugarez d'ur re gorzennoù arbennik gant neudennoù a-steud dreist-holl, zo gouest da vezañ bouetaet gant ur red 110 V untu. Karterioù zo e Pariz o deus c'hoazh tredan gant ur red untu e 1950.
An tuellennoù munut a erlec'h an tuellennoù oktal, ar skingomzoù-karr zo krouet, gant un eñvoriñ ardivinkel eus ar chadennoù.
Ar skingomzer hiniennel (transistor)
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Unan eus ar skingomzerioù hiniennel kentañ e 1959
Ar skingomzer kentañ gant transistor er bloavezhioù 1960, a vo anvet « transistor » gant an dud buan-tre, a ro tu da selaou ar skingomz e pep lec'h, war al lec'h vakañsiñ, er straed, war an aod, er "surboum", n'eo ket mui ar skingomz un ardivink evit an tiegezh met unan hiniennel.
Er bed micherel, an transistor a erlec'h an tuellennoù tamm-ha-tamm, ha da c'houde e vo posupl ober gant an amred enframmet, fiñvus. Istor ar skingomz a zeu da vezañ hini skingomz arnevez.
Levrlennadur
kemmañ
kemmañ ar vammenn
25 blizenn d'an T.S.F, kevredigezh Frañs skingomz-dredan, Pariz 1935
Jean François Remonté, an bloavezhioù skingomz, L'arpenteur 1989
Yves Fournier ha Freddy Gardiol, Marconi ha Salvan : da c'houloù-deiz ar pellarouezierezh hep fun, dor-pluenn, Ayer 2009
Marc Devirnoy, « An gwagenn deus an skouflad » Memor stroll embannadur
Pennadoù kar
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Skingomz vrezhonek
Adtapet diwar «
Rummadoù
Ardivinkoù
Elektronik
Mediaoù
Skingomz
Skingomz
Rannbennad nevez
US