Wikipedia:Merourien - Wikipedia
Mont d’an endalc’had
Eus Wikipedia
Pal ar pennad-mañ eo deskrivañ statud
merourien
administrator
pe
sysop
, diwar system operator e saozneg) Wikipedia e brezhoneg.
merour zo e wikipedia brezhoneg.
Wikipedia:Goulenn ouzh ar verourien
: M'hoc'h eus ezhomm eus skoazell ur merour bennak
Wikipedia:Roll ar verourien
: evit mont war-eeun e darempred gant ur merour resis
Wikipedia:Dont da vezañ merour
: en em ginnig pe votiñ war anv unan bennak aet war ar renk
Da betra kaout merourien ?
kemmañ ar vammenn
Ar skridaozerien, enrollet pe get, o deus galloudoù ledan war ar Wikipedia memestra. Gallout a reont kemmañ lodennoù pajennoù, adenvel anezho, nullañ ar freuzañ, kas ur galv evit un diviz reolata, etc…
Evit ober war-dro ul lec'hienn evel Wikipedia ma c'hall pep gweladenner mont da cheñch diouzh e c'hoant kement pajenn zo koulz lavaret e ranker kaout ostilhoù kreñv evit, da skouer, ingalañ fazioù, diverkañ pajennoù didalvez pe er-maez ar jeu, prennañ pajennoù (evit o gwareziñ) pe mirout ouzh ar freuzerien ar gwir da cheñch pajennoù e-pad ur frapad amzer bennak.
Evit abegoù surentez anat n'hall ket seurt binvioù bezañ lakaet etre daouarn an holl. Setu perak eo bet krouet ar statud merour.
Deroet e vez da dud a gemer perzh e Wikipedia, a c'houlenn kaout ar statud-se, hag a zo bet lakaet he fiziañs enno gant ar gumuniezh. Sellet ouzh
Wikipedia:Roll ar verourien
Gwirioù ha dleadoù ar verourien
kemmañ ar vammenn
Dlead ur merour eo lakaat e pleustr an divizoù bet kemeret gant ar gumuniezh (m'emañ ezel anezhi)
Ur merour a rank kemer perzh
kemmañ ar vammenn
Evel skridaozer emañ gant ar merour an hevelep gwirioù ha dleadoù hag an holl wikipedourien all :
kemer perzh er pennadoù m'eo dedennet ganto ;
respont d'ar goulennoù e kement ha ma c'hall ;
reiñ un degemer c'hwek d'ar wikipedourien nevez ; sellet ouzh
Wikipedia:Kemennadenn_degemer
ober un tamm kempenn (evel, da skouer en
davarn
) ;
gwiriañ n'eus ket gwirioù eilañ (copyright) gant ar pennadoù hag ar skeudennoù war ziskouez ;
diverkañ an danvez a seller outañ evel
vandalerezh
(en ur skarzhañ tenor ar bajenn).
Daoust d'ar pezh a c'hall tud zo soñjal, n'eo ket d'ar verourien hepken eo d'ober al labour naetaat ha gwiriañ ar gwirioù eilañ pe plediñ gant ar vandalerezh. Gallout a ra bezañ graet gant an holl hag an holl o deus gwir d'en ober.
Ar pezh a c'hall ar verourien ober
kemmañ ar vammenn
Gwir zo gant ar verourien da implijout arc'hwelioù dibar war
Wikipedia
n'hallont ket bezañ implijet gant ar wikipedourien all : gallout a reont
prennañ ha dibrennañ pajennoù, embann pajennoù prennet evit cheñch tra pe dra enno ;
diverkañ pajennoù hag an istor stag outo (gwelet
Wikipedia:Pajennoù da nullañ
) ;
sellet ouzh pajennoù bet diverket gant ur merour all ha divizout adlakaat anezho en ur sellet ouzh dielloù ar verourien (gwelet
Wikipedia:Pajennoù da ziziverkañ
) ;
stankañ ar moned ouzh chomlec'hioù IP hag ouzh implijerien enrollet.
sellet ouzh
Dibar:Unwatchedpages
ma roller ar pajennoù n'emaint ket heuliet gant implijer ebet, ha sellet ouzh
Dibar:Undelete
ma roller an holl stummoù bet diverket ur bajenn ;
kendivizout war ur roll-skignañ dibar.
Ar pezh n'hall ket ar verourien ober
kemmañ ar vammenn
E nep doare n'eus gant ar verourien muioc'h a c'halloud eget gant ar wikipedourien all e-keñver krouiñ, kemm, adstummañ, pe sturiañ danvez ar pennadoù. Rankout a ra ar verourien klask ober a seurt ma vo aesaet an eskemm etre ar pajennoù (liammoù, rummadoù, adkasoù, pajennoù digejañ....). C'hoari a reont ivez ur roll evit gwareziñ danvez ar pennadoù diouzh ar vandalerezh.
N'eus ket gant an implijerien titouroù ouzhpenn evel
chomlec'h IP
pe chomlec'h
postel
ar wikipedourien.
N'hall ket ar verourien cheñch
statud un implijer bennak
. Kement-se n'hall bezañ graet nemet gant ur
vurevidi
. Ha n'eus nemet ur
steward
a c'hall tennañ e wirioù merañ digant unan bennak.
Ar pezh a rank ar verourien ober
kemmañ ar vammenn
A-raok implijout an arc'hwelioù ouzhpenn zo en o c'herz e rank ar verourien goulenn aotre ar gumuniezh atav.
Ne zleont ket, e mod ebet, prennañ ur bajenn ma'z eus gantañ un tabut skridaozañ gant implijerien all war ar bajenn-se.
Nemet evel-just evit an taolioù vandalerezh bihan (lakaomp unan bennak a grou ur bajenn evir lavaret koukou d'e vignoned) a c'hall bezañ goullonderet gant an implijerien all ivez ha diverket gant ar verourien hep tremen dre ar bajenn
Wikipedia:Pajennoù da nullañ
. Se ne dalvez nemet evit ar pajennoù warno tamm titour talvoudus ebet evit an holloueziadur.
N'haller ket morse diverkañ danvez pajennoù boulc'het gant danvez enno hep kas keloù a-raok.
Ar pezh eo arabat d'ar verourien ober
kemmañ ar vammenn
Dre vras ne zle ket ur merour kemer divizoù hep ali hag asant ar gumuniezh en a-raok. Arabat eo dezhañ implijout e ostilhoù evit ur gounid personel ivez pe en un doare dizonest.
Ma vez seurt emzalc'hioù gant ur merour e c'haller soñjal e kammimplij e veli.
Heuliadoù kammimplijoù beli
kemmañ ar vammenn
Graet e vez kammimplij beli eus un implij dizonest a-berzh ur merour bennak eus an ostilhoù trezalc'h zo bet lakaet en e gerzh (gwelet
#gwirioù ha dleadoù ar verourien
).
Ma kav deoc'h bezañ merzet kammimplijoù a seurt-se ez oc'h pedet d'ober anv anezho war ar bajenn "
Wikipedia:Merourien/Klemmoù
" en ur reiñ skouerioù resis (un diforc'h kemm en ur pennad, da skouer), ha da ginnig ur c'hastiz a zlefe, hervezoc'h, bezañ kemeret. Ma vez reizhabeget an evezhiadenn e vo kaset ur goulenn kemer divizoù war ur c'hastiz da gemer pe get a-enep d'ar merour e kaoz.
Heuliañ labour ar verourien
kemmañ ar vammenn
Kenurzhiañ
Kannadig ar verourien
Istor an oberoù melestradurel
Heuliañ ar stankañ implijerien
Heuliañ ar pajennoù gwarezet
Heuliañ an diverkañ pajennoù
Istor an oberoù burokratel
Heuliañ an akwizitadurioù statud
Heuliañ ar c'holloù statud
war kazetenn Pennoù-bras lec'hienn meta.wikipedia.org : klask an implijerien brezhonek a c'haller adkavout dre al lostger
@brwiki
Heuliañ an implijerien adanvet
Liammoù all
kemmañ ar vammenn
Wikipedia:Roll ar verourien
Wikipedia:Merourien etrefas
Wikipedia:Burevidi
Wikipedia:Stewarded
ka
ke
Degemer mat
Kaozeal
Reolennoù
Wikipedourien
Wikipedourien
Patrouilherien
Merourien
Merourien etrefas
Burevidi
Adtapet diwar «
Rummadoù
Merañ Wikipedia
Kumuniezh Wikipedia
Wikipedourien
Wikipedia
Merourien
Rannbennad nevez
US