Aze emañ ar patromoù prest da vezañ implijet er skridaozañ ma vez pouezet war al liamm anezho.
Un doare all eo lakaat ar ger goude an daou bik etre briatadurioù doubl : {{hvlstumm}}
NEVEZ ! HIVIZIKEN E C’HALLIT SKRIVAÑ AR GER BREZHONEG PATROM EVIT GOULENN SEVEL UR PATROM. ARABAT IMPLIJOUT AR GER SAOZNEK TEMPLATE KEN.
Evit ouzhpennañ er roll dindan ur patrom nevez, krouet pe kavet ganeoc'h war hor wiki, grit evel-mañ mar plij :
- Lakait ho patrom e-touez ar re all, oc’h heuliañ urzh al lizherenneg.
- Skrivit anv ho patrom o kregiñ ar frazenn gant Patrom anvhopatrom :
- Lakait anv ar pennad ma c’haller kavout ho patrom etre sonelloù doubl, evel-mañ : [[:Patrom:anvhopatrom]] evit ma c’hallo pep hini gouzout e pelec’h emañ.
- Displegit da c’houde en ur frazennig da betra servij ho patrom.
- Roit ur skouer evit ma c’hallo pep hini gwelet peseurt tres zo gant ho patrom; evit se skrivit anv ho patrom etre briatadurioù doubl evel-mañ : {{anvhopatrom}}.
DIWALLIT ! N'EUS KET TU DA IMPLIJOUT PATROMOU E-BARZH ANVIOÙ AR PENNADOU PE AR PATROMOU :
Da skouer [[Pennad Kentan]] a zo un anv mat [[Pennad Kent{{añ}}]] a zo un anv fall
Patrom:PatromAlfa1 Evit ar rolloù alfabetek berr, da skouer
A
B
C
D
E
F
G
H
I
J
K
L
M
N
O
P
Q
R
S
T
U
V
Y
Z
Patrom:añ Evit skrivañ prop berradur ar ger kentañ : 1añ
Evit ouzhpennañ en ur pennad ur voestig enni ul liamm war-du Commons, da skouer :
Patrom:Disheñvelout Evit sevel ur bajenn disheñvelout ar pennadoù dezho an hevelep anv (heñvelstumm) met sterioù disheñvel. Da skouer,
Patrom:Domani Foran da ouzhpennañ ouzh fichenn skeudennoù pellgarget zo frank o implij, kuit a wirioù, da skouer :
| En domani foran emañ an oberenn-mañ pe peogwir eo bet dilezet e wirioù gant an aozer anezhi (copyright), pe peogwir eo echu gant prantad amzer ar gwirioù a oa warni. Gallout a ra bezañ skignet pe gemmet diouzh an ezhomm eta. |
Patrom:-de Evit skrivañ prop berradur ar ger trede : 3de
Patrom:TaolennDourredenn1 Evit reiñ titouroù diazez diwar-benn ur stêr, da skouer
Patrom:ElfennoùKimiek Ur seurt portal a denn d'an elfennoù kimiek.
Patrom:Fn ha Patrom:Fnb Servijout a reont da lakaat notennoù e traoñ ar pennadoù. Fn (foot note) a gas d'an notenn hag Fnb (foot note back) a gas en-dro d'ar pennad:
- Notennoù
Sellit ivez ouzh ar pennad Roll an elfennoù hervez o anvioù evit kaout ur skouer wirion.
Patrom:KoskoriadHeol. Da skouer
Patrom:Yezh Titouroù diazez diwar-benn ur yezh bennak, da skouer
Patrom:Merk disklêriet da ouzhpennañ ouzh fichenn skeudennoù pellgarget eus merkoù disklêriet, da skouer :
| Diwallit : Ur merk disklêriet eo al logo-mañ. N'eo ket suraet an implij anezhañ diouzh ar GNU FDL, met gallout a reer implijout anezhañ e Frañs, gant ma vo doujet d'ar gwirioù merket d'ar perc'henn anezhañ gant mellad L-713-3 Dezveg Gwirioù an Aozerien. |
Patrom:Afrika Framm ennañ roll an holl stadoù eus Afrika, da skouer :
Patrom:Stadoù Europa Framm ennañ roll an holl stadoù eus Europa, da skouer :
Patrom:Broioù Turkek Framm ennañ roll an holl stadoù a zo o yezh turkek, da skouer :
Patrom:Stadoù-Unanet Framm ennañ roll holl Stadoù SUA, da skouer:
Patrom:Taolenn beriodek : taolenn beriodek an elfennoù gimiek. Re vras eo da vezañ diskouezet amañ. Klikit war al liamm evit gwelet.
Patrom:PennadTuek Evit diskouez d'an holl ez eus ezhomm da gaout un doare neptu evit frazennoù zo, da skouer :
| Arvar zo diwar-benn neptuegezh ar pennad-mañ ha n'eo ket savet diouzh un holloueziadur. | |
| Kit da welet ar gaozeadenn |
Patrom:vet Evit skrivañ prop berradur ar sifroù evel pemvet, c'hwec'hvet, naontekvet, hag all : 5vet, 6vet, XIXvet
- Penaos implijout ar patromoù-mañ
| Sintaks Wikipedia | Disoc'h |
|
Implijet eo ar patrom-mañ evit rein keleier diwar benn ar rummatadur skiantel ul loen. Deoc'h c'hwi da cheñch an testenn gant liv gant hini ho pennad : ret eo kregiñ gant an Taxobox loen {{Patrom:Taxobox Loen | Boc'hruz | ErithacusRubecula.jpg | ur Par}} Anv al loen (ha titl ar pennad) Anv ar skeudenn titl ar skeudenn ha ret eo echuiñ gant an Taxobox Echu {{Patrom:Taxobox Echu}} Ma ne rit ket e vo drol an disoc'h. (Da vezañ ledanaet) |
Patrom:Roll diwezhañ ur gevezadeg Evit lakaat ar gevezerien diwezhañ war-wel e-barzh ur gwezennadur

