Yuzevegezh - Wikipedia
Mont d’an endalc’had
Eus Wikipedia
Ar
Yuzevegezh
(a-wezhioù
Yuzeviezh
, diwar an
hebraeg
יהודה
Yehouda
, diwar al
latin
hag an
henc'hresianeg
) zo ur relijion etnek az a enni doareoù ha kustumoù relijiel, sevenadurel ha lezennel ar
Yuzevien
Hervez ar Yuzevien kar o feiz eo eztaoladur an Emglev savet etre Doue ha bugale Israel.
Enni e kaver meur a zoare d'ober, da soñjal, da lenn an testennoù, d'en aozañ, met an holl zo e-liamm ouzh an
Torah
, an darn kreiz en
Tanac'h
anavezet ivez dindan an anv
Bibl hebraek
, klokaet gant un hengoun dre gomz bet lakaet diwezhatoc'h dre skrid e-barzh ar
Midrash
hag an
Talmud
. An hini goshañ eus an teir
relijion
undoueek
monoteist
) meur eo ar
yuzevegezh
, dezhi en-dro da 15 milion a
feizidi
er bed a-bezh (0.02% eus poblañs ar bed),
. ha
yuzeviezh
neuze a reer neuze eus ar feizidi-se. An diforc'h brasañ etre ar yuzevegezh hag an div relijion vras diazezet warni, ar
gristeniezh
hag an
islam
, eo al liamm etre an
identelezh
relijiel hag hini etnek a vez pouezet warnañ el lodenn vrasañ eus ar
c'hredennoù
yuzev. Savet eo bet e
1948
ur
riez
eo ar yuzevegezh e relijion-stad,
Israel
eo e anv e koun ar riez a oa er memes lec'h en
Henamzer
kreis.
Doareoù pennañ ar feiz yuzev
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Doareoù pennañ
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Bibl Kennicott, un Tanac'h spagnol eus 1476
Kontrol d'an doueed all eus an hen-
reter-nesañ
eo taolennet doue an
Hebreed
evel ur boud unvan ha digenvez. Diwar-neuze, n'emañ ket e zarempredoù gant doueed all met gant ar bed ha resisoc'h gant ar bobl en doa krouet
Komañs a ra ar Yuzevegezh gant an dra-se : krediñ a ra eo Doue unan ha koñsernet eo gant oberoù mab-den.
Hervez an
Tanac'h
en doa prometet Doue da
Abraham
ober eus e ziskennidi ur vroad veur.
Meur a remziad war-lerc'h e c'hourc'hemennas da vroad
Israel
karet ha lidañ un Doue nemetken, da lavaret eo dezrevelliñ preder Doue diwar-benn ar bed.
Gourc'hemenn a reas ivez e karje ar Yuzeveien an eil hag egile, da lavaret eo dezrevelliñ karantez Doue ouzh an dud.
. Ar gourc'hemennoù-se zo nebeud eus un dastumad lezennoù e kalon an emglev a zo e kreizig-kreiz ar Yuzevegezh.
Diwar-neuze, ha goude ma'z eus ul luskad ezoterek (
Kabbalah
) e oa bet taolennet ar Yuzevegezh evel "kevrinouriezh normal" gant an enklaskour
Max Kadushin
abalamour ma'z eus ennañ taolioù-arnod pemdeziek eus bezañ Doue dre emzalc'hioù boutin d'an holl yuzevien.
C'hoari a ra ar "gevrinouriezh normal"-se dre heuliañ al Lezenn yuzev (
halac'ha
) ha eztaolet e vez dre gaoz pa vez dibunet ar
Birkat Ha-Mizvot
, ar bennozhioù berr dibunet a-raok doujañ d'ur mitzvah pozitivel.
An traoù ha degouezhioù boutin, tost, pemdez, hon eus a zo doareoù da arnodiñ Doue. Traoù evel ar bara pemdeziek, an deiz en e-unan, zo bevet evel diskuliadur karantez Doue, ar pezh a c'houlenn ar
Berac'hot
Kedoushah
, ar santelezh, n'eo netra estreget dezrevelliñ Doue, zo koñsernet gant an emzalc'h pemdez, gant bezañ anaoudeg, gant en em virout diouzh disakradur an idolatriaj, an avoultr ha skuilhañ ar gwad. Degas a ra ar
Birkat Ha-Mitzwot
soñj eus emskiant ar santelezh da vare ul lid rabbinek met an objedoù implijet evit ar brasañ eus al lidoù-se ne vezont ket santel ha boutin e vezont, padal ne zegas ket an objedoù santel bezañ Doue. Hag estreget degas arnodenn Doue a ra an traoù ha degouezhioù boutin ganto. Kement tra a c'hoarvez d'an nen a zegas soñj eus an arnodenn-se, drouk pe mat, kar lavaret a reer ur
Berakah
pa glever keloù drouk. Neuze, ha daoust da arnodenn Doue bezañ dibar e-keñver ar re all, eo niverus an degouezhioù d'E arnodiñ, da gaout un emskiant Anezhañ, ha pa ne vije kemeret e kont nemet ar re a c'houlenn
Berakot
(Lakaet e brezhoneg diwar ar saozneg)
Tra ma tabut
ar brederourien yuzev
diwar-benn hag-eñ emañ Doue perzh eus ar bed pe dreist ar bed, ha daoust ha rakjedet eo buhez an dud pe int dieub da heuliañ o hent, eo an
halac'ha
ur sistem ma klask pep yuzev degas Doue er bed dre e oberoù.
Emañ an undoueegezh e-kreiz pep testenn-sakr ha pep testenn-reizhañ er Yuzevegezh. Evelato n'eo ket bet heuliet atav ez-pleustrek. Diskouez ha milligañ a ra an
Tanac'h
penaos e veze azeulet doueed all en Henisrael
10
Da vare
Henc'hres
hag
Henroma
e oa doareoù disheñvel da welet an undoueegezh-se, unan anezho a c'hanas ar
Gristeniezh
anezhañ.
11
Ar preder yuzev diwar-benn Doue en deus kaset tud betek lavaret ne oa ket ret krediñ e Doue er Yuzevegezh
12
13
Hervez lod e c'heller lavaret eo pouezusoc'h heuliañ an halac'ha eget krediñ e Doue
14
hag un nebeud luskadoù yuzev frankizour a nac'h bezañ un doueelezh bennak personifiet hag oberiant en istor.
15
Tabut zo evit gouzout hag-eñ ez eus ur Yuzevegezh gwirion a c'hell ober normoù, estreget e-touez al luskadoù relijiel, e-touez an istorourien ivez.
16
Pennaennoù ar feiz
kemmañ
kemmañ ar vammenn
13 pennaenn ar feiz
Krediñ a ran gant ur feiz peurvat eo ar C'hrouer, ra vezo Santelaet E Anv, ar C'hrouer hag an Heñcher evit kement tra zo bet krouet; Eñ hepken a c'hell ober, a ra, hag a raio pep tra.
Krediñ a ran gant ur feiz peurvat eo Unan ar C'hrouer, ra vezo Santelaet E Anv, ha n'eus unvezh ebet e doare ebet Eveltañ, ha Eñ hepken eo hon Doue, a oa, eo, hag a vezo.
Krediñ a ran gant ur feiz peurvat n'eus korf ebet d'ar C'hrouer, ra vezo Santelaet E Anv, hag eo digabestr eus kement perzh stag ouzh an danvez ha ne c'heller ober tamm keñveriadenn (fizikel) ebet Gantañ.
Krediñ a ran gant ur feiz peurvat eo ar C'hrouer, ra vezo Santelaet E Anv, an hini kentañ hag an hini diwezhañ.
Krediñ a ran gant ur feiz peurvat eo reizh pediñ d'ar C'hrouer, ra vezo Santelaet E Anv, ha Dezhañ hepken ha n'eo ket reizh pediñ da dra ebet all Estregetañ.
Krediñ a ran gant ur feiz peurvat eo gwir ar pezh a oa bet lavaret gant ar brofeded.
Krediñ a ran gant ur feiz peurvat e oa gwir dougan Moizez, ra vezo peoc'h warnañ, hag e oa penn ar brofeded, kement ar re a oa bet en e raok hag ar re zo bet en e lerc'h.
Krediñ a ran gant ur feiz peurvat eo an Torah klok a zo ganeomp bremañ ar memes hini a oa bet roet da Voizez, hon c'helenner, ra vezo ar peoc'h warnañ.
Krediñ a ran gant ur feiz peurvat ne vezo ket eskemmet an Torah-se ha ne vezo Torah ebet all digant ar C'hrouer, ra vezo Santelaet E Anv.
Krediñ a ran gant ur feiz peurvat e oar ar C'hrouer, ra vezo Santelaet E Anv, kement ober graet gant kement mab-den a zo hag o holl soñjoù, evel m'eo skrivet, "eñ hag en deus stummet kalonoù an dud, a sell pizh ouzh ar pezh a reont." (
Salmoù
33:15)
Krediñ a ran gant ur feiz peurvat e pae ar C'hrouer, ra vezo Santelaet E Anv, ar re a zalc'h E c'hourc'hemennoù hag e kastiz ar re a dorr anezho.
Krediñ a ran gant ur feiz peurvat e teuio ar
Mesiaz
; ha goude ma c'hell daleañ, e c'hortozin bemdez e teuio, mod pe vod.
Krediñ a ran gant ur feiz peurvat e adsavo ar re varv da vev d'an amzer a blijo d'ar C'hrouer, ra vezo Santelaet E Anv, hag e vo meulet E goun da viken.
Maimonidez
, lakaet e brezhoneg diwar ar
saozneg
Meur a zoare da ziverrañ pennaennoù ar feiz yuzev zo bet kinniget gant an dud gouiziek a-hed an amzer, lod anezho bet degemeret gant burutelladennoù. An doare brudetañ eo an hini
Maimonidez
, an
13 pennaenn ar feiz
, kinniget en XII
vet
kantved. Hervezañ, kement yuzev ne zegemerje ket unan eus ar pennaennoù-se zoken a vije lakaet da nac'her-feiz hag heretik
17
Tud gouiziek all o doa bet ur sav-poent disheñvel diouzh hini Maimonidez war unan pe meur a hini eus an 13 pennaenn-se.
18
Burutellet e oa bet kinnigoù Maimonidez en e amzer gant
Hasdai Kreskas
ha
Josef Albo
. Hemañ diwezhañ asambles gant
Abraham ben David
o doa arguzennet e oa re a bennaennoù e listennad Maimonidez a oa gwir hep bezañ e kreizig-kreiz ar feiz. Mont a reas ar pennaennoù-se diwar spered an dud e-pad un nebeud kantvedoù a-raok bezañ adkavet ha lakaet en ur stumm barzhoniel a voe ebarzhet e levrioù-pediñ,
19
gant-se e oant bet degemeret er bed a-bezh.
20
An istorour
Flavius Josephus
a lakae pouez war an oberoù kentoc'h eget war ar c'hredennoù, hervezañ mont da nac'her-feiz a oa chom hep heuliañ al Lezenn yuzev ha ret e oa goulenn d'an hini a felle treiñ ouzh ar Yuzevegegezh e vije
amdroc'het
ouzhpenn heuliañ ar c'hustumoù.
Hiziv an deiz e ra diouer d'ar Yuzevegezh un aotrouniezh-kreiz gouest da normalizañ un dogm
21
22
hag abalamour d'an dra-se ez eus meur a zoare da welet ar pennaennoù-se a chom dindan priñsipoù ar Yuzevegezh.
18
An holl luskadoù yuzev avat zo diazezet war ar pezh zo skrivet en
Torah
, e skridoù-evezhiañ evel an
Talmud
hag ar
Midrach
hag anavezet eo ivez an emglev etre Doue hag
Abraham
ouzhpenn d'an emglev bet diskuliet da
Voizez
, gwelet evel profed meur ar Yuzevegezh.
18
23
Hervez ar
Michnah
, unan eus testennoù pennañ ar Yuzevegezh rabbinek, emañ degemer orinoù doueek an emglev e-kreiz ar Yuzevegezh hag ar re ne zegemeront ket kement-mañ a goll o flas er
Bed da zont
24
Diaesoc'h c'hoazh eo en em lakaat akord war pennaennoù ar feiz yuzev en amzerioù modern abalamour d'an niver ha da liesseurted al luskadoù relijiel yuzev, en ur strishaat d'al luskadoù speredelezh pennañ zoken. Da skouer, respont
Joseph B. Soloveitchik
(a lakaer asambles gant al
luskad reizhkredour modern
d'ar vodernelezh az a gant heuliañ an halac'ha a zo he fal pennañ degas hael d'ar bed.
Mordecai Kaplan
, diazezour an
Adgroueouriezh yuzev
, en doa dilezet soñj ar relijion evit liammañ ar Yuzevegezh ouzh ar sevenadur, da lavaret eo dre likelaadur ar priñsipoù pennañ e klaske degemer ar muiañ a zoareoù da vezañ yuzev posupl.
Yuzevegezh virour
Solomon Schechter
a laka e hent en hengoun disklêriañ an
Torah
, gant hizivadurioù dizehan al Lezenn dre an disklêriañ. Evit echuiñ e tres
David Philipson
ur skeudenn eus ar
Yuzevegezh adreizhet
o lakaat anezhi a-enep an doare strizh da zisklêriañ an traoù a oa gant rabined zo, o vont gant ur preder heñvel ouzh hini ar virourien
25
Testennoù relijiel ar Yuzevien
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Un Tanac'h produet en X
vet
kantved eus hon mare
Hollad skridoù santel ar yuzevegezh a vez graet
Tanac'h
(תנ״ך)
26
anezhañ. Ur veradenn eo ar ger-mañ, stummet eus:
Torah
(תורה) - pemp levr
Moizez
Nevi'im
(נביאים) - ar
brofeded
Ketouvim
(כתובים) - skridoù
Ouzhpenn d'an diazez-se ez eus bet lakaet ouzhpenn testennoù evit displegañ, sevel goulennoù, dielfennañ an destenn veur, lakaet asambles dindan an anv
lennegezh ar rabined
. En o zouez e kaver labourioù eus mare an talmud, lennegezh klasel ar rabined :
Mishnah
hag evezhiadennoù
Talmud
Hini Babilon
Hini Jeruzalem
Midrash
Midrash halac'ha
Midrash Aggada
Lennegezh an
halac'ha
Levrioù Lezennoù ha Kustumoù ar Yuzevien
Mishneh Torah
hag evezhiadennoù
Tur
Siddour
ha levrioù al lid
Preder yuzev hag etik
Prederouriezh yuzev
Kabala
Labourourioù ar
C'hasidegezh
Piyyut
(barzhoniezh yuzev)
Lennegezh lezennel yuzev
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Un
Torah
eus stil sefarad douget gant un den er
c'hotel
Jeruzalem
Rolloù an
Torah
e sinagogenn Glockengasse Synagogue e
Köln
Diazez al lezennoù ha kustumoù ar Yuzevien, anvet
halac'ha
, a gaver en
Torah
. Hervez hengoun ar rabined ez eus
613 mitzvot
, da lavaret
gourc'hemennoù
, enni. Talvezet a ra ar mitzvot-se en un doare disheñvel diouzh ma vezer paotr pe blac'h, ma vezer perzh eus hen-strollad ar veleien (
Kohanim
ha
Leviyim
), ma vezer labourer-douar en
Douar Izrael
c'hoazh. Ur bern anezho ne dalvezent nemet da vare
Templ Jeruzalem
, hiziv neuze n'eus nemet 369 gourc'hemenn a c'hell talvezet
27
Goude ma oa bet luskadoù yuzev diazezet o feiz war an
Torah
nemetken (evel ar
Sadukeed
hag ar
Garaited
) e kred ar brasañ eus ar Yuzevien el lezenn dre gomz. Treuzkaset e oa bet al lezenn gant ar skol
farizian
en henyuzevegezh a-raok bezañ lakaet dre skrid hag astennet gant ar rabined.
Hervez an hengoun rabinik e oa bet roet al Lezenn dre skrid (an
Torah
) hag al Lezenn dre gomz gant Doue da
Voizez
war ar
Menez Sinai
a-raok bezañ treuzkaset a-remziad da remziad. E-pad kantvedoù neuze e oa div vammenn, unan skrivet, unan dre gomz, evit ar c'hustum hag al lezennoù, a-raok ma oa bet lakaet ar Lezenn dre gomz war baper gant ar rabin
Yehuda haNashi
en doa aon e vije kollet al Lezenn dre gomz. Bodañ a reas savboentoù disheñvel en ur skrid anvet
Mishna
28
Hervez
Abraham ben David
e oa bet klozet al labour-se goude distruj
Jeruzalem
, e
3949
, da lavaret eo
189
eus hon mare.
29
. Er
Mishnah
ez eus 63 levr-studi diwar-benn al Lezenn yuzev, ar pezh zo diazez an
Talmud
E-kerzh ar c'hantvedoù e oa bet savet tabut ha preder diwar-benn ar
Mishnah
e-touez an div gumuniezh bennañ er Yuzevegezh, hini
Jeruzalem
hag hini
Babilon
. An evezhiadennoù bet graet ganto a oa bet dastumet ha lakaet war baper en daou d
Talmud
, hini
Jeruzalem
Talmud Yerushalmi
) hag hini
Babilon
Talmud Bavli
). Astennet e oa bet c'hoazh al labour-se gant evezhiadennoù tud ouiziek a-hed ar c'hantvedoù.
Forzhig gerioù en Torah a chom hep displegadenn ebet, evel ur bern gourc'hemennoù pe traoù d'ober. Gwelet a reer ar fed-se evel un diluz a ziskouez e oa bet treuzkaset ul Lezenn dre gomz ouzhpenn al Lezenn dre skrid hag e c'hortozed e anavezje lenner al Lezenn dre skrid al lezenn all
30
An
halac'ha
neuze, pe doare bevañ ar Yuzevien en amzer ar rabined, zo ur meskaj etre ar pezh a denner eus an Torah hag ar pezh a denner eus hengounioù resevet dre gomz - ar Mishnah, ar
Midrash
, an Talmud hag an evezhiadennoù ouzhpenn. Savet e oa bet tamm ha tamm gant ur sistem savet diwar ar pezh a oa a-raok.
An hermeneutik
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Ne gred ket ur bern Yuzevien n'eus nemet an traoù skrivet az a d'ober an
Torah
diskuliet, met ivez an doare d'he c'hompren ha da brederiañ diwar he fenn. Studial an
Torah
(hag e-barzh studial ez eus traoù ledan-kenañ evel ar barzhoniezh, sevel-istorioù, al lezenn, evit an Torah hag an
Talmud
) zo er Yuzevegezh un ober sakr a-bouez ruz. Evit an dud fur o doa aozet ar
Mishnah
hag an
Talmud
, hag an dud zo bet en o lec'h hiziv, studial an Torah n'eo ket un doare da gompren diskuliadenn Doue nemetken, met ur pal en e-unan eo. Hervez an
Talmud
Setu an traoù a c'hello an nen tennañ plijadur anezho er bed-mañ tra ma chomo ar pennañ da dennañ plijadur er bed a zeu; setu anezho : enoriñ e dud, karet aktoù a vadelezh, sevel peoc'h etre unan hag egile. Met studial an Torah zo par outo-holl. (Talmud Shabbat 127a)
Studial an Torah a c'hell "bezañ un doare da arnodiñ Doue".
Ar c'helenner Jacob Neusner en deus skrivet diwar-benn levezon luskadoù kozh ar Yuzevegezh war ar relijion vodern :
An enklask poellek ha reizh kaset gant ar rabbi zo estreget poell-miñsañ. Un striv kalz siriusoc'h ha fetisoc'h eo evit kavet en traoù munud priñsipoù pennañ bolontez Doue da heñchañ ha da santelaat an oberoù fetisañ ha spisañ en devezh-labour. [...] Aze emañ kevrin Yuzevegezh an Talmud : ar gredenn estren ha pell eo ar meiz un ostilh n'eo ket evit diskrediñ ha disakramantiñ met er c'hontrefed evit santelaat."
31
Neuze, studial an Torah skrivet hag an Torah komzet e sklêrijenn an eil hag eben zo ivez studial
penaos
studial lavar Doue.
Evit mont pelloc'h ganti e oa bet aozet gant tud fur priñsipoù poell hag hermeneutik o doa klasket heuliañ. Hervez David Stern eo diazezet holl hermeneutikoù ar rabbined war div bennaenn :
da gentañ, krediñ eo holl-dalvoudegezh ar Skritur, e talvoudegezh kement ger, lizherenn, rikamanoù ar skrib zoken (hervez un danevell anavezet); da eil, embann eo unvan ar Skritur en he c'halon evel eztaoladenn ur volontez unvan."
32
Gant an div bennaenn-se e c'heller sevel meur a zoare de welet an destenn. Hervez an Talmud :
Ur werzenn en hec'h-unan he deus meur a dalvoudegezh, met n'eus ket div werzenn gant an hevelep talvoudegezh. Kelennet e oa e skol ar R.Ishmael: 'Hag-eñ n'eo ket va c'homz evel an tan - lavar an Aotrou - evel ar morzhol o vreviñ ar roc'h ?' (Jer 23:29). Evel ma tarzh meur a fulenn gant ar morzhol-se (pa sko gant ar roc'h) en deus ur werzenn en hec'h-unan meur a dalvoudegezh. (Talmud Sanhedrin 34a).
Ar Yuzevien relijiel a soñj dezho neuze eo nerzhek an Torah kar ez eus enni meur a zoare d'he gwelet
33
Hervez hengoun ar rabbined e oa bet, en ur stumm dre gomz, diskuliet da
Voizez
gant Doue holl zoareoù reizh da zisklêriañ an Torah dre skrid a-raok bezañ kaset a gelenner da studier. Pa zeue rabbined disheñvel gant disklêriadennoù disheñvel e raent gant priñsipoù hermeneutik evit reiñ pouez d'o arguzennoù : rabbined zo a embann e oa bet diskuliet ar priñsipoù-se gant Doue da Voizez er Sinai
34
Hillel an Henañ
a lakaas war wel seizh pennaenn an hermeneutik evit disklêriañ al lezennoù, trizek hervez
Rabbi Ishmael
. 32 zo listennet gant
Eliezer ben Jose
, da vezañ implijet evit pennadoù danevelliñ an Torah. An holl reolennoù hermeneutik strewet etre an
Talmud
hag ar
Midrash
zo bet rastellet gant
Malbim
Ayyelet ha-Shachar
, ar rakger evit e evezhiadennek war ar Sifra. 13 pennaenn R.Ishmael zo moarvat ar re anavezetañ evelato : unan eus roadennoù abretañ ar Yuzevegezh d'ar poell, d'an hermeneutik ha d'ar barnadurezh eo
35
Hiziv e lakaer 13 pennaenn R.Ishmael e-barzh al levr-pediñ yuzev da vezañ lennet bemdez.
36
37
38
Prederouriezh yuzev
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Pennad pennañ :
Prederouriezh yuzev
Delwenn
Maimonidez
Córdoba
Gant prederouriezh yuzev e reer anv eus ar c'hej etre studiañ ar prederouriezh hag an doueelezh yuzev, a-wezhioù gant levezon prederouriezhoù all (evel hini
Henc'hres
). Prederourien veur ar Yuzevegezh zo, da skouer,
Maimonidez
Gersonidez
Salaün ibn Gabirol
Saadia Gaon
pe
Yehuda Halevi
. Levezonet bras eo bet ar brederourien gant luskad ar
Sklêrijennoù
, en deus degaset tabutoù taer, dreist-holl e bed an
Achkenazed
hag ar
Sefaraded
o doa bet da glask respont d'ar goulennoù savet gant ar modernelezh. E-touez ar Yuzevegezh reizhkredour e c'heller lenn prederourien evel
Eliyahu Eliezer Dessler
pe
Joseph Ber Soloveitchik
, padal
Martin Buber
Mordecai Menahem Kaplan
ha
Abraham Joshua Heschel
zo prederourien er-maez eus ar metoù reizhkredour.
Identelezh yuzev
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Orin ar gerioù "yuzev" ha "yuzevegezh"
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Dont a ra ar ger "yuzev" eus an
hebraeg
, יהודה
Yehouda
, diwar
rouantelezh Yehouda
39
D'ar ger "yuzeg" e oa bet staget an dibennoù-ger "-ek" ha "-ezh" evit sevel "Yuzevegezh", anv ar relijion, a glot ouzh an hebraeg יַהֲדוּת,
Yahadut
hag ar
gresianeg
Ἰουδαϊσμός
a zo mammenn ar
galleg
judaïsme
hag ar
saozneg
Judaism
. Ar ger gresianek a oa bet implijet evit ar wezh kentañ en
Eil Levr ar Vakabeed
, skrivet e gresianeg hellenistek en II
kantved a-raok hon mare, enebet ouzh ar ger
hellenismos
implijet evit unan bennak a blege ouzh sevenadur
Henc'hres
, ar pezh a zo kalon an darvoudoù kontet el Levr-se.
40
En e levr
The Begining of Jewishness
('Deroù ar Yuzeviezh') e skriv Shaye J.D. Cohen :
Temptet omp, evel just, da dreiñ [
Ioudaïsmós
] da "Yuzevegezh" met re strizh e vije an droidigezh kar, pa oa bet implijet evit ar wezh kentañ, ne oa ket bet strishaet
Ioudaïsmós
da sinifiañ ur relijion nemetken. Talvezet a ra kentoc'h "bodañ an holl zoareoù a lakaa ar Yudeaned Yudeaned (pe Yuzevien Yuzevien)." E-touez an doareoù-se, sur ha n'eo ket marteze, ez eus oberoù ha kredennoù a vefe anvet "relijiel" hiziv, met estreget an oberoù hag ar c'hredennoù-se a zo er ger-mañ. Neuze e rankje
Ioudaïsmós
bezañ troet gant "Yuzeviezh" kentoc'h eget "Yuzevegezh"
41
Diviz a zo neuze e brezhoneg etre
Yuzevegezh
ha
Yuzeviezh
evit kaozeal eus gwirvoud ar
Yuzevien
, e-liamm ouzh ar preder diwar-benn o statud : hag ur bobl eo pe feizidi ur relijion ? Ur c'hemm a reer memestra etre "Yuzeviezh", a c'hell bezañ stag ouzh ar pezh a ra ur Yuzev ur Yuzev (heñvelstêr ouzh a oa bez kaoz
Ioudaïsmós
uheloc'h)
42
ha "Yuzevegezh" (pe
Yudeverezh
) a stager ouzh ster modern
Judaism
, da lavaret eo ar pezh a zo stag ouzh ar relijion
43
Evit kaozeal diwar-benn an dud e reer gant "Yuzev"
44
pe "Yudev" (diouzh an den hag ar rannyezh). Ar ger "Jouis" a oa bet implijet e gwerzhioù en XIX
vet
kantved met ne seblant ket bezañ chomet er yezh pemdez
45
Kemm etre ar Yuzevien evel pobl hag ar Yuzevegezh
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Evel en ur bern relijionoù kozh eus ar
Reter-Nesañ
, ha dre ma oa da gentañ relijion vroadel ur bobl, ez eus diaesterioù o tispartiañ ar relijion eus ar c'henedelezh, ur mennozh a zo estren da breder ar Yuzevegezh ouzhpenn-se. Ar c'hemm-se a oa bet diwanet diwar an dualded prederiet gant
Platon
etre an danvez hag ar spered, dualded a oa bet degemeret un tamm er Yuzevegezh hellenistek. Start eo neuze renkañ ar Yuzevegezh er rummadoù bet ijinet er c'hornôg evit renkañ ar bed dre m'eo koshoc'h ar Yuzevegezh eget diwan ar sevenadur gristen kornôg. E-pad o istor hir o doa anavezet ar Yuzevien ar sklaverezh (da vihanañ hervez o skridoù), emrenerezhioù anarkiek, teokratiek hag unpenniek, aloubadegoù, beli galloudoù all hag an harlu. En diaspora e oant bet e darempred gant sevenadurioù Ejipt, Babilon, Persia, Henc'hres hag Henroma ha da c'houde sevenadurioù ha relijionoù all (
Kristeniezh
Islam
), luskadoù prederouriezh (Sklêrijennoù) ha sevel ar broadelouriezhoù en Europa, ar pezh a frouezhas gant ganedigezh ur
Stad yuzev
en o mamm-douar bet. Gwelet o doa uhelidi ur bobl (Khazared) treiñ ouzh ar Yuzevegezh a-raok bezañ lonket gant pobloù all ha mont diwar-wel pa voe aloubet o bro. Diwar kement-se en doa arguzennet Daniel Boyarin e "torr ar Yuzeviezh kement rummadoù a identelezh kar n'eo na vroadel, na lignezel, na relijiel, met an holl war un dro, en ur bec'h dael."
46
Piv zo Yuzev ?
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Hervez ar Yuzevegezh rabbinek eo yuzev kement den bet ganet gant ur vamm yuzev pe bet troet ouzh ar Yuzevegezh diouzh an halac'ha. Lod eus ar
Yuzevien adreizhet, frankizour hag adgrouerouriek
a zegemer bugale evel Yuzev m'eo yuzev unan eus o zud, tad pe vamm, ma vezont desavet evel Yuzevien. Hengoun an identelezh yuzev a oa bet savet diwar un termenadur halac'hek war an orin dre ar vamm hag an troadur. Sonnet e oa bet pa oa bet kodet al Lezenn dre gomz e
Babilon
200
. Disklêriet e oa bet rannoù eus an
Torah
, evel
Adlezenn
7:1-5, evit digalonekaat an dimeziñ etre Yuzevien ha
Jentiled
abalamour ma "vefe distroet da vab diwar va lerc'h evit servijañ doueoù all". Al
Leviegezh
24:10 a embann eo ezel mab un dimeziñ etre ur vaouez hebraek hag ur gwaz
ejipsian
eus "kumunizh Israel". Klokaet eo gant
Levr Ezra
10:2-3 ma tiviz an Israelited distro eus Babilon dilezel o fried jentil hag o bugale
47
Er
Garaegezh
e kemerer e kont ar vugale diwar an tadoù nemetken, met kumuniezhioù zo a c'houlenn d'an tad ha d'ar vamm bezañ yuzev.
48
Ar goulenn-se a oa bet roet pouez adarre dezhañ pa oa bet savet Stad
Israel
. Er bloavezhioù 1950 e oa bet savet ar goulenn
mihu Yehoudi ?
("Piv zo Yuzev ?") gant
David Ben Gourion
ouzh aotrouniezhoù relijiel ha predourien hag istorourien evit renkañ kudenn ar geodedelezh. N'eo ket renket ar gudenn-se da vat en Israel e-lec'h ma vez savet ar goulenn bep an amzer c'hoazh.
Digor eo holl luskadoù ar Yuzevegezh ouzh an dud a dro ouzh o relijion ma vezont gwirion, daoust ma oa bet klasket digalonekaat seurt choaz da gustum en
Talmud
. Priziet eo an treiñ gant un aotrouniezh bennak dre goulennoù, atersadennoù evit priziañ pegen gwirion eo ha pegen barrek eo da heuliañ al Lezenn
49
Choaz a reont un anv hebraek relijiel hag evit anv-familh e vez graet
Ben Avraham
pe
Bat Avraham
anezho ("Ab Abraham"). Un diaezamant a sav gant an doare da anavezet an troadurioù diouzh al luskad : techet eo ar
rabined reizhkredour
da chom hep anavezet an dud troet ha kadarnaat gant luskadoù all, dreist-holl ma teuont eus luskadoù adreizhet met ivez eus luskadour
mirour
50
Chikan a oa bet etre lezioù-barn reizhkredour zoken war statud tud troet.
51
Embann a ra ar Yuzevegezh rabinek eur yuzev da viken (ne vern peseurt orin, ganet yuzev pe troet yuzev). Diwar-neuze, un den a lavar bezañ dizoue pe troet ouzh ur relijion all a c'hello bezañ gwelet evel Yuzev c'hoazh gant ar Yuzevegezh hengounel. Koulskoude, luskadoù frankizour zo o doa embannet n'halled ket gwelet tud a oa troet ouzh ur relijion all evel Yuzev
52
ha Stad
Israel
en deus embannet kement-all goude un diviz gant an Dreist Lez-Varn
53
Reizhet eo bet ar soñj-se gant al luskad adreizhet avat o lavaret ne oa ket dispartiet da vat hag e ranked gwelet pep degouezh ha pep den evitañ e-unan. Da skouer, unan en dije troet dre heg a c'hello distreiñ hep "ober tra eus e berzh, lusket dre e c'hoant hepken" hag unan en deus dilezet ar Yuzevegezh evit ur relijion all a chom yuzev memestra.
54
. Yuzevien troet ouzh ur relijion all a oa anavezet evit bezañ dalc'het liammoù kreñv ouzh o sevenadur orin, da skouer
Jean-Marie Lustiger
ur Yuzev troet ouzh ar relijion
gatolik
betek mont da
Archeskob Pariz
hep dilezel e identelezh orin, pa varvas e voe douaret gant un tamm douar eus Israel ha kanet ar
C'haddich
(pedenn evit ar re varv) gant tus eus e familh e kreiz
Iliz-veur Notre-Dame
Niver a feizidi yuzev dre vro (e
2000
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Steredenn David
(מגן דוד,
magen David
), unan eus arouezioù ar yuzevegezh
N'eo ket aes respont d'ar goulenn "pegement a Yuzevien zo" kar n'en em wel ket an holl dud a c'heller lakaat da Yuzev evel-se ha lod eus an dud en em wel evel Yuzevien ne vezont ket anavezet gant luskadoù yuzev zo. Istimet e oa bet ar boblañs yuzev er bed war-dro 14 milion a dud e 2002 (tra ma oant 11 milion tro-dro 1900). Kreskiñ a ra ar boblañs yuzev eus 0.3% bep bloaz, tamm pe damm.
Bro
Niverenn
Stadoù Unanet
6.000.000
Israel
5.000.000
Rusia
war-dro 750.000
Frañs
600.000
Ukraina
500.000
Kanada
350.000
Rouantelezh Unanet
250.000
Arc'hantina
250.000
Alamagn
220.000
Brazil
120.000
Aostralia
110.000
Hungaria
100.000
Suafrika
95.000
Italia
29.000
Turkia
23.000
Iran
20.000
Sevenadurioù yuzev
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Ur Yuzev eus
Yemen
, da lavaret eo
mizrac'h
o pediñ e
1914
Dre vras, e vez graet
Achkenazed
(אשכנזים, ashkenazim, "alamaned") eus ar yuzevion a orin europat, pe e teufent eus Kreizeuropa pe eus Retereuropa, ha
Sefaraded
(ספרדים, sfaradim, "spagnoled") eus ar re a orin
spagnol
ha
portugalat
. Alies e vez graet
Mizrac'hed
(מזרחים, mizrahim, "tud ar reter" ) eus yuzevion a orin arab pe
kaokazat
Luskadoù relijiel yuzev
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Yuzevegezh rabbinek
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Sinagogenn
Eldbridge Street e
New York
SUA
Ar Yuzevegezh rabbinek (
(he)
"Yahadut Rabanit" – יהדות רבנית) zo stumm pennañ ar Yuzevegezh abaoe ar VI
vet
hon mare, ur wezh graet war-dro an Talmud. E berzhioù pennañ zo ar c'hred n'hall ket an
Torah
dre skrid bezañ disklêriet reizh hep sikour an
Torah
dre gomz hag al lennegezh puilh savet evit spisaat peseurt emzalc'h zo kadarnaet gant al lezenn.
Yuzevegezh al luskadoù
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Ar
Sklêrijennoù yuzev
en XVIII
vet
kantved o doa degaset birvilh e metoù an
Achkenazed
gant ur preder a oa diwanet drezañ meur a luskad relijiel, dreist-holl e broioù saoznek (er
Stadoù-Unanet
peurgetket). Er-maez eus
Israel
, m'eo disheñvel-mik an traoù, e c'heller dispartiañ al luskadoù etre Ortodoks (pe Reizhkredour), Mirour ha Reformet.
An
Ortodoksiezh yuzev
a embann e oa bet diskuliet an
Torah
dre skrid ha dre gomz da
Voizez
gant
Doue
war-eeun hag ur c'hevrad eo n'haller ket kemmañ. Hervezo eo ar
Shulchan Aruch
(evehziadennoù diwar-benn an halac'ha) dibenn reoliadur al Lezenn yuzev. A-bouez ruz eo evito 13 pennaenn ar Feiz savet gant
Maimonidez
. Gallout a reer dispartiañ an ortodoksiezh e meur a luskad, enno :
An
Ortodoksiezh yuzev hengounel
, pe
haredi
doujus da Zoue
), ne leusk ket kalz plas d'ar vodernelezh ha ne dosta ket kement-se eus an danvezioù er-maez eus ar bed yuzev. Gallout a reer merzhet anezho dre o doare d'en em wiskañ hag o doareoù sonnoc'h da lidañ ha da gaout doujañs ouzh al Lezenn. En o zouez e kaver ar
C'hasidegezh
, diwanet diwar ar
C'habala
ha a heul kelenn un den fur ma vez bodet tro-dro ur gumuniezh vihan, hag an
Haredi Seferad
diwanet en
Israel
e metoù sefarad.
An
Ortodoksiezh yuzev nevez
An
Ortodoksiezh yuzev vodern
ne bella ket kement-se diouzh ar bed modern na eus danvezioù all ar gouiziegezh.
Ar
Yuzevegezh virour
zo engouestlet d'ar c'hustumoù ha d'al lezennoù hengounel, da skouer doujañs d'ar
Chabat
ha d'ar
c'hachrout
, gant un doare n'eo ket ger-ha-ger da gas pennaennoù ar feiz yuzev ha da lenn an destenn hag un doare pozitiveloc'h da zegemer al lennegezh rabbinek hengounel ha modern. Hervezo n'eo ket difiñv al Lezenn met diorren a ra gant degouezhioù ur bed a cheñch. An Torah zo un diell doueel skrivet gant ar
brofeted
awenet gant Doue evit taolenniñ e volontez, met ne sav ket akord gant an Ortodoksiezh evit lavaret e oa bet diktet an Torah gant Doue da Voizez war-eeun
55
56
. An Torah dre skrid ha dre komz neuze a rank bezañ lennet ha disklêriet diouzh sklêrijenn an amzer a-vremañ ha labourioù ar rabbined bet a-raok.
Ur Yuzevez frankizour o pediñ gant an
taillit
hag an
tefillin
a vez douget gant ar baotred da gustum
Ar
Yuzevegezh adreizhet
Frankizour
pe
Araogour
hervez ar vro, a sell ouzh ar Yuzevegezh en un doare hollvedel, o leuskel a-gostez an darn brasañ eus Lezennoù lid an Torah evit kas war-raok doujañs al Lezennoù moral. Ingal e vez pep hini (paotred ha merc'hed) e-pad al lidoù a vez kaset alies e yezh(où) ar vro ha pouezañ a ra war an darempred hiniennel ouzh Doue.
An
Adgroueouriezh yuzev
a laka ar pouez war diviz ar gumuniezh evit heuliañ Lezennoù an Torah.
Yuzevegezh sefarad ha mizrac'h
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Variezon zo etre ar c'humuniezhioù
sefarad
ha
mizrac'h
evel just, met dre vras e c'heller lavaret n'en em wel ket an div familh sevenadurel-se e stern al luskadoù bet diwanet er bed
achkenaz
57
N'eus ket kement-se a luskadoù er metoù-se a gav gwelloc'h kemer an traoù eus tu "an deltenn vras" evit bodañ an holl,
58
. ar pezh zo gwir-tre bremañ en
Israel
, dreist-holl, a vod ar c'humuniezhioù sefarad ha mizrac'h brasañ er bed. Evelato en Israel ha dreist-holl er-maez eus Israel e c'hell hiniennoù a-orin sefarad pe mizrac'h mont d'ur sinagogenn a glot gant unan eus al luskadoù bet taolennet uheloc'h, pe dre e gredennoù personel, pe abalamour m'eo ar sinagogenn dostañ.
Yuzevegezh an div gumuniezh-se az a kentoc'h war-zu ar virouriezh dre vas, gant lidoù bet skornet pell zo dija. E-touez ar
Sefaraded
e kaver memestra skolioù diazezet war kelenn ur rabbi bennak, pe war ur skol-breder.
Luskadoù yuzev en Israel
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Daou goublad haredi o c'hortoz ur bus en
Israel
Ar brasañ eus Yuzevien
Israel
en em laka e-barzh ar c'hombodoù "lik" (
hiloni
), "hengounel" (
masorti
), relijiel (
dati
) pe
haredi
Alies mat en em wel "lik" ar familhoù a-orin eus
Europa
(ar C'hornôg dreist-holl), a zo a-bouez o identelezh yuzev evito, met dizalc'h eus o feiz ha doareoù relijiel. An darn-se eus poblañs Israel a vez er-maez eus ar vuhez relijiel aozet, ha pa vije ar rabbiniezh israelian ofisiel (reizhkredour) pe luskadoù an diaspora (mirour, frankizour).
Al lavarenn
masorti
amañ n'eus mann da welet ouzh al luskad mirour (a vez graet masorti anezhañ ivez). Klotañ a ra alies ouzh familhoù a-orin ar "Reter" (
Reter-Nesañ
Azia
hag
Afrika an Norzh
). Amjestr eo an doare ma implijer ar ger "hengounel" asambles gant "lik" : alies mat e reont anv eus traoù heñvel hag asambles e lakaer enno ur variezon vras a lidoù ha doareoù disheñvel.
N'eus ket brud vat war al lavarenn
reizhkredour
en Israel, er prezegennoù da vihanañ, goude m'en em gav kalz muioc'h a dud dindan ar gombod-se eno eget en diaspora. Ar pezh a glot ouzh ar reizhkredouriezh en diaspora az a ennañ ar pezh a vez graet
dati
(relijiel) pe
haredi
(doujus da Zoue, pe ultra-ortodoks). An eil ger az a ennañ kumuniezh ar Zionouriezh relijiel, pe "Kumuniezh relijiel vroadel", zo bet anavezet tamm ha tamm dindan al lavarenn
haredi-leumi
haredi
broadelour) pe
hardal
, a vesk lidoù hag ul lezenn strizh-kenañ gant un ideologiezh vroadelour diwar-benn Eretz Israel.
Gallout a reer rannañ an
haredim
e tri strollad diouzh harzoù etnikel hag ideologel : 1) "Lituanianed" (ket-c'hasigek) a-orin achkenaz ; 2) "C'hasideged" a-orin achkenaz ha 3) Sefaraded.
Yuzevegezhioù nann-rabbinek
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Karaegezh ha Samaritanegezh
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Ar
Garaegezh
en em wel hec'h-unan evel hêred sektoù
Yuzevegezh an Eil Templ
, evel ar
Sadukeed
. Ar Garaited ("Ar Skripturalisted") ne zegemer nemet an Tanac'h hag ar pezh a welont evel
peshat
(talvoudegezh eeun), n'eus ket da zegemer aotrouniezh skridoù er-maez eus an Tanac'h. Ar brasañ anezho en em wel evel perzh eus ar Yuzevegezh, met lod anezho ne reont ket.
Ar
Samaritaned
zo ur gumuniezh vihan bitous lec'hiet tro dro d'ar
Menez Gerizim
Palestina
hag un darn e
Holon
e-kichen
Tel-Aviv
. Hervezo int diskennidi israelited
Rouantelezh Israel
da vare
oadvezh an Houarn
. O lidoù zo diazezet war an
Torah
nemetken ha n'en em welont ket perzh eus ar Yuzevegezh daoust d'al liammoù splann.
Hamayot (Yuzevegezh Ethiopian)
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Ur Yuzev ethioppian er
C'hotel
Jeruzalem
Hamayot
("relijion" e
geuzeg
hag
amharikeg
) a zo kement a doareoù relijiel ar
Yuzevien ethiopian
. Disheñvel-mik eo eus ar Yuzevegezh rabbinek, eus ar Garaegezh hag ar Samaritanegezh bet meneget uheloc'h abalamour ma oant bet troc'het eus ar c'humuniezhioù all kalz abretoc'h. Ar Skriturioù sakr (
Orit
) zo skrivet e geuzeg hag o lezennoù e-keñver ar boued zo diazezet war an destenn nemetken, hep diskleriadennoù ouzhpenn degaset gant lez-skridoù. Gouelioù disheñvel o deus ivez, lod eus ar Yuzevegezh rabbinek ne vezont ket lidet pa vez lidet reoù all dianav eus ar Yuzevien all.
Luskad B'nei Noah
kemmañ
kemmañ ar vammenn
An Noahidegezh zo ur skourr undoueel eus ar Yuzevegezh diazezet war
Seizh Lezenn Noe
hag an diskleriadennoù hengounel bet graet e-touez ar Yuzevegezh rabbinek. Hervez an halac'ha n'eus tamm redi ebet d'ar
Jentiled
(an dud n'int ket yuzev) da dreiñ ouzh ar Yuzevegezh met bez' o deus da zoujañ d'ar Seizh Lezenn bet roet da Noe evit kaout ul lec'h er Bed da zont, prof diwezhañ ar re reizh o emzalc'h. Ober a reer
B'nei Noach
(he)
בני נח, "Bugale Noe") eus an dud a heul al luskad-se, aozet dre ar bed a-bezh gant Noahideged pe gant Yuzevien reizhkredour.
En un doare istorel e oa implijet al lavarenn
B'nei Noach
evit an holl ziskennidi eus Noe ha ne oant ket Yuzevien, met bremañ e vez implijet kentoc'h evit tud n'int ket Yuzevien a zouj da Seizh Lezenn Noe.
Lidoù ha doareoù ar Yuzevegezh
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Etik
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Heñchet gant an
halac'ha
a c'hell bezañ an etik yuzev, pe gant priñsipoù moral all. Kustum eur da lavaret eo merket an etik yuzev gant talvoudegezhioù evel ar justis, ar wirionez, ar peoc'h, ar vadelezh, an druez, an humblded hag an emzoujañs. Bez' ez eus doareoù resis e-liamm ouzh ar Yuzevegezh, da skouer an doare da welet an aluzen (
tzedakah
) hag ar c'hlask chom hep bezañ negativel (
lashon hara
). Tabut a vez etre ar Yuzevien diwar-benn doareoù etik zo.
Pediñ
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Den, gwisket gant un
tallit
, o pediñ er
C'hotel
Da gustum e ped ar Yuzevien teir gwezh an deiz,
Chac'harit
Minc'ha
ha
Ma'ariv
, gant ur wezh ouzhpenn bep
Chabat
hag en deizioù gouel,
Moussaf
. E-kreiz bep servij emañ an
Amidah
pe
Shemoneh Esrei
. Ur bedenn a-bouez en ur bern servijoù eo
Chema Yisrael
(pe
Chema
) a zo dibunañ ur werzenn eus an
Torah
(Adlezenn 6:4 :
(he)
שְׁמַע יִשְׂרָאֵל יְהוָה אֱלֹהֵינוּ יְהוָה אֶחָֽד
Shema Yisrael Adonai Eloheinu Adonai Echad
"Selaou, Israel : An Aotrou, hon Doue, a zo Doue nemetañ")
Ar brasañ eus pedennoù al lid yuzev a c'hell bezañ dibunet e-unan goude ma kaver gwelloc'h bezañ a-stroll. Ur bedenn a-stroll a c'houlenn un niver-ret a dek den gour (ha yuzev), anvet
minyan
. El luskadoù reizhkredour hag en nebeut luskadoù mirour e rank an dek den-se bezañ gwazed, met er brasañ eus al luskadoù mirour hag el luskadoù all e c'hell ar maouezed kontañ er
minyan
Ouzhpenn ar pedennoù hag ar servijoù e tibun ar Yuzevien oberiant
pedennoù ha bennozhioù
a-hed an devezh en ur ober traoù resis. Pediñ a reer en ur sevel goude bezañ dihunet da skouer, a-raok debriñ pe evañ traoù resis, goude bezañ debret hag all.
Disheñvelderioù a gaver etre al luskadoù yuzev disheñvel e-keñver ar pediñ, e-barzh testenn ar pedennoù, pegen alies e peder, an niver a bedennoù dibunet e-kerzh abadennoù resis, implij binvioù sonerezh hag ar c'han hag ar yezh implijet (
hebraeg
pe yezh(où) ar vro). Dre vras e vez tostoc'h ar reizhkredourien hag ar virourien ouzh an hengon padal e vez tuetoc'h ar yuzevien adreizhet da lakaat e-barzh elfennoù a-vremañ en o servij. Ouzhpenn-se, er brasañ eus ar sinagogennoù mirour hag en holl sinagogennoù adreizhet hag adframmet e kemer ar maouezed perzh er servijoù kevatal d'ar wazed, ha pa vije perzhioù miret d'ar wazed da gustum (hag er yuzevegezhioù reizhkredour), evel lenn an Torah.
Dilhad relijiel
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Bugale gwisket en un doare relijiel o c'hoari
mell-droad
Jeruzalem
Ur
c'hippah
(he)
כִּפָּה, liester
kippot
(yi)
יאַרמלקע,
yarmulke
) zo un tog ront a vez douget war penn ar glopenn en ur bediñ, en ur zebriñ, en ur lavaret bennozhioù pe en ur studiañ testennoù relijiel, pa n'eo ket bepred gant tud relijiel-kenañ. E kumuniezhioù reizhkredour n'eus nemet ar wazed a zoug ar c'hippah, met e kumuniezhioù nann-reizhkredour e c'heller gwelet maouezed o tougen unan. Hervez orin an dud e c'hell bezañ ar
c'hippot
bezañ bras pe brasoc'h, eus ur ront ne c'holo nemet penn uhelañ ar penn betek ar re vrasañ a c'holo ar penn a-bezh.
Tzitzit
(he)
צִיציִת, distaget
tzitzis
gant an
Achkenazed
) zo "pempilhennoù" skoulmet ispisial a gaver e pep pevar korn an
tallit
(he)
טַלִּית), distaget
tallis
gant an
Achkenazed
), ar chal pediñ. Gwisket e vez an
tallit
e-pad ar servijoù pediñ. Meur a gustum zo diwar-benn an deiz ma c'hell unan dougen anezhañ evit ar wezh kentañ. Er gumuniezh
sefarad
e c'heller dougen anezhañ ur wezh graet ar
Bar Mitzvah
padal e kumuniezhioù
achkenaz
zo e komañser d'e wiskañ ur wezh dimezet hag eureudet. Kustum eur da vezañ douaret gant an
tallit
Tefillin
(he)
תְפִלִּין) zo div voestad-lêr enno gwerzennoù tennet eus an
Torah
staget ouzh tal unan bennak ha gwiaded tro-dro d'e vrec'h gant bandennoù-lêr. Douget e vezont e-pad pedenn ar mintin gant an dud relijiel, gwazed nemetken evit ar reizhkredourien, gwazed ha maouezed zo evit ar yuzevien all.
Gouelioù
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Ar gouelioù zo deizoù ispisial en deiziadur evit lidañ mareoù resis eus istor ar
Yuzevien
, mareoù ispisial ar bloaz hag ar c'houlzioù-amzer ha temoù e-liamm ouzh o darempred gant Doue hag ar bed.
Ne glot ket an
deiziadur yuzev
(350 deiz pep bloaz) gant hini
gregorian
(365 deiz pep bloaz). Neuze ne glot ket ar
gouelioù
yuzev gant deiziadoù gregorian resis kennebeut.
Gouelioù yuzev
Anv brezhonek
Anv hebraek
Deiziad
en
deiziadur yuzev
Deiziad 2020
Notenn
Roch ha-Chanah
(ראש השנה, ro’sh ha-shānāh)
Tishri 1-2
Gwengolo 18-20
Penn-bloaz
, gouel ar bloaz nevez.
Yom Kippour
(יום כיפור, yom kippūr)
Tishri 10
Gwengolo 27-28
Deiz ar Pardon Meur
Soukot
(סֻכּוֹת, sukkōt)
Tishri 15-21
Here 2-9
Gouel al Lochennoù
Simc'hat Torah
(שמחת תורה, simhat ha-tōrāh)
Tishri 22
Here 10-11
Levenez an Torah
Hanouka
(חנוכה, hanūkkah)
Kislev 25 - Tevet 2 pe 3
Kerzu 10-18
Gouel ar Goueleier
Tou bi-Chvat
(ט"ו בשבט, tu bi'shevat)
Shevat 15
C'hwevrer 10
Ar 15 a viz Shevat
Penn-bloaz an douar
Pourim
(פורים, pûrîm)
Adar 14
Meurzh 9-10
An Eur
Pesac'h
(פסח, pesah)
Nissan 14-22
Ebrel 8-21
An Tremen
Lag ba-Omer
(ל"ג בעומר, lag ba-'ōmer)
Iyar 18
Mae 11-12
33 deiz an Omer
Chavouot
(שבועות, shavūot)
Sivan 6
Mae 28-29
Ar Sizhunioù
Ticha be-Av
(תשעה באב, tish‘āh bə-āḇ)
Av 9
Gouere 29-30
vet
deiz a viz Av
Chabat
(יום השבת, yom ha-shabbāt)
Bep 7
vet
devezh ar sizhun
Eus ar Gwener noz d'ar Sadorn noz
Chom a-sav
Gouelioù nevez abaoe
1948
Yom ha-Shoah (יום השואה, yom ha-shoah), devezh ar
Shoah
Yom ha-Zikaron (יום הזכרון , yom ha-zikaron), devezh soudarded kozh
arme Israel
Yom ha-Atsma'out (יום העצמאות, yom ha-atzma'uth), devezh
dizalc'hidigezh
stad
Israel
Yom Yerouchalayim (יום ירושלים, yom yerushalāyim), devezh
Jeruzalem
Yom ha-Zikaron, Yom ha-Atsma'out ha Yom Yerouchalayim a vez lidet e stad Israel ha gant yuzevion relijiel broadelour. Ne lid ket feizidi a gredennoù yuzev all (d. skw.
Netourei Karta
) ar gouelioù-mañ.
Chabat
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Div
C'hallah
, bara gwiaded fardet evit bep
Chabat
, diskouezet e deroù pred Chabat dindan ur golo.
Chabat
zo an deiz sizhuniek gouestlet d'an diskuizh, a gomañs ur pennadig a-raok Gwener noz evit padet betek ur pennad goude Sadorn noz. Lidañ a ra deiz diskuizh Doue goude bezañ tremenet c'hwec'h devezh o krouiñ ar bed
59
. Un devezh a-bouez eo evit ar Yuzevien ha meur a lezenn a ren anezhañ. Pa'z a an heol da guzh d'ar Gwener noz e tegemer maouez an ti ar Chabat en ur lakaat div c'houlaouenn-goar (pe muioc'h) war elum en ur lavaret ur bennozh. Komañs a ra ar ped gant ar
c'hidouch
, ur bennozh dibunet a-vouezh uhel war ur werennad gwin, hag ar
Mohtzi
, ur bennozh lavaret war ar bara. Kustum eur da gaout
C'hallah
, daou damm bara gwiaded, fardet gant bleud, vioù, laezh ha mel, war an daol.
Ar Chabat-pad eo difennet ober unan eus an 39
melac'ha
, troet evel
labour
, daoust ma n'eo ket "labour" evel ma komprener ar ger-se bremañ. Difennet eo neuze lakaat tan war elum, skrivañ, implijet arc'hant ha dougen tra er-maez eus an ti. Difenn implijet tan zo bet ledanaet d'an tredan hag implijet un oto.
Tri Gouel ar Pirc'hirinaj
kemmañ
kemmañ ar vammenn
An tri gouel-se zo anvet
regalim
en
hebraeg
(diwar
regel
: troad). Merkañ a reont darvoudoù bras istor ar Yuzevien, mesk-ha-mesk gant lidañ tremen ar mareoù-amzer. Kustum e oa an dud d'ober ur pirc'hirinaj da
Jeruzalem
da aberzhiñ en Templ da vare ar gouelioù-se.
Pesac'h
, a bad ur sizhun, a lid an
Ermaeziadeg
eus
Ejipt
. En amzerioù kozh e teue e memes koulz hag eostiñ an
heiz
. Ar gouel nemetañ a reer er gêr penn-da-benn eo, tro-dro d'ur pred anvet
Seder
. Tennañ a reer ar produioù savet gant goell eus an ti (ar
c'hametz
) eus an ti a-raok ar gouel ha difennet eo debriñ seurt produioù a-hed ar sizhun. Mont a ra betek ez eus bet krouet un norm ispisial evit ar
c'hachrout
cashrut lePessa'h
. Debriñ a reer
matzah
e-lec'h bara.
Chavouot
(Gouel ar sizhunioù) zo aozet e koun diskuliadenn an
Torah
d'an Israelited e
Menez Sinai
. Anvet eo ivez
Gouel Bikurim
, da lavaret eo Gouel ar Frouezh kentañ abalamour ma veze dalc'het gwezhall da vare eostiñ an ed.
Soukot
(Gouel al Lochennoù) zo lidet e koun an daou-ugent bloaz tremenet en dezerzh gant an Israelited war an hent d'an Douar Prometet. Kustum eur da sevel lochennoù pe teltennoù el liorzh (pe war ar balkonioù) anvet
sukkot
e koun goudor berr-pad an Hebreed en dezerzh. Dalc'het e veze e memes koulz hag eostiñ ar frouezh a fin mare al labour-douar. Padet a ra ur sizhun hag echuiñ a ra gant daou c'houel distag,
Chemini Atzeret
ma peder evit ma teuio ar glav ha
Simc'hat Torah
a glot gant fin kelc'h lenn an Torah a-raok adkomañs anezhi en-dro.
An Deizioù Hael Uhel
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Studierien
Chabad
Texas
o terriñ yun
Yom Kippour
2019
An Deizioù Uhel (
Yamim Noraim
pe "deizioù an doujañs") zo kreizennet tro ar barnañ hag an digarez.
Roch ha-Chanah
(c'hoazh
Yom Ha-Zikkaron
"Deiz ar C'houn", ha
Yom Teruah
"Deiz da lakaat ar
shofar
da seniñ") zo ar bloavezh nevez yuzev ("penn-bloaz" ger-ha-ger), daoust ma c'hoarvez e-pad seizhvet miz an
deiziadur
, miz
Tishri
Komañs a ra gant ar gouel-mañ ur mare a 10 devezh damantiñ a gas war-zu Yom Kippour, 10 devezh evit klask en e ene ha klask dresañ o fazioù, graet a-ratozh pe ket a-hed ar bloaz. D'an deiz-se e vez sennet ar
shofar
, ur c'horn maout, er sinagogenn, debret avaloù ha mel ha lavaret bennozhioù war bouedoù ispisial.
Yom Kippour
("Deiz an Damantiñ") zo devezh haelañ ar bloaz. Un devezh yun a-stroll eo ouzhpenn pediñ evit bezañ digarezet eus e bec'hedoù. Ar yuzevien oberiant a vez kustum da dremen an devezh er
sinagogenn
o tibunañ pedennoù. Ouzhpenn e teu alies yuzevien ne vezont ket ken oberiant d'an deiz-se ha yuniñ gant ar re all. An neizheur e tebrer ur pred rak-yun a-raok enaouiñ ar gouleier-koar, ar
seuda mafseket
. Komañs a ra servijoù an neizheur er sinagogenn gant ar pedenn
Kol Nidre
. Kustum eur d'en em wiskañ gant dilhad gwenn, dreist-holl evit ar
C'hol Nidre
, ha ne zouger ket botoù-lêr. Pedet start e vez an deiz a-bez a-raok echuiñ ar servij diwezhañ, anvet
Nei'lah
, o c'hwezhañ hir ar shofar.
Gouelioù "nevez"
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Ur
menorah
enaouet evit
Hanouka
Ar gouelioù da heul zo gouelioù "nevez", da lavaret eo n'int ket meneget en
Torah
. E koun darvoudoù kalz nevesoc'h, daoust ma n'eur ket sur atav hag-int c'hoarvezet da vat, int bet savet.
Pourim
(he)
פורים
Pûrîm
"eurioù") zo ur gouel leun a levenez e koun disamm Yuzevien
Persia
a oa da vezañ lazhet gant
Haman
, hervez
Levr Esther
. D'an deiz-se e lenner e publik
Meguilat Esther
en ur oc'h trouz pa glever anv Haman, reiñ a reer an aluzen, debriñ a reer gwastilli bihan anvet
hamantaschen
, dibunañ a reer er straedoù treuzwisket ha sañset eur da vezviñ un tamm gant gwin.
Hanouka
(he)
חֲנֻכָּה‎,
ḥanuká
"sakradur"), anavezet ivez dindan "Gouel ar Goueleier" a bad 8 devezh adalek ar 25 a viz Kislev. Bep noz, er gêr, e lakaer war elum goulaouennoù-koar, da gentañ unan, an deiz war-lerc'h div hag all betek enaouiñ eizh d'an noz ziwezhañ. E koun adsakradur an Templ goude brezel ar Vakabeaned, pa badas eizh devezh ul lampenn eoul a oa sañset bezañ a-walc'h evit un devezh nemetken, pezh a roas amzer d'ar veleien fardañ eoul nevez. Ne oa ket ur gouel a-bouez a-bouez gwezhall met deuet e oa da vezañ anavezetoc'h gant savidigezh Stad
Israel
, pa voe roet da anavezet darvoudoù "harozius" istor ar Yuzevien, hag abalamour ma kouezh tamm pe damm e memes mare ha
Nedeleg
Yunoù
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Ticha be-Av
(he)
תשעה באב‎ or ט׳ באב, "an 9
vet
a viz Av") zo devezh evit dougen kañv ha yuniñ e koun distrujadenn an
Temploù
kentañ hag eil, met ivez
Skarzhadeg ar Yuzevien eus Spagn
. Bez ez eus yunoù bihan all diwar-benn distrujadennoù an Templ dalc'het da zeiziadoù all.
Gouelioù israelian
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Pa oa bet savet
Israel
e oa bet lakaet devezhioù vak ouzhpenn.
Yom ha-Shoah
(יום השואה,
yom ha-shoah
"Devezh e koun ar
Shoah
") evit kaout soñj eus ar Yuzevien drouglazhet gant an nazied e-pad an
Eil brezel bed
. Lod a gav gwelloc'h aozañ un dra bennak evito d'an 10 a viz Tevet.
Yom ha-Zikaron
(יום הזכרון ,
yom ha-zikaron
"Devezh Koun") evit ar soudarded bet lazhet.
Yom ha-Atsma'out
(יום העצמאות,
yom ha-atzma'uth
"Devezh Dizalc'hidigezh Israel").
Lidoù-buhez
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Lidoù a vez aozet a-hed ar vuhez evit merkañ tremen an amzer ha kreñvaat an identelezh yuzev kenkoulz hag ar bezañs er gumuniezh.
Brit milah
- Degemer e reer ar paotredigoù oadet a 8 deiz en
Emglev
dre lid an
amdroc'h
. Reiñ a reer e anv
hebraek
d'ar babig e-pad al lid. Ul lid-envel evit ar plac'hedigoù, anvet
zeved habat
(pe
brit bat
), a zo, met n'eo ket heuliet kement.
Bar ha bat mitzvah
- An tremen eus ar bugaleaj d'an oad gour a c'hoarvez pa dizh ur plac'hig he 12 vloaz hag ur paotrig e 13 vloaz, e metoù
reizhkredour
ha
mirour
, 13 vloaz evit an daou e metoù ar
yuzevegezh adreizhet
. Lidet e vez en ur bediñ an den gour nevez (paotred nemetken evit ar reizhkredourien), da ren ar vodadeg er
sinagogenn
evit ur bedenn ha lenn un darn eus an
Torah
Dimeziñ
- Un darvoud a-bouez eo er vuhez. Dalc'het e vez dindan ar
c'houppah
, un dell-eured a zo arouez un ti leun a levenez. E fin al lid e torr ar paotr nevez ur werenn gant e droad, arouez kañv peurbadel an
Templ
ha strewadur ar bobl yuzev.
Mervel ha dougen kañv
- Ur c'hañv e meur a bazenn a zo. Ar bazenn gentañ zo anvet
chiva
(ger-ha-ger : "seizh", evit ar seizh devezh ma pad) ma ranker chom er gêr azezet da vezañ sikouret ha soulaset gant familh ha mignoned. An eil pazenn,
shloshim
(a bad ur miz) hag evit ar re o dije kollet unan eus o zud ez eus un trede pazenn
avelut yud bet chodesh
, a bad 11 miz.
Lenn an Torah
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Un den o lenn an Torah
E-kreiz servij-pediñ pep gouel ha pep
Chabat
emañ lenn an
Torah
e publik, e-liamm ouzh lenn levrioù all an
Tanac'h
. E-pad ar bloaz e lenner an Torah a-bezh, gant ar c'helc'h o kregiñ bep
diskar-amzer
da vare ar gouel
Simc'hat Torah
. Lenn an Torah zo un enor a c'hell bezañ roet d'unan bennak a c'hoarvez traoù pouezus er vuhez, da skouer ganedigezh ur bugel. War-dro 13 vloaz e vez aozet ur gouel evit lidañ eur deuet war an oad hag eur gouest da heuliañ ar
mitzvot
e-lec'h ma lenner an Torah evit ar wezh kentañ dirak ur bodad tud, ar
bar mitzva
evit ar baotred hag ar
bat mitzva
evit ar merc'hed.
Savadurioù relijiel
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Gwezhall gozh e troe ar relijion yuzev tro-dro d'un
Templ
nemetañ, met distrujet e voe gant ar
Romaned
e 70 hag abaoe eo bet adimplijet al lec'h gant ar
Gristeniezh
hag an
Islam
. Desket o deus ar yuzevien ober gant savadurioù all evit en em vodañ ha pediñ a-stroll, anvet
sinagogennoù
Ur sinagogenn zo un ti evit pediñ ha studiañ. Ur pezh zo evit pediñ a-stroll, pezhioù bihan evit studiañ hag ur pezh all evit en em vodañ evit ur pred, un emvod pe implijoù nann-relijiel all. N'eus tamm pil-patrom ebet evit ar sinagogennoù a c'hell bezañ disheñvel-mik an eil diouzh eben diouzh ar vro, ar mare, ar gumuniezh... An
Achkenazed
a implij ar ger
shul
tra ma ra alies "temploù" eus o sinagogennoù gant al luskad
adreizhet
Sed aze un nebeud traoù boutin d'ar sinagogennoù :
An Ark
(anvet
aron ha-kodesh
gant an Achkenazed hag
hekhal
gant ar Sefaraded) zo al lec'h ma talc'her an
Torah
pa ne vez ket lennet.
Ul leurenn uhel evit degemer an Torah hag al lenner.
Ar c'houlaouenn beurbadel (
ner tamid
), ul lampenn a vez atav war enaou evit kaout koun eus
menorah
an
Templ
Ouzhpenn ar sinagogennoù ez eus savadurioù all implijet gant ar yuzevien, evel ar
yeshiva
, ar skol war an danvezioù yuzev, hag ar
mikvah
, ar c'hibelloù-lid.
Lezennoù-boued : kachrout
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Ur preti
McDonald's
kacher
Buenos Aires
Pennad pennañ :
Kachrout
Anavezet eo lezennoù relijiel ar yuzevien e-keñver ar boued dindan an anv
kachrout
. Ar boued fardet diouzh al lezennoù-se zo anvet
kacher
hag ar boued n'eo ket kacher zo
treifah
pe
treif
Ul lodenn vras eus al lezennoù-se a bleg gant ar produioù graet gant anevaled. Da skouer, anevaled kacher zo anevaled rannet o c'harn hag a chaok o geot. An anevaled
treiff
anavezetañ zo moarvat ar
moc'h
60
daoust dezhañ kaout karnioù rannet ne chaok ket geot
61
Kacher e c'hell bezañ ar boued-mor ma vez angelloù ha skant dezho. Ar peurrest, evel ar
sili
, ar
c'hranked
hag ar
c'hregin
zo
treif
neuze. Ur roll laboused
treif
zo en
Torah
, met kollet eo bet talvoudegezh anv meur a spesad neuze ne ouezer ket da vat peseurt laboused zo kacher pe ket. Kustumoù zo memestra o doa dalc'het soñj eus un nebeud laboused kacher.
Yer
ha
yer-indez
zo aotreet en ur bern kumuniezhioù neuze. Kement aneval all,
stleviled
divelfenneged
amprevaned
zo
treif
62
Estreget ar rannadur-se, evit bezañ lakaet da gacher, kig ha kig-yar (pas ar pesked) a rank dont eus un aneval yac'h lazhet en ur mod ispisial anvet
chec'hitah
. Hep an doare mat d'e lazhañ, un aneval kacher a zeu da
dreif
. Gant ar chechitah e klask lazhañ buan hag ar muiañ a diboan ma c'heller evit an aneval. Goude-se e ranker tennañ darnoù dic'hlann an aneval, evel ar
gwad
, tammoù
druz
hag ar mavig-kamm.
62
Berzet eo ivez gant al
lezenn yuzev
debriñ kig ha laezhaj asambles ha rankout a reer gortoz ur pennad a-raok debriñ an eil pe egile goude ur pred. Cheñch a ra ar pennad-se diouzh e peseurt urzh int bet debret ha diouzh ar gumuniezh, met gallout a ra mont betek 6 eurvezh. Diazezet eo diwar ur werzenn en
Torah
a zifenn poazañ ur venn e laezh e vamm met da vat derevet eo ar reolenn eus an Torah dre gomz, an
Talmud
hag al lezenn rabbinek.
62
Tabut zo war statud ar c'hig-yar e-keñver al laezhaj, lod a zifenn meskañ an daou, lod a lavar n'eo ket ur gudenn.
Implijet listri ha fornioù gant un doare boued pe egile a c'hell lakaat boued da vezañ
treif
goude ma oa kacher, da skouer ma servijer boued kacher gant loaioù a oa bet e-barzh traoù
treif
pe asiedoù bet lakaet kig enno padal e oa bet dienn un nebeud eurvezhioù a-raok, an holl draoù-se a laka ar boued da vezañ
treif
62
Mont a ra kumuniezhioù
mirour
hag an holl gumuniezhioù
reizhkredour
pelloc'h en ur zifenn evañ produioù ar
rezin
aozet gant
Jentiled
, abalamour da gustumoù
pagan
kozh a implije gwin.
62
N'eus tamm displegadenn ebet en
Torah
evit al lezennoù-se,
62
war-bouez ar preder bezañ glann, met klasket e oa bet reiñ un nebeud respontoù. Ar glanded lidek a vije unan anezho, evel just, ouzhpenn deskiñ en em gontrolliñ, broudañ an doujañs da volontez
Doue
, chom hep bezañ kri e-keñver an anevaled ha derc'hel dibarded ar gumuniezh yuzev
63
. Ar rummadoù disheñvel a lezennoù-boued a oa diorroet diwar meur a abeg disheñvel moarvat, ma ne oa ket diwar meur a abeg evit ur reolenn.
Chom bev avat zo pouezusoc'h eget an holl lezennoù bet meneget uheloc'h, evel m'eo pouezusoc'h eget an holl
halac'ha
64
65
Lezennoù ar glanded-lid
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Taolennet eo gant an
Tanac'h
penaos e c'hell bezañ unan bennak glann-lid (
tahor
) dont da dic'hlann-lid (
tamei
). Degouezhioù ma c'hoarvez seurt traoù zo pa vez touchet korf unan bennak
marv
, pe
bezioù
, fluz-hadeg , fluz-forzh,
amzerioù
ha pa vez touchet unan bennak deuet dic'hlann abalamour d'an degouezhioù-se. Er Yuzevegezh rabbinek eo berzet d'ar
Gohaned
, izili ar renkad az ae da
veleien
da vare an
Templ
, mont e-barzh ur
vered
ha tostaat ouzh unan bennak marv
66
abalamour ma veze goulennet ganto bezañ en ur stad glann p'o doa da zebriñ o roadenn-vara (
Terumah
). Deuet e oa reolennoù zo stag ouzh ar roadenn-se da astenn war an holl, da skouer, gwalc'hiñ e zaouarn a-raok debriñ bara.
Glanded ar familh
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Un isrann eus ar reolennoù-se en deus kemeret pouez eo ar reolennoù stag ouzh glanded ar merc'hed o deus o
amzerioù
. Anvet eo ar reolennoù-se
niddah
("dispartiañ) pe glanded ar familh. A-bouez ruz eo ar reolennoù-se evit ar yuzevien a-heul rik an
halac'ha
met ne vezont ket heuliet gant ar yuzevien frankizoc'h.
67
Lakaet ez eus bet reolennoù ouzhpenn da reoù an
Torah
gant ar rabbined, dreist-holl en
ortodoksiezh yuzev
. Da skouer, e-pad an amzerioù, eo goulennet gant an Torah e chomje ur vaouez a-sav gant an
darempredoù rev
e-korf 7 devezh, nemet ma pad pelloc'h an amzerioù, neuze e ranko astenn ar prantad hep seks e-pad 7 devezh c'hoazh. Kendeuzet e voe an daou brantad-se gant ar rabbined a urzhias d'ar maouezed chom a-sav gant an darempredoù-rev adal ma oa kroget an amzerioù ha betek 7 devezh ur wezh echuet. Ouzhpenn d'an dra-se eo difennet d'he
gwaz
touchal anezhi ha kousket er memes gwele hag hi e-pad ar prantad-se. Da c'houde e c'hell ar vaouez en em c'hlannañ en ur
mikve
67
N'eo ket heuliet ar reolennoù-se gant ar Yuzevien frankizoc'h avat.
Ar Yuzevien
Ethiopian
a zalc'h gant kustumoù kozh o lakaat ar merc'hed da gousket e lochennoù dispartiet eus an ti hag, heñvel ouzh a c'hustumoù
karait
, ne zegemeront ket ar maouezed oc'h amzeriañ en o zemploù kar e rankjent chom glann. Adal m'int bet degemeret en
Israel
avat e teuont da kustumoù tostoc'h ouzh re ar Yuzevien all.
Heñchañ ar c'humuniezhioù
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Beleien ar mare klasel
kemmañ
kemmañ ar vammenn
N'eo ket ken bras plas ar veleien er Yuzevegezh eget ar pezh a oa a-raok
70
pa voe distrujet
Templ Jeruzalem
gant an arme
roman
kaset gant
Vespazian
. A-raok ar mare-se e veve ar veleien en Templ hag ober a raent war-dro an aberzhoù. N'eo ket forzh piv az ae da veleg, hêret e vez c'hoazh dre ar familh hag an dra-se zo kaoz int enoret c'hoazh hiziv an deiz daoust ma n'o deus tamm talvoudegezh evet ken. Ur bern yuzevien, dreist-holl
reizhkredourien
, a soñj dezho e vo ezhomm eus ar veleien en-dro pa vo savet Trede Templ Jeruzalem en amzer da zont.
E-touez ar veleien ez eus :
Kohanim
(beleg) - diskennidi
Aaron
, breur
Moizez
, a oa fiziet an aberzhiñ enno da vare an Templ. Hiziv e c'halver ur c'hohen da gentañ evit lenn an
Torah
, ober war-dro
Bennozh ar beleg
pe oberoù stag ouzh o c'harg.
Levidi
- diskennidi
Levi
, mab
Jakob
. Da vare an Templ o doa da ganañ ar
Psalmoù
, da gempenn an ti, da sevel mogerioù nevez, da ziwall an ti, da sikour ar veleien hag a-wezhioù o doa da zisklêriañ al Lezenn ha kustumoù an Templ d'ar publik. Hiziv e c'halver ul levi da eil evit lenn an Torah.
Pennoù-pediñ
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Adalek mare ar
Mishna
hag an
Talmud
betek bremañ ez eus bet ezhomm er Yuzevegezh eus tud arbennik evit ober war-dro lidoù zo. Ur yuzev zo gouest d'ober war-dro hogozik an holl ezhommoù war ar pediñ, met traoù zo - lenn an
Torah
hag an
Haftarah
, ar bedenn evit ar re varv, ar bennozh evit ar plac'h hag ar paotr nevez, ar bennozh-klok goude ur pred - a c'houlenn un niver-ret ar yuzevien, ar
minyan
, da lavaret eo dek yuzev asambles.
En ur
sinagogenn
, an dud arbennik pennañ eo :
Rabin
ar gumuniezh - Un den desket karget da respont d'ar goulennoù diwar-benn al
Lezenn
Evit dont da rabin e ranker bezañ urzidiget gant un aotrouniezh choazet gant ar gumuniezh (d.l.e. gant ur rabin reizhkredour pe, ma vez ur gumuniezh
virour
pe
adreizhet
gant ur skol rabined). N'eo ket ret d'ur gumuniezh kaout ur rabin dre ret. Lod eus ar c'humuniezhioù o deus ur rabin met lakaet eo d'unan all d'ober evel
shatz
pe
baal kriyah
(sellet dindan).
C'hazzan
(kantor) - ur c'hanour desket a servij da
shatz
. Choazet eo evit e vouezh vrav, e ouiziegezh e tonioù hengounel, e gompren eus talvoudegezh ar pedennoù ha pegen gwirion e vez pa zibun anezho. N'eo ket dav d'ur gumuniezh kaout ur c'hazzan.
Servijoù ar pedennoù yuzev a c'houlenn kaout daou berzh a c'hell bezañ, met pas atav, fiziet en ur rabin pe ur c'hazzan. Er c'humuniezhioù ma n'int ket fiziet enno e c'hell bezañ fiziet e neb a garo er gumuniezh, gant ma troio etre hec'h izili :
Shaliah tzibour
pe
shatz
(penn - ger-ha-ger 'kannad' - ar gumuniezh) - karget eo da heñchañ an dud bodet evit pediñ asambles hag a-wezhioù e c'hell pediñ evit reprezantiñ ar gumuniezh, pas evit he erlec'hiañ met kentoc'h evit aesaat an traoù. Kemer a ra perzh ar gumuniezh e seurt pedennoù en ur lavaret
amen
e fin ar bedenn : gant al lavarenn-se e teu pedenn ar
shatz
da vezañ pedenn ar gumuniezh. Kement den gour gouest da bediñ sklaer ha difazi a c'hell bezañ
shatz
, evit ur bedenn pe belloc'h. N'eus nemet gwazed a c'hell bezañ
shatz
e kumuniezhioù reizhkredour hag un darn eus ar c'humuniezhioù mirour, padal e c'hell maouezed bezañ
shatz
ivez e kumuniezhioù araogouroc'h.
Baal kriyah
pe
baal koreh
(mestr al lenn) zo karget da lenn darn sizhuniek an
Torah
. Goulenn a reer an hevelep koñdisionoù evit bezañ
baal kriah
hag evit bezañ
shatz
ha gallout a reer bezañ an daou. Dre vras e vez barrek unan bennak d'ober meur a berzh disheñvel el lid, met dre ma vez meur a hini barrek e vez rannet al labour etrezo.
Alies mat e vez er c'humuniezhioù (dreist-holl ar re vrasañ) :
ur
gabbai
- Gervel a ra an dud da lenn an Torah, envel a ra ur
shatz
evit pep servij ma n'eus ket unan anvet da gustum ha e-karg eus kemenn ar
sinagogenn
emañ ivez.
An tri ferzh meneget a-us a vez graet a-youl vat, hag un enor e vez. Abaoe an XVIII
vet
kantved e oa bet kemeret ar boaz da groprañ rabined ha c'hazzaned da c'hoari perzh ar
shatz
hag hini ar
baal kriyah
ha gwir e chom dreist-holl e kumuniezhioù
mirour
hag
adreizhet
. E kumuniezhioù
reizhkredour
e vez c'hoariet ar perzhioù-se gant tud a-youl vat pep hini d'e dro. Goude ma vez alies ouzhpenn ur rabbi evit pep kumuniezh e vez gopret c'hazzaned nebeutoc'h-nebeutañ e kumuniezhioù er
Stadoù-Unanet
ha ral e kaver tud arbennik evit ar perzhioù all.
Perzhioù relijiel arbennik
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Ur
sofer
eus
Yemen
o skrivañ ur roll eus an
Torah
Dayan
(barner) - Ur rabbi urzidiget en deus heuliet studioù war ar gwir hag ezel eus ur
beth din
(ul lez-varn rabbinek). En
Israel
emañ an
dimeziñ
hag an torr-dimeziñ, an treiñ war-zu ar Yuzevgezh hag an tabutoù arc'hant etre daouarn seurt lezioù-barn, e-keit ma chom er gumuniezh yuzev.
Mohel
(amdroc'her) - Un den arbennik e lezennoù an amdroc'h, bet kelennet gant ur mohel en deus tapet skiant-prenet, gouest d'ober war-dro ar
brit milah
amdroc'h
).
Choc'het
(boser lidek) - Evit ma vo
kacher
ur c'hig bennak e rank bezañ lazhet gant ur choc'het a zo arbennik e lezennoù ar c'hachrout goude bezañ bet heuliet kentelioù gant ur choc'het all.
Sofer
(skrib) - Rolloù an
Torah
, an
teffilin
, ar
mezuzot
(rolloù a stager ouzh stern an dorioù) ha
gittin
(aktoù an torr-dimeziñ) a rank bezañ skrivet gant ur sofer, un den arbennik e kaligrafiezh hebraek en deus bet ur stummadur strizh-kenañ war lezennoù ar skrivañ testennoù-sakr.
Roch Yechiva
- Ur c'helenner war an Torah a ra war-dro ur
yechiva
Machgiac'h rouc'hani
ur yechiva - Diouzh ar yechiva e c'hell bezañ unan bennak karget da wiriekaat e vez heuliet ar c'hentelioù hag e vez dereat an emzalc'h, pa c'hoazh e c'hell bezañ e-karg en em santfe mat ar studierien ha sevel lennadennoù war an etik yuzev.
Machgiac'h rouc'hani
- Ober a ra war-dro ar produerien boued kacher, emborzhidi, pretioù ha treterourien evit bezañ sur eo kacher ar boued. Bez' e rank bezañ arbennik ar lezennoù ar
c'hachrout
ha bezañ heuliet kentelioù digant ur rabbi ma n'eo ket rabbi e-unan.
Istor
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Istor ar Yuzevegezh a zo kazi hini ar Yuzevien e-pad an Henamzer pa ne vezont anavezet nemet dre o levrioù dastumet ez-ofisiel, danevelloù ha skridoù lennegel ur endalc'h relijiel kreñv enno. Testennoù savet gant o amezeien (Egiptiz, Asirianed, Hittited) ne reont ket kalz a daveoù d'ar religion yuzev. Er mare hellenistel e teu da vezañ Aleksandria ur gêr m'emañ kalz a Yuzevien o chom enni hag evit an abeg-se e o bet troet ar Bibl yuzev e gresianeg, Bibl an Deg ha-tri-ugent den fur a reer anezhañ.
Orin
kemmañ
kemmañ ar vammenn
E-kreizig kreiz an
Tanac'h
emañ an darempred etre Doue hag an Israelited diwar an amzerioù koshañ betek mare an
Eil Templ
. Hervez ar skrid e oa
Abraham
an Hebraad kentañ ha tad ar bobl yuzev. Evit enoriñ anezhañ abalamour d'e akt a feiz e oa bet prometet dezhañ ur mab (
Izaag
) ha diwar e vab diskennidi niverus a vije pobl douar Israel. O diskennidi a rankas mont da
Ejipt
avat e-lec'h ma oant bet lakaet da sklaved. Dieubet gant Doue ha renet gant
Moizez
e tegemeront
Lezenn Doue
Menez Sinai
dre skoulmañ un emglev. Reiñ a reas douar Israel d'E bobl ha kontañ a ra peurrest an Tanac'h pegen difeiz e c'helle ar bobl dont da vezañ met ivez pegen kreñv o feiz a c'helle bezañ darn anezho. Savet e voe ur Rouantelezh (a-raok ma voe rannet) a voe sikouret pe pinijet diouzh emzalc'h ar rouaned hag ar bobl hag un Templ a voe kreiz ar relijion yuzev e-pad kantvedoù.
Start eo gouzout penaos e oa an traoù evit gwir en amzerioù ken kozh ha dre ma n'eus nemet ur vammenn a zispleg ganedigezh relijion undoueek an Hebreed. Meneg koshañ ar ger
Israel
a gaver e skrid-maen
Meremptah
e 1203 a-raok hon mare, met o kaozeal eus brezel, pas eus relijion. An arbennigourien a zo a-du hiziv evit lavaret eo an
Torah
un dastumad testennoù choazet hag embannet asambles, daoust ma c'hellont en en zislavaret ur wezh lakaet kenetrezo.
Kemer a raje mammenn ar Yuzevegezh e relijion
Kenaan
ma kavjed
Yahweh
e-touez doueed all un tamm evel doueed
Henc'hres
68
Beli
Ejipt
war Kenaan, a oa kustum da skrapañ sklaved evit he mein-gleuzioù ha mibien rouaned Kenaan evit desevel anezho evel Ejiptianiz, hag enkadenn
Pobloù ar mor
, gant arsailhoù pobloù estren hag emsavadegoù a-enep sistem kêrioù-Stad Kenaan, o dije roet diazez d'un emskiant dibar e-touez poblañsoù uhelderioù Kenaan, mammenn ar bobl israelit hag ar relijion yuzev.
69
70
Ur relijion savet evel ur respont da istor he fobl
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Moizez
hag ar vodenn-spern taolennet e
sinagogenn
Doura-Europos
244
Hervez an enklaskoù n'haller ket prouiñ e veze azeulet Doue Israel evel Doue Nemetañ gant pobl Israel da vare ar Rouantelezh unanet ha goude, ur wezh dispartiet etre div rouantelezh, hini
Israel
hag hini
Yehouda
, ar pezh a c'heller lenn roudoù en
Tanac'h
. Gallout a reer krediñ e azeulent
Yahweh
nemetken dre vras, o krediñ e oa o doue broadel evel ma oa unan da bep pobl, hag o krediñ e oa galloudusoc'h o doue eget doue ar pobloù all
71
. Tamm ha tamm, gant choukadoù taolet d'an div vro gant an
Asirianed
ha
Babilon
e rankas an Israelited cheñch o relijion ha kavet ur respont d'o gwalleur. Komañs a reas marteze gant roue Yehouda
Jozias
, en doa adkavet an
Torah
ha lakaet ar bobl war an hent mat, hervez an
Tanac'h
. Sur eo e oad komañset e-pad e ren da zastum mojennoù hag hengounioù ar bobl israelit, dreist-holl ar re a denne da
Egipt
, ar pezh e voe mammenn an
Torah
70
Pa voe distrujet an
Templ Kentañ
e 587 hon mare hag harluet uhelidi rouantelezh Yehouda e kendalc'has al labour preder-se da vezañ kaset. Lod eus ar re a chomas e restachoù rouantelezh an Norzh a c'hanas ar gumuniezh
samaritan
a-hed an amzer.
Babilon
e voe birvilh evit kavet ur respont d'an dae evit derc'hel o identelezh gant tud Yehouda ha klask gouzout abalamour da betra ne oant ket bet gwarezet gant Doue. Mammennoù all a voe lakaet ouzhpenn en
Torah
d'ar mare-se, a-raok ma voent aotreet gant ar
Bersed
distreiñ d'o bro hag adsevel o Zempl. Skrivet e voe levrioù diwezhañ an
Tanac'h
d'ar mare-se. Astenn galloud
ar C'hresianed
war ar
Reter-Nesañ
a savas un dae all d'ar gumuniezh yuzev o tiwanañ : mont pelloc'h war-zu an diforc'hañ diouzh ar pobloù all pe bezañ heñvelaet. Emsavadeg ar
Vakabeed
a voe ur respont, relijiel ha politikel, d'ar politikerezh Seleukid. Ouzhpenn
Jeruzalem
ha
Babilon
e strewas ar gumuniezh yuzev da
Egipt
ha dreist-holl en
Aleksandria
, e-lec'h ma voe lakaet an
Tanac'h
henc'hresianeg
Da vare ar I

kantved en hon mare, pa voe ar rouantelezh yuzev dindan gazelge
Roma
, e oa birvilh en-dro ha rannet ar Yuzevegezh e meur a sekt disheñvel : ar
Fariseed
, ar
Sadukeed
, ar
Zeloted
, an
Esened
hag ar
Gristenien
kentañ, an div sekt gentañ o vezañ ar re c'halloudusañ. Lakaat a rae pouez ar
Fariseed
war an Torah dre gomz, da lavaret eo an holl gustumoù a oa bet treuzkaset dre ar gaoz abaoe, hervezo, amzer
Moizez
. Nac'het e oa kement-se gant ar
Sadukeed
ne gemerent nemet an Torah evel sakr. Eus ar sektoù-se ne chomas nemet ar
Gristeniezh
, a droc'has he darempredoù ouzh ar Yuzevegezh, hag ar
Fariseed
a voe mammenn ar Yuzevegezh rabbinek.
Emsavadeg veur
ar bloavezhioù 66-73 a dorras lusk Yuzevegezh an Templ dre ma voe distrujet
Templ Jeruzalem
gant ar Romaned. An darvoud-se, ha kastizoù all bet kemeret goude
emsavadeg Bar-Kokhba
(a darzhas etre 132 ha 136 pa voe divizet adenvel
Jeruzalem
Aelia Capitolina
ha sevel un templ en enor da
Yaou
war
Menez an Templ
), evel difenn an
amdroc'h
, studiañ an
Torah
ha skarzhañ ar
Yuzevien
eus Yehouda (a voe diverket eus anv ar proviñs hag erlec'hiet gant
Palestina
) a roas taolioù c'hoazh d'ur relijion ha d'ur bobl a rankas kavet doareoù all da genderc'hel da vezañ.
Paouez a reas ar Yuzevegezh da vezañ aozet tro-dro da lidoù an Templ d'ar mare-se ha kemmet e voe evit bezañ savet tro-dro d'ur gumuniezh vihan (da nebeutañ dek den gour) harpet gant un den gouiziek ha desket war al lezenn, tra ma voe erlec'hiet an aberzhoù gant ar bedenn. Dre aon e vije ankounac'haet darnoù eus an
Torah
dre gomz abalamour d'an heskinerezh e komañsjod d'ar mare-se da lakaat anezhi dre skrid e war-dro
200
eus hon mare, da gentañ ar ar
Mishnah
gant
Yehuda haNashi
. E-pad an tri c'hantved da heul e voe dastumet tammoù all eus al lezenn dre gomz evit sevel ar
Gemara
ha diwar an daou skrid, an
Talmud
. Kentidik e oa ar Gemara eus div greizenn veur ar Yuzevegezh, Yehouda ha Babilonia
72
. An Talmud koshañ a oa na hini savet tro-dro da skol
Jeruzalem
er
IV
kantved
padal e oa bet savet Talmud
Babilon
diwezhatoc'h adalek
vet
kantved
diwar divizoù e skolioù
rabined
ar gêr vras.
An diaspora : etre unaniezh speredel ha diforc'hioù sevenadurel
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Abalamour da zivizoù ar Romaned e kendalc'has ar Yuzevien da strewiñ dre an
impalaeriezh
met ivez er-maez (
Mezopotamia
Arabia
...). Diouzh o lec'h bevañ e tiforc'has ar Yuzevien etre sevenadurioù disheñvel : an
Achkenazed
en
Europa
an norzh hag ar reter, merket gant o darempredoù gant ar sevenadur
gristen
; ar
Sefaraded
, da gentañ e Spagn ha Portugal, da c'houde en Afrika an Norzh hag e reter ar
mor Kreizdouarel
, merket gant ar sevenadurioù kristen ha
muzulman
; ar
Beta Israel
en
Etiopia
Yuzevien Yemen
e penn pellañ gourenez
Arabia
met ivez
Yuzevien Kochin
en
India
, e-touez strolladoù all. Diorren a reas ar strolladoù-se doareoù disheñvel da lidañ o feiz hag a-wezhioù e tegemeront testennoù disheñvel en o c'hanon, met savet e voe an diforc'hioù-se dre ma oant pellik a-walc'h diouzh kreiz ar Yuzevegezh rabinek ha n'eo ket abalamour da dabutoù war kalon ar feiz.
Lod eus ar strolladoù-se a c'houzañvas an
enep-yuzevouriezh
, dreist-holl er broioù hêr d'an
Impalaeriezh roman
. Eus un heskinerezh politikel a teujod d'un heskinerezh relijiel a-feur ma voe kristenaet an Impalaeriezh hag
Europa
hag e voe taget ar Yuzevien abalamour da sav-boent an
Iliz
warno
73
An heskinerezh-se a gemeras stumm muzulioù mezhekaat, skarzhadegoù, lazhadegoù,
getoadur
ha, dre vras, un diouer a ingalded a-fet gwirioù. Er broioù
muzulman
e voe gwarezetoc'h ar Yuzevien met ne viras ket outo bezañ gwallgaset mare pe vare.
74
En VIII
vet
hag en
IX
vet
kantved
avat e voe nac'het gant yuzevien zo aotrouniezh hag awen doueel al Lezenn dre gomz evel ma oa skrivet er
Mishnah
hag astennet gant an
Talmudoù
, o kemer harp war an
Tanac'h
, gant ur preder tost a-walc'h diouzh hini ar
Sadukeed
. Ar strolladoù-se (Isunianed, Yudganed...) a savas o hengoun dre gomz dezho, disheñvel diouzh hini ar Yuzevegezh rabbinek, evit genel luskad ar
Garaegezh
Yuzevegezh ha modernelezh : luskadoù o tiwanañ
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Ur vez er pezh a oa bered yuzev
Saloniki
Gres
Ar
C'hasidegezh
a voe savet gant
Yisroel ben Eliezer
(1700-1760), brudet dindan al lesanv
Ba'al Shem Tov
, evel ur respont d'un amzer start a voe heskinet ar Yuzevien en
Europa
ha pa voent troet muioc'h-mui war-zu studial an
Talmud
. Tud zo a gave dezho e oa deuet ar relijiel da vezañ un tamm re troet war-zu ar studi ha ne veze ket lakaet a-walc'h a-bouez war ar speredelezh na war al levenez. Klask a reas neuze aozañ gant e zeskidi lec'hioù-buhez, anvet
shtiebel
a voe ul lec'h evit pediñ par d'ar
sinagogennoù
met ivez ul lec'h d'en em vodañ da gaout plijadur asambles en ur rannañ ur pred, dañsoù, o taremprediñ tud.
75
Tamm ha tamm e strewas an doare nevez-se da Europa a-bezh dre ma oa aes da heuliañ, ne oa netra start da zeskiñ, ne oa ket da emezelañ start el luskad-se hag e veze rannet plijadur.
75
Doare-bevañ meur a yuzev eus Europa ar reter e teuas da vezañ a-raok strewiñ d'ar
Stadoù-Unanet
adalek ar bloavezhioù 1880. Al luskad e-unan a embannas ne oa ket nevez, met ne rae nemet
adfreskaat
ar Yuzevegezh. Lod eus ar Yuzevien a savas a-enep al luskad avat, gant aon e teuje da vezañ
mesiazek
abalamour d'ar pouez roet d'an dud santel ha d'o mirakloù.
En
XVIII
vet
kantved
} e voe merket
Europa
gant ul luskad prederouriezh, sokial ha politikel anvet ar
Sklêrijennoù
. Al luskad-se, abalamour d'e breder war statud an dud dre vras, a wanaas un nebeud eus an arabadoù stag ouzh ar Yuzevien da zaremprediñ un deskadurezh nann-relijiel. A-drugarez da hag a-gevred gant al luskad-se e tiwanas ul luskad sklêrijennoù yuzev anvet an
Haskalah
en Europa-kreiz hag en Europa ar reter, o respontoù d'ar frankizoù gounezet pe war-nes bezañ gounezet. Lakaat a reas pouez war an ezhomm bezañ ezel eus ar gevredigezh lik ha war un deskadurezh nann-relijiel. Dre ma voe prometaet e vijent an dishualañ politikel e tilezas forzhig Yuzevien o relijion evit bezañ ebarzhet en Europa gristen. Sevel a reas luskadoù nevez diwar-neuze evit respont d'an dae-se.
Da gentañ e kreiz Europa, met da c'houde e
Rouantelezh-Unanet
hag e
Stadoù-Unanet
e voe roet lañs d'al luskad
adreizhet
(pe
frankizour
) a wanaas ar redioù relijiel - dreist-holl ar re diwar-benn an darempredoù etre
Yuzevien
ha
Jentiled
- hag a glaskas desachañ tud en ur zezrevelliñ al lidoù
protestant
. E respont d'an dra-se e voe savet al luskad
reizhkredour modern
gant luskerien a soñje e c'helle ar Yuzevien kemer perzh e buhez foran o bro en un doare kevatal d'ar geodedourien all en ur zoujañ d'an
halac'ha
. D'ar memes mare e voe sikouret gant al luskad adreizhet Yuzevien reizhkredour a-fet lid met a lenne an
Torah
hag an
Talmud
gant ul lagad buruteller da sevel ur skol-rabinek evit ar c'humuniezhioù a-orin Europa ar reter. Asambles gant rabined adreizhet a sante ne oa ket da zilezel al Lezenn penn-da-benn e savjont al luskad
mirour
. Ar Yuzevien
reizhkredour
a chome er-maez eus an haskalah a voe anvet
haredim
. Abaoe ur c'hantved bennak ha dreist-holl goude an
Eil Brezel Bed
ha savidigezh Stad
Israel
e klask al luskadoù-se desachañ tud diwar metoù ar Yuzevegezh hengounel.
Hiziv an deiz ez eus kalzig a Yuzevien en
Israel
, ar
Stadoù-Unanet
Kanada
, ar
Rouantelezh-Unanet
Arc'hantina
ha
Suafrika
met n'eo ket oberiant an holl. Hervez embannadur 2001 ar Sontadeg poblañs yuzev vroadel (
National Jewish Population Survey
) kaset en eil poblañs yuzev niverusañ er bed, hini ar
Stadoù-Unanet
, 4.3 milion a yuzevien diwar 5.1 milion o dez darempredoù gant ar relijion
76
Diwar an niver-se, 80% a veze oberiant mare pe vare met 48% nemetken a oa ezel eus ur gumuniezh ha nebeutoc'h eget 16% a veze oberiant en un doare reoliek.
77
Yuzevegezh ha relijionoù all
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Kristeniezh ha Yuzevegezh
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Sinagogenn
Santa María la Blanca e
Toledo
, bet lakaet da iliz gristen goude ur
pogrom
1391
Da gentañ-penn e oa ar
Gristeniezh
ur sekt eus
Yuzevegezh an Eil Templ
met kemer a reas buan un hent all, ken abred ar I

kantved. An diforc'hioù etre an div relijion a oa diazezet kentoc'h war gouzout hag-eñ e oa
Jezuz Nazaret
ar
mesiaz
pe ket, met disheñvelderioù all a vrasaas ar fozell etre an div feiz, dreist-holl e-keñver natur ar mesiaz, ar
pec'hed
hag an damantiñ, statud gourc'hemennoù Doue da Israel hag an hini donañ, natur
Doue
e-unan. Abalamour d'an disheñvelderioù-se e vez gwelet ar Gristeniezh evel ur
shituf
(azeulerezh Doue Israel n'eo ket undoueek) gant ar Yuzevegezh. Ar Gristeniezh eus he zu a wele ar Yuzevegezh evel un dra eus an amzer dremenet gant an
emglev nevez
bet anavezet ganto, ha pobl an Iliz he dije erlec'hiet pobl Israel en emglev-se.
Doueoniezh an Emglev-doubl
zo bet savet e metoù kristen zo goude ur preder war levezon an doueoniezh kristen war an ideologiezh
nazi
hag ar
Shoah
78
Er
Grennamzer
e oa bet embannet gant an
Iliz katolik roman
an diell
Constitutio pro Judæis
(Diskleriadenn ofisiel war ar Yuzevien) a lavare
Embann a reomp ne c'hell den kristen ebet implijet feulster da rediañ anezho d'ar badeziant, e-keit ma ne fell ket dezho. ... Hep barnerezh digant aotrouniezh politikel ar vro ne c'hello den kristen ebet krediñ gloaziañ anezho pe laerezh o arc'hant pe cheñch ar c'hustumoù mat o doa bevet mat ganto betek-henn el lec'hioù ma vezont o chom
79
Betek o
dishualañ
e fin an XVIII
vet
hag e-kerzh an XIX
vet
kantved e oa suj ar Yuzevien e broioù kristen da lezennoù mezhekaus savet evit ober harzoù d'ar pezh o doa droed d'ober. En o zouez e kaved reolennoù diwar-benn ar mod d'en em wiskañ, ha dreist-holl ar redi da lakaat un arouez bennak war o dilhad (
Steredenn velen
pe
Tog yuzev
), reolennoù diwar-benn ar mont-ha-dont e kêrioù ha kêriadennoù zo ma ne oa ket karterioù zo a ranked chom enno atav (
ghettoioù
) ha reolennoù evit berziñ d'ar Yuzevien kaout micherioù zo. Savet e veze tailhoù a-ratozh evito ivez kenkoulz hag e vezent skarzhet eurs ar vuhez foran, pa ne veze ket miret outo da lidañ pe da gaozeal o yezh. Mont pelloc'h a reas broioù zo ha skarzhañ a rejont ar
Yuzevien
eus o douaroù evel e
Breizh
1274
, e
Bro-Saoz
1290
(degemeret e voent en-dro adalek
1665
) ha
Spagn
1492
(degemeret e voent en-dro adalek
1868
). E Bed-Nevez e voe suj ar Yuzevien d'an hevelep reolennoù hag er
C'hevandir kozh
. Ar
Frañs
dispac'hel a voe ar vro gentañ o reiñ gwirioù klok d'ar Yuzevien, ul lusk a badas an XIX
vet
kantved a-bezh.
Merket e voe buhez ar Yuzevien en douaroù kristen gant tamalloù a zrouglazh lidek, skarzhadegoù, tuadurioù rediet ha lazhadegoù. An arguzennoù kristen a-enep ar Yuzevegezh bet savet adalek ar c'hantvedoù kentañ ha kreñvaet da c'houde a voe heuliet gant muzulioù a zrougziforc'hiezh a vroudas kasoni a-enep ar Yuzevien, kreñvaet gant levezon ar c'helenn kristen en arzoù
80
, betek broudañ feulsterioù a gasas d'ar feulster vrasañ bet graet gant tud kristen (darn anezho) a-enep ar Yuzevien : ar
Shoah
81
82
Koulskoude, ilizioù kristen zo (
Protestantiezh
Iliz katolik
83
met ivez
Quaker
ha
Testoù Jehovah
) bet heskinet gant an nazied a glaskas sikour ar Yuzevien.
84
Cheñch a reas emzalc'hioù ar Gristenien hag an Ilizioù kristen war-zu ar Yuzevien da c'houde an Eil Brezel Bed. Embannet e voe gant an Iliz katolik hag ar pab
Yann-Baol II
e tegemerent "dilenn peurbadel ha kendalc'hus ar bobl yuzev" kenkoulz hag adembannadur an emglev etre Doue hag ar Yuzevien
85
E miz Kerzu 2015 e voe embannet gant ar
Vatikan
un diell a vroude, e-mesk traoù all, ar Gristenien da stourm a-enep an
enebyuzevegezh
86
Islam ha Yuzevegezh
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Sinagogenn
Ben Ezra e
Kaero
Ejipt
En
Abraham
e kav an div relijion o orinoù : akord eo an daou hengoun e teu ar bobl yuzev diwar
Izaag
hag ar bobl
arab
diwar
Ishmael
, mibien Abraham. Goude m'eo div relijion undoueel ez eus kalz heñvelderioù kenetrezo e ziforc'hont war plas
Jezuz
ha
Mahomed
: n'int ket profeted hervez ar yuzevien. Adalek orinoù an
Islam
er VII
vet
kantved ez eus darempredoù etre feizidi an div relijion, gant mareoù startoc'h pe welloc'h : ar mare etre 712 betek 1066 en
Al-Andalus
a oa bet anvet "Oadvezh aour ar sevenadur yuzev". Evel izili all eus relijionoù undoueel e voe lakaet ar Yuzevien dindan statud
dhimmi
, aotreet da lidañ o relijion ha d'ober war-dro o aferioù diabarzh met suj da reolennoù ouzhpenn, da skouer paeañ un tailh ispisial (
Jizya
), berzet da zougen armoù pe da vezañ test e prosezoù ar vuzulmaniz. Kalz eus lezennoù an dhimmied a oa aroueziel kenañ, evel ar redi da wiskañ dilhad disheñvel (un redi ne gaver ket er
C'hoan
nag en
haditoù
met ijinet e
Bagdad
hep bezañ lakaet e pleustr sirius-sirius). N'haller ket lavaret e oa dieub Yuzevien ar bed arab ha muzulman eus an heskinerezh a veve o c'hendirvi en Europa kristen : kalzig a voe lazhet, harluet pe troet dre heg e
Persia
en XII
vet
kantved pe gant renerien
Al-Andalus
ha Norzhafrika, an
Almohaded
d'ar memes mare, kenkoulz hag e
Yemen
er XVII
vet
kantved. Diouzh al lec'h hag an amzer e voe berzet d'ar Yuzevien bevañ el lec'h ma felle dezho, da skouer e
Maroko
adalek ar XV
vet
kantved.
Adalek kreiz an XX
vet
kantved e voe skarzhet hogozik an holl Yuzevien eus ar broioù arab
87
88
89
e-liamm gant ar c'hasoni bet maget goude krouidigezh
Israel
, lec'h ma'z eas forzhig eus ar Yuzevien-se da vevañ. Hiziv c'hoazh ez eus plas da bropaganda enep-yuzev e luskadoù islamour evel
Hamas
pe
Hezbollah
ha broioù zo evel
Iran
zoken, asambles gant nac'h ar
Shoah
90
Gwelet ivez
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Yuzevegezh e Breizh
Liammoù diavaez
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Dre vras
kemmañ
kemmañ ar vammenn
(en)
Judaism 101
, ul lec'hienn glok evit respont d'an holl c'houlennoù.
Reizhkredouriezh
kemmañ
kemmañ ar vammenn
(en)
An Unvaniezh Reizhkredour
(en)
Chabad
, lec'hienn al luskad
Chabad
-Loubavitch.
(fr)
Chabad Frañs
, lec'hienn Chabad e Frañs.
Mirouriezh-Masorti
kemmañ
kemmañ ar vammenn
(en)
Masorti
, al luskad masorti en
Israel
(fr)
Masorti gallek
, al luskad masorti e
Frañs
hag e broioù gallek.
Reformet-Araokouriezh
kemmañ
kemmañ ar vammenn
(en)
Unvaniezh Bed ar Yuzevegezh araokour
, al luskad araokour en Israel hag er bed.
(fr)
Luskad Yuzev frankizour Frañs
, al luskad frankizour e Frañs.
Testennoù
kemmañ
kemmañ ar vammenn
(he)
An Tanac'h
, klok, gant bogalennoù.
(fr)
(en)
(he)
(yi)
An Talmud enlinenn
, klok, gant evezhiadennoù aodio eus ur savboent reizhkredour, e peder yezh.
Notennoù ha daveoù
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Jacobs, Louis (2007). "Judaism". In Fred Skolnik (ed.). Encyclopaedia Judaica. 11 (2d ed.). Farmington Hills, MI: Thomson Gale. p. 511.
ISBN 978-0-02-865928-2
. "Judaism, the religion, philosophy, and way of life of the Jews."
Berkley Center, «
Judaism
», [diell]. Lennet d'an 12 a viz Ebrel 2020
Berman Jewish Databank, «
2015 World Jewish Population
», 2015. Lennet d'an 12 a viz Ebrel 2020
(en)
Sarna, Nahum M. (1966).
Understanding Genesis. Schocken Books
. pp. 9–10, 14.
ISBN 9780805202533
(en)
Neusner, Jacob (2003). "Defining Judaism". In Neusner, Jacob; Avery-Peck, Alan (eds.).
The Blackwell companion to Judaism
. Blackwell. p. 3.
ISBN 978-1-57718-059-3
Geneliezh
17:3-8 ha Geneliezh 22:17-18
Ermaeziadeg
20:3 "
N'az po ket doueed all dirazon
" ;
Adlezenn
6:5 "
Hag e kari an Aotrou, da Zoue, a holl galon, a holl ene, a holl nerzh
Leviegezh
19:18 "
Ne klaski ket dial, n'az po ket droukrañs ouzh mibien da Bobl, karout a ri da nesañ eveldout : me eo an Aotrou
9,0
9,1
ha
9,2
(en)
Kadushin, Max 1972
The Rabbinic Mind
New York: Bloch Publishing.
Levrioù ar Rouaned
ha
Levr Izaia
(en)
Newman, Carey C.; Davila, James R.; Lewis, Gladys S., eds. (1999).
The Jewish roots of Christological monotheism: papers from the St. Andrews conference on the historical origins of the worship of Jesus
. Brill.
ISBN 978-90-04-11361-9
(en)
Steven Maimes, «
Is there a Jewish Theology or not?
», 2013
(en)
Daniel Septimus, «
Must a Jew believe in God?
», My Jewish Learning. Lennet d'ar 27 a viz Ebrel 2020
(en)
Steinberg, Milton 1947
Basic Judaism
New York, Harcourt Brace Jovanovich. p. 36
(en)
Judaism 101, «
Movements of Judaism
». Lennet d'ar 27 a viz Ebrel 2020
(en)
Langton, Daniel R. (2011).
Normative Judaism? Jews, Judaism and Jewish Identity
. Gorgias press.
13 pennaenn ar feiz
Maimonidez
"Hogen, ma nac'h unan eus ar pennaennoù-se ez a er-maez eus ar vroad ha nac'her ar pennaennoù eo hag ober a reer nac'her hag heretik anezhañ"
18,0
18,1
ha
18,2
(en)
Daniel Septimus, «
The Thirteen Principles of Faith
», My Jewish Learning. Lennet d'ar 27 a viz Ebrel 2020
(en)
Sheloshah-Asar Ikkarim - The Thirteen Principles of the Jewish Faith
, Hebrew4Christians. Lennet d'ar 27 a viz Ebrel 2020
(en)
Torah 101, «
What Do Jews Believe?
». Lennet d'ar 27 a viz Ebrel 2020
(en)
Judaism 101, «
Rabbis, Priests, and Other Religious Functionaries
». Lennet d'ar 27 a viz Ebrel 2020
(en)
Judaism 101, «
What Do Jews Believe?
». Lennet d'ar 27 a viz Ebrel 2020
(en)
Judaism 101, «
The Patriarchs and the Origins of Judaism
». Lennet d'ar 27 a viz Ebrel 2020
M. San 10:1
Testenn saoznek
Wojciech Kosior, «
Some Remarks on the Self-Images of the Modern Judaism. Textual Analysis
» e
Academia
. Lennet d'an 28 a viz Ebrel 2020
Holl venegoù eus ar Bibl e brezhoneg zo bet tennet diouzh
Ar Bibl troet e brezhoneg
(2018), kenaozet gant Job Lec'hvien
Eliezer Danzinger, «
How Many of the Torah's Commandments Still Apply?
», Chabad. Lennet d'an 12 a viz Ebrel 2020
Codex Judaica Kantor 2006, p. 146"
(he)
Abraham ben David,
Seder Ha-Kabbalah Leharavad
, Jeruzalem 1971, p.16
Gil Student, «
The Oral Law
», The AishDas Society. Lennet d'an 12 a viz Ebrel 2020
(en)
Neusner, Jacob 2003
Invitation to the Talmud
Stipf and Son, Oregon xvii–xxii
(en)
Stern, David "Midrash and Indeterminacy" in
Critical Inquiry
, Vol. 15, No. 1 (Autumn, 1988), p. 151.
(en)
Neusner, Jacob 2003
Invitation to the Talmud
Stipf and Son, Oregon xvii-vix;
(en)
Steinsaltz, Adin 1976
The Essential Talmud
New York: Basic Books. 3–9;
(en)
Strack, Hermann 1980
Introduction to the Midrash and Talmud
New York: Atheneum. 95;
(en)
Stern, David "Midrash and Indeterminacy" in
Critical Inquiry
, Vol. 15, No. 1 (Autumn, 1988), pp. 132–161
(en)
Stern, David "Midrash and Indeterminacy" in
Critical Inquiry
, Vol. 15, No. 1 (Autumn, 1988), p. 147.
(en)
Cohen, Abraham 1949
Everyman's Talmud
New York: E.P. Dutton & Co. xxiv;
(en)
Steinsaltz, Adin 1976
The Essential Talmud
New York, Basic Books. 222;
(en)
Strack, Hermann 1980
Introduction to the Midrash and Talmud
New York: Atheneum. 95
(he)
סדור רינת ישראל לבני חוײל Jerusalem: 1974, pp. 38–39
(en)
Penn-Rabbi Sir Jonathan Sacks, 2006
The Koren Sacks Siddur: Hebrew/English Prayer Book: The Authorized Daily Prayer Book of the United Hebrew Congregations of the Commonwealth
London: Harper Collins Publishers pp. 54–55
(en)
Rabbi Schneur Zalman of Liadi, Nissen Mangel, 2003
Siddur Tehillat
Hashem Kehot Publication Society. pp. 24–25
(he)
Steve Mason, «
Methods and Categories: Judaism and Gospel
», The Bible and Interpretation. Lennet d'an 29 a viz Ebrel 2020
(en)
Skarsaune, Oskar (2002).
In the Shadow of the Temple: Jewish Influences on Early Christianity
. InterVarsity Press. pp. 39ff.
ISBN 978-0-8308-2670-4
(en)
Shaye J.D. Cohen 1999
The Beginnings of Jewishness: Boundaries, Varieties, Uncertainties
University of California Press. 105–106. Rannbennad lakaet e brezhoneg a-ratozh evit ar pennad.
Frañsez Favereau, «
YUZEVIEZH- /jyze'wijəz\s/, /\'viɛz\s/, /yzeɥiɛh\x/ b.-où judaïcité.
»,
p.
14. Lennet d'an 29 a viz Ebrel 2020
Frañsez Favereau, «
JUDAÏSME (13° < lat eccl.) YUDEVEREZH m.-ioù
»,
p.
21. Lennet d'an 29 a viz Ebrel 2020
Frañsez Favereau, «
JUIF,-VE (10° judeu < lat-gr / hebr. Yehudi; C. Yuzeau, GR Juzéau / Yuzéau, Yuzevyen < Yuzeff &NL Keruzeau Go, NF Uzéau – gall Iddew) YUZEV* / JUZEWem.-ien f.1: e vamm a oa Yuzevez,Doue ar Yuzevien ; Juif errant – GR ar Boudedéau)BOUDEDEO m. (diwezañ den beo Ph & rimes)
»,
p.
22. Lennet d'an 29 a viz Ebrel 2020
Yann-Fañch Kemener, «
Ar Jouis
»,
Roudennoù / Traces
, Coop Breizh, 2018
(en)
Boyarin, Daniel (1994). "Answering the Mail".
A radical Jew: Paul and the politics of identity
. Berkeley, California: University of California Press.
ISBN 978-0-520-08592-3
. "Jewishness disrupts the very categories of identity, because it is not national, not genealogical, not religious, but all of these, in dialectical tension with one another."
(en)
Torah.org, «
What is the source of the law that a child is Jewish only if its mother is Jewish?
». Lennet d'an 2 a viz Mae 2020
(en)
The Karaite Korner, «
Ask the Karaite: Karaite FAQ
». Lennet d'an 2 a viz Mae 2020
(en)
Rebecca Weiner, «
Who is a Jew?
», Jewish Virtual Library. Lennet d'an 2 a viz Mae 2020
(fr)
Sav-boent al luskad mirour e Frañs war kudenn an troadur
Judaïsme Massorti, «
Vos conversions sont elles reconnues par le consistoire ? ou en Israël ?
». Lennet d'an 2 a viz Mae 2020
(en)
Samuel G. Freedman, «
Strains Grow Between Israel and Many Jews in the U.S.
», The New York Times, 6.02.2015. Lennet d'an 2 a viz Mae 2020
(en)
Heschel, Susannah (1998)
Abraham Geiger and the Jewish Jesus
. Chicago: University of Chicago Press. p. 157.
ISBN 0-226-32959-3
(en)
Ministrerezh israelian an Aferioù etrevroadel, «
Law of Return 5710-1950 [diell
] ». Lakaet en linenn d'2007, lennet d'an 2 a viz Mae 2020
(en)
Jacob, Walter (1987).
Contemporary American Reform Responsa. Mars, PA: Central Conference of American Rabbis
. pp. 100–106.
ISBN 978-0-88123-003-1
Masorti World, «
Torah MiSinai : Conservative Views
», 13.07.2007 [diell]. Lennet d'an 13 a viz Ebrel 2020
(en)
Jewlicious, «
Conservative Judaism
», 16.06.2005. Lennet d'an 13 a viz Ebrel 2020
(en)
Daniel J. Elazar, «
Can Sephardic Judaism be Reconstructed?
», Jerusalem Center For Public Affairs. Lennet d'an 13 a viz Ebrel 2020
(en)
Elliot Jager, «
Sephardi Judaism Straining to Stay Non-Denominational
», Jerusalem Post, 17.11.2017. Lennet d'an 13 a viz Ebrel 2020
(en)
Judaism 101, «
Shabbat
». Lennet d'ar 14 a viz Ebrel 2020
(en)
Meaningful Life, «
The Kosher Pig?
». Lennet d'an 20 a viz Ebrel 2020
(en)
Oukosher.org [diell], «
Tamar Levy, St. Louis, MO – Block Yeshiva High School, Grade 9
». Lennet d'an 20 a viz Ebrel 2020
62,0
62,1
62,2
62,3
62,4
ha
62,5
(en)
Judaism 101, «
Kashrut: Jewish Dietary Laws
». Lennet d'an 20 a viz Ebrel 2020
(en)
ReligionFacts, «
Kosher
». Lennet d'an 20 a viz Ebrel 2020
(en)
Jewish Mag, «
Remembering Life in England during World War II
». Lennet d'ar 21

a viz Ebrel 2020
(he)
Dr. Ezekiel Liechtenstein, «
מספר 805
», אוניברסיטת בר-אילן הפקולטה למדעי היהדות. Lennet d'ar 21

a viz Ebrel 2020
(en)
Avi Kehat, «
SHEYIBANEH BEIT HAMIKDASH... [diell
] ». Lennet d'ar 21

a viz Ebrel 2020
67,0
ha
67,1
(en)
Judaism 101, «
Kosher Sex
». Lennet d'ar 21

a viz Ebrel 2020
(en)
John Day
Yahweh and the Gods and Goddesses of Canaan
, p. 68.
(fr)
AGUT, Damien ; MORENO-GARCIA, Juan Carlos. 2016.
L'Egypte des Pharaons : De Narmer à Dioclétien (3150 av. JC - 284 ap. JC
. Dastumadeg
Mondes Anciens
, dindan renerezh Joelle Cornette. Paris. Belin.
ISBN 978-2-7011-6491-5
70,0
ha
70,1
(en)
FINKELSTEIN, Israel ; SILBERMAN, Neil Asher. 2002.
The Bible Unearthed: Archaeology's New Vision Of Ancient Israel
S&S International.
ISBN 978-0684869131
(en)
BRIGHT, Joh., 2000.
A History of Israel
Westminster John Knox Press.
(en)
Wilhelm Bacher, «
TALMUD
», Jewish Encyclopedia. Lennet d'ar 5 a viz Mae 2020
(en)
Langmuir, Gavin (1993).
History, religion, and antisemitism. University of California Press
ISBN 978-0-520-07728-7
(en)
Amira K. Bennison ha María Ángeles Gallego.
Jewish Trading in Fes On The Eve of the Almohad Conquest.
MEAH, sección Hebreo 56 (2007), 33–51
75,0
ha
75,1
(en)
Stampfer, Shaul.
How and Why Did Hasidism Spread?
. The Hebrew University of Jerusalem.
(en)
Steven M. Cohen, Frank Mott, Lorraine Blass, Jim Schwartz, Jonathon Ament, Vivian Klaff, Laurence Kotler-Berkowitz, «
2000-01 National Jewish Population Survey (NJPS)
», Berman Jewish Databank, 2001. Lennet d'ar 6 a viz Mae 2020
(en)
Humphrey Taylor, «
While Most Americans Believe in God, Only 36% Attend a Religious Service Once a Month or More Often
», Harris Interactive, 2003. Lennet d'ar 6 a viz Mae 2020
(en)
R. Kendall Soulen,
The God of Israel and Christian Theology
, (Minneapolis: Fortress, 1996)
ISBN 978-0-8006-2883-3
(en)
Baskin, Judith R.; Seeskin, Kenneth (12 July 2010).
The Cambridge Guide to Jewish History, Religion, and Culture
. Cambridge University Press. p. 120.
ISBN 9780521869607
(en)
Pieter van der Horst (atersadenn), «
The Origins of Christian Anti-Semitism
», Jerusalem Center for Public affairs, 5.05.2009. Lennet d'ar 26 a viz Ebrel 2020
(en)
Richard Harries.
After the evil: Christianity and Judaism in the shadow of the Holocaust
. Oxford University Press, 2003.
ISBN 978-0-19-926313-4
(en)
Lucy Dawidowicz
The War Against the Jews, 1933–1945
. First published 1975; this Bantam edition 1986, p. 23.
ISBN 0-553-34532-X
(en)
Gill, Anton (1994).
An Honourable Defeat; A History of the German Resistance to Hitler
. Heinemann Mandarin. 1995 paperback
ISBN 978-0-434-29276-9
; p. 57
Gottfried, Ted (2001).
Heroes of the Holocaust
. Twenty-First Century Books. pp. 24–25.
ISBN 9780761317173
Wigoder, Geoffrey (1988).
Jewish-Christian Relations Since the Second World War
. Manchester University Press. p. 87.
ISBN 9780719026393
Vatican News, «
Pope emeritus Benedict: Dialogue with the Jews, not mission
», 27.11.2018. Lennet d'ar 26 a viz Ebrel 2020
(en)
Ya'akov Meron, «
Why Jews Fled the Arab Countries
», Middle East Forum, Gwengolo 1995. Lennet d'ar 26 a viz Ebrel 2020
(en)
Jerrold Nadler, «
Recognize Jews as Refugees From Arab Countries
», Haaretz, 12.09.2012. Lennet d'ar 26 a viz Ebrel 2020
(en)
Esther Meir-Glitzenstein, «
The Truth About the Expulsion
», Haaretz, 09.10.2020. Lennet d'ar 26 a viz Ebrel 2020
(en)
Bernard Lewis, «
Muslim Anti-Semitism
», Middle East Forum, Even 1998. Lennet d'ar 26 a viz Ebrel 2020
יהדות
Yuzevegezh
613
Mitzvot
Halac'ha
Kabbala
Midrash
Minhag
Talmud
Tanac'h
Torah
Nevi'im
Ketouvim
) •
Targoum
Strolladoù sokial-sevenadurel
Achkenazed
Djouhouried
Mizrac'hed
Samaritaned
Sefaraded
Istor ar Yuzevien
Brezelioù yuzev-roman
Diaspora
Harlu Babilon
Istor ar Yuzevien er Grennamzer
Istor ar Yuzevien en Henamzer
Templ Jeruzalem
Istor ar Yuzevien dre vro
Alamagn
Breizh
Broioù muzulman
Frañs
Israel
Polonia
Rusia
Spagn
Stadoù-Unanet
Kredennoù yuzevek
Adgroueouriezh yuzev
Esened
Fariseed
Karaegezh
Kristeniezh kentidik
Ortodoksiezh yuzev
Sadukeed
Samaritanegezh
Yuzevegezh an Eil Templ
Yuzevegezh adreizhet
Yuzevegezh frankizour
Yuzevegezh kentidik
Yuzevegezh virour
Zeloted
Lidoù
Listenn pedennoù ha bennozhioù yuzev
Yezhoù yuzev
Bouc'horeg
Djidieg
Grouzineg
Hebraeg
Ladinoeg
Yideg
Yuzev-tateg
Strolladoù politikel er yuzevegezh
Aliyah
Brezel israelat-arab
Bund
C'hasidegezh
Dishualidigezh ar Yuzevien
Haskalah
Hasmoneed
Istor ar sionouriezh
Istor Stad Israel
Kibboutz
Sanhedrin
Sionouriezh
Trevadennoù yuzevek e Palestina
Heskinerezh ar Yuzevien
Enepyuzevegezh
Shoah
Adtapet diwar «
Rummad
Yuzevegezh
Rummad kuzhet:
Pajennoù a ra gant arguzennoù eilet er galvoù patrom
Pajennoù a ra gant liammoù burzhudus ISBN
Yuzevegezh
Rannbennad nevez